Ar Gêr Villiget/a-bezh
Skrid a-bezh
Ar bevare warn-ugent a viz kerzu 19… daou zen yaouank a deue da gemer an hent-houarn en ti-gar Gwengamp, da seiz eur eus ar beure, evit mont da Bariz. Eur c’hanfard pemzek vla hag eur plac’h oajet a oa deut d’o ambrouk : ar vam, gant he mab yaouankan, deut da ren he mab-kaer hag he merc’h o kwitat o bro.
Abred e oant ha setu i da evan pep a vannac’h kafe ’n eun hostaleri tost d’an ti-gar evit ’n em domman, rak an amzer a oa yen. Ar mab-kaer a re ar gaoz e-unan, peurvuian, michans, evit kuzan e nec’hamant ; e bried a zec’he he daoulagad gwech an amzer, hag ar pôtr yaouank a droe e benn evit kuzan e zaero. An hini goz a oa gwir skeuden an dizesper, gant he bizach zec’h ha melen, he daoulagad dislivet gant ar gozni ha ruiet gant an daero, a zave war-zu he mab-kaer evel evit goulen true.
Eur plac’h hostaleri a deuas d’o zerviji, hanter-gousket c’hoaz. Raktal e tec’has hag en em gavchont o-unan barz ar zal drist gant he zaolio goulou regennet en-dro d’ar voger, hag a leze al lamp laket dirake en eun hanter devalijen.
Ar re yaouank a evas o c’hafe hag a debras peb a vegad bara, mes an hini goz na douche da vann.
— Perak na debret ket, mam ? ’me ar pôtr yaouank.
— N’em eus ket a naon, emei.
Dizrei a reas war-zu he mab-kaer, ha, gant eur vouez trist :
— Fanch, ’n han Doue, chom er gêr ! Nan e ket re diweat c’hoaz. Me ’zo zur penôs Ervoan an eus keun breman d’ar pez an eus laret d’it : evrus ’vo ouz da welet dizroet.
— O ya ! dizro ganimp d’ar gêr, ’me ar potr yaouank ive.
Ar mab-kaer na respontas gir.
— Ma mabig paour, eme an hini goz c’hoaz, en eur juntan he daouarn, mar nan eus mann a hend-all gouest d’ober d’it dizrei war da giz, da vihanan, kemer true ouzin. Gouzout a rez penôs hebon n’ez pije ket bet ma merc’h a garez kement ; mar ’teus eun tammig anaoudegez evidon eta, ne disparti ket ac’hanomp evelse. Chom ganimp ! Ar barrad arne-man a dremeno ha pep tra en em gavo par hep dale mar karez ma chilaou.
— Ma mam, emean erfin, keun bras am eus o laret kement-man d’ac’h, mes n’hallan ket chom : ma zad-kaer ha me nan halfomp biken ’n em glevet ; daou benn kaled ec’h omp hon daou. Ouspen ze, lec’h an evo d’ober gwap ouzin mar tizroan ganac’h. Anna a hall chom, ha me a yelo da c’honit eur gwenneg bennak evit gallout mont en eur vereri.
— Dever da bried a zo heuilh ac’hanout ; ho taou a fell d’ac’h chom ganimp.
— Laket an eus ac’hanon ermaez e di.
— Keun an eus breman ; dizro !
— N’hallan ket, emean.
— Ma ! emei, en eur zevel, kerz ! ’mes diwall eus da gont, mar ankouaez biken ar promesa az poa gret d’in pa ’m oa kinniget d’it ma merc’h, ma malloz a vo warnout !
— Bezet dinec’h, emean, hec’h evrusted e vo dalc’hmad kentan tra a glaskin.
Mont a rejont ermaez. Eno ar vam a stardas c’hoaz eur wech war he bruched he bugel a gwitae evit ar wech kentan, hag e laras d’ei :
« Bez war evez du-ze, ma merc’hig kez ; kement a dud en em goll en Pariz ! Taol ple d’ober dalc’hmad da zever en-kenver da bried ha chom start ’n ez fe. Ma bennoz a zo ganit. »
Mont a reas er wetur, ar pôtr yaouank a fouetas an aneval hag e tec’has hep trei he fenn. An daou bried a chomas da zellet outi ken na droas en penn ar ru ha neuze ec’h ejont d’an ti-gar ar
maro en o c’halon.
Ar bevare warn-nugent a viz kerzu, da bemp eur d’abarde.
Eur gêr vihan micherourien tost da Bariz, serret en eur c’helc’h ijinerezed pe a « uzinou ». An noz a deu abred, rak eur vougen yen, liou an erc’h, a zo war an amzer. Nebeut a dud er ruio. Gwreg eur micherour bennak bet o pourve danve he c’hoan, eur mouchouer stam paket endro d’he fenn, pe mevel eur marc’hadour bet o welet e hostizien. Ar vicherourien n’e ket achu c’hoaz o devez hag ar vourc’hizien a zo dastumet en o zi da gempen pep tra evit noz Nedeleg.
