Ar pesketer

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
D. Derrien, 1902  (p. 131-132)



AR PESKETER
————
War ton : Sonjit, pec’her, ez eo red d’e-hoc’h mervel



Eunn heol skeduz d’ar mintin a lugern,
Ar pesketer a bign oc’h beg ar vern.
Ha dreist ar vag, henvel ouz diouaskel,
Al lien a zo digor-braz d’ann avel.

Ar pesketer a ia war ar mor doun,
Leun a fisians ha laouen he galoun,
Rag dreist he benn n’euz ket a goabrennou,
Dindan he dreid eo berr ann houlennou.

War ann tevenn he bried, he vugale,
War ho daoulin, evit-han a bed Doue,
Ha ne zistroint ket war ho c’hiz d’ar gear,
Epad ma vo chomet a wel d’ann douar.

Pesked, er vag, a ziskenn a-zoare ;
E-verr e vo bara d’ar vugale,
Chom a ve c’hoaz eunn nebeud gwenneienn
Ha sistr iac’huz a vo leun ar werenn.

Siouaz ! du-hont, setu deuet eur goabrenn ;
Al labous-mor a losk eur griadenn ;
Eur barr-amzer a gouez euz ann envou ;
Ar vag a zo dizroet gand ann tarsiou.


E-tal ann aot e weler d’ar beure,
Enn dro d’eur c’horf, ar pried, ar vugale ;
Med e leac’h klemm ha nac’h ann Aotrou Doue,
E c’houlennont baradoz d’ann ene.

Kerkent ar mab, oajet a bemzek vloaz
A lavar krenn : « Daoust ha me n’ounn ket goaz !
Evid-omp holl pa ’z eo va zad maro,
War ar mor doun brema me ia d’am zro ! »


————