Ar Gedon spontet ep sujet.

Eus Wikimammenn
◄   Ar C’hy coz hac e Vestr. Ar Gedon spontet ep sujet. Ar C’haor hac ar Bley.   ►



FABL 25.


Ar Gedon spontet ep sujet.


Ar forest scoët gant avel
A eclatte a ziabell,
Hac a re eun drous, qen pounner
Ne voa qet custum da ober.
Ar gedon tout a gommansas
Da redec gant eur spouroun vras.
Pa voaint evel-ze o qerzet,
Gant eur mart e voent ampechet ;
Ma voaint chomet enno neuse
En danjerio a bep coste.
Unan venerabl deus ho zoez,
Leun a eloqanç ha furnes :

Perac, emei, e spontomp-nìn ?
Hep reson ê demp trubully.
Gleed eo demp qemer courach
Rac hor c’horfo so ajil bras ;
Mæs ar pez hon gra direson
Eo n’hon deveus qet a galon.
An tourbillon-ze hon sponta !
Ne gleomp memeus e gonta.

Sans moral.


Qement a aru a zisc’hraç
Eo gleet demp qemer courach,
Rac ar gonfianç vad a so
Rouanes d’an oll vertuio.


————