Ar Marc’h hac ar C’haro.

Eus Wikimammenn
◄   Al Lapoucetaër hac ar Voualc’h. Ar Marc’h hac ar C’haro. An Azen, ar C’hog hac al Leön.   ►



FABL 53.


Ar Marc’h hac ar C’haro.


Eur marc’h a enep eur c’haro
En devoa eur vech combajo.
Ar c’haro voa an ardia
Ha da redec ar buanna,
Ma sclap ar marc’h divar an ent
Ha mont qen buan goude qent.
Ar marc’h evel-se repousset,
Ractal en deveus comprenet

Mont da gaout an den d’en pedi
Ma c’halje dont d’en em venji.
Neuse e parti gant furor
Hac e teu gantàn ar victor.
Mæs evit bea gouneet,
D’an den eo chomet oblijet,
Ma rencq dougen an den en dibr,
En e c’heno lecqed ar brid,
Ma rencq perpetuelamant
Da serviji bea content.

Sans moral.


An neb a ve en em fouret
En affero, na ne ell qet
Dont aben deus a gement-ze
Nemet sicourio o deffe,
En em gef goude oblijet
D’ar re en deus ho zicouret,
Ha goude o devo cals poan
O clascq en em denn a zindan :
Lacqet e vo dezàn eur brid,
Muin en coll evit en profit.


————