Barzhaz Breizh/1883/Bran

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Bran.

Didier et Cie, 1883  (p. 123-128)


BRAN


— IES LEON —

I
Marc’hek Bran a zo bet tizet;
Rag e kad Kerloan e ma bet.

E kad Kerloan, etal ar mor,
Oe tizet mab bihan Bran-Vor.

Daoust d'hor gonid oe kemeret,
Ha glaz-aleured oe kaset.

Ha glaz-aleuret pa zeuaz,
E-barz eunn tour, hen a oelaz :

— Va c’herent a drid hag a iou,
Ha me war va gwele : ah ! iou !

Me garfe kaout eur c’hannader
A zougfe d’am mamm eul lizer. —

Ar c’hannader pa oe kavet,
Ar marc’heg en deuz kemennet :

— Eur gwisk all, va den, a wiski,
Gwisk eur c’hlaskour boed azevri;

Va bizou ’gemeri ivez;
Va bizou aour, enn arouez;

Ha d’am bro dal’ ma tigouezi,
D’am mamm itron he ziskouezi.

Ha mar deu va mamm d’am dasprenn
Kannader, arouezi e gwenn;

Ha, sioaz d’in, ma na zen-hi;
Va faotr, e du ec’h arouezi. —

II
Pa zigouezaz e bro Leon,
E oa o koania ann itron,

E oa gand he zud, diouc’h ann daol;
Ann delenourien enn ho roll.

— Nozvad d’e-hoc’h, itron ann ti-man :
Setu bizou aour ho map Bran,

He vizou kouls hag eul lizer :
Bed eo he lenn, he lenn e-berr. —

— Tavit, telenourien ho son;
Glac’har vraz a zo em c’halon ;

Tavit, telenourien, buhan,
Paket va mab, ne ouienn man!

Ra farder eul lestr d’in fenoz,
Ma treuzin ar mor antronoz! —

III
Antronoz, eveuz he wele,
Ann aotrou Bran a c’houlenne :

— Gedour, gedour, d’in livirit,
Lestr e-bed o tont na welit?

— Aotrou, marc’hek, na welann-me
Nemed ar mor-braz hag ann ne.

Ann aotrou Bran a c’houlennaz
Gand ar gedour, da greiz-teiz c’hoaz :

— Gedour. gedour, d’in livirit
Lestr e-bed o tont na welit?

— Aotrou marc’hek, na welann tra
Nemed mor-ezned o nija. —

Ann aotrou Bran a c’houlennaz
Gand ar gedour d’ar pardaez c’hoaz.

— Gedour, gedour, d’in livirit
Lestr e-bed o tont na welit? —

Ar gedour-gaou, pa he glevaz,
C’hoarzin-droug out han a reaz :

— Eul lestr a welann-me pell-pell,
Hag hen foetet gand ann avel.

— Na pez’ arouez? livirit krenn!
Daoust eo hi du, daoust eo hi gwenn?

— Aotrou marc’hek, ’vel ma welann,
Du eo, m’entoue ruz-glaou-tan! —

Ar marc’hek keaz, pa ’n deuz klevet,
Na mui na ken n’euz lavaret;

Distroi a reaz he zremm c’hlaz,
Ha gand ann derzien a grenaz.

IV
Hag ann itron a c’houlenne
Gand ar geriz pa zouare :

— Petra nevez a zo ama
Pa glevann ar c’hleier tinsa? —

Eunn den koz en deuz lavaret
D’ann itron pa’n deuz he c’hlevet :

— Eur ar marc’hek paket oa ama,
Mervel en deuz gret enn noz-ma. —

Oa ked he gomz peurlavaret,
Ann itron d’ann tour zo pignet.

Enn eur redeg, o oela ken,
Dispak-kaer gant-hi he bleo gwenn.

Ken a oa ’r geriz souezet,
Souezet braz oc’h he gwelet,

Gwelet eunn itron zivroad
Oc’h ober kanv hed ar stread.

Ken a lavare peb unan :
— Piou eo houman, hag a-be-ban? -

Ann itron baour a lavare
Da dreizeir ann tour, pa errue :

— Digor, digor, primm ann nor d’in
Ma map! ma map ! ra he welinn! —

Pa oa digoret ann nor vraz,
War gorf he map en em strinkaz;

Hag he vriataat a reaz,
Ha bikenn goude na zavaz.

V
E meaz ar stourm, e Kerloan,
Zo eunn derven a-uz ar c’hlan,

Eunn derven, e-leac’h m’argilaz
Ar Zaozon raog dremm Iouen-Vraz,

War ann derven, pa bar al loar,
Bep noz en em zastum adar,

Mor-adar du-baill ho fleuniou,
Eul lommig goad war ho fennou.

Gant-ho, eur Vranez-goz louet,
Gant-hi eur Vran iaouank kevret.

Skuiz ho daou ha gleb ho eskel :
O tont glaz-aleured, ouc’h pell.

Hag ann ezned a gan eur c’han,
Ker kaer, ma tav ar mor ledan.

Ar c’han-ze, ’m eur vouez hi he gan
Nemed ar Vranez hag ar Vran.

Hag ar Vran en deuz lavaret :
— Kanet, eznedigou, kanet.

Kanet, eznedigou ar vro;
Pell euz a Vreiz n’oc’h ket maro.



\score {
  \version "2.18.2"
  \relative c'{
    \clef treble
    \key a \major
    \tempo \markup {\italic Religioso.}
    \override Rest #'style = #'classical
    \time 3/4
    \partial 8
    e8 | fis8. gis16 a4^ (a8.) e16 | \break
    fis8. gis16 a4. a8 | a8. a16 a4 e | \break
    cis8 d e4. e8 | a8. gis16 fis4 \stemUp b4 | \stemNeutral cis8. b16 a4 r8 \bar "|."
  }
  \addlyrics {
    Mar -- c’hek Bran -- a_ zo
    bet -- ti -- zet; Rag e Kad Ker -- loan
    e ma bet. Rag e Kad Ker -- loan e ma bet.
  }
  \layout { line-width = #123 }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }