Mont d’an endalc’had

Ar verjeren hac an den-gentil

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar Verjeren hag an Den-Jentil.

1890  (Levrenn I, p. 160-162)



AR VERJEREN HAC AN DEN-GENTIL
____


Eur verjerennic iaouanc o viret he denved,
Hac eun den-gentil iaouanc hen eus hi rancontret.
Hen eus goullet diganthi hac hi roje he grâd
Da vont ganthan eun nozvez d’ur gambr, en ti he dad,

— Ho ! salv ho craz, emezhi, me na roïn ma grâd
Da vont ganec’h eun nozvez d’ur gambr, en ti ho tad.
Ho stad nag ho calité verit caout re huël :
C’hui a zo eun den-gentil, a vanc d’ac’h dimezel.

— N’ê ket gant dimezelled e-man ma fantasi,
Ganec’h-hu ’c’h ê, berjeren, mar caret ma c’hredi.
Mar caret dont eun nozvez ganin-me da gousket,
Me ho craïo dimezel, hac itron, mar caret.

— N’ê ket ma c’hondition beza hanvet itron :
Eur verjerennic iaouanc ê ma c'hondition,
Eur verjerennic iaouanc en servij eun ti mad.
Benoz doue d’ac’h, ôtrô, hac ho trugarecad !

— Zod ho cafan, berjeren ; mar n’ gomerret arc’hant,
Deut-hu ganin-me d’ar stâl, da choas accoutramant,
Eul lostennic violet, hac eun all incarnal ;
Dre ma fe, berjerennic, c’hui ve brao da vragal.

Eur manchigo taffetas pô da lacad out-hi :
Dre ma fe, ar verjeren, c’hui ve brao da zimi.

— Miret c’hui ho tamezo d’an neb ho goulenno ;
Me zo well ganin lien da lacad war ma zro ;
Rac me a wiskfe kentoc’h eur vroz lien balin,
Kent wiskfen ho tamezo hac ho mezerio fin.

— Hirie a ra eun devez dimeuz a domder vraz :
Deut-hu ganin, berjeren, dindan eur boudic glaz ;
Eno me discoezo d’ac’h eun darn ma action,
Ha goude nin raï hon daou bouquet a wir galon.


— Eun Doue ’zo bars an ne, hac hon gwel hac hon c’hlew,
Na oufemp pe-lec’h monet ewit cuzet out-han.
Pâd eur momedic amzer hon be contantamant,
Ha goude hon be hon daou calz a afflijamant.

— Me wel an noz o troublan, an heol oc’h izellad,
Kenavezo, berjeren, pa na ’non ket d’ho crad !
— Kenavezo d’ac’h, otro, hac ho trugarecad !
Doue da rei d’imp hon daou peb a avantur vad !


Keranborn. — 1848.

______________