Barzhaz Breizh/1867/Ened Rosporden

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ened Rosporden.

Didier et Cie, 1867  (p. 262-265)



ENED ROSPORDEN
− IES KERNE −


I


D’ar seizved de war-n-ugent demeuz a viz c’houever
Euz ar bloa mil-pevar-c’hant-pevar-ugent-ha-c’houec’h,
Enn deveziou meur-larje, e ker a Rosporden
A zo c’houarvet eur reuz braz. — Silaouet, kristenien ;


Tri den iaouank dirollet oa enn hostaliri ;
Ha gand gwin leiz ar poudou oa ho goad o virvi.
O veza evet awalc’h hag ho c’hofou karget :
— Gwiskomp-ni krec’hen loened ha deomp-ni da redek ! —

Ann trede potr anezho, ar potr ann disteran,
O welet he vignoned o pellat diout-han,
A iez raktal d’ar garnel, he benn en deuz laket
He benn barz eur penn-maro ; heuzuz oa da welet !

E toullou ann daou-lagad e lakaz diou c’houlou ;
Hag e lamme ’vel eunn diaoul, e-kreiz tre ar ruiou.
Ar vugale a dec’he enn eur spont braz ra-z-han,
Hag ann dud reiz ho unan, a rede diraz-han.

Ober a rejont ho zro heb dont da ’n em gaouet,
Enn eur c’horn euz ar ger-ze pa oant ho zri digouet.
Neuze ioual ! ha lampat ! ha godisal ho zri :
— Otrou Doue, pelec’h oud ? Deuz gen-omp da c’hoari. —

Doue skuiz oc’h ho gwelet a skoaz eunn tol pouner,
Ken a roaz eur grenaden d’ann holl dier e ker ;
Koventi rez ’nn ho c’halon ann holl vourc’hizient,
Ken na gredjont oa erru divez euz ar bed-men.


Distrei rez ann disteran, arog mont da gousket,
Da zigas ar penn maro endro barz ar vered ;
Hag hen da vont d’he bedi, ’nn eur drei he gein d’ezha :
— Deuz d’am zi ta, penn-maro, deuz arc’hoaz da goania. —

Neuze d’he di da gemer he baouez ez eaz,
E saillaz barz he wele hed ann noz e kouskaz.
Tronoz vintin pa zavaz, hen mont da labourat,
Heb koun’bet mui d’ann derc’hent ken-nebeud d’ann ebat.

Hen mont da grog enn he forc’h, hen mont da labourat,
O kana war boez he benn, o kana dizonj vad.
Hogen, pa oa ’nn dud ouz tol, war dro ann noz-digor,
E klevzont unan-bennag a skoe war ann nor.

Ar mevel a zavaz prim evid digor d’ezha,
Kement e oe estlammet, ma teuaz da goueza,
Ha daou zen-all a lammaz raktal ’vit he zevel,
Kemend e oent stravillet ha ma oe red mervel.

Kerza re ann Anaon kreiz ann ti ez dale :
— Setu me deut da goania, da goania gen-oud-de.
Deomp-ni ta, ma mignon kez, ne ket pell ac’hane,
Deomp-ni hon daou d’am zol-me a zo savet em be. —


Ne oa ked he c’her gant-han, siouaz, peurachuet,
Pa iudaz ann den iaouang, enn eur spont garv meurbet ;
Ne oa ket he gomz gant-han, he gomz peurlavaret,
Pa gouezaz krenn war he benn ar paourkez diframmet.



\score {
  \version "2.18.2"
  \relative c'{
    \clef treble
    \key f \major
    \tempo \markup {\italic "Andante triste."}
    \autoBeamOff
    \time 6/8
    \partial 8*1
    bes'8 g4. a8 bes c | d4. a4. | d8 d d c[ d] bes | \break
    a4. r8 r bes | g4. a8 bes c | d4. a4. | d8 d d c[ d] bes | \break
    a4. r8 r c | d4. c8 bes a | g4. fis4. | g8 a bes c4 bes8 | \break
    a[ bes] c d4. | c8 bes a g4. | fis4. g8 a bes | c4 bes8 g4 \bar "|."
  }
  \addlyrics {
    D’ar seiz -- ved de war -- n -- ugent de -- meuz a viz c’houe --
    ver Euz ar bloa mil -- pe -- var -- c’hant -- pe -- var -- u -- gent ha
    c’houec’h, Enn de -- ve -- ziou meur -- lar -- je, e ker a Ros -- por --
    den A zo c’houar -- vet eur reuz braz. Si -- la -- ouet, kris -- te -- nien!
  }
  \layout { line-width = #125 }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }