Mont d’an endalc’had

Ar guiozen hac he c’hamaradez

Eus Wikimammenn
◄  Ar vezen derv hac ar benduen Ar guiozen hac he c’hamaradez Ar leon hac ar fubuen   ►


AR GUIOZEN HAC HE C’HAMARADEZ.
(Livre II, Fable VII.)


Eur guiez prest da dreï he chass
Da zisamma a glasqe plaç.
Dre gomzou flour, dioc’h un ameseguez
E ellas caout e prest, d’ober he zieguez,
Lochiq he-bèn. Pa oe achu he zro,
Mæstres an ty a c’houlen ma rento
He zoull dezi : A poënt aoalc’h ez eo ;

Bet oc‘h ebars ur pennad mad.
Va chass munut ne boezont qet var droat,
E me he-bèn, qen brao : va list c’hoas pemzec dez.
Hac, evit troc’ha ber, digat he mignonez
E c’hellas caout un eil termen.
Deuët ar poent, e rer un eil goulen.
Ni ya er mæz, e me ar loen dic’hraç,
O tiscrognal he dent, m’ar d’oc’h goest evit cass
Ac’hanomp dioc’h o ty. He chass a oa deut bras.
 
Qeuz a vez peurvuya d’ar vad græt d’an dud fall :
Evit tenna ho tra, goude cals madelez,
E renqfot caout cann pe proces.
Roït un troad dezo hac e trufflint tri-all.


********