Ar Geldon braz
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar Jeldron bras.
Pa ’c’h ê ’r Geldon braz da Baris,
Oa pemzec mil scoed ’n he c’houris ;
Pa ’c’h ê ’r Geldon braz da Baris,
A oa montet ’vel eur markis.
Abenn ma retornas d’ar gêr,
Oa equipet ’vel eur rouiller.
Pa oa gant ann hent o vonet,
Eur vagerès ’neus rancontret :
— Magerès coant, d’in lavaret,
Pe-lec’h ec’h et, pe ec’h oc’h bet ?
Pe-lec’h ec’h et pe ec’h oc’h bet,
Pe oc’h eus esper da vonet ?
— N’ on bet neb-lec’h, monet a ran
D’ann hosteleri da lojan.
— Lâret c’hui d’in-me, magerès,
Na c’hui ac’h eus compagnonès ?
— Ma c’hompagnonès ’zo neubeut
— Met war m’ inkane a deufet.
Ar Geldon braz a lavare
’N hosteleri pa arrue :
— Hostizès, d’in-me lavaret
Ha moyenn ’ve beza lojet ?
Na digasset d’imp-ni d’hon c’hambr,
Du pain, du vin ha de la viande.
Dâlet, ’mez-han, hostizès coant,
Ma balisenn aour hac arc’hant.
N’am emp ezom met eur guele,
Ma mab bihan, ma groeg ha me.
Ar Geldon braz a gouske c’houec,
Met ar vagers na rê ket.
Ann de war lerc’h, deus ar beure,
Na kerkent ha ma tarch ann de,
Na kerkent ha ma tarch ann de
Hi o sevel euz he guele :
— Roët d’in-me, hostizès coant,
Ma balisenn aour hac arc’hant,
’Wit mont d’ober eun dro en kêr
Da c’hortoz ’n aotro da zevel.
Ar Geldon braz a c’houlenne
Digant ann hostizès neuze :
— Roët d’in-me, hostizès coant,
Ma balisenn aour hac ar’hant.
— Salv ho crâz, aotro, na rin ket,
Roët am eus hi d’ho pried.
— Ha possubl pe grêt ann dra-ze ?
Honnès na oa ket groeg d’in-me.
— Brassoc’h pec’her a oac’h a ze,
Cousket ganthi ’r memes guele.
— Aotro Doue ! petra lârin
D’am groeg, er ger pa arruin ?
Laret ’vin war ann hent lêret,
Cavet eur buguel dilezet ;
Cavet eur buguel dilezet,
Truez outhan ’m bô comerret.