Ar logodenn er bod
Neuz
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar logoden er bod.
1890 (Levrenn I, p. 22-24)
AR LOGODENN ER BOD
____
Ficha, ficha logodenn,
Er bod, er bod,
Ficha, ficha logodenn
Er voudenn !
War he c’hof ha war he c’heïnn
Er bod, er bod,
War he c’hof ha war he c’heïnn
Er bod dreïnn !
War he zreid ha war he fenn,
Er bod, er bod,
War he zreid ha war he fenn,
Er voudenn !
Ober a ra calz a dreïnn,
Er bod, er bod ;
Ober a ra calz a dreïnn
Er bod dreïnn !
Tapet a vô gant ar c’haz,
Er bod, er bod,
Tapet a vô gant ar c’haz
Er bod glaz !
Gant ar c’haz a vô tapet,
Er bod, er bod ;
Gant ar c’haz a vô tapet,
Mar n’ dec’h ket !
Jannet Plassart. — Montroules.
______________