Ar Marmous hac al Louarn.

Eus Wikimammenn
◄   Ar Verienen hac ar Geillenen. Ar Marmous hac al Louarn. Ar Glesqer hac an Ijen.   ►



FABL 34.


Ar Marmous hac al Louarn.


Al loenet brutal eur veach
En consert en em assamblas.
Ar marmous en creis entree
A lammas manific doue.
Qazi oll e teujont neuze
Da envel anezàn roue.
Al louarn a deu avius
Deus ar galite glorius ;
Ma cassas gantàn ar marmous ;
E tisquezas deàn eur fos
El lec’h ma res dezàn guelet
Eun tam qig gant eul laç staget,
Ha deàn en deus lavaret :
Aze eus eun tenzor coachet,
Hac erve lezen ar c’hontre
A apparchant eus ar roue ;
Ha pa zeo dre al lezen did,
Qemer anezàn e profit.
Ar marmous buan a gredas
Ha, guel zot, en creis e lammas.
Al lasso zouden distignet,
Manific e voe qemeret.
Pa voelas e voa prisonier,
E c’hantre neuse en coler :

Al louarn a vlam aigramant
D’en bea tromplet, ar mechant.
Gant eun dousder a cals a c’hraç
Al louarn dezàn a laras :
O ! paour zot p’hini a zonje
E voa dign da veza roue,
Hac en em brepare gant mal
Da zont da c’houarn ar re-all ;
Ha ne elles qet gant da boan
En em c’houarn mad da-unan.

Sans moral.


Neb en deve antreprenet,
Gant ho zotis ne ellont qet
Dont aben deus an treo-ze
Re huel eus ho c’halite,
A gue certenamant dies
D’an oll dud evit farceres.


————