Barzhaz Breizh/1883/Klemvan itron Nizon

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Klemmvan Itron Nizon.

Didier et Cie, 1883  (p. 519-521)



KLEMVAN ITRON NIZON
− IES KERNE −


Allaz ! allaz ! maro itron 
Maner ar Genkiz-a-Nizon !
Me wel evel ar c’hoummoul du 
A guz ann heol a bep tu. 

— Hor mammik paour, pa n’em oc’h mui, 
Piou dorro pelloc’h hon naon-ni ? 
Piou roi d’e-omp dillad ha louzou ? 
Piou bareo hor gouliou ?


Adal ar ger a Gemperle 
Bete Nizon ni a oele, 
E bordig ann hent daoulinet 
Hed pedeir leo hon euz goelet ;

Goelet hon euz da heul ar c’harr 
Zo bet ouz ho kas d’ann douar ; 
Goelet hon euz etal ho pez 
Goela raimp epad hor buhez. 

Pebez kaon, siouaz, er maner !
Pebez kaon er vro, itron ger !
Kenavo, hor mamm dous ha mad ; 
Perag oc’h-hu deud d’hor c’huitat ? —

— Peorien, peorien geiz, ho taelou
Zo dreist ann holl meuleudiou ; 
Koulskoude ne ket red goela
Pa ’ma hor mamm ebarz ar joa. 

Pa ’ma gand ar Werc’hez santel, 
Gand Jezuz hag ann Ebestel 
Gand ar Zent hag ar Sentezed, 
Gand he diou verc’h, gand he fried. 

Ar beleg etal he gwele 
Gand eur vouez dous a lavare : 
« Sent ha sentezed euz ann ne,
Deud da zigemer va ene ;

Deut ’ta, ma hellinn evid mad
Karout, gan-e-hoc’h, Doue hon Tad, 
Er Baradoz da virviken. »
Neuze e teuaz da dremenn.


Tremen e deuz gret gand dousder, 
Evel o c’hoarzin, hor mamm ger ;
Evel m’e defe gwelet dor 
Ar Baradoz d’ezhi digor. 

Edo gouel Maria-Garmel 
Gouel dudiuz evit mervel, 
Edo abardaez ar gwener, 
Deiz braz ma varvaz ar Zalver. 

Tavit ’ta, peorien geiz, tavit, 
Na oelit ket, ma he c’harit :
Mad da vedi a oa ann ed 
Ann elez ho deuz hen medet. 

Ar wezen goz a zo pilet, 
He dra gand ar Mestr a zo et, 
Koulskoude meur a blant iaouank 
A jomm war he lerc’h stank-ha-stank. 

Ann evnigou a hello c’hoaz
Neizia dindan ann deliou glaz, 
Ha kana meuleudi Doue 
Na losk evn na den dibourve. —

Leveromp ann De profondis
Etal bez itron ar Genkiz, 
Ha ra vo skrivet war he men: 
Aman ema mamm ar beorien.

Ar wers zo gret gand eur belek, 
Bet kure e parrez Riek, 
Hag a gare, hag a garo 
Da viken ann itron varo.

Endra ma jommo e buhez
E lavaro peb mintinvez
Eur Memento ’vid he vamm goz ; 
Ma ’z ai gant hi d’ar Baradoz !