Ar yez hag ar renkadou-tud er Broiou-Krec’h, eus ar c’henta kantved kent H. S. d’ar XVIvet kantved goude
ER BROIOU-KREC’H, EUS AR Ia KANTVED
KENT H. S.
D’AR XVIIvet KANTVED GOUDE
En naontekvet pennad eus al levr-mañ diwar-benn poblou bihan Kreiz-Europa ha ledenez ar Balkaniou, ez eus bet graet meneg meur a wech eus noblañsou divrôadelezet, dislavekaet, alamanekaet, magiarekaet pe durkekaet, hervez al lec’h hag an amzer. Eun darvoud, hennez, eus ar paota, p’her c’haver en holl vareveziou an Istor hag en holl ouennou an Denelez. An noblañs, an uhelidi, ar pennou-pobl, p’emañ trec’het o brôad, o deus da zibab etre daou hent : pe stourm betek ar par pella, en em aheurti en eneberez, e riskl bras da veza peurziberc’hennet eus o madou hag eus o beli, ha da vont da get, pe blega d’an drec’hourien, degemer o lezenn, o yez, en em heñvelekaat outo e pep giz, d’en em douezia ganto ar buana ma vo gallet evit mirout o feadra, hag ober o gounid eus berz-mat ar bobl drec’ha. A-vec’h ma ’z eus ezomm da lavarout ez eo an eil hent a vez dibabet peurliesa ha gant an darn-vuia. Renerien ar bobl drec’ha, diouz o zu, o deus muioc’h da c’hounit dre hoalat daveto pennou ar bobl drec’het eget dre o c’has da get, rak drezo, dre o hanterouriez, e c’hellont mestronia ha mera gvelloc’h a se ar peb-all eus poblañs ar vro sujet ganto. Hounnez e voe ar reolenn a heulias peurliesa ar Romaned e-keñver ar poblou o doa faezet, e-keñver Kelted an Douar-bras, dreist-holl e-keñver ar C’halianed kabestret dre an argadadennou brezel a reas Julius Kezar en o bro, eus 58 da 51 kent H. S., hag, eur c’hantved diwezatoc’h, e-keñver ar Vrezoned, bazyeoet etre 43 ha 83 goude H. S.
Re boueza a raer peurliesa war an didenn eus an emromanekaat gant ar C’halianed, ha war an tenn eus an emromanekaat gant ar Vrezoned. Barn hervez al lealded rika ha diwar studia piz pep tra a dleer ober, ha neket diwar skañv, o heulia froudennou ar spered ha karanteziou pe zigaranteziou ar galon. Ret eo, e pep brôad, ober an digemm etre ar remziadou (rak eus an eil remziad d’egile e tro a-wechou en holl-d’an-holl an temz-spered en eur vrôad), hag, ouspenn-se, e pep remziad e tleer digemma etre an dud oc’h ober anezañ.
Berroc’h eo bet ar marevez kelt-ha-roman en enez-Vreiz eget e Galia, ha meur a dra, ma vije padet en enez-Vreiz kelt ha ma ’z eo padet e Galia, a ro da gredi e vije bet romanekaet ivez ar vro-se, da vihana ar c’hevrennou anezi en em astenn diouz an tu kreisteiz da voger Hadrian [1]. E Galia, e vanas ar c’heltieg pell a-walc’h e boaz gant uhelidi ar vro. Kenderc’hel a reas zoken d’en em leda ha d’en em startaat war an tachennou damc’hounezet gantañ er Mervent (Aquitania ha Novempopulana), e-touez iberegerien ha liguregerien ar broiou-se, betek derou ar c’henta kantved goude H. S. da vihana [2]. Bez ’ hon eus, e keltieg, enskrivaduriou-meur, enskrivaduriou evel pa lavarfen a-berz Stad, da lavarout eo a-berz pennou-tud, renerien, uhelidi, breuriezou-beleien, kevredadou-micherourien, bet engravet er Ia hag en IIvet kantved goude H. S.: deiziadur (kalander) arem Coligny, aoter bageerien Lutetia, h. a. Kement-se a denn da anataat edo c’hoaz, er mareadou-se, ar c’heltieg e bri gant ar C’halianed. Ha ret eo e vije pa welomp en eil kantved end-eeun, eskob Lugudunon (Lion bremañ) [3], sant Irenaios, o studia anezañ [4].
Gwirheñvel eo e talc’has uhelidi Galia da intent ar c’heltieg ha da veza barrek, diouz red, d’hen komz ouz tud ar werin keit ha dibenn an IIIvet kantved goude H. S., divezatoc’h c’hoaz marteze e rannvroiou-zo.
Abred en em ziskouez an anoiou latin e-touez uhelidi Galia, hogen dibaot a-walc’h e tegouez d’ezo beza latin en-holl-d’an-holl. Eus an tri ano a zouge ar geodedourien roman, ragano, ano-kerentiad, lezano, unan pe unan, a-wechou daou, a zo keltiek [5]. Eun dam-arouez eo kement-se o deus klasket eun niver a uhelidi c’halian unani an doug o doa ouz al latinelez d’ar garantez a zalc’hent, daoust da se, d’ar geltiegez. Hoalet eo bet, a-dra-sur, eur c’halz anezo gant tuiou skedusa, kaera, gounidusa ar Sevenadurez roman, gant plegou mat ar Romaned : an deskadurez uhel marteze, an urz roman hag an emgenreiz roman hep mar ebet, dre ma oa er re-mañ mamménnou dispar a Nerz hag a Verz. Hogen arabat re boueza war hoalusted ar romanelez evit ar C’halianed, evel ma ra gouizieien dievez-zo eus hon Amzer, a sell ouz an dud hag ouz an darvoudou eus a wall-bell hag en em laosk da veza dallet gant sked Oberenn-veur Rom. Ouz Romaned veo o deus bet d’ober uhelidi Galia, da lavarout eo ouz Romaned a bep seurd, reou vat, reou fall ha reou-etre, ar rummad reou-etre kalz stankoc’h moarvat eget an daou rummad-all, m’o gwelent sklaeroc’h neuze eget ma reomp-ni bremañ.
Meur a dra a denn da lakaat anat n’eo ket bet peurzallet uhelidi Galia gant ar romanelez. En IIIvet kantved goude H. S., p’edo Septimus Severus o ren, e voe gwelet zoken evel eun dazorc’hidigez eus ar geltiegez e Galia. Al leuga pe leo ar Gelted a gemer lec’h ar milia passuum (miltir ar Romaned) war ar mein-bonn a-hed an hentou bras. Distroadet eo al latin gant ar c’heltieg er prosezou hag el lezvarniou. Doueou ar vro a adkemer eun dra bennak eus o stumm keltiek a wechall. Bez ’ ez eus tud, gwazed ha merc’hed, hag a gemer warno beza drouized ha drouizezed [6]. Anoiou keltiek ar poblou galian a zeu war varr betek kemer lec’h an ano, a-wechou latin pe latinaet douget gant o c’hêriou-penn [7]. H. a. Kement-se holl o tiskouez ne voe ket mouget ar geltiegez e Galia ker buan ha ken aes ha ma kreder peurvuia, hag e vanas, e-pad meur a gantved, kreñv a-walc’h evit beza war-nes lakaat al latinegez en argoll, pa veze an degouezadennou a-du ganti [8]. Bezomp sur ez eus bet, etre kreiz ar c’henta kantved kent H. S., ha dibenn an IIIvet kantved goude H. S., e-touez ar Romaned hag an Italianed-all galvet dre o c’hefridiou da veva e Galia, tud evit en em geltiekaat, evel ma ’z eo bet kavet, daouzek pe bemzek kantved diwezatoc’h, e Kreiz-Europa, Alamaned evit en em slavekaat pe en em vagiarekaat. Anat eo da vihana levezon ar gwiskamant keltiek war ar Romaned. Ma ’z eus bet, kerkent hag ar Ia kantved kent H. S., Galianed evit kemer toga ar Romaned, e voe gwelet er Ia kantved goude H. S. pennvrezelourien roman gwisket penn-kil-ha-troad diouz giz ar C’halianed. N’eo ket hepken gwiskamant ar Gelted, bragou hir pe verr [9], toneg kougoulek, mintilli, h. a., a gement a vanas e boaz, hogen, ouspenn, giziou keltiek-all d’en em ginkla ha d’en em arma. Maengizehaduriou ar marevez kelt-ha-roman, ar mein-bez dreist-holl, a zo alïes awalc’h engravet warno skeudennou paotred ha merc’hed gwisket, kinklet, hag, a-wechou, armet hag arouezintiet diouz giz ar Gelted dishual [10]. Harpet eo an testeni-se gant hini al lennegez. Klaudianus (IVvet kantved goude H. S.), en e varzoneg diwar-benn Stiliko, a daolenn d’eomp Galia evel eur vaouez kaer bleo melen-aour, ganti en he dourn daou c’hoaf-bann diouz giz ar C’haisated a wechall, hag en he c’herc’henn eun dorc’h (tro-c’houzoug weet en aour) evel ma veze gant Brenined ha Breninezed amzer an Dishualded ha gant an doueed. Ker brôadel-all eo stumm Breiz (Britannia) : houmañ a zo broudvrizellet (tatouet) d’ezi he dremm hag he divrec’h ; gwisket eo en eur sae c’hlas-mor, ha war he fenn, da gabell, he deus penn eun tourc’h-gouez [11].
Ar garantez ouz Galia a vanas beo e kalon an uhelidi betek ar Vvet kantved. Neuze eo e klaskas tud veur bro-Arvern adsevel Galia e renk ar Stadou gant skoazell ar C’hoted. Nemet c’houita a rejont war o zaol, ha, da heul o drouziwez, e voe drastet bro-Arvern en eun doare euzus gant ar Franked ha diframmet diganti ar pep gwella eus he foblañs evit beza lakaet da sklaved [12]. Fin e voe da C’halia. N’eo ket gwirheñvel e vije bet anavezet ar c’heltieg gant Arverned veur ar Vvet-VIvet kantved, Avitus [13], Sidonius Apollinaris, Apollinaris Yaouank, Alcimus Ecdidius (sant Avit), Syagrius, h. a. Ar garantez ouz Galia he doa treuzvevet enno, moarvat, war anaoudegez ar galianeg, evel ma welomp hizio, e Breiz, ar garantez-Vro o tarnveva e tud uhel, noblañsou, bourc’hizien, pinvidien, dic’houzvez a-grenn eus ar brezoneg.
Boas e vezer da lavarout amañ : « Ar bobl izel, ar werin, a oa chomet feal d’he yez vrôadel ». N’en em lezomp ket da veza touellet gant geriou kaer, ha teneraet gant fealded ar beorien ouz yez o c’havell. Rak, er c’heñver-mañ evel er c’heñveriou-all, ne dalv ket eur renkad-tud war eur renkad-all. N’eus anaoudegez-vat ebet da gaout outo evit ar « fealded »-se. D’ar vrientinien, d’ar binvidien e oa bet savet skoliou latin Galia : digor e oant d’ezo hepken [14]. Aes-meurbet e oa bet gant-se d’ar renkadou uhel eus ar vrôad, d’ar renkadou-renerien, troka o yez ouz al latin. Ar bobl, hi, n’he doa skol ebet, d’ezi da c’hallout deski yez he mistri. He fealded d’ar galianeg n’edo e gwirionez tra-all ebet nemet he divarregez da zeski al latin. An arvest mantrus a ro d’eomp hizio, e Goueled ar Vro-mañ end-eeun, eur bobl a-bez o stlepel he yez vrôadel d’ar blotou, pa gav he zro d’hen ober dre hent ar skoliou darbaret d’ezi ker brokus ha ker brokus gant ar Stad ha gant an Iliz, an arvest-se hor sklerijenn war wir natur fealded ar bobl d’he brôadelez.
Gant-se, dre n’oa ket evit ober a-hend-all, ha neket dre ma talveze war ar vrientinien hag ar binvidien, e talc’has ar weriñ e Galia da gomz ar c’heltieg pelloc’h eget tud ar renkadou uhel. Pa c’hoarvezas da goueriaded C’halia, rivinet gant dreist-gwiriou an tellaoua, d’en em sevel, en trede hag er pevare kantved goude H. S., e rojont d’o emsavadeg eun ano, Bagaudia [15], dinaouet eus ar ger keltiek baga « hu, stourm, emgann » [16], ha brudet-mat e vanas an ano-se, e-touez gwerin C’halia, e-pad meur a gantved. Bez ’ e reas eus ar Vagaouded kristenien ha merzerien, ken ma kemered, er VIvet kantved, Bagauda, Bacauda, da ano-den, da ano-badez. An daou rener a oa e penn Bagaouded an IIIvet kantved, Amandus hag Aelianus, a voe kehelet gant ar bobl izel evel doareou sent, hag, er VIIvet kantved, e tiskoueze c’hoaz an dud diwar ar mâez dismantrou kreñvlec’hiou a lavarent beza a-zilerc’h ar Vagaouded : Castrum Bagaudarum [17].
Er Vvet kantved, pa zegouezas ar Vrezoned en Arvorig, edo an anoiou-lec’hiou er vro-se dindan treuzfurmerez romanek ar yezou nevez-latin. Kement-se a laka anat e oa maro ar c’heltieg eno d’an ampoent [18]. E bro an Aedued hag ar Senoned, edo komzet c’hoaz ar c’heltieg gant an dud diwar ar maez en IIIvet-IVvet kantved [19]. Komzet e oa ivez d’ar IVvet kantved e bro an Drevired, hervez ar Pannoniad sant Jerom en doa bevet e Treveri (Trev bremañ) hag e Galatia [20]. War glannou ar Roen-izela, ez eus testeniou anat eus maro abred ar c’heltieg, kerkent hag an IIvet kantved goude H. S., nemet eno n’eo ket gant al latin e voe kemeret e lec’h, hogen gant ar germaneg [21]. En Helvetia, en enep, ez eus testeniou ken anat-all o tiskouez e padas ar c’heltieg da veza e boaz betek ar Vvet-VIvet kantved, er mare end-eeun m’edo an Alamaned stag da ober o annez er vro-se [22].
