Mont d’an endalc’had

Ar Groaz treac’h ato

Eus Wikimammenn
D. Derrien, 1902  (p. 98)



AR GROAZ TREAC’H ATO
————

Euz ar sklavaj m’eo bet diframmet ar boblou,
M’eo deuet ar garantez e leac’h ar gasoni,
M’euz levenez el leac’h n’oa nemed ann daelou
Ha m’eo dleet lezel he wir gant pep hini.

Eo dre m’en deuz Jezuz, gand he brezegennou,
Trec’het ar bed paian, mougot ar gwarisi.
Ha dre m’en deuz, gwelloc’h c’hoaz eget dre gomzou,
Skuillet, dre garantez, he c’hoad evid-omp-ni.

Med eunn ober ken kaer ne blij ket da Zatan,
Er bed kristen n’eo ket mestr vel er bed paian,
Setu perag e klask, a-nevez, diskibien.

Kavet en deuz he c’hoant ; rag ar Franmasouned
Ho deuz touet da rei, da Brins ann drouk, ar bed ;
Med eur C’hrist franmasoun ne vo kavet bikenn !


————