Barzhaz Breizh/1883/Bale Arzur

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Bale Arzhur.

Eizhvet embannadur (1883)


BALE ARZUR
− IES KERNE −


— Deomp, deomp, deomp, deomp, deomp, deomp, d’ar gad!
— Deomp, kar, deomp, breur, deomp, map, deomp, tad!
— Deomp! deomp! deomp holl! deomp ’ta, tud vad!


Mab ar c’hadour a lavare,
Lavare d’he dad, eur beure :
— Marc’hegerien war lein ar bre!

Marc’hegerien o vont e-biou,
Mirc’hed adan-he, glaz ho liou,
Oc’h hinteal gand ar riou !

Stank-ha-stank, c’houec’h-ha-c’houec’h, e ri;
Skank-ha-stank, e ri tri-ha-tri;
Mil goaf oc’h ann heol o lintri;

Stank-ha-stank, e ri, daou-ha-daou,
O vont da heul ar banielaou.
Hag a vransell glan ann Ankaou.

Nao ban rong ann daou benn anhe ;
Bagad Arzur, e goarann, e;
Arzur a-rok lein ar mene. —

— Mar ma Arzur ann hini eo,
Prim d’hor gwarek ha d’hor gwall veo!
Ha’rok d’he heul, ha flimm ra freo ! —

Oa ked he c’her losket a-grenn,
Pa drouzkrozaz ar iouc’hadenn
Hed ar meneziou penn-d’ar-benn

— Kalon am lagad! penn am brec’h!
« Ha laz am blons, ha traon ha krec’h!
« Ha tad am map, ha mamm am merc’h!

« Marc’h am kazek, ha mul am as!
« Penn-lu am mael, ha den am goas!
« Goad am daerou, ha tan am c’houaz!


« Ha tri am unan, evid mad!
« Traon ha krec’h, noz-de, mar gell pad,
« Ken a redo enn traoniou goad!

« Er stourmat treuzet mar kouezomp,
« Gand hor goad en em badeziomp,
« Ha laouen galon a varfomp.

« Mar marvomp evel ma dleet
« D'ar gristenien, d'ar Vretoned,
« Morse na varvimp re abred! » —