Barzhaz Breizh/1846/Alan-al-Louarn
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Alan al Louarn.
Al Louarn barveg a glip, glip, glip, glip, glip er c’hoad ;
Goa konikled arall-vro ! lemm-dremm he zaoulagad !
Lemm he zent ha skanv he dreid hag he graban ru-goad !
Alan-al-Louarn a glip, glip, glip : argad ! argad !
Ar Vretoned a weliz o lemm’ ho c’hlavier wall,
Naren war higolen Breiz nemed houarnez ar Gall.
Ar Vretoned a weliz o vedi er c’hadir,
Naren gant filsier-strob nemet klezeier-dir ;
Ken-nebeud gwiniz ar vro ken-nebeud hor segal,
Nemet pennou-blouc’h Bro-zaoz ha pennou-blouc’h Bro-c’hall.
Ar Vretoned a weliz o vac’h el leur e louc’h,
Ken a lamme pellennou demeuz ar pennou-blouc’h ;
Ha ne ket gant fustlou prenn a vac’h ar Vretoned,
Nemet gand sparrou houarned ha gand treid ar virc’hed.
Eur iouc’haden a gleviz, iouc’haden ar peur-zorn
Adalek krec’h sant Mikel tre-beteg traon Elorn,
Adalek ti sant Weltas tre-beteg Penn-arbed ;
E pevar c’horn euz a Vreiz beet al Louarn meulet !
Beet kanmeulet al Louarn a amzer-enn-amzer !
Beet koun euz ar ganaouen, beet klemm ouz ar c’haner !
Neb a ganaz ar gan-ma na ganaz eur wech-all,
War zigare, siouaz d’ean ! dideotet gand ar Gall.
Hogen mar ’d eo dideotet n’ed eo ked digalon !
Digalon, mank ken-nebeud o saezi saez ann ton.
![\score {
\version "2.18.2"
\relative c''{
\clef treble
\key c \major
\tempo \markup {\italic "Allegro ma non troppo."}
\override Rest #'style = #'classical
\autoBeamOff
\time 6/8
c8 d e c ([ d]) e | d ([ c]) b c d e | \break
c ([ d]) e d4.\fermata | c8 d e c ([ d]) e | d\fermata r r r4 g,8 | \break
c4. d8 e d | c ([ d bes]) a4 r8 | c \stemUp bes a g ([ a]) bes | | \break
\time 3/8 g ([ a]) bes \bar "||" \time 6/8 \stemNeutral c4. d8 e d | \break
c ([ d bes]) a4. | c8 bes a g ([ a]) bes! | g8\fermata r8 r4 r8 \bar "|."
}
\addlyrics {
Al Lou -- arn bar -- veg a glip, glip, glip, glip,
glip er c’hoad; glip, glip, glip, glip er c’hoad. Goa --
ko -- ni -- kled a -- rall -- vro! Lemm dremm he zaou -- la --
gad! Goa ko -- ni -- kled a --
rall -- vro! Lemm dremm he zaou -- la -- gad.
}
\layout { line-width = #123 }
\midi {
\context {
\Score
tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 100 4)
}
}
}
\header { tagline = ##f }](http://upload.wikimedia.org/score/m/r/mro6mvseb9o53s559zerjjgnf8tplfx/mro6mvse.png)