Ar minor

Eus Wikimammenn
Chanson composet var sujet eun den yaouank ag e vam ag e beder mestres er bloavez mil nao c’hant tri. (Ar minor) - Chanson potret Plouillau
imprimiri Hamon a Kervellec, 1903  (p. 1-2)



CHANSON COMPOSET
Var sujet eun Den yaouank ag e Vam ag e beder Mestres
Er Bloavez Mil Nao C’hant Tri
(VAR EUN TON NEVEZ)


————


A boe ’noad a dri bloa
Me oa mannet minor
C’hoant a meus da zisklêria
Eul loden deus ma sor.

C’hoant meus da zisklêria
Darn demeus ma bue
Pehini meus tremenet
Bete an de a c’hirie.

Gant an derjen a gredan
A oa marvet ma zad
Ma mam a chom intanvez
C’hi devoa kalonnad.

Pa chom e intanvez
Gant e seiz krouadur
He c’halon voa feblisset
Gant an displijadur.

Seiz minor chome gant hi
Deus ar re yaouanka
Ar c’hossa oa uneg vloa
Me ne oan nemet tri bla.

D’ar c’houlse me oa yaouank
Bian em jagkeden
Allas me na ouien ket
petra ma da dremen.

Deus ar beure pa saven
me mije kalonnad
Pa deue da sonj din
E oa maro ma zad.

Mes va mam leun a gourach
Onnes am c’honsole
Hi a lare din bemde
Mije eur brago neve.

Gred oa din eur brago
A oa gret gant lien
Evel ma oa ar c’his
gwechall gant ar bevien.

Guisket ma ma brago
Ed e oan da bourmen
Soetet a ma bloavez mad
D’ann oll amezeien.

Bed a ma gueneien
Bed a ma avalo
Tout an dud a lare din
A oa drol ma brago.

Hennes a oa eur brago
Nan na oa ket gret propr
Un anter demeus e fons
A oa laket arok.

Ar brago se oa gret
Din gant ma c’hoar kossa
Ne oa ket kemeneres
Ouie ket a dailla.

Mes pa oan deut en noad
da roula ar iaouankis
Me a ma bet eur brago
Ag a oa deus ar c’his.

Neuze me e bate
Kemerre plijadur
Mes ma zud oa demeet
Et gant o avantur.

Demeet oa ma dri breur
demeet ma diou c’hoar
Eur breur al chome ganen
Da labourat douar.

Om daou chomomp gant om mam
Da serc’hel e menach
Emesk al labour, ar boan,
An tempas ag an norach.

D’an oad a tri voac’h vla
Meus bed eun assidant
A neus beued ma c’halon
En eur mor a tourmant.

Neuze e meus sonjet
Dont da chanch a vicher
Rac ne oa ket deus ma grad
Chom labourer douar.

Ma sonjet voeaji
A mont kuit deus ar guer
O sonjal ober ma fortun
Ebars em ber amzer.

Ne oan ket bet er skol
Ma ket a ziskamant
Ag an draze a re din
Eun tam diazamant.

Prenet ma eur c’haier
Ag eul leorric bian
Ma disket skriva a len
A c’hanenn va unan.

Raktal en eun instant
A oa deuet em spered
Ma c’hajen da voeaji
E tiskjen ar gallek.

Ouijen skriva a len
A gout un daou langach
A gonit ma fortun
Se zo eun avantach.

Va mam pa deus klevet
Hi a lare dime
Petra emei ma buguel
Petra a sonjes te.

Me meus dioerred da dad
Savet seiz krouadur
Te a c’he ma yaouanka
Te re ma flijadur.

Mar kes er maes ar vro
A dilesel ar guer
Me vo oblijet neuze
Da verza ma mobilier.
 
A goude kement-se
Da beleac’h a c’hin me
Vint toled a distoled
D’an eil ti d’eguile.

Chom ganen tre ma vin beo
Doue roio did chans
Da ober afferiou mad
Goude en abondans.

Pa meus klevet va mam
Gant e c’homzo agreabl
E strinkas an dero
Demeus va daou lagad.

Me o chans a santimant
O sonjal chom ganti
A goude vije maro
C’hajen da voeaji.

Va mam oa arri koz
Alies vije klanv
Bet a deus eur c’hlenvet hir
Eunek pe daouzek vloa.

Aben daouzek vloa goude
Ma mam deu da vervel
Gras ma man er barados
Er joayo eternel.

Ma breudeur, ma c’hoarezed
Neuze deuas d’ar guer
Da c’houlen o fartach
Demeus ar mobilier.

Guersed ar mobilier
Partajet an arc’hant
A pephini gant e lod
A oa bet goel kontant.

Eur breur al ma er guer
Assambles ganeme
Ag henes oa demeet
Aben eur mis goude.

A me o sonjal neuze
Pa oan c’hoas pot yaouanc
Ma rajen eur marc’hadour
E c’honejen arc’hant.

Bet on marc’hadour fao
Marc’hadour pabioles
Marc’hadour piz glaz
Marc’hadour patates.

Marc’hadour avalo
A marc’hadour boësson
Anvet oan pot ar gist mad
bars en ker Lannion.

Anvet oan pot ar gist mad
Bars en ker Lannion
Plassa ren domistiket
En tier a fesson.
 
Marc’hadour koz dillat
So hanvet flipiri
Onnes so eur vicher vad
Neb a oar anezi.

An neb a bren marc’had mad
A goude guerza ker
Enez rafe e fortun
Ebars e ber amzer.


Bet on marc’hadour koat
Marc’hadour plous pe golo
Marc’hadour lunedo
A marc’hadour moncho.

Marc’hadour tolenno
Kartenno monaiter
A chansonnio a œrzen
Ia pa mije amzer.

Marc’hadour bric a brac
So anvet merseri
A pa vije hir an nos
Me a rê komedi.

Oeajet meus Bretagn
En ker a var ar mes
Gant ma vilosiped
A ma marc’hadourez.

Vel se on deut aben
Da c’honit ma fortun
En eur lezel ar boesson
Ar merc’het hag ar butun.

An neb a neuz ê c’homposet
So e ano Jean-Louis
A zo gannet e Plestin
Kichen Toul-an-Hiry.

E ano pen da ben
E Jean-Louis Guyader
A ra e zemerans fix
En paros Treduder.

Er bla [mil] nao hant pevar
E a neuz declared
Mon dor e zemerans fix
En paros Plouaret.

E kichenik ar bourg
En eur gampic vian
Ma neus c’hoant da zemesi
Eno glasko unan.

Ag eno a choajo
Eur vicher ar vrava
Pa vo skuiz o labourat
Chomo da ziskuisa.

Onnes so eur vicher
Hag am grei dizoursi
Ma kafen eur Vari-Jeanne
Contant da zemesi.


FIN.


Rimaden ma feder mestres


————

Peder mestres a meus bet
A oa deus a Dreguer
Mes iaouankic a oant c’hoas
Ouient ket o micher.

Iaouankic a oant c’hoas
Ouient ket o micher
C’heint gant losten o c’hivis
Da disken ar goter.

Un a ne so Perrinic
Ag eben Marie-Jeann
Unan al so Mari-Louise
Ag eben Mariann.

Na c’houllan ket diskleria
Piou a c’he ar reze
Un anne a meus klêvet
A spisse ne guele.
 
Ag unan al anheze
A blije din er fad
Ag ones a mije bet
Peneverte e zad.

An diou al a meus klêvet
A blije dê guinardant
Se zo kos din c’hon chomet
C’hon chomet pot yaouank.

Propriété réservée

GUYADER Jean-Louis.