E kement lec’h m’edo komzet c’hoaz ar c’heltieg e Galia, er IVvet, Vvet ha VIvet kantved, e oa barrek ivez, moarvat, an dud da glevout ha da gomz al latin : bez ’ e oa anezo diouyezerien. Hogen al latin a oa yez veur an Iliz, Iliz Roum, he doa kemeret lec’h an Impalaerded roman aet d’ar bas. Al Latin eo a zeske pennou-pobl ar C’hermaned deuet da veva e Galia. Barnet e oa gant-se ar c’heltieg d’ar maro. Mervel a reas didrouz ha divrud, evel ma ra ar beorien, evel m’eo marvet ar polabeg (slaveg an Elv-izela) en XVIIIvet kantved, evel m’emañ bremañ o vervel yezou slavek Hanternoz an Alamagn, ar slovinkeg hag ar c’hachoubeg, evel m’emañ o vervel er vro-mañ end-eeun ar rannyezou gwenedek komzet e Baz-Gwerann, e Gêrveur, e Hoad, e Hedig, e Ruiz, e Kiberen, rannyez dregeriek Goelo, h. a., evel ma varv ha m’eo tonket da vervel kement yez a beurzilezer d’ar bobl dizesk ha dic’halloud, pa na gavont ket, e renkadou uhel ar vrôad, tud a benn hag a galon evit suraat an difenn hag an adsav anezo.
Ar Romaned n’int bet biskoaz e chal da zeski o yez d’ar werin. N’eo ket eur souez, gant-se, e vije bet eus an treuta, eus ar pobleka, eus ar vila seurd, al latin komzet gant ar bobl izel e Galia, dreist-holl en hanterenn anezi tro ouz an Hanternoz hag ouz ar Gwalarn. Renkadou uhel ar vrôad o doa desket, er skoliou savet evito, al latin bras, al latin unvan, al latin lennegel, hogen, diwar an trede kantved, en em gav ar renkadou tud uhel-se gwrall-reuziet gant an holl walennou a gastiz a gouez neuze war an Impalaerded roman : brezeliou ouz an diavaez, stourmadegou-diabarz, argadaclegou-Barbared, emsavadegou koueriaded, drastadegou, dibobladegou, rivinadegou, h. a. Tiegeziou pinvidik, kerentiadou u-hel a ya da get en o fez, pe dre varo o izili aet da anaon hep lezel a vugale war o lerc’h, pe dre ar rivin a laka o diskennidi d’en em goll er werin. Kemeret e veze o lec’h gant tud-all savet eus ar bobl pe deuet a vaez-bro, Germaned, Slaved, Sarmated, Alaned, Huned, h. a. [23]. Nemet an tiadou krouet gant an dud nevez-savet pe nevez-deuet-se (homines novi) n’oant ket evit komz latin c’houek an tiadou uhelidi a ouenn goz. A remziad da remziad, e-pad ar IVvet, ar Vvet hag ar VIvet kantved, e teuas yez an dud uhel, yez ar renkadou-renerien, da veza heñveloc’h-heñvela ouz lavar ar bobl. Al lavar-pobl-se, n’oa bet nepred moarvat peurunvan eus eil penn Galia d’egile, a ya war zizunvanaat, war zisheñvelaat muioc’h-mui, neket hepken diouz ar rannvroiou, hogen, a zo gwaz, diouz ar ploueziou (parreziou, kumunou) [24].
Er Vvet, VIvet ha VIIvet kantved, da lavarout eo e gre Merowingiz, edo pep tra o rei lusk d’ar rannyeza-se eus ar romaneg (romanice) [25], o veza n’oa ken a Stad-veur o klask unvanaat ha kreizenna an traou e Galia, hogen meur a rouantelez, Neustria, Aostrasia, Burgondia, Brittia, Aquitania, Septimania, Provinkia [26], laosk-meurbet e pep-hini anezo beli ar renerien. E gre Karolingiz (VIIIvet-IXvet kantved), ha d’ar broiou-krec’h beza bet dastumet d’ar mare dindan galloud eun impalaer hepken, impalaer ar Franked, e kendalc’has an darnaoua eus an douarou hag eus ar belïou da vont war gresk, hag e padas an traou evel-se betek an XIvet kantved. En em lakaat a ra neuze an tiadou-noblañs uhela da enep-darnaoua (kouls lavarout) dre vrasaat o domaniou diwar goust an noblañsou bihan re wan evit en em zifenn. Unan eus an tiadou uhel-se, hini duged an Il-a-Frañs (anzavet e oa dug an Il-a-Frañs gant noblañs ar broiou-krec’h, — nemet noblañs Okitania, — evel o aotrou-meur pe o fennaotrou) a gasas da get, dre en em harpa war ar bobl ha war an Iliz, an tiadou preizataerien diwar an noblañs bihan a veve enezennet en e zomani. Trei a reas, goude-se, ouz an noblañsou bras a ziavaez, hag, a-wechou dre vrezeliadou, peurliesa dre varc’hadou, dre brenadou, dre zimeziadou, dre zegouezadou, e kouezas, a-benn eun nebeut kantvedou, holl zouar ar broiou-krec’h dindan e veli. Evel-se eo e voe savet rouantelez Vro-C’hall [27].
En IXvet kantved, e oa aet da get er broiou-krec’h diweza aspadenn ar brôadeleziou bet degaset enno dre argadadegou bras ar Vvet kantved. Bete neuze, e-keñver Reiz, e kendalc’hed da zigemma etre Romaned, Franked saliat (Franked an Hanternoz), Franked ripuariat (Franked ar Reter), Burgonded ha Wisigoted. Pep den en e frankiz a veze barnet hervez lezennou e ouenn. Diwar an IXvet kantved, e paouezer d’ober diouz ar c’hiz-se. Laket er-maez ar Flandrez hag ar broiou a-hed glann gleiz ar Roen, bet gounezet da vat gant ar yezou frankek hag alamanek, laket er-maez ivez rannbarziou eus ar Boulonnez hag eus an Normandi, bet aloubet evit eur mare gant ar saozneg hag an daneg [28], n’oa ken nemet romanegerien (gallegerien evel ma lavaromp) dre-holl.
Sevenadurez krenn-amzeriat ar broiou-krec’h a zo en he barr eus an XIvet d’ar XIVvet kantved. Ar sevenadurez, graet anezi sevenadurez c’hladdalc’hel, diouz ar reiz-perc’henna m’edo diazezet warni, a zo gall penn-da-benn. Eur grouidigez eo gant noblañs hag Iliz Vro-C’hall ha gant ar c’hevredadou micherourien a bep seurd a laboure evito [29]. Arabat sellout ouz noblañs Warlaeziz d’ar c’houlz-se evel o tiskenn eus ar vrientinien c’halian, roman ha german a veve er IVvet hag er Vvet kantved. N’eus liamm ebet a gerentiez etrezo, na zoken ouz an dud uhel a veve e gre Merowingiz [30]. Andon noblañs gall an XIvet-XIVvet kantved, noblañs ar c’hladdalc’helez, a zo e kargidi hag e soudarded war varc’h ar marevez karolingat (VIIIvet-Xvet kantved). Ar soudard war varc’h, e mare Karolingiz, a veze rôet douar d’ezañ evit paea e servij-brezel ha rei peadra d’ezañ da vaga e varc’h ha da zerc’hel e armou hag e houarngen e ratre-vat. Eus ar soudard-se war varc’h e tiskenn ar pep brasa eus marc’heien (pe varc’hegourien) ar c’hladdalc’helez [31], hag ar c’hont, a zo anezañ, er reiz-perc’henna-se, evel ahel-kreiz an holl urzaz eus an noblañs [32], n’eo nemet an diskennad eus ar c’hargiad anvet comes e latin, a oa fiziet ennañ, e gre Karolingiz, evezia ouz eur rannvro damheñvel dre he ment ouz eun departamant a vremañ. Eun doare-prefed edo, hag eur c’hant bennak eus ar gonted-se a oa evit Frankia a-bez [33].
Diou yez a oa d’ar sevenadurez c’hladdalc’hel :
1° al latin, al latin bras pe latin lennegel, aet da yez varo etre ar IVvet hag ar VIvet kantved. Dazorc’het e oa bet ar studi anezañ e gre Karolingiz ha deuet e oa da veza yez al lenneien hag ar ouizieien, yez ar c’hansellerez hag an darempredou etre Kornog-Europiz evel m’edo a-benn neuze yez an Iliz.
2° ar yezou romanek, dinaouet eus al latin poblek
pe latin izel komzet e Galia e gre an Impalaerded
roman. En XIvet-XIVvet kantved, e tegemmed,
e-touez yezou romanek ar broiou-krec’h, diou yez
veur : a) yez Ok, er C’hreisteiz (Okitania), anvet
evel-se diouz ar ger oc (diwar al latin hoc) a dalveze
da lavarout « ya » er yez-se [34]; b) yez Oui (Oïl hervez an doare-skriva koz), en Hanternoz (Bro-C’hall).
Rannet e oa d’o zro an diou yez veur-se etre eun niver eilyezou m’eo diaes-meurbet merka da bep hini anezo bevennou resis die n’oa disheñvelded distag-mat ebet etrezo war o harzou ha ma c’helle tremen an den a-sil eus an eil eilyez d’eben hep gouzout d’ezañ, kouls lavarout [35]. An eilyezou-se a vanas yezou lennegel, yezou-Stad komzet gant uhelidi ha pennou ar rannvro keit ha ma voe oc’h ober e reuz an darnaoua eus an douarou hag eus ar belïou er broiou-krec’h. Pa voe staget gant an enep-darnaoua, e teuas an eilyezou komzet er rannvroiou o kreski da gemerout o c’hreñv war eilyezou-all. Er c’hiz-se eo ma teuas, a-benn an diwez, galleg an Il-a-Frañs, da lavarout eo ar rannyez romanek komzet e domaniou an dug a Frañs, aet da roue Bro-C’hall, da veza trec’h war ar rannyezou gallek-all komzet er Champagn, er Bourgogn, el Lorren, e Pikardi, en Normandi hag er Poatou [36]. Aloubidigez Bro-Saoz gant an Normaned, en XIvet kantved, he doa lakaet ar galleg d’en em leda e Breiz-Veur, dre m’o doa an Normaned a ouenn skandinaviat degemeret, a-unan gant sevenadurez c’hladdalc’hel Bro-C’hall, ar galleg da eil yez [37], hag, ouspenn-se, dre m’edo ar C’hallaoued stankoc’h egeto en armead a renjont ouz Bro-Saoz. Ar galleg eo, gant-se, a zeuas da veza, e-pad meur a gantved, yez ar roueed norman hag anjouat a Vro-Saoz. Hizio c’hoaz, gant bras eo bet ar spered a virerez gant renerien Vro-Saoz, e klever, e lidou-zo, tud-e-karg ar rouantelez oc’h ober gant arroudou gallek eus ar Grenn-amzer diveizadus a-grenn d’an darn-vuia eus ar Saozon [38].
Ar Groazadeg ouz Albiziz, en XIIIvet kantved (padout a reas ugent vloaz), a lakas beli roueed Vro-C’hall ha levezon ar galleg d’en em astenn war ar C’hreisteiz. Sevenadurez skedus-meurbet Okitania a beñseas er brezel kriz a renas neuze noblañs an Hanternoz ouz noblañs ar C’hreisteiz, ha war drefoedi ez eas ar vez anezi diwar ar mare-se. Dalc’het e voe da gana ha da skriva e provañseg a-hed ar XIVvet kantved, nemet n’edo ken skoret neuze ker brokus hag araok gant an noblañs al lennegez uhel e Yez ar Vro. Unan, koulskoude, eus al levriou a denn sked war Yez Ok a zo bet savet er c’hantved-se : e 1325, e skrivas Ramon Muntaner, e Valansa, e Vrud Katalonia a zo manet unan eus penn-oberennou lennegez Ok er Grenn-amzer [39].
Sked sevenadurez ar C’hreisteiz, en XIvet hag en XIIvet kantved, a oa en em ledet, neket hepken war vro C’hall, hogen, ouspenn, war ar Spagn ha war an Itali. Digant Kreisteiziz eo o deus ar C’hallaoued desket stumma gwerziou. Kemeret e veze ar provañseg da eil yez gant uhela pennou Europa, ha studiet ken aketus ganto ma teuent barrek da sevel rimadellou er yez-se. E 1154, p’en em gavas ar c’hont a Brovañs e Torino gant impalaer an Alamagn, Frederik Ia, e voe boemet hemañ gant kened ar peziou-barzoniez a ganas d’ezañ an noblañsou brovañsat oc’h ambroug ar c’hont. Abaf ne vanas ket avat. Ha da eilgeria outo, e savas dioustu e provañseg an dekkwerzennad-mañ :
|
Plas mi cavalier francez, |
« Eun drugar eo d’in ar marc’heg a Vro-C’hall, — hag an itron a Gatalonia, — ha sevended Jenoaïz, — ha kourtezi ar Gastilhaned, — Giz-kana Provañsiz, — ha koroll Trevizaniz, — ha ment-korf Aragoniz, — hag ar berlezenn juliana, — Dourn ha dremm ar Saozon, — ha floc’h yaouank Toskana ».
Ker bras e oa sked ha levezon al lennegez provañsek en XIIIvet kantved, ma veze savet er yez-se o gwerziou hag o soniou gant barzed a vaez-bro, ganet e Venezia, e Mantua, e Ferrara, e Jenoa.
A1 lamm-gresk souezus graet gant rouantelez Vro-C’hall, an trec’hadennou gounezet gant he roueed, ar roll a bouez c’hoariet gant marc’hegouriez ar vro-se en aloubidigez Bro-Saoz hag e dialoubidigez ar Spagn [41], kement-se holl, ha traou-all ouspenn, a rôas d’ar galleg al levezon a oa bet bete neuze gant ar provañseg hepken. Dister-meurbet e oa bet deraouennou ar galleg el lennegez, ken dister ha ma oa bet, dindan renadurez Kapetiz, an deraouennou politikel a reas ar vrôad her c’homze, goude tremen kantvedveziou e sujedigez gant germanegerien. Paouraet ha disleberet muioc’h eget yezou romanek ar C’hreisteiz, aet pelloc’h egeto diouz stumm ha neuz al latin bras hen-amzeriat, germanekaetoc’h en he geriadur, divalooc’h da glevout dre unton ha diheson an doare-distaga anezi, hir en he frazennadur, peuzdic’halloud da sevel geriou nevez, n’oa er yez-se diouan ebet e gwirionez ouz he ragaoza da vont da yez veur a sevenadurez ha da c’hoari ar roll a yez etrevrôadel a voe he hini, e-pad meur a gantved, en Europa [42]. Ar c’hosa oberiou a lennegez a anavezomp e galleg, gwerz santez Eulalia (Xvet kantved) hag ar Ganaouenn Roland (derou an XIIvet kantved) a zo darndeoderez-bugale p’o lakaer e-skoaz gant an oberennou a saved en hevelep marevez e kembraeg hag en iwerzoneg [43]. Ar C’hanaouennou-jestr, ar romantou kourtez, zoken ar romantou tennet eus danvez Breiz, ne dizont ket zoken kerkent ha seuliou al lennegeziou nevez-keltiek kempred d’ezo. A-walc’h, evit her spisa anat, lakaat ar pep gwella eus ar romantou gallek a Vreiz e-skoaz d’ar Mabinogion, ha, dreist-holl, e-skoaz d’an tri anezo a lavarer beza bet trôet diwar ar galleg pe heñvelekaet dioutañ : Gerent hag Enid, Peredur a Evraog [44], Owen ha Luned. Eur frealz doare-danevell diluz hag eeun ar Vrezoned, gwevnded ha berrded pinvidik o yez d’al lenner aet skuiz gant randon hag aridennadou ar varvailherien a Vro-C’hall, gant paourenteziou ha tuzumderiou o yez [45].
Ar gwall-siou a oa ennañ ne virjont ket koulskoude ouz ar galleg da zont da veza, en XIIIvet kantved, eur yez etrevrôadel intentet ha komzet gant uhela pennou Europa, dre m’en em vatae diwar galloud politikel, sked ha levezon sevenadurel rouantelez ar C’hallaoued. Dall ouz gwanderiou ha nammou o yez n’oa ket manet koulskoude an dud lennek. Remziad war-lerc’h remziad, e strivas eun niver anezo da ober outo. Lezennerien ha difennerien c’hredus a sav d’ar galleg, ha kregi a raer d’ober gwardoniez vat war e dro. Ar XVIvet kantved eo bet eur c’hantvedvez studia, diluzia, distroueza ha c’houennat ar yez. Grammadegourien a zispleg ar reolennou ret o heulia evit komz galleg reiz ha fraez, ha n’eur ket evit mirout a gredi e oa tremen ezomm eus ar reolennou-se pa weler ar faziou a bep seurd a rae neuze o skriva o yez an dud uhela [46]. Jafrez Tory, en e Champ fleury, moulet e 1529, a eeuna d’an holl an hent davet studia, reiza ha gwellaat ar galleg, ha Joakim du Bellay, en e levr Défense et illustration de la langue française, embannet e 1549, a ziskouez penaos e gaeraat hag e binvidikaat.
Ne voe ket aner an holl labouriou-se. Teurel a rejont o frouez er XVIIvet kantved, a voe eur maread-bleuñvi evit ar galleg hag e lennegez [47]. Al lusk war-raok rôet d’ar galleg a yeas war greski muioc’h c’hoaz en XVIIIvet hag en XIXvet kantved. Ar spered a enklaskerez, a imbourc’herez, a oa neuze gant kalz a C’hallaoued o laka da zigeri d’o yez tachennou manet bete neuze peuz-dibleustr pe dibleustr a-grenn. Nevezet penn-da-benn e vez ar skiantou koz. Krouet e vez skiantou nevez e-leiz. Dremmweliadou sebezusoc’h eget ar pep sebezusa eus an huñvreadou graet gant Hen-amzeriz ha Krennamzeriz a ziguz da spered mab-den, da heul ergerzidigez ar bed-holl, merdeïdigez e voriou, hag ar c’havadennou graet gant an naturourien, an dudoniourien, an hendraourien, ar yezoniourien hag ar gevredadourien [48]. Dallentez pe sotoni e vefe nac’h ar perz o deus bet ar c’hallegerien en holl nevezintiou-se. Gwell eo d’eomp ober hor rann eus ar madou speredel bet dastumet evel-se dindan tiz d’eomp, dre lakaat kraban ar Brezoneg d’en em astenn warno. Digor hizio d’hon argadadennou-preizata maeziou ec’hon ha mengleuziou pinvidik-dreist ar Gouzout, evel m’edo digor, tri mil vloaz a zo, dirak hor Gourdadou, douarou-labour, peurvanou, aouregou, kouevregou, arc’hantegou ha houarnegou ar Bed. D’eomp-ni, brezonegerien, d’o lakaat da dalvezout evit gwella mad hor Yez hag hol Lennegez, hag an nerzidigez eus hor Brôad dre stumma tamm-ha-tamm enni diwarno ar strolladou-tud desket ha dremmweliet ec’hon, ar renkadou renerien kenyez d’eomp, hon eus ezomm anezo [49].
- ↑ J. Loth, Les mots latins dans les langues brittoniques, 1902 (a bouez bras) ; F. Haverfield, The romanization of Roman Britain, 1905 (diwar Proceedings of the British Academy, II ; mouladur distag) ; J. Rhys, Celtic Britain, pevare mouladur, 1907 ; Sagot, La Bretagne romaine, 1911 ; L. Le Roux, L’Armée romaine de Bretagne, 1911 ; J. O. Bevan, The Towns of Roman Britain, London, 1917 ; Th. Codrington, Roman Roads in Britain, trede mouladur, 1918 ; Donald Atkinson, The Governors of Britain from Claudius to Diocletian, war Journal of Roman Studies, 1922, pp. 60-73 ; R. E. M. Wheeler, Segontium and the Roman Occupation of Wales, 1923 ; R. G. Collingwood, Roman Britain, Oxford, 1923 ; F. Haverfield, The Roman Occupation of Britain, 1924. Eun diverradur mat gant V. Chapot, Le Monde romain, 1927, pp. 388-411.
- ↑ J. Loth, Les Graffites gaulois de la Graufesenque, war Rev. celt. 1924, pp. 1-64 ; A. Dauzat, Les Noms de lieux, 1926, pp. 108-11.
- ↑ Lyon, hervez doare-skriva diabeg ar galleg, A. Dauzat, op. cit. pp. 73-4.
- ↑ G. Dottin, La langue gauloise, 1920 p. 69.
