Barzhaz Breizh/1846/Ann tri manac’h ruz
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout An Tri Manac’h Ruz.
Krena rann em’izeli, krena gand ar c’halc’har,
O welet ar gwalleuriou a sko gand ann douar.
O sonjal d’ann tol heuzuz, zo neve c’hoarvezet
War-dro ar ger a Gemper, eur bloa zo tremenet.
Katelik Moal, gand ann hent, o lavar he chaplat,
Digouet gant-hi tri manac’h hag he harneset mad ;
Hag he war ho c’hezek braz harneset a bep-tu,
Digouet gant-hi, kreiz ann hent, digouet tri manac’h ru.
— Deut gen-omp d’al lean-di, deut gen-omp plac’hik koant,
Eno na vanko d’hoc’h-hu nag aour, vad, nag argant.
— Sal-ho-kras, va otrounez, gen-hoc’h na inn ket me,
Aon em euz deuz ho kleze, zo ’stribil d’ho koste.
— Deut gen-omp-ni, plac’h iaouank, na pezo droug-ebed.
— Na inn ket, va otrounez, gwall draou a ve klevet !
— Gwall draou awalc’h ve klevet gand ann dud milliget ;
Mil malloz d’ar gwall deodou, da gement zo er bed !
Deut gen-omp-ni plac’h iaouank, peuz ker kaout aon ebed.
— Na inn ket fe, gen-hoc’h-hu ; gwell ve din bout devet !
— Deut gan-omp d’al lean-di, ni ho lako ’nn ho ez.
— Na inn-ked d’al lean-di, gwell eo d’in chom e mez ;
Bet zo bet enn han, glevann, seiz plac’h diwar ar mez,
Seiz plac’h koant da zimizi, ha n’int ked dont e mez.
— Mar zo bet enn han seiz plac’h, c’hui a vo ann eizved ! —
Hag he d’he zol war ho marc’h, hag he kuit enn eur red ;
Hag he kuit trezeg ho c’her, hag he kuit enn eur pred,
Ar plac’h a-dreuz war ar marc’h, he bek d’ezhi mouget.
Hag a-benn seiz pe eiz miz, pe ’nn dra bennag goude,
He a oe souezet braz barz aun abati-ze ;
Hag a-benn seiz pe eiz-miz pe ’nn dra bennag goude :
— Petra raimp-ni, va breudeur, deuz ar plac’h-ma breme ?
— Boutomp hi ’nn ennn toull douar. — Gwell ve dindan ar groaz.
— Gwell ve c’hoaz mar ve laket dindan ann oter vraz.
— Na damp henoaz d’he laket dindan ann oter vraz
Elec’h na zeuio nikun diouz he c’herent d’he c’hlask. —
Tro mare sarraz ann de, ann env holl da frailla !
Glao hag avel ha grizil, ha tanfoeltr ar gwalla !
Hogen eur paourkez marc’heg, ha glebet he zillad,
Oa vale divezad, ar glao oc’h he bilat ;
O vale dre-ze o klask enn tu bennag eunn ti,
Hag hen dont da zigouezout, gand iliz ’nn abatti.
Hag hen monet da zelet etre toull ann alc’houe,
Ha gwelet eur goulouig a oa c’houeet aze ;
Hag ann tri manac’h a-gleiz, o toulla ’nn oter vraz,
Hag ar plac’h war he c’hoste, staget hi zreidik-noaz.
Ar plac’hik paour a glemme, goulenne fors true :
— Losket gan-in, va buhe, otrounez, han Doue !
Otrounez enn han Doue, losket d’in va buhe,
Me a valo deuz ann noz ha guho deuz ann de. —
Ken a varvaz ar goulou, eur boutadik goude,
Hag hen da jom toull ann or, heb fichal, spontet tre.
Ken a glevaz ar plac’hig, enn he be o tamant :
— Me garfe d’am c’hrouadur oleo ha vadihiant ;
Ha goude ar groaz-n-oen evid-onn ma unan,
Ha mervel a rinn laouen a galon vad breman.
— Otrou eskop a Gerne, dihunet, dihunet ;
C’hui zo aze ’nn ho kwele war ar blun blod kousket ;
C’hui zo aze ’nn ho kwele, war a blun blod meurbed,
Hag eur plac’hig o tamant ’nn eun toull douar kaled,
O c’houlenn d’he c’hrouadur oleo ha vadihiant,
Ha goude ar groaz-n-oen evit hi he unan. —
Toullet oa ann oter vraz, dre urz ann otrou kont,
Ha tennet mez ar plac’h paour, ann eskop o tigont ;
Ha tennet ar plac’hik paour emez deuz ann toull don,
Gant-hi he mabik bihan, kousket war he c’halon ;
Debret e doa he diou-vrec’h, didammet he diou-vron,
Didammet he diou-vron wenn bete toull he c’halon.
Hag ann otrou ann eskop, pa welaz kement se,
N’em strinkaz war he zaoulin, da wela war ar be.
Teir, noz tri de a chomaz etouez ann douar ien,
Gwisket gant-han eur ze reun hag he dreid dierc’hen.
Hag a-benn ann deirved noz, ann holl venec’h eno,
Teuz da fichal ar bugel, etre ann diou c’houlo,
Da zigor he zaoulagad, da gerset war eunn dro,
Kerset d’ann tri manac’h ru : — Ann tri ma ’nn hani-eo ! —
Enn tan ema int bet devet, hag enn avel gwentet ;
Ho c’horf laket da zamant, enn abek d’ho zorfed.