Ar rozen hag ann eostik

Eus Wikimammenn


Ar rozen hag ann eostik


skrivet gant Claude Guitterel


Kendalc’h keltiek etrebroadel
Sant Brieg 1867




DA EOSTIK KOAD ANN NOZ,


SON SAVET


Gand BARZ AR BLAONEZ


D’ar Barz a behini ar vouez,
Ouz riblou drand ann Treo,
A red e Breiz ker kaer, ker frez,
A hegleo da hegleo :
D’ar Barz zo eostig enn he iez ;
Gwel, vid enn he hano ;
Eur c’hloarek, ganet e kerne,
A westl, e derou ar bloaz-man,
Eur merg a garante,
Eur zoun zavet gant-han.


AR ROZEN HAG ANN EOSTIK.


War don : Evnig a gan (Barzaz Breiz).


E kreiz eul liorz e vleunie,
Enn eunn nevez-amzer a oe,
Eur rozennik ouz ar gaera,
A daole c’houez ouz ar c’houeka.
 
Ar bokedou all, tro-war-dro,
A vije gwenvet ha maro,
Siouaz ! arog ann abardez,
Hag hi savet da c’houlou dez !
 
Hogen, na reo ien ar beure,
Nag ann heol kalet, da greiz-de,
Nag e nep mare ar preved,
D’ar rozen na reand droug ebed.
 
Rag eunn eostik kalonet mad,
Tost dezhi o kluda dalc’h mad,
A gemere out-hi preder,
Vel eur breur mad ouz eur c’hoar ger.


Dindan he askell, d’ar beure,
Ouz ar reo ien he diwalle ;
Ha da greiz-dez, he askell c’hoaz,
A zisheolie he deliou noaz.
 
Hogen eunn dez ar rozen fol
A c’hoanteaz gwelet ann heol,
Hag a laraz d’he c’hanerik :
« Pella diouzin eunn tammik. »
 
Hag enn eur brezeg evel-se,
Gand he drein lemm hi hen broude ;
Ken a hirvoude ar paourik,
O vont kuit : « Truez, va c’hoarik. »

Raktal hag heol ha reo a gouezaz
Preved fleriuz a ziredaz ;
Ar rozen wenn a velenne ;
E diwaller kez a wele.
 
Gand keuz zoken maro vije,
Ouz troad ann hini a gare,
Ma n’en dije hastet hou-ma
He aspedi d’he skoazella.
 
Hag ar rozen da aslufra,
Hag ann eostik da askana :
Neuz eurusoc’h evn er c’hoajou.
Na kaeroc’h bleunen er parkou,
 
Breiz ker, te eo ar rozen-ze,
Ha da vraventez eo da fe ;
Ann eostik-ze, ker karadek,
Eo da iez koz ar brezonek.
 
Ar reo, ann heol iud, ar preved.
Eo ar ioul fall, ar glouarded,
Al leoriou louz, ar c’hiziou fall
Taolet war-n-out gant iez Bro-c’hall.


Selled ec’h euz, siouaz ! kalz re,
Ouz ar c’hoz krampinellou ze ;
Digor affo da zaoulagad…
Eberr e vezo divezad !
 
Ho ! ma fell d’id atao lintri,
Enebourien da iez trec’hi ;
Breiz, ma bro gaer, gwir rozennik,
Kar ha mir bepred da eostik.


————