Ar miliner, ar serjant hac ar c’hemener
AR C’HEMENER
Me garrie bea studiet
War eur matier hac eur secret
Er bed a dergondition,
Pere vlamer en peb fesson.
Da genta, ’r meliner ’ve blamet
Diwarbenn ar bleud hac ann ed ;
D’ann eil, ar serjant, gant he bluenn,
A laca liou war baper gwenn,
Hec’h a war maës hac en kêr
D’ober chasse da Bipi-Gouer ;
Ha d’ann drived ar c’hemener,
Diwarbenn ann neud, ar mezer.
Etre he rochet hac he goof,
Hec’h a gant-han eur pez etof.
Petra ’ra ’r meliner,
Pa gommanz he vicher ?
Mont da baotr-marc’h, mar na eus den
D’hen instrui ha d’hen kelen,
Da gass ar bleud, kerc’had ann ed,
Da deskin eva gwinn ha poker d’ar merc’hed.
Hac ar serjant, gant he bluenn,
Pa gommanz, hac hen ’ra ouspenn ?
— Oh ! brema comzet euz ar paotr
Na respect na pillic na pot,
Marc’h na cazec, porc’hel na gouiz,
Porpant, roc’hedenn nac inviz,
Tranch na pal, na scudel,
Na loa na kerneubeud contel ;
Ann ed er parc hac ann irvinn,
Ann teill, ar fagot hac al linn,
Hac anfin generalamant
’R pez ’zo indan ar firmamant.
Mar ’n eus pouar digant eun all,
Ez aïnt gant-han hol, mad ha fall ;
Ez aïnt hol, na vano netra,
Hac e lavar : et coetera.
Hac ar c’hemener, pa gommanz,
Hac hen ’ra he etad er-vad ?
— Evit laëres n’all ket nemeur,
Rac e ver bemdez euz he heul :
Muzuret ve ann danveiou,
N’a gant-han met ar bevennou,
Hac eun neubeud euz a bep liou,
A-weziou ter, a-weziou diou.
— Hac ar Meliner, pa gommans,
Hac hen ’ra he etad er-vad,
Ac’houde malan eur sac’had ?
P’antreo, er c’hommansamant,
Santel a vezo, ’vel eur sant,
Prompt mad a raï, ha bleud munut,
Hac a plijo meurbet d’ann dut.
Met heman, deus eur c’hostez all,
Pa deuer da glem ha d’hen tamal,
Gant eun nao pe eun du sermant,
Heman ho rento hol contant,
Ha prometti da Bipi-gouer
’Vo didommajet gant amzer.
— Hac hen a vezo c’henc’hamant,
Goude kenlies a sermant ?
— Ia, epad eur pemzec dewez,
A vô grêt gwell’, ar c’henta gwez,
Met pa santo ’vô marw ar brud
Euz anezhan, en mesk ann dud,
E troï eun tammic he escop,
Hac e cresko ’n tam en he c’hobr,
’Reï eun tam zoa d’he wenterès,
D’ober bleud groz d’ar vagerès.
— Na pe seurt chanson ve canet,
Pa ve ann tri den-man marvet ?
— Selaouit, me ’c’h a d’hi c’hana,
Setu aman ar psalm kenta :
« Marv ar serjant, binniget ann heur !
« Ar meliner, ar c’hemener ’zo êt d’he heul. »
— Na pelec’h ez int-hi êt ho zri,
Pa n’ho weler mui’ en hosteleri ?
— Ann dewarlerc’h m’int decedet,
Oant gwelet ho zri en noaz o redec.
— Gant petra oant ken spouronet,
M’oant gwelet en noaz o redec ?
— Lucifer, prinz ann drouc œlez,
A oa out-he ken didruez ;
Me n’oûn penaoz e cavjent’ den
Na d’ho souten na d’ho c’helen.
Sao, serjant, sao-te al lec’h-se,
Na fell da zen paea da dle ;
Carget ê ar bed a laeron
Er c’hoajou hac en hentjou dôn.
Ha te, Meliner, deus war-he-lerc’h,
Da val’ ar gwiniz hac ar c’herc’h,
Brema ’zo unan er velinn ;
’Zo eur fripon hac eur c’hokinn,
Hac a ve mezv, seiz dez ar sûn,
A-dal ar sadorn, bet’ al lûn ;
Mar ’c’h e da c’hobr ganid, gwez-all,
Gant heman ’c’h a daou gement-all.
Ha te, Kemener, ’zo indan,
Sao al lec’h-se, prompt ha buhan,
Ma dillad ann du d’ho helkennou (?)
Zo dibarfoeltret a beziou.
Gwell’ ve gant ann dud ober waz
Eget na ve redec en noaz.
Sao al lec’h-se, ha deus d’as ti,
Digor ê dor ann hosteleri.
. . . . . . . . . . . . .
— Me ’zo Serjant, na vankinn ket
War he saout ha war he gezec,
Mar hen eus loened en he graou,
Euz a dri, me em bezo daou,
Hac euz a c’huezec, em bô nao ;
Mar chom seiz gant-han, vezo brao.
— Ha me, eme ar Meliner,
Hen laco da goll he amzer.
Me hen digasso d’ar velinn,
Euz ann noz, kae euz ar mintinn,
Hen dalc’ho eno, bet ann noz,
Raï’ d’ezhan gwall c’hobr ha bleud groz.
Ha me, eme ar C’hemener,
Pa ’z in gant-han da choaz mezer,
El-lec’h seiz goalenn a vô rèd, ’
Me a reï d’ez-han prena dec,
Hac am bezo diou ’vit ma c’hont,
Alies ter, hep aoun na spont. . .
. . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . .
Iann Guyomar, eus Duault.