Ar Glesqer hac al louarn.

Eus Wikimammenn
◄   An Azen guisqet croc’hen al Leön. Ar Glesqer hac al louarn. An daou Gy.   ►



FABL 89.


Ar Glesqer hac al Louarn.


Eur glesqer deus a eun arbrat
O sortial, a yez er c’hoat
Da gaout an oll loenet sauvach ;
Dèse neuse e lavaras :
Penaus e voa savant ha fin,
Memeus eun doctor meudeucin ;
Na Galien nac Hipocrat
Ne voïent sur an tan yolvat
Netra en tu-all na voye,
Nac eöm avis digante.
Al loenet brutal a gredas,
Nemet al louarn a laras,
Oc’h ober goap en eur farçal
Deus e vantezon disleal :

Istim a raïomp nìn ennes
Savant er veudeucineres ?

Sans moral.


En em vanti deus a eun dra
Ha ne ouzer qet anezàn
So eun dra dign a voaperes
D’an oll dud evit farceres.


————