Eus eur ru vihan, enk ha tenval, e teu eun den, eur baner gantan ouz e zorn. Labourat a ra an noz ’n eun ijinerez bennak, ha hastan ’ra founnus, marteze dre ma tosta d’an eur, hag ive evit ’n em domman. Gwisket fall ec’h e evit an amzer a ra : eur brago glas tano evel eun tam paper, eur chupen c’hlas memes tra dindan eun all uzet ha disliou, hag eur c’hoz vouchouer endro d’e c’houg. Moustacho hir ha du a dreuz e vizach skarzet hag e zaoulagad a lugern dindan o jouchenno. E ziouskoa ledan hag e izili treut a verk a-dreuz d’e zilhad skanv ’vel a ra korf an derv koz ha sec’h en hon bro a-dreuz d’o mantel vân.
Heman n’e ket ar gozni a ra d’ean bean ken treut : mar ’n eus pemp bla ha tregont, n’an eus ket ouspen.
N’e ket roufennou ar gozni a zo war e zrem ; ar c’hroc’hen melen, stag ouz an eskern, a zo dizec’het gant an tan, tan an ijinerez pe hini an evach, marteze an eil hag egile.
Mont a ra, e choug pleget hag e zellou d’an douar, en eur heuilh koste an tier. Arru en korn ar ru, eur plac’h en em gav dirakan.
— Nozvez vat, Fanch, emei. O vont d’ho labour e oac’h ?
— Ya, emean, ’n eur chom en e zav ; c’houi ’zo aze, Soaz ; er marc’had e oac’h bet, ’m eus aon ?
— Red mad e ! ma den a labour an de, ar zunvez-man ; evelse e refomp pred Nedeleg a-gevret, ar pez n’arru ket alies, hag e vo red kaout eun dra bennak ouspen d’ar c’hustum.
— Nedelek, emean, gant eun huanaden ; gwir e, fenoz eman.
— Hag ho pried, penôs eman he c’hont ? eme ar plac’h.
Eur pennad ’zo ec’h e klanv, emean, ’n eur ober eun hij d’e benn.
— En gwirione ! Petra he deus evelse ?
— N’oun ket ! de ha de ec’h a he nerz kwit. Bet eo o kaout ar medesin, ha n’e ket evit gouzout petra. he deus ; laret an eus, avat, mar delc’h da fallaat evelse, n’he deus ken eur bla da vevan.
— Paour kez Anna ! mont a rin d’he gwelet fenoz pe warc’hoaz… Hag ar vugale ?
— Ar vugale n’ an int ket krenv kennebeut ; petra ’fell d’ac’h ! Ar vam klanv, me o labourat, n’o deus ket dalc’hmad ar pez o deus ezom ha ’n em zantout a reont a ze. Ar gwaleur a zo warnomp, Soaz, emean, gant eur vouez tenval.
— Ya, siouaz ! Fanch ; ar gwaleur a deu re alïes hep bean galvet, mes anzavet hoc’h eus gret e hent d’ean evit dont en ho ti. Laret a ran ze d’ac’h, rak karante am eus ouzoc’h : eus ar memes parouz ec’h omp. Pemp bla a zo fenoz e tigouechoc’h ho taou em zi da c’hortoz kaout lojeiz. Pa zonjan kaerat ha sartat daou zen yaouank e oac’h neuze ! Piou an ije sonjet e vije troet an treo evelse evidoc’h ! O ma mignon paour, mar ’c’h eus c’hoaz eun tam kalon, dilezet krenn an evach ! Sonjet en ho pried hag en ho pugale ec’h eus laket en eur stad ken trist ! Ar medesin n’anave man e klenved Anna, rak he c’halon, dreist-oll, a zo klanv gant an dizesper, o welet he bue kollet, he daou grouadurig barnet da vevan en dienez hag ar baourante, hag an hini n’he deus bet ’met ar si da vean karet re, o kouean er brasan dizurzo. He bue a zo etre ho taouarn, Fanch, sovetaet anei ! »
Hen a chilaoue, pleget e benn, ha na respontas gir.
— Kenavo, emei adarre ; mar gwelet Per war ho hent, laret d’ean dont war eün d’ar gêr, holl e vefomp ouz hen gortoz.
— Ya, emean ; kenavo.
Ar goleier distank a led breman eur sklerijen drist dre ar ruio. Lein an tier uhel en em goll en denvalijen. A lec’h da lec’h, diarok eur stal a lugern hag a dispak hudurnez ar ru leun a fank, gant he zier louet gant ar moged.
Fanch a heuilh e hent hep taol ple da netra ha tristoc’h c’hoaz evit arôk, Eus kement a zo endro d’ean e sav en e greiz eur rukun diremed ouz ar gêr-ze, a guz kement a baourantezio hag he deus gret gant eun den leun a nerz hag a yec’hed ar paour kez ec’h e breman.
Komzo e genvroadez o deus piket anean ; santout a ra pegen gwirion ec’h e ar pez a lare ; gwelet skler a ra ec’h e hen a zo penn-kaoz d’an holl waleurio a bouez warnean hag e dud : penn-kaoz da glenved e bried, penn-kaoz d’ar poanio a c’houzanv e vugale arôk an oad, ha penn-kaoz ive mar e henvel ouz eun den hanter kant vla, ken brevet gant al labour ha devet gant an evach. True a ra d’ean e-unan ; an dizesper a deu en e galon hag a wask anei evel gant eun dorn dir ; pep tra a zeblant d’ean ken poanius ; ken dinerz en em gav ken e karfe mervel.
Allaz ! e gorf a zo uzetoc’h c’hoaz. Nag e ve klanv ar c’horf, mar chom krenv ha yac’h ar galon, e ve fianz bepred ha stourmet betek an eur diwean ; eur wech dinerzet ar galon, ne ve man d’ober ken. Hag he hini a zo ken gwân, ken izel ! Prezegenno ha skouerio fall o devoa he dizec’het, eur vue hep dalc’h na reolen he deus he feurachuet. Nan e ken gouest eus an nebeut a volante a ve ezom evit ’n em dennan eus ar fank ec’h e koueet, ha ze eo a lak an dizesper en e greiz.
— O ya ! karout a raje mervel, kaout an dizam eus e boanio !
Koulskoude, nan eus ’met an dud laosk ha digalon da c’hoantât ar maro. Ha neuze, aon an eus rak barnedigez ar Mestr na zervij ket ’boue pell amzer nemet e kred ennan bepred. Nan ! red e bevan ; evit ar re an eus ar garg dioute hag a zoug ar bec’h pouneran eus e follentezio ; evit dic’haouan an droug an eus gret, ’vel a lare Soaz d’ean breman souden. Touet a ra na lako ken troad en ti eur marc’hadour gwin ha laret a ra d’ean e-unan :
« Nan, biken ken ! meur a wech em eus hen touet, ’mes houman e ar wech diwean. Red e troc’han krenn pe ’c’h e kollet pep tra. »
Allaz ! mar gouvefe an den pegen sempl e teu da vean dirak ar sio fall en em ro d’e a greis e blijadur, pe vent krog mat ennan, e pellafe dioute evel diouz an tân ! N’e ket eur zonj mat nag eur promesa gret en eur mare ma sav ar gonsianz he mouez a zovetaa anean. Henvel e ve ouz eun den koueet en eur fankigel : da bep krog a ra evit ’n em denn er-maez e tiskenn donoc’h ; pe ouz eur c’hlanvour nan eus ken ’met kontel ar medesin a c’halfe e zovetaat… pe e gas war-eün d’ar bed-all.
Fanch ec’h e bet dihunet e gonsianz gant ar c’homzo an eus klevet ; pac’h e diskennet ennan e-unan ha santet pegen gwriennet ec’h e e si en e galon, an eus ’n em roet d’an dizesper ; ’met henvel ouz an oll dud laosk, e teu hep dale ken prim war an tu-all hag e tou chench bue : touadenno evelse a ve klevet bemde en geno ar gwasan lamponed ha ze na ra ket d’ê dilezel o bue diroll. Hen an eus ar c’hoant da dizrei war ar rouden vat ’met ne wel ket petra a fellfe d’ean ober evit arruout eno pe mar gra, e fiz re en e nerz hag e koueo primoc’h a ze adarre.
Digoueet tost d’an ijinerez, en eur dremen ouz toul dor eur marc’hadour gwin, en em gav dirak tri pe bevar micherour achu gante o devez hag a anave mat evit bean skarzet meur a voutailhad en o c’hompagnunez. O fenno ru hag o daoulagad beuet a diskoue n’emaint ket oc’h evan o bannac’h kentan.
— Sel ! ’te ’zo o vont aze, Fanch ? Deus da lipat eun daken. Amzer a teus c’hoaz.
— N’em eus ket, emean ; an eur a zo arru.
Hag e telc’has da gerzet.
— Deus ! sel nag a ardo ! eun abaden-c’hoari a reomp pe ’man Nedeleg hag e renki kaout da lod.
Ha daou anê o kregi en e zivrec’h hag o stlejal anean en hostaleri. Pa oa Fanch o vond en ti, e kleve diou vouez en e greis hag unan a lare :
« Evit evan eur bannac’h, petra e ze ? Raktal e tec’hi en dro ha ze na rey ket dilezel da bromesaou. »
Hag eben a lare :
« Mar ges aze ec’h out kollet ! tec’h prim hep sellet war da lerc’h. »
Allaz ! an hini gentan a oa ar grenvan. Ar gaoz a oa sart etre ar bôtred ; Fanch na lare gir rak eun tam anken a oa chomet en e greiz ouz ar pez a re. Setu unan, eur Breton ive, hag o c’houlen digantan :
— Trist out Fanch, nan a ket da bried tam gwelloc’h ?
— Tam ebet, emean, e zrem o tenvalaat.
— Ba ! perak ober gwad fall, eme eun all ; jach war da weren Fanch, ha bez dinec’h : ne vo ket maro mat honnez ma kavi diou prest da gemer he flas ; n’e ket merc’hed a vanko d’it biken.
— Ro peoc’h, Reymon, ro peoc’h ; n’ouzout ket petra ’larez.
Ha Fanch o lezel e weren leun war an daol hag o vont er-maez. E genvroad ac’h aes war e lerc’h.
— N’es ket a-kwit evelse, emean, evit farsal an eus laret kement-se.
— Farserez, Per, ar re-ze a wel farserez dre-oll, ar re-ze n’o deus ket a galon ! Mez a reont d’in ha mez am eus ouzin, me ma-unan, rak nan on ’met eur gwaleurus. Kae d’ar ger, Per, ha lez anê ; sent ouzin, da wreg ha da vugale a zo ouz da c’hortoz.
