Barzhaz Breizh/1883/Ar bugel laec’hiet
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar Bugel Lec’hiet.
Mari goant a zo keuziet;
He Loik ker e deuz kollet;
Gand ar Gorrigan ema eet.
— Pa’z iz da vid dour d’ar stiva
Va Loik leziz er c’havel;
Pa zeuiz d’ar ger hen oa pel;
Al loen-man enn he lec’h laket,
He vek ken du hag eunn tousek,
A graf, a beg, heb ger e-bet;
Ha bron bepret ’ma klask kaouet,
Hag enn he zeiz vloaz e ma eet
C’hoaz ne ma ket c’hoaz dizonet.
Gwerc’hez Vari, war ho tron erc’h,
Gand ho kredur tre ho tiou-vrec’h,
E levenez ’m oc’h, me enn nec’h.
Ho mabik sakr c’hui a virez,
Me ma hini me a gollez.
Truez ouz-in mamm a druez!
— Ma merc’h, ma mer’h, na nerc’het ket!
Ho Loik ne ’d eo ket kollet,
Ho Loik ker a vo kavet.
« Neb ra van virv e gloren vi
Evid dek gonideg eunn ti,
A lak ar c’horrig da bregi.
« Pa’n deuz prezeget flemm-han, flemm!
Pa eo bet flemmet ken, a glemm;
Pa eo klevet, he lammer lenn. »
— Petra rit-hu aze, va mamm ?
Lavare ar c’horr gand estlamme,
Petra rit-hu aze, va mamm ?
— Petra rann ama va mab-mi ?
Birvi a rann er blusken-vi,
Vit ann dek gonidek va zi.
—’Vit dek, mamm ger, enn eur blusken!
Gweliz vi ken gwelet iar wenn,
Gweliz mez ken gwelet gwezen
Gweliz mez ha gweliz gwial,
Gweliz derven e koat Breiz-all,
Biskoaz na weliz kemend all.
— Re draou a welaz-te, va map;
Da flap! da flip! da flip! da flap!
Da flip, potr koz! ha! me da grap!
— Sko ket gant-han, lez-han gan-i;
Na rann-me droug da da hini,
Ma brenn er bro-ni gan-e-omp-ni. —
Mari d’ar ger pa zistroaz,
He bugel kousket a welaz
Enn he gavel, ha sioul eaz.
Hag out-han ker kaer pa zelle
Ha da voket d’ean pa ee,
He zaoulagad a zigore.
Enn he gavazez’n em zave,
He ziouvrec’hik d’ei astenne :
— Gwall-bell onn bet kousket, mamm-le! —