- ↑ Setu amañ, da skouer : 1° keltiek o lezano : Julia Luguselva (enskrivadur Bourdel ; Luguselva « perc’hennet gant Lugus » : iwerzoneg selb, kembraeg helw « perc’henniez ») ; Kaïus Julius Vercondaridubnus, kenta beleg an aoter ramzel Romae et Augusto, dediet e Lugudunon (Lion), er c’henta a viz Eost, er bloaz 10 kent. H. S. Vercondiaridubnus a zo stumm latinaet eur c’heltieg Verkondaridubnos ; 2° keltiek o ano-kerentiad hag o lezano : Pius Esuvius Tetricus (Esuvios Tetrikos), impalaer Galia e 208-274 goude H. S. ; Publius Vergilius Maro : ano e vamm, Magia, a zo keltiek, ha keltiek ivez ano lec’h e c’hanedigez, Andes ; ouz Maro keñveria mâros « meur » ; gant Vergilius, keñveria pe vergo (e vergobretos), hen-vrezoneg guerg « oberius, efedus, nerzus », pe verga, hen-iwerzoneg ferc « buanegez, kounnar » hag an anoiou hen-geltiek diwar verga : dea Vergana (deae Verganae et Medunae, war eun enskrivadur a C’hermania), Vergivios ôkeanos (Ptolemaios) ; Julia Bardi [filia] Eliomara (enskrivadur kavet e Karinthia). Skoueriou-all a zo roet gant H. d’Arbois de Jubainville, Recherches sur l’origine de la propriété foncière et des noms de lieux habités en France (période celtique et période romaine), 1890, pp. 129-34 (rann-bennad diwar-benn an anoiou-tud e Galia goude aloubidigez ar vro gant ar Romaned). A-zivout an ano Verkondaridubnos, H. d’Arbois de Jubainville, Les noms gaulois chez César et Hirtius, 1891, pp. 57-60.
- ↑ H. d’Arbois de Jubainville, Introduction à l’étude de la littérature celtique, 1883, pp. 109-10 ; La Civilisation des Celtes et celle de l’Epopée homérique, 1899, pp. 93-5 ; Principaux auteurs de l’Antiquité à consulter sur l’histoire des Celtes depuis les temps les plus anciens jusqu’au règne de Théodore Ier, 1902, p. 309 ; Les Druides, 1906, pp. 78-9.
- ↑ Dont a ra Legedia da veza Abrinkatis (aet da Avranches e galleg), Noviodunon da veza Diablintis (Jublains) ; Suindinon, da veza Kenomanis (Celmans, Cemans, ha bremañ Le Mans e galleg) ; Juliomagos da veza Andegaois (Angers ; Anjou a zeu eus Andegavon) ; Kaesarodunon da veza Turonis (Tours ; Touraine a zeu eus Turonia, e latin ar veleien a veve e gre ar Franked ; an ano koz e boaz er marevez kelt-ha-roman a oa Turonikon ; en hevelep doare, e lavared neuze Kenomanikon ; ar galleg Maine a zeu eus Kenomania e latin an dud a Iliz). Dont a ra Lemonon da veza Piktavis (Poitiers ; Poitou a zeu eus Piktavon), H. a. A. Dauzat, Les Noms de lieux, 1926, p. 126.
- ↑ Eur maread a wall-reuz eo an IIIvet kantved evit an Impalaerded roman. E Galia, etro dibenn ar c’hantved-se, ar c’hêriou a oa bet, e-pad ar c’henta hag an eilvet kantved, kreizennou-romanekaat, digor, ec’hon, lirzin, hetus beva enno, a ya da greñvlec’hiou (burgi) mogeriet-uhel, enk ha teñval. War vihanaat ez a ar boblañs enno. An uhelidi, ar binvidien a ya da ober o annez war ar maez, F. Lot, op. cit. 1927, p. 82.
- ↑ Ar verr-vroz (heñvel ouz kilt Tiruheliz Vro-Skos), a weler douget gant ar wazed skeudennet war gelorniou arem kenta oadvez an houarn en Alpou illiriat, n’emañ ket anavezet, a-hervez, gant Galianed ar marevez kelt-ha-roman (an doue kavet en Hérange a hañval beza gantañ, koulskoude, eun doare kilt, A. J. Reinac’h, Divinités gauloises au serpent, war Rev. archéol. 1911, 1, pp. 222-3). Bez’ o deus ar C’halianed daou seurd bragou : 1° bragou hir ha ledan, heñvel a-walc’h ouz seier (virobulgas « seier-gwazed »), gwisket dreist-holl gant ar Velged a veve en hanternoz d’ar stêriou Sequana ha Matrona ; 2° bragou berr ha striz douget gant ar C’halianed-all. An daou stumm bragou-se a gaved ivez gant ar C’hermaned, gwech eur seurd, gwech eur seurd-all, diouz ar poblou. Ar galianegromaneg braca (bet degemeret gant ar brezoneg) a ziskouez beza, diouz e stumm, eur ger amprestet digant ar germaneg. Ar wir furm geltiek anezañ a zo deuet da veza gwregys e kembraeg, gouriz e brezoneg. Ar C’hermaned a rae theuh-brokas « bragou-morzed » eus ar bragou berr ha striz. A-gevret ganto e wiskent eur re loerou hir (hose, gouez d’ezo) a save betek an daoulin. Gant poblou-zo (Saozon, Burgonded, meuriadou Franked-zo) ne junte ket al loerou ouz ar bragou, ha lezet e veze an daoulin en noaz. Ar bragou berr, amprestet gant ar soudarded roman, a voe anvet ganto femoralia. Rev. celt. 1890, p. 39 ; H. d’Arbois de Jubainville, Principaux auteurs, pp. 159-62 ; Les Celtes, 1904, pp. 72-7 ; H. Hubert, Les Celtes, I, 1932, pp. 278-9.
- ↑ Eur skouerig hepken eus an aspadennou keltiek tennet diwar ar c’hlaouier. Kontell-zebri ar C’halianed, a virent en eur gouhin stag ouz feur o c’hleze, a badas da veza e boaz betek gre ar C’hladdalc’helez : kontell-vastard, kontell-vastardel, bastardell a raed anezi neuze, Rev. des Et. anc. 1907, pp. 278-9.
- ↑ Ar pennou-loened, pe zarn pe zarn eus ar pennou-se (kerniel ar c’hirvi hag an tirvi, da skouer), a dalveze da gabell e lidou-zo, e-touez Europiz ar ragistorvez, hag aspadennou eus ar c’hiz-se a gaver e poblañs Europa e derou an Istorvez. En eul livadiur etrusk, doue an anaon a zo skeudennet eur penn-bleiz gantañ da gabell war e benn, J. Poulsen, Etruscan Tomb Paintaings, their subjects and significance, Oxford, 1922, pp. 50-1 ha sk. 36. Er Vvet-VIvet kantved, diouz an diou brezegenn De Calendis Januaris, ez anavezomp edo ar c’hiz, da geñver deiz kenta ar bloaz, en em wiska e stumm loened, kirvi ha heizezed peurliesa, Rev. des Et. anc. 1909, p. 339 ; Rev. de l’Hist. des Religions, 1914, pp. 131-2.
- ↑ J. Tourneur-Aumont, Les quatre épisodes de la bataille de Vouillé, Poatie, 1926. Gallorum firmitas, caractère national des Gaulois, suivant Isidore de Séville, war Pro Alesia, 1922. A-zivout drastidigez Arvernia gant ar Franked, pajennadou mat da lenn en Istor Frañs Herri Martin.
- ↑ Aet da impalaer eus 454 da 456.
- ↑ Teodor Haarhof, The Schools of Gaul, a study of pagan and Christian education in the last century of the Western Empire, Oxford, 1920.
- ↑ An dibenn-ger evel en alauda, aet da aloue e galleg koz. Eur ger-bihanaat diwar aloue eo ar galleg-bremañ alouette « ec’houeder, alc’houeder ».
