Mont d’an endalc’had

Ar goz derven hag ar goz vilien

Eus Wikimammenn



AR GOZ DERVEN HAG AR GOZ VILIEN
PE
galvedigez eunn darbarer masouner.
————
D’am mignoun ker Ervoan HERNOT.


I.


Setu noz ann Nedelek, e me eur goz derven,
Da eur vilien varveg o choum enn he c’hichen ;
Ma grisiou zo c’hoaz boeduz, ma fenn a zo huel,
Hag e ma war ann douar nep a rai d’in mervel.

— Me glev kleier Plouared o lavaret, seder,
Ho deuz gwelet badezi danve eur skeudenner
A rai gant mein evel-d-ounn ha sent ha sentezed ;
Dindan-oc’h e mant kousked hag e viod diskared.

Bevomp, e pad tregond vloaz, enn amezeien vad,
Ar bugel a livirit ne ma ket c’hoaz eun hoad ;
Hogen pa vezo, daro ann traou kaer enn he benn
E kredann e c’hoantaio furmi koad ann derven.

— Ann dero a bad pell braz, ann dra ze a zo gwir ;
Hag ar bili a bado hiroc’h evid ann dir ;
Mar karit beva e peoc’h, kredid ac’hanoun me :
He dad a zo masouner, masouner vo ive.

Ne vo ket pell masouner, ac’hann e welann ze ;
Da enori Breiz-Izel eo galvet gand Doue,
Ha gand eur skolpadennik, saved diwar ma fri,
E rai he venvek kenta evit sevel eunn ti.

— Ar spered, evel ar c’horf, a gresg a dammigou,
Hag enn eur darbar he dad, war lein ar mogeriou,
E welo pell enn amzer, a dreuz he blanken pri,
Pe gan-eoc’h pe gan-hen-me e tleo skeudenni.

Ar mean a blijo d’ezhan bemdez da gabestra ;
He dad a zisko d’ezhan he vicher da genta,
Hag he ivinou tored, he vrago pri melen,
A raio d’he zaoulagad distrei ouz ann derven.

— Ar spered na vo biken enn eur sac’h destumet ;
Ann nep a verv he skiand a zo gourc’hemennet
Gand eur vouezik ken espar, ker skiltr enn he skouarn,
Evel ourn-boud el Doue pa zono deiz ar varn.


Setu petra lavare kleier braz Plouared :
(Me moa ho c’hleved ive pa oa han badezed.)
« Dero d’ezhan, dero koz, kizellou, kizellou,
« Dero d’ezhan, dero koz, kizellou, kizellou. »

— C’houi zo eur ravoderez, marteze oc’h bouzar,
Pe da glasg ar wiriounez gevier c’houi a lavar ;
Awichou ez eo kazuz ; ar c’hleier a gane :
« Kerzantoun ha gerrek braz, petra viod eunn de ? »

Brasa gaou eo ho hini, ar c’hleier a lavar
D’ann nep en deveuz c’hoant kaer ann holl gomzou a gar,
Dero koz a lavarend d’ar baourez keaz derven,
Kerzantoun ha gerrek braz, d’eoc’h-hu, koz vilien.

— Kement se a ziskwel d’imp e renkimp holl mervel
Hag ez ai hor relegou da choum d’ar broiou pell ;
Ar voc’hel ho tizkaro hag ar poultr am fraillo,
Send a vo great gan-hen-me ha gan-eoc’h-hu sparlo.

Rasked e vo c’hoaz ma fri, breman e welann ze,
Hogen red mad eo plega p’en deuz komzed Doue ;
Ann enor a vo d’eoc’h-hu ha d’in me ann holl boan,
Ha gwelloc’h eo beza sparl evid devi e tan.

— Da betra skuilla daelou, evel se ma ar bed,
Pa vezinn ead da galvar enn eur groaz-hent saved,
Ar gristenien, o tremen, gant hasd am saludo
Ha c’houi a welo Doue pa viod aoterio.

Ar wiriounez zo gan-eoc’h, ne wienn ket ze c’hoaz,
Hag ann dud, warlerc’h Doue, a ro d’imp enor vraz :
Jesus-Krist war ann dero enn he groaz zo marved,
Dindan eur mean eveldoc’h e oa bet lakaed.

— Ann ijen a zo aze ebarz traou al lannek
A lavar ez eo echu nozvez ann Nedelek ;
Tevel a zo ret breman, gortoz ac’hann da vloaz,
Deuit c’hoaz, amezegez, azeit war ma skoaz.


II.


Ann dero hag ar bili ne ouzont hano den ;
Mar d’int dic’hoaned eunn deiz ebarz enn hor zraouien,
Ne-ket da skuilla daelou na gouzanvi poaniou ;
E mand e tre hon daouarn da ober hon ioulou.

Ne d’eo ket galved ive ann holl dud war ar bed
Da ober, evel Hernot, kalz a draou kaer meurbed ;
Digand ar Feiz e c’houlenn penaoz ober pep tra,
Hag hi a ziskwell d’ezhan ann tu da gizella.


Gwechall pa ioa masouner, mastaret gand ar pri,
E ioa eur potr dizeblant mar boe bizkoaz hini ;
Gweled a meuz anezhan harped euz eur voger,
He zaoulagad enn envou hag he sellou seder.

Marvad e kleve eunn tu, mouez ann Aotrou Doue
Hag a lavare d’ezhan n’ounn ket petra neuze ;
Hogen war benn pevar bloaz e weliz anezhan
O c’hadsevel eunn iliz hag eul laer deo gant-han, [1]

Ha goude ma oenn galved da vond da eur vro all,
Hano Hernot a glevenn hag a rea d’in tridal ;
Ebarz enn holl berrechou el leac’h ma tigweenn
E kavenn ouz he vein bez hag e vijenn laouen.

Eunn dro bennag e teuiz, e kerz ann anv, d’am bro
Hag e weliz ma mignoun oc’h ober skeudenno ;
Ar goz vilien varveg a ioa ead da ober
Eur c’halvar ouz ar c’haera ebarz e Lann-Dreger.

Kenavo ta, planken-pri, kenavo loa vasoun,
Ervoanik Hernot a ia da choum da Lann-Huon ;
Setu peleac’h eo erru skolped ar goz derven
Ha relegou glaz kaled ar c’heaz koz vilien.


III.


Salud d’eoc’h, koz vilien ; d’eoc’hu ez eo ann trec’h,
Setu c’houi breman kalvar, ha ma grisiou zo zec’h ;
Ha deuz ma holl stoc’hennou n’en deuz choumet hini,
Ma eskern zo benviou da sikour skeudenni.

— Araok ma oenn me kalvar, kompezed vel eul leur,
Hernot a daolaz war-n-ounn eur furm dero c’houek-veur,
Ha gand eur mean ruz goude d’ezhi e reaz ann dro,
Enn eur lavaret d’in-me: « Eur C’hrist te a vezo. »

Me a meuz gweled ober aman kalz a gristou,
Hag holl int kaer pe gaeroc’h henvel ouz ann Aotrou :
Hernot a ra aliez d’ar gristenien gwela
Pa welont war eur mean rouz stum ar boan pe ar joa.

— Pa-z-oc’h bepred o rei dourn da ober skeudennou,
Lavarit kent ma-z-inn kuit, mar plich, e berr gomzou,
Ann traou kaer oc’h euz gweled o vond d’ar broiou all,
Petra roer da Hernot d’ober d’ezhan tridal.

« Ar C’hrist a reaz da genta a oe great gant koat beuz,
Enn noz goude he zevez e desped d’he wel reuz,
Gant koz lavnennou kountel ha kizellou melget,
Eunn eskennik war blegen ha tammou gwer torret.


D’ann eil e reaz eur c’halvar gant meinerez he vro,
Ann taol a zeuaz da vad, ha brud vraz tro war zro ;
He hano a iez neuze dre holl, e berr amzer,
Rag gouzoud a rea ober sent brao ha kroaziou kaer.

Doc’h-tu arc’heskop Roazon digant-han a c’houlenn,
Da lakaad enn he gampr eur C’hrisd ha diou skeuden ;
Plijoud a reaz he labour da gemend her gwelaz,
Kant skoed gwerz butun en deuz hag eur vedalen c’hoaz.

Gan-eoc’h-hu e reaz goude eas eur c’halvar kaer,
Binniget gand ann Eskop e berred Lann-Dreger ;
Eunn all ha peder skeuden da dud Peurit-ar-Roch,
Eunn all da iliz Gwengamp, hag holl kaer pe gaeroc’h.

Gwengampiz o deuz roed eur bez kaer da eur sant
Douared enn ho berred, d’ann aotrou ker Briant ;
Hernot en deuz gread hen-nez enn eur stumm deread,
Mar he weled-han biken e lerfod eo great mad.

D’eunn dug en deuz gread eur groaz a zo ead d’ar Poitou [2]
Eur C’halvar e Plouared ha kalz a skeudennou ;
E Penn-Poull e ma ive bez kaer ann aotrou Moa,
Kemend a welo hen-nez ho devo kalz a joa.

D’ann Naoned en deuz kased eur groaz kaer da welet,
Hag eur vedalen arc’hand ac’hane en deuz bet ;
Ar groaz-se a oe gwerzed d’eunn itroun binvidik [3]
A c’halvaz d’he binniga daou eskop birvidik.

Ann aotrou David, eskop ebarz e Sant-Briek,
A gar meurbed Breiz-Izel rag ar vro zo feizek ;
Hernot en deuz gread d’ezhan eur c’halvar Kerzantoun
Ha dirag-han, o pedi, eur Breiziad a galoun.

C’houec’h medalen, war eunn dro, en deuz Hernot breman
Hag eur mab digand Doue da sikour anezhan…
Breiz-Izel, ma mamm bro ger, savit huel ho penn,
Bepred ho pezo enor ouz ho micherourien.

Eunn niver braz a draou kaer, stlabezed dre ar vro,
A gendelc’ho a Hernot da viken ann hano ;
Hag er c’hantvejou da zond e vezo lavaret:
« Peger kren e ioa ar feiz enn amzer dremenet ! »


Gwengamp, ann 2 a vis Here 1863.

I.-M. AR IANN.

  1. Iliz Lann-Vellek.
  2. Ann duk Des Cars.
  3. Itronn De Mauclerch.