Ar Marmous hac al Louarn.(2)

Eus Wikimammenn
◄   Ar C’hoff hac an Izily. Ar Marmous hac al Louarn. Al Louarn hac ar Rezin.   ►



FABL 47.


Ar Marmous hac al Louarn


Ar marmous eur vech a bede
Al louarn hac en suplie

Da rei eun tam eus e lost teo
Evit gollo e ziadreòn,
Hac e lavare deàn gourd
E voa ennes eur bec’h re lourd ;
E vije dezàn profitabl,
Scanvoc’h hac ive enorabl.
Al louarn a respont dezàn :
Guel eo genèn cals, emezàn,
Scuba an douar, lez da drous,
Evit gollo reor eur marmous.

Sans moral.


Er bed-màn cals o deveus re
Ha nìnver re neubeut ive ;
Evit qement-ze n’en deus qet
A dud pinvig accustumet
Du soulagi tud ho c’hanton
Gant ar pez ho deus ep ezom.


————