Barzhaz Breizh/1867/Jenovefa Rustefan
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Jenovefa Rustefan.
Pa oa potr Iannik gad he zenvet
N’en doa ket koun da vean beleget.
— Ne vinn, a-vad, belek na manac’h,
Laket em euz ma spered er plac’h. —
Pa zeuaz he vamm ha larez d’ean :
— Te a zo eur potr fin, ma mab Iann ;
Lez al loened-ze, ha deuz d’ar ger,
Evit monet da skoul da Gemper ;
Vit mont da skoul da vean beleget ;
Ha lavar kenavo d’ar merc’hed. —
Braoan merc’hed a voa er vro-ze,
Merc’hed otro ann Faou a-neuze ;
Braoan merc’hed a zave ho fenn,
Voa merc’hed ann Faou, war ann dachen.
Hi a dole sked dreist ar merc’hed,
Evel ma ra’l loar dreist ar stered.
Ha gant-he peb a inkane gwenn,
O tont d’ar pardon da Bond-Aven ;
O tont d’ar pardon da Bond-Aven,
A grene ann douar hag ar vein ;
Gant he peb a vroz c’hlaz a zeien,
Ha karkanio aour war ho c’herc’hen.
Ar iaouankan, hounez ar braoan ;
Iannik Kervlez a gar, a glevann.
— Pevar mignon kloarek am euz bet,
Hag ho fevar e ma int beleget ;
Iannig ar Flecher, ann divezan,
A laka va c’halon da rannan. —
Pa voa Iannig o vont d’ann eurzo,
Jenovefa voa war he zreujo ;
Jenovefa voa war he zreujo,
Hag a c’hrouie-hi dentelezo,
Hag ho brode gant neuden argant :
(Da c’holoi eur c’halir e vent koant).
— Iannig ar Flecher, ouz-in sentet ;
Da gemer ann eurzo na it ket ;
Da gemer ann eurzo na it ket,
Enn abek d’ann amzer dremenet.
— Distrei d’ar ger me ne hallann ket,
Pe vinn hanvet ar gaouier touet.
— N’hoc’h euz eta koun euz ann holl draou
A zo bet laret war-n-omp hon daou ?
Kollet hoc’h euz eta ar walen
’M euz roet d’hoc’h e-kreiz ann abaden ?
— Ho kwalen aour n’am euz ket kollet ;
Doue neuz hi digan-in tennet.
— Iannig ar Flecher, distroet endro,
Ha me roio d’hoc’h va holl vado ;
Iannik, va mignon, distroet endro,
Ha me ielo d’hoc’h heul e peb bro ;
Ha me gemero boteier koat,
Ha me iei gen-hoc’h da labourat.
Ma na zentet ked ouz va goulenn,
Digaset d’i-me ar groaz-n-ouen.
— Sivoaz ! hoc’h heulian ne hallann ket,
Rag aberz Doue onn chadennet ;
Rag gand dorn Doue em onn dalc’het,
Ha d’ann eurzo eo red d’in monet. —
Hag o tont endro euz a Gemper,
E teuaz adarre d’ar maner.
— Eurvad, otro maner Rustefan,
Eurvad d’hoc’h holl dud, braz ha bihan
Eurvad ha joa d’hoc’h, bihan ha braz,
Muioc’h evit zo gan-in, sivoaz !
Me zo deuet d’ho pedi, d’ann de,
Da zonet d’am oferen neve.
— Ia! d’hoc’h oferen ni a ielo,
Kentan brofo er plad me a vo.
Me a brofo er plad ugent skoed,
Hag ho maeronez, va itron, dek ;
Hag ho maeronez a brofo dek,
Da rei enor d’hoc’h, otro belek. —
Pa oann digouet e-tal Penn-al-lenn,
O vonet ive d’ann oferen,
E weliz kalz a dud o redek,
Hag hi enn eunn estlamm braz meurbed.
— Na c’hui, gregik koz, d’in leveret,
Nag ann oferen zo achuet ?
— Ann oferen a zo deraouet,
Hogen he achui n’euz gallet ;
He achui n’en deuz ket gallet
Goelan da Jenovefa neuz gret.
Ha tri leor braz en deuz treuzet, ’vad.
Gand ann daero euz he zaoulagad.
Ken a zeuaz ar plac’h o redek,
Ha’ gouezaz da zaoulin ar belek.
— Enn han Doue! Iann, distroet endro
C’hui zo kiriok, kiriok d’am maro ! —
Ann otro Iann Flecher zo person,
Person eo breman, e borc’h Nizon ;
Ha me am euz savet ar wers-ma,
M’ euz hen gwelet meur wech oc’h oela :
Meur wech m’euz hen gwelet oc’h oela ;
Tostik-tost da ve Jenovefa.
![\score {
\version "2.18.2"
\relative c'{
\clef treble
\key bes \major
\tempo \markup {\italic Andante.}
\autoBeamOff
\time 2/4
\partial 4*1
g'4 bes bes8 bes | a4 a8 a | \break
g([ a]) bes4 | a r8 g | bes4 bes8 bes | \break
a4. a8 | g([ a]) bes4 | a r8 g | \break
bes4 bes8 bes | a4. a8 | g4 a8([ g]) | f4 g8([ a]) | \break
bes4 bes8 bes | a4. g8 | g4 a8([ g]) | g4 \bar "|."
}
\addlyrics {
Pa oa potr I -- an -- nik gad
he zen -- vet N’en doa ket koun
da vean be -- le -- get. N’en
doa ket koun da vean be -- le -- get; N’en
doa ket koun da vean be -- le -- get;
}
\layout { line-width = #123 }
\midi { }
}
\header { tagline = ##f }](http://upload.wikimedia.org/score/t/i/til7bzbkj8cs8fzl1ydiq8vhukmwoho/til7bzbk.png)