Barzhaz Breizh/1883/Ann ifern

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout An Ifern.

Didier et Cie, 1883  (p. 510-513)



ANN IFERN
− IES LEON −


Diskennomp holl, kristenien, enn ifern da welet
Ar wanerez estlammuz euz ann eneou daonet
Pe re zo dre wir Doue dalc’het e-barz ann tan,
O veza gret gwallzispign euz he c’hraz er bed-man.


Ann ifern zo eunn toull don leun a devalijen,
Elec’h na weler morse bihana sklerijen,
Ann noriou zo bet sarret ha prennet gand Doue,
Ha n’ho digoro biken ; kollet eo ann alc’houe !

Eur forn c’horet er bed-ma ne d-eo nemed moged,
E-kever tan ann ifern, tan eneou daonet,
Gwell e ve devi enn hi ac’han da fin ar bed
Eget beza enn ifern e-pad eunn heur gwanet.

Iudal reont aboez penn, evel chas kounnaret ;
Ne ouzont pelec’h tec’het, peb-lec’h ez-int losket ;
Ann tan zo war ho gorre, ann tan zo dindan ho,
Ann tan zo a bep kostez hag ho devo ato.

Ar mab a lamm gand he dad, hag ar verc’h gand he mamm,
D’ho stleja, gand mil malloz, dre ho bleo, kreiz ar flamm.
— Malloz d’hoc’h, greg diaket, hag hoc’h euz hon ganet ;
Malloz d’hoc’h, tad didalvez, kiriok oc’h omp daonet ! —

Ho magadurez a vo da viken gand Satan
Kaezour ann dragoned, etouez ar gwaziou tan ;

Hag ho evach ho daelou, hag a vezo mesket
Gand mil ha mil seurt viltanz ha goad ann touseged.

Ha kignet vo ho c’hroc’hen, hag ho c’hig difreuzet,
Gand beg ann aered-wiber, ha gand dent ann diaouled,
Hag enn tan e vo ruillet ho c’hig hag ho eskern,
Evit ma tevo kreoc’h forn vraz euz ann ifern.

Goude ma vezint losket eur boutadig enn tan,
E vint tolet enn eul lenn leun a skorn gand Satan,
Ha deuz al lenn barz ann tan adarre vint tolet
Ha deuz ann tan barz ann dour, ’vel al loc’l-houarn goeliet.
 
Neuze teuint da oela, da oela gand enkrez :
— Ho pet ouz omp, ma Doue, ho pet ouz omp truez ! —
Hogen enn aner oelint ; rag ’tra bado Doue
E pado ho ankeniou hag ho enkrez ive.

Ken ter a vezo ann tan ho lesko enn ifern,
Ma teui ar mel da virvi, penn-da-benn d’ ho eskern,
Seul-vui c’houlennint true, seul-vui e vint gwanet ;
Kaer ho devezo iudal, lesket e vint bepret.

Ann tan-ze a zo c’houezet dre vuanegez Doue,
Ha n’helfe ked hen laza zoken pa her c’harfe ;

Biken na dolo moged, ha biken na devo,
Heb ehana d’ho leski biken n’ho distrujo.