Hag hen o tec’hel. Egile a chomas en e zav da zellet anean o vont kwit. Pac’h aes en ijinerez e tizroas en hostaleri ; e vignoned a oa o c’hoarzin diwar goust Fanch.
— Gwir a-walc’h a lare, a zonjas, n’o deus ket a galon.
Skarzan a raes e weren hag e tec’has ive.
Pa digoueas Fanch ’lec’h ma vije galvet ar vicherourien evit al labour noz, ar c’hontervestr a oa o paouez serri e leor.
— Iskuzet ac’hanon otro, emean, eun tammig ec’h on diweat, ’met setu me prest da gemer ma labour.
— Na gemerfet ket ho labour, Madek, rak eun all a zo en ho plas. Setu an derved gwech e tigoueet aman ar miz-man krak-veo ha re diweat ; micherourien fall eveldoc’h nan eus mann da gontan warne ; tremenet eta warc’hoaz er bureo da gemer ho kont.
O klevet ze Fanch a bellaas hep laret gir ; e-leiz a zonjo en em dorne en e benn hep n’halle lakat tam urz ebet enne ; a dam da dam eur zonj a zav dreist d’ar re-all hag en em verk en lizerenno lan en e spered :
« N’am eus ken a labour !… Ken a labour… Ken a vara ! Ma gwreg ha ma bugale a varvo gant an naon dre ma faot… Malloz ma mam-gaer a zo warnon ! »
Santout a re e benn evel o virvi ; gwelet a re an holl dreo o trei en dro d’ean ha n’an evoa gret
’met ter pe beder gammad pa raes eun dro warnean e-unan hag e koueas a-stok korf war ar porz evel eun den maro.
Tud yaouank ar mezio, laket en o spered gant ar gazetenno fall a gaver breman en kement toull bilajen a zo, ar c’hoant d’eur vue plijadureziou hag avanturio na gavont ket en sioulder o farrouz, a c’hoanta mont da Bariz.
Pariz a zo evite ar ger vinniget a lak an everusted en kalon kement-hini a deu daveti dal m’an neve stoket e droad d’he ruio. En Pariz e ve gouel bemde, (ha labouret d’ar zul, siouaz)… En Pariz e ve goneet arc’hant a vozado, en Pariz an holl a zo otrone.
Hag ar zonj-se ec’h a ’no fenn dre m’o deus gwelet tud o tont d’o bro gwisket evel otrone ar c’hastel pe bourc’hizien ker ; tud ha na zellent ket tost ouz eur pez ugent real. C’hoant a deu d’ê da gaout eul leviten ha da zouezi o c’henvroïz evelse ive.
Allaz ! mar gouvechent nag a boan he deus koustet al leviten-ze, nag a loustoni, a ampoezon an diabarz, a zo renket meskan evit gallout dont da zouezi an dud d’ar vro, ne c’hoantafent ket kement stad ar re ’zo tec’het.
N’e ket gant zonjo evelse e oa et Fanch da Bariz ; anaout a re bue ar vicherourien eno, o vean gret tri bloavez servich a goste d’ar ger vras ha pleustret meur a genvroad e-pad an tri bla-ze. Gouzout a re penaos, evit dastum eur gwenneg bennak en honeztiz, ec’h e ret poanial ha sellet ken tost eno hag en Breiz, rak mar goneer muioc’h a arc’hant, aezetoc’h e tispigner ive. Gwelet en evoa meur a Vreizad eun hanter tristoc’h o stad evit en o bro dre wall-chanz a-wechou, med re alies dre o faot, ive. Anaveet an evoa, hag e oa gwerzet gante o enor hag o ine evit kaout an arc’hant-se, re boanius da c’honid, pe kouet en dizurzo dre an dienez hag an dizesper.
Hen a oa onest ; hen na deue ket da Bariz da glask ar blijadur, med da c’honid tri pe bevar c’hant skoed, ha neuze ec’h aje da chom d’eun tammik mereri a oa du-hont kuzet ’skeud an derv koz en Kerdual. Bean ’nevoa evitan an nerz hag ar yec’hed, eur pried leun a garante d’e skoazelli ha fianz an evoa bean dizro d’ar vro a-benn daou pe dri bla.
Ar c’houec’h miz kentan an treo ac’h aes ervad. Labourat a re e fornio ’n eun ijinerez gaz ha gonid mad a re ; ne lake gwech troad en ti eur marc’hadour gwin hag ar pejo aour a groge da ’n em dastum en korn ar pres, rak bevan a rent gant nebeut, e bried hag hen.
D’ar mare-ze e c’hanas d’ê eur mab, kalz a frejo o devoe ha kement-se a raes d’ê sellet tostoc’h c’hoaz. En aer ampoezoned an ijinerez, hep ar bevanz mad he devoa ezom, he bried na bareas ket ervad. Ret e oe d’ei, eur pennad goude, mont da dremen tri miz d’ar ger gant he bugelig, dre urz ar medesin.
E-pad an amzer-ze, Fanch ac’h aes da zibri en ti ar marchadour gwin a oa tost d’ean o chom ha kement-se a raes e waleur. Da gentan e tizroe d’ar gêr ’dal m’en nije debret, med pegen trist e kave e gamprig neuze ! Pegen yen e vije pa digouee diwar e labour, skuiz goude eun devez pe eun nozvez poan !
Na wele ken mousc’hoarz dous e bried a gennerze anean ; na gleve ken he mouez karantezus ; ne vije ken oc’h evesaat war e gousk nag o tiarbenn e zonj evit rei d’ean kement en nije ezom da viret e nerz ha e yec’hed.
Dont a reas da vean tenval ; evit ankouaz e dristidigez e kustumas a dam da dam chom e ti an hostiz d’evan eur bannac’h da c’hortoz mont da gousket.
Daou zen yaouank, a laboure a-gevret gantan, a debre ive er memez ti. Ar re-ze a gemere o flijadur, ’vel eman ar c’hiz da laret pa ren an dud yaouank eur vue digabestr. An arc’hant a c’honeent a veze dispignet oc’h evan, o vont d’an teatro ha d’an danso noz. Tud joaus e oant ha konterien gaer. Fanch a deuas da gaout ber an amzer en o c’hompagnunez, rak gante e teue a-benn d’ankouaz e zrouk-hirnez evit eur pennadig.
Kustumi ’raes dibri ouz ar memez taol gante ; o vont d’o labour hag o tizrei diwarnean e vijent a-gevret ive, ha, hep dale Fanch a wele lies a hostiz a-rôk digoueout er ger.
Pa arrue eul lizer digant e bried, pe otramant pa diskenne ennan e-unan, e gonsianz a rebeche anean ; santout a re pegen risklus e oa ar pleg a gemere ; c’hoantaat a re stourm evit hadkouean adarre.
’Vit dizrei war e giz e vije bet ret d’ean laret ar wirione d’e bried ha gervel anei davetan : na c’houle ket hen ober dre lorc’h.
— « Petra ’sonjo diouzin mar laran ar wirione d’ei, a zonje, ret eo d’in ’n em distagan diouz ar vignoned-ze ma-unan. »
Pa douchas e bae an eil miz ma oa et Anna da Vreiz e oe spontet o welet ne chome hogozik gwennek ebet gantan goude bean paeet e skoden en ti an holl hostizien a dlee arc’hant d’eze. Kement-se a raes d’ean ober bep sort sonjo ha bean oa evit skrivan d’e bried : diaoul al lorc’h a harzas outan adarre, ha ret eo laret ive e oa krog an evach da deurel gwrienno en e galon.
Etretant e nerz a dec’he. Ze na oa ket souezus : eun den ha na ra dizurz ebet an neus a-walc’h d’ober da viret e yec’hed er vicher an nevoa ’n em laket ; nag en despet da ze mar, gra anei eun nebeut
blavezio, ar c’hlenvejo a goueo warnean a bep tu. Ret eo bean gwelet bue ar fornierien ’n eun ijinerez gaz evit gouzout petra eo.
Noz de, hep diskwiz, eman an tân enni ; noz de ar moged a zav o terc’hel en dro d’ei eur vougen deo ; en pep amzer e kleved enni evel trouz tarzio kurun ha ruilhadeg ar c’hirri houarn leun a dân war ar porz, sklejet gant divrec’h nerzus ar vicherourien. Noz de ! En gwirione, sonjal a ret en poanio an dud daonet pa welet ’barz an devalijen an oabl o tigeri ’us d’al lec’h-se ha pa sko an drouz-ze ho tiouskouarn.
Aze nan eus diskrog ebet ! Aze, pa ’c’h a an heol da guz, pa deu an noz sioul d’asten he mantel war pep tra, o laret d’an dud ec’h e poent d’e mont da hadneveaat o nerz, an treo ac’h a bepred war-rok gwasoc’h-gwaz ! Aze ez eus tud a ra labour galeourien evit gonit eun arc’hant na dousao ket kosni an darnvuian anê. Aze e-leiz a vibien krenv d’an douar a deu a-greis o flijadur da devi, d’ampoezoni ar gwad rik o deus laket o zado en o gwazied.
Gwelet ar fornier gant e labour. Nan eus man warnean ’med eur goz roched digor frank war e vruched hag eur brago fall ; en e dreid ez eus chaousenno gant eur zaolen kerden : boteier ler a vefe devet hep dale ; tân a zo dindanan ha tân a bep tu, ar c’houezen a ziver war e vizach, war e gorf, a dastum ar boultren glaou douar a nij dre oll ; hep dale n’halfet ken e anaveout ; poan ez eus o kridi ’c’h e eun den a zo diragoc’h o vont hag o tont a-dreuz d’ar moged, o skarzan pe o kargan ar fornio ken gwenn gant an domder ken n’halfac’h ket paran ho taoulagad warne pe vent digoret. Nan ! nan oc’h ken war an douar ; sonjal a ret kentoc’h bean diskennet ’n eun hunvre ’barz al lec’hio spontus-ze a gomz ane an Dant.
Ha souezus e teufe ken lies a hini, en eur labour ken poanius gant an domder, da c’houlen gant an evach krenv pa zantont o c’halon o fallaat, an nerz o deus ezom evit peurachui o labour ! da diwalc’h o diabarz gant bep sert lonkaj o klask terri ar zec’hed a bistig anê dalc’hmad ! N’e ket, a dra zur !
Goude daouzek eurvez hirr tremenet evelse e tigoue ar fornier er ger, e gorf brevet, e vizach droukliv hag e galon rukunet.
Ezom an neus d’ober eur pred mad evit hadneveat e nerz med e galon na c’houl man ; ’n em daol ’rey war e wele hag eur c’housket ponner, troc’het gant hunvreo fall, a zerro e zaoulagad hag a bouezo war e izili.
Pa diskwizo en noz an treo ac’h ey mad a-walc’h c’hoaz, med en de pep tra en em glev evit distagan anean diouz e repoz : ar sklerijenn a furch kement korn a zo en e gamprig hag a disken he banno war e vizach ; an amezeien a ya hag a deu er skailhero, a sko hag a huch ’us d’e benn, ar bugelig a ouel en e gorn abalamour n’hall ket c’hoari hag ober trouz, betek mouez izel ar pried, skraf he chaousenno war ar gampr, trouz eur besel paozet goustadik war an daol, a skoo diouskouarn ar c’housker. Tremen a rey ter pe beder eur en e wele o trei hag o tizrei ha, pa zavo, e vo ken brevet hag arôk.
Ar vue-ze e oa hini Fanch ; aezet eo gouzout pe na oa ken reizet, pa gouee a dam da dam en eur sort dizurz aboue ’oa tec’het e bried, e kolche prim liou ar yec’hed.
Pa dizroas Anna e oe spontet o welet anean. Da gentan e sonjas e oa bet klanv ; med kaout a re anean ive dishenvel diouz ar pez e oa arôk. Nec’het e oa kas gouzout petra ’oa kiriek da ze. E-pad pemzek de e renkas chom gant he nec’hamant rak hen n’anzave mann outi ha nan e ken kement da heuilh e vignoned.
Eun nozvez e tigoueas er gêr diweatoc’h evit e gustumans ha dal ma tigoras an nor e welas ervad e oa meo.
— « Ma Doue, emei, pelec’h e oas manet ? Ha petra ’zo arru ganit ? »
— Eur vodadeg a oa fenoz gant ar syndikat, emean, ha ze ’n eus daleet ac’hanon. »
— « Penaos ! breman ’c’hout eus ar syndikat ? »
— « Ya, da zur, emean, petra a fall a zo eno ?
— « An holl a zo e-barz ar syndikat. »
— « Petra a fall, Fanch ? Ne lares ket c’hoaz breman ’zo tri miz ec’h eo tud ar syndikat a zo ’n ez ijinerez holl « sosialisted » digristen ha ne c’houlches biken o heuilh ? N’en em dromplen ket o sonjal ne oas ken ar memez hini, ma den paour. »
— « Nan on ken ar memez hini ? emean, e deod hanter-notet ; nan ejen ket er syndikat ? Biken n’em eus komzet d’it a dreo evelse. Ro peoc’h d’in gant da zorc’hennou ha ro d’in da zibri ; ze na zell ket ouz ar merc’hed. »
Ar c’homzo-ze, na oa ket bet kustumet da glevet ’boue oant dimezet, a raes d’Anna diroll da ouelan.
— « Allaz ! emei, nec’het e oan ganit arôk, med gwasoc’h poaniet e vin c’hoaz breman, rak biken n’em ije sonjet e vijes koueet er poent-ze. Gouzout a ran breman perak ne skrives ket d’in alies erfin ha perak ne c’houles ket, an deio tremenet, laret d’in petra az poa gret gant hon arc’hant. Ra vo milliget an de mac’h is d’ar ger ; kant gwech gwelloc’h e vije bet d’in bean chomet aman, nag e vijen marvet ; da vihanan n’em mije ket bet ar glac’har am eus hirie. »
D’ar c’homzo-ze, Fanch na gavas gir da respont ; mont a raes er maez en eur c’hrosmolat etre e zent.
Diou eurvez hir e chomas ermaez. Laret poanio Anna e-keit-se e ve stard. « Daoust hag-en e ven barnet, a zonje, da gouean er rouden fankus ha mezus pleustret gant ken lies a hini en dro d’in ! Biken n’hallin bevan evelse ! O Fanch ! pegement e teus tromplet ac’hanon ! »
Ne zonje ket, ar plac’h paour, a belec’h e teue an droug ; ne sonje ket pebez tenvalijen a oa deut war e vue p’he devoa kwitaet anean ; pegement an evoa ezom eus he dousder, eus he c’harante, an den krenv ha ter ma oa. En gwirione, salv e vije d’ei bean chomet gantan, med pa zonje e dre m’an nevoa ankouaet anei e oa troet d’evan, e fazie, rak dre ma sonje re enni eo a oa.
Sevel a reas diou pe der gwech evit mont da glask anean med neuze e teue war he spered ar vicherourien he devoa gwelet o tremen meur a wech dre ar ru, i meo, stlejet gant o gwrage hag o stlejal anê a zeo hag a glei en eur youc’hal hag en eur ganan, eur bagad kanfarded o redek war o lerc’h ha sellou an holl paozet warne gant dispriz ha rukun. Sevel a re he c’halon o sonjal en se : « Arruo sort a garo, biken n’en em diskoueo evelse !… » hag e hadkouee war he c’hadoar.
Erfin Fanch a digoueas. Souezet e oe Anna o welet e oa kazi divevet ’med na laras gir d’ean. Serviji a raes e goan ’vel d’ar c’hustum ; ne debras gozik mann ; hi a zelle anean poaniet. Mont a rejont da gousket hep dale. An de warlerc’h pa zavchont Fanch a laras d’ei :
— « Anna, glac’haret on da vean gret kement a boan spered d’it dec’h da noz ; kement a teus zonjet diouzin a zo gwir, med ken hirr e kaven an amzer pa oas tec’het ! kustumet em oa chom e-traou ken na vije poent mont da gousket hag evelse e kustumis ive evan a dam da dam. Pardon ac’hanon ! Breman pac’h out aze d’am zikour me a dilezo ma gwall-gompagnunez hag an evach. Dec’h da noz az poa ma gwelet meo evit ar wech kentan boue ’c’homp dimezet, an hini diwean e vo ive.
O klevet anean Anna a oe teneraet he c’halon.
— « O Fanch, emei, ’boue pell ’zo ec’h out pardonet, med aon am eus rak ar vignoned a teus gret ; ar re-ze a rey o galloud evit ober d’it hadkouean. Me zonj e ve gwelloc’h d’it klask labour e-lec’h all nag e kollfemp eun dra bennak. »
— Bez dinec’h, emean, breman pac’h out aze, ne rin ken forz dioute hag eus o gwaperez. »
Re a fianz an evoa ennan e-unan ha gwelet hon deus breman zouden en pesort stad trist an nevoa ’n em laket erfin, hag ar pez a oa ar gwasan, e bried hag e vugale da heuilh : ar glac’har, an dienez hag ar c’hlenved a deu dalc’hmad warlerc’h al lonkerez, an evoa kemeret troad en e diegez ; da c’hoantaat e ve ec’h afent ermaez rok bean peur-dispennet
anei.
An de ma komans hon histor, Anna a oa bet savet evit kempenn e baner d’he fried ра deuas ar c’houlz d’ean da vond da labourat.
Ne chome ken kazi man ebarz an ti. D’ar beure he devoa prenet eun tamm kig, eur bara hag eur banerad glaou gant he gwenneien diwean. Ar pez a chome eus ar c’hig goude meren a lakas d’ean en e baner ; eus ar bara e vanas just a-walc’h evit rei bep a dammig an nozvez-ze hag, an de war-lerc’h d’ar beure, d’he daou vugel kosan.
Ne oa ken tam glaou ebet ha koulskoude an amzer a oa yen ; rei a raes bep a dam bara d’ar vugale hag o lakas en o gwele, ’dal ma oa tec’het Fanch.
— Mam, a c’houlennas an hini henan an evoa pevar bla, perak ec’h eomp da gousket ken abred ?
— Nan eus ken a dan, ma mabig, hag ho po riou o chom ermaez. Ha neuze me ya d’am gwele ive ; kousket aze eta pa ’po debret ho para.
Lakat a raes peb a bok war o zal ha neuze e chomas eur pennadig da zellet oute, he c’halon boaniet.
— O ma eligo paour, emei enni hec’h-unan, petra deufet da vean ’vit an deio pe n’hallo ken o mam finval !
He merc’h, an hini yaouankan, en em lakas da veskan en he c’havel. Mont a raes da luskellat anei ha raktal e tavas. Laret e vije e sante ar plac’hig pegen bras ezom he devoa he mam a repoz rak ne vije gwech gir eviti. O welet ze Anna, faez ha dinerz, ac’h eas ive en he gwele. Sonjo tenval, evel an de trist a oa o vervel, a deue war he spered. Betek neuze e oa chomet krenv he fianz en Doue, met an de-ze en em zante prest da goll kalon ; seblantout a re d’ei bean dilezet tre gantan ! Ken pell ’zo e c’houlenne e zikour hep bean bet silaouet ! Bep sort zonjo fall a deue war he spered, alio merc’hed a deue a-wecho d’he gwelet, kentoc’h da drubuilhan he c’halon eget d’he zikour.
Bean oa unan dreist-oll, hec’h amezegez nesan, hag he devoa laret d’ei meur a wech o welet ar boan a gemere da c’honit eur gwenneg bennak ha da viret he zi kempenn en despet d’he faourante :
— « Pebez diodez oc’h c’houi da gemer poan evel-se ! Ho pried a gemer e blijadur, perak na ret ket memez tra ? Bean ’c’heus kerent, kaset ho pugale yaouankan war ar maez, an hini henan a zo bras a-walc’h evit ’n em denn e-unan. Diskoueet d’ho Yan ec’h e ken dleet d’ac’h kaout ho frankiz evel d’ean !
Trubuilh ho pe a-wechou ? N’eus ket gwelloc’h evit eur voutailhad gwin mad d’ober hec’h ankouaz. »
Hag ar plac’h-ze a re ar pez a lare. He den a oa micherour mat, met ever ha dispigner : hi a delc’he penn d’ean ! Dal ec’h e d’e labour, e lec’he da di komerezed pe da lec’hio falloc’h a-wechou ; kement a halle jachan digantan a vije dispignet evelse. He zi a vije dalc’hmad an dizurz ennan ; he bugale en em denne ’vel ma hallent hag a zave e-kreiz gwall-gompagnonez ar ru ; ’benn o dije daouzek vla e vijent kollet tre gant ar skouerio fall a welent kenkoulz er ger evel ermaez. Petra re ze d’ei ? Yan a gemere e blijadur, hi ive !
Meur a wech komzou ar plac’h-ze a oa deut war spered Anna, met hargas a re anê dalc’hmat gant rukun ; an de-se e oa ken bras he rann-galon ken e sonje :
— Mar esafen eur wech evit gouzout hag-en eo gwir a kas an evach an dubuilh kwit ! Pegement e rofen evit ankouaz ma foan ha ma holl nec’hamant, man ’met het eur zonj !
’N em lakat a raes da sorenni. Dihuni ’raes en ur spont ha sevel ’n he c’hoaze en he gwele : « Ma Doue, emei, n’em eus ket klevet eur glemmaden ?… Koulskoude o zriik ec’h int sioul… Hunvreal a ran pe otramant em eus terzien. Gant pesort sonjo fall em eus maget ma spered breman zouden !… Euzusat ha tristat tra a zo ha nan e ket mougan, beuï e gonsianz hag e anaoudegez evit ankouaz ! Ha koulskoude nag a hini her gra… Ha, rak na glaskont ket zikour Doue… Me ’meus klasket anean ha n’an eus ket ma chilaouet ! N’eus forz, n’hallan ket heuilh eur rouden all ! A-walc’h a fank a zo evelse… Her haspedi a rin c’hoaz fete : warc’hoaz marteze n’em o ken an nerz d’hen ober !…
Pe oa ’barz ar zonjo-ze e klevas skei war an nor. Rok he devoa gallet respont e teue eur wreg ’barz ar gampr ha d’he heuilh eur seurez hag eun dimezel yaouank.
— Nozvez vad, Anna, eme ar wreg ; penaos eman da gont ? N’anavees ket ac’hanon ken ?
— Eo, Soaz, eme Anna, zouezet ; n’em eus ket ankouaet ac’hanout ha kalz a joa am eus ouz da welet.
— Fanch am eus kavet war ma hent fenoz pa oan o tond eus ar marc’had hag an eus laret d’in e oas klanv ; kentan ’m eus gallet ec’h on deut betek d’it rak gouzout a ran pegen poanius eo bean er stad-ze gant bugale yaouank : tremenet em eus dre eno ma unan ha penavet da seurez Mari a zo aman n’on ket hag-en e vijen en bue breman.
— Allo ! Soaz, ’me ar seurez, tavet gant ze ha…
— Izkuzet, ma c’hoar, ma peurachuin ma c’haoz ; dre chanz em eus bet kavet anei ’barz ar ru hag em eus komzet d’ei diouzit ; bet he deus ar vadelez da zont ganin, ha, d’he heul, an dimezel vat-man a anavez marteze. Na rez ket ! Ma, souezet on…
— Gwelet a ran, Soaz, ’me ar seurez, en eur vousc’hoarzin, penaos, mar lezan ac’hanoc’h da heuilh ho kuden, na vet ket er penn ’benn eun hanter-eur aman. Lezomp ar c’hojo breman eta, ha greomp eun dra bennak. Evrus omp, ma mignonez kez, emei d’Anna, he deus digaset Soaz ac’hanomp d’ho ti. Bet sur e refomp eus hon gwellan evit dousat ho poanio.
— Ho trugarekaat a ran eus ho madelez, eme Anna… N’hellas ket laret hirroc’h, hag an daero a deuas en he daoulagad ; ken poanius e oa eviti, bet kustumet ’boue he yaouankiz da zikour ar beorien endro da di he zud, da vean zikouret evelse breman.
E-pad ar gaoz-ze, an dimezel a oa et da wele an daou botrig, a oa dihunet, hag a zelle souezet ar pez a dremene. Lakaat a reas bep a bok war o zal ha rei d’ê bep a doullad madigo eus he godel.
— O koantat bugale hoc’h eus, itron, emei !
Kalon ar vam a dridas o klevet ze.
— N’hoc’h eus ket ’met an daou-ze ? emei c’hoaz.
— Eo, eme Soaz, a gemere ar plac’h vihan eus he c’havel, pa n’halle ken laret gir, hag unan na rey ket mez d’ar re-all.
Mes ar seurez a dispak eun davanjer a oa ganti ; komz a ra a-goste gant an dimezel, ha raktal e tisken e-traou. Hep dale ec’h e dizroet gant eun bakaden dreo hag eun den war he lerc’h, eur zac’had glaou war e chouk. Laket e oe ar glaou a-goste ha gret tan. Neuze ar seurez a dispakas ar bakaden hag a dennas diouti bara, kafe, kig leue ha diou voutailhad gwin.
— Setu aze, emei, danve koan ha lein evidoc’h hag evit ho pugale. Warc’hoaz e teuio ar medesin d’ho kwelet hag e roo dac’h al louzeier hoc’h eus ezom. Ni n’hallomp ket chom pelloc’h, rak nan oc’h ket hoc’h-unan en dienez, siouaz ! Soaz a chomo eur pennadig c’hoaz, p’eman he merc’h henan er gêr, hag a rey koan arôk tec’hel.
— Digaset hoc’h eus d’