- ↑ Baga a zo aet da get er yezou brezonek. Bez’ ez eus anezañ c’hoaz en iwerzoneg-krenn dindan ar stumm bag a dalv war eun dro « komz » ha « stourm », Rev. celt. 1908, p. 206.
- ↑ Rev. des Et. anc, 1920, pp. 41-7, 107-17. Amandus a vije deuet da Avand e brezoneg, Rev. celt. 1908, p. 231.
- ↑ J. Loth, L’émigration bretonne en Armorique, du Ve au VIIe siècle, Roazon, 1883 ; Les langues romane et bretonne en Armorique, war Rev. celt. 1907 ; Les Noms des Saints brelons, war Rev. celt. 1908, 1909.
- ↑ J. Loth, Remarques aux Inscriptions latines sur pesons de fuseau trouvées en territoire gaulois, et, en particulier, à l’inscription celtique de Saint-Révérien (Allier), war Acad. des Ins. et Bel. Let. Comptes-rendus, 1916. An enskrivaduriou-se a zo enno geriou keltiek : curmi « bier », veadia « gwead », gnata « merc’h », geneta « plac’h yaouank », vimpi « koantenn », marcosior « ra varc’hegan, marc’hegez a hetan », gabi « kemer », h. a.
- ↑ Bremañ c’hoaz, e bro-Drev, eo keltiek an darn-vuia eus an anoiou-lec’hiou o tont eus an Hen-amzer, nemet distummet ez int gant doare-distaga ar c’hermanegerien. Kêton « koad », da skouer, aet da zeton er VIIvet kantved, a zo deuet da veza scheid hizio : Trerokêton = Trierscheid ; Taxokêton = Tettscheid (taxo « lart-kuilh » ha lezano d’ar broc’h) ; Borvokêton = Burtscheid ; Bivarokêton = Bévercé, Rev. celt. 1881-1883, pp 485-6.
- ↑ A. Dauzat, Noms de lieux, 1926, p. 111.
- ↑ Dauzat, id. ibid. o heulia Hubschmied, Zeitschrift für deutsche Mundarten, 1924, p. 184.
- ↑ Diwar an trede kantved dreist-holl, e voe degemeret e Galia bagadou Barbared evit stanka an toullou graet e poblañs ar vro gant an dibobla. Fraostegou a roed d’ezo da zigranna. Stank a-walc’h, bremañ c’hoaz, er broiou-krec’h, ar bourc’hiou hag ar c’heriadennou a zoug testeni dre o ano e tennont da advrôadennou Barbared eus dibenn an Impalaerded roman : Francourville, Auménancourt, Almenèches, Allemagne, Marmagne, Sassogne, Sissonne, Sermaise, Sarmiers, Villegoudou, Goudourville, Gueux, Gandalou a zo diwar an hen-anoiou Francorum villa, Alamanorum curtis, Alamanisca, Alamania, Marcomania, Saxones, Sarmatia, Sarmatis, Gothorum villa, vicus pe villa de Gothis, Vandalorum (Dauzat, op. cit.).
- ↑ C. H. Grandgent, An Introduction to vulgar Latin, Boston, 1907 ; Pirson, Le Latin des formules mérovingiennes et carolingiennes, war Romanische Forschungen, 1909, pp. 837-944 ; A. Dauzat, La Vie du Langage, 1910, pp. 181-90 ; La Philosophie du Langage, 1912, pp. 120-8 ; La Géographie linguistique, 1922, pp. 133-93.
- ↑ Lavaret e veze romanice « romaneg », britannice « brezoneg », wasconice « gwaskoneg », h. a. Romania a veze graet eus an holl vroiou m’edo komzet ar romaneg enno (Italia, Iberia, Galia, Illiria, Pannonia, Thrakia ha Dakia).
- ↑ Septimania ha Provinkia n’edont ket rouanteleziou. Septimania a oa e kerz ar C’hoted annezet er Spagn (Wisigoted) ha Provinkia e kerz ar C’hoted a veve en Italia (Ostrogoted).
- ↑ A. Longnon, Atlas historique de la France, 6 levrenn, 1884-1889 ; La formation de l’Unité française, mouladur Delaborde, 1922 ; J. Flach. Les origines de l’ancienne France, 4 levrenn, 1886-1917.
- ↑ Padet e voe da gomz daneg ha saozneg e korniou-zo eus an Normandi belek an XIIIvet kantved da vihana. Kalz diwezaloc’h goude e talc’hed da saoznega e korn hanternoz ar Boulonnez, da zezvarn diouz an anoiou-kêriadennou n’int ket bet distummet eno gant ar gallekaat (Darlincthun, Audincthun, h. a.) evel ma ’z int bet en Normandi (Kirkbudh « lochenn an iliz » aet da Criqueboeuf, Eklund « koad-dero » aet da Yquelon, h. a.). Diwar-benn an annezadou Saozon ha Skandinaved en arvor hanternoz Bro-C’hall hag ar roudou he deus lezet o yez en anoiou lec’hiou, lenn A. Dauzat, Les Noms de lieux, 1926, pp. 144-8.
- ↑ C. Enlart, Manuel d’archéologie française depuis les temps mérovingiens jusqu’à la Renaissance, 6 levrenn.
- ↑ Unan eus ar fazïusa menoziou a c’heller da vaga er spered eo kredi e stabildied an tiegeziou en hevelep renkad eus ar Gevredigez a-hed eun hir steudad a gantvedou. Istor ar c’herentiadou, bewech ma c’heller hen heulia e-pad lïes remziad, a ziskouez e vez bepred eur monedone, eur sav-diskenn a diegeziou etre ar renkadou uhel hag ar renkadou izel en eur vrôad-tud. A-zivout kement-se, lenn eveziadennou D’Avenel Découvertes d’histoire sociale (1200-1910), c’houec’hvet miliad, 1910, pp. 29-32.
- ↑ Eus an XIvet d’ar XIVvet kantved, e teuas eun nebeut izili nevez d’an noblañs dre rei ar varc’hegouriez da vourc’hizien ha da goueriaded en em vrudet en emgannou.
- ↑ War vordo eo bet an urzaz-se e-pad pell, ha ne zeuas da veza digeflusk nemet en XIIIvet kantved. Setu amañ roll ar c’hladdalc’herien vras, dre vont eus an izela d’an uhela : kont, markiz, dug ha par, Ar c’hladdalc’herien vihan a oa anezo, dre vont eus an uhela d’an izela : beskont, kastellan, aotrou-izel, gwaz-izela. Baron, ger a dalvoudegez ledan (« den en e frankiz » e germaneg), a voe kemeret en XIIIvet kantved da envel ar c’hladdalc’herien-etre n’o doa ket gwir da zougen an ano a veskont. Evesaat ouz ar berz a reas, er c’hladdalc’helez, ar ger a ouenn geltiek vassalus, vassal, diwar vassus, furm latinaet ar ger keltiek vassos « gwaz ». Kemer a reas vassal lec’h ar ger germanek antrustion en VIIIvet kantved.
- ↑ P. Guilhiermoz, Essai sur les origines de la noblesse en France au Moyen-Age, 1902 ; J. Calmette, La Société féodale, eil mouladur, 1927. Bourrusa levr da lenn a-zivout ar vuhez a rene an noblañs gladdalc’hel eo hini Ch. V. Langlois, La Société française au XIIIe siècle d’après dix romans d’aventures, eil mouladur, 1904. — Frankia a veze graet, en VIIIvet kantved, eus ar vro annezet pe zalc’het gant ar Franked. Da Ffrainc eo aet e kembraeg.
- ↑ Lavaret e veze oc evit « ya » ha no evit « nann », Bertram de Born, e kasad (gwerzennou-kloza) unan eus e werziou-brezel, a lavar evel-hen :
Papiol, d’agradatge,
Ad Oc e No t’en vai viatz
Dic li que trop estan en patz.« Papiol [jangler Bertram de Born], a galon vat. — Davet Ya-ha-Nann [ano Richard Kalon-Leon e gwerziou Bertram de Born] kea buhan — Lavar d’ezañ ez int [an dudjentil] re e peoc’h ».
- ↑ E romaneg ar broiou-krec’h, evel e brezoneg Breiz-Izel, n’eus rannyez ebet e gwirionez nemet an hini a vez komzet er wik hag er ploueziad-douar stag ouz ar wik, pe, evel ma lavaromp bremañ, er barrez, er gumunenn, A. Dauzat, La Vie du Langage, 1910, pp. 183-8 ; La Géographie linguistique, 1922, pp. 133-50.
- ↑ Diwar-benn trec’hadennou hag aloubadennou galleg an Il-a-Frañs, lenn F. Brunot, Histoire de la langue française, 7 levrenn.
- ↑ En Normandi, n’eus nemet an arvor a gement a zo bet tudet gant ar Skandinaved, da lavarout eo ar broiou-mañ : Kustentin, Bessin, Maez-Kadvan (Campagne de Caen), Aoj, Lieuvin, bro-Hoan, bro-Galed (Caux). Er broiou-se hepken e vez kavet anoiou-lec’hiou skandinavek. Broiou an argoad (Bocage, Houlm, Marches, Ouche), hag an Avranchin er c’hornog. a zo manet bepred tudet gant gallegerien nemetken.
- ↑ Diwar-benn an darvoudou : J. H. Round, Feudal England : historical studies on the XI th. and the XII th. centuries, London, 1895 ; eil mouladur, 1909 ; J. H. Ramsay, The Angevine Empire (1154-1216), 1903 ; H. W. C. Davis, England under the Normans and Angevins (1066-1272), 1905 ; pevare mouladur, 1915. — A-zivout ar yez : Jespersen, Growth and structure of the English language, 1905 ; O. F. Emerson, History of the English Language, New-York, 1894 ; H. C. Wyld, A short History of English, London, 1921 ; R. Huchon, Histoire de la langue anglaise, 1923.
- ↑ Pajennadou mat da lenn e levr koz Herri Martin diwar-benn an taol marvus skôet ouz sevenstdurez ar C’hreisteiz gant ar Groazadeg ouz Albiziz.
- ↑ Ch. Gidiel, Hist. de la litter. fr. I, 1875, p. 48.
- ↑ Dialoubidigez (reconquista) ar Spagn, bet aloubet gant Muzulmiz en VIIIvet kantved, ha dialoubet tamm-ha-tamm, eus an IXvet d’ar XVIvet kantved, gant kristenien kevrenn hanternoz ar vro. Bagadou Franked da genta, Gallaoued da c’houde, a rôas harp d’ar Spagnoled e brezeliou an dialoubi.
- ↑ Ker gwir e tere darn eus an eveziadennou se ouz latin an Hen-amzer ; « frazennadurez tuzum ha stank ennañ an daousteradou fazïus, geriadur paour, furmidigez geriou diaes ha diastenn… e oa al latin eur benveg tuzum, dotu, tenn da verat… nemet ne spleite ket disterveziou ar benveg e-keñver an nerz a zeue d’ezañ eus trec’hadennou ar Romaned », A. Dauzat, La Vie du Langage, pp. 197-8.
- ↑ Bez’ hon eus barzonegou iwerzonek bet miret d’eomp gant dournskridou eus an VIIIvet kantved, hervez Windish, D’Arbois, Cours de littérature celtique, I, 1883, p. 78.
- ↑ Peredur a Evraog (ar gêr anvet York e saozneg) ha neket Peredur ab Evraog evel ma skriver peurliesa, Rev. celt. 1929, pp. 414-8. Mabinogi Peredur eo ar wir danevell-C’hraal kembraek, A. Nutt, Studies on the Legend of the Holy Grail with especial reference to the hypothesis of its Celtic origin, London, 1888 ; J. L. Weston, From Ritual to Romance, Cambridge, 1920, pp. 191, 196 ; Romania, XLIX, 1923 (Caput Johannis = Corpus Christi) ; R. Sherman Loomis, The Head in the Grail, war Rev. celt. 1930, pp. 39-62.
- ↑ Eul levrig mat da lenn a-zivout lennegez c’hallek ar Grenn-amzer eo hini G. Paris, Esquisse historigue de la littérature française au Moyen-Age, 1907,
- ↑ Boutin edo, da skouer, an ober gant ragano ar c’henta person unan e dirak ar verb er c’henta person lïes : je dirons, je ferons, j’allions, je venions. Ar roue Fransez Ia a ra dalc’hmat ar fazi-se en e skridou : « J’avons espérance qu’y fera beau temps », emezañ en unan eus e lizerou.
- ↑ Gwelout an Istor lennegel eus ar Frañs, deraouet gant Beneadiz ha kendalc’het gant Breuriez-Veur an Enskrivaduriou hag al Liziri-kaer.
- ↑ J. Darmsteter, L’Orientalisme en France, war Essais orientaux, 1883 ; S. Reinac’h, La Science française en Orient, war Rev. politigue et littéraire, 18vet a viz Eost 1883, advoulet war Esquisses archéologique, 1888, pp. 2-12 ; Dr E. T. Hamy, La Science française au Mexique, war Rev. d’Ethnographie, 1886 ; D. Mornet, Les Sciences de la Nature en France au XVIIIe siècle, 1911 ; L. Halphen, L’Histoire en France depuis cent ans, 1914 ; La Science française, mouladur Larousse, 2 levrenn, 1915 ; Archives des missions scientifiques et littéraires ; Nouvelles archives des missions ; Comité des travaux historiques et scientifiques (bulletin historique et philologique ; bulletin archéologique ; bulletin de géographie historique et descriptive, h. a.) ; Revue de Géographie ; Annnales de Géographie ; La Géographie ; L’Anthropologie ; L’Année sociologique ; Revue historique ; Journal Asiatique ; T’oung Pao ; Revue assyriologique ; Revue égyptologique ; Revue des Etudes grecques ; Bulletin de correspondance hellénique, h. a.
- ↑ N’eo ket da lavarout e vefe mat d’ar vrezonegerien desket tremen hep anaout ar pez a zo bet graet er c’heñveriou-se gant ar brôadou-all. En enep rik eo ! Gounid-spered ha deska dur a zo da gaout digant an holl, ha nerz ouspenn, da heul, evit hor yez hag hol lennegez. Aliou mat-kenañ gant Roparz Hemon en tri fennad Breiz hag ar Bed, Lennegez, Hent ar Skrivagner, embannet en e levr Eur Breizad oc'h adkavout Breiz, Brest, 1931.