Barzhaz Breizh/1867/Ann Erminik
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout An Erminig.
Ann deliou ’zigor enn dero
Kent evid digeri er fao ;
Bleiz a c’hed ann taro...
— Osa ! skes ! skes !
Osa ! skes ! skes ! —
Bleiz a c’hed ann taro ;
Deuz dek mervel a rai nao.
Iann ann tarv, ha Guillaou ar bleiz
A zo daou gillen, war va feiz :
Laou enn od zo’ c’hedal,
— Osa ! skes ! skes ! (bis)
Iannig o tont o neuial.
— Mar bevin fresk eo a glasket ;
Evid ann de na pezo ket :
Med kerniel hir lemmet,
— Osa ! skes ! skes ! (bis)
D’ho tivouella, mar keret. —
Katellik fur, ann erminik
A c’hoarze a-rez he zoullik :
— Sellet peger soublik
— Osa ! skes ! skes ! (bis)
C’hoari Guillaou penn-toullik,
Guilaou penn-toullig a c’hoari,
Paourik ! war vegik kerniel kri.
Me gave d’in oa gwell.....
— Osa ! skes ! skes ! (bis)
Gwell da zent ’vid he gerniel. —
Iann ia d’ann traon, Iann ia d’ann nec’h :
— Ai-ta ! dao, Guillaou, war he lerc’h !
Difreiz vi evit-han,
— Osa ! skes ! skes ! (bis)
Skuiz eo, kamm eo ; te zo skan !
— Skuizet awalc’h e ma gan-in ;
Bremaig he reisionninn !
— Ao ! ao ! Iann-ar zaoz, tec’h !
— Osa ! skes ! skes ! (bis)
Ma ann diaol braz war da lerc’h !
Prajou ho deuz-int tremenet,
Poazi ar geod hi ho deuz gret ;
Parkou deuz-int treuzet,
— Osa ! skes ! skes ! (bis)
Na c’hreunio na kerc’h nag ed.
Na vronzo gwe el liorzao ;
Pikouz ar blun, ’vel gand ar glao.
Me garfe, ’m gwirione,
Osa ! skes ! skes !
Osa ! skes ! skes !
Me garfe, ’m gwirione,
’N em dagfent ’nn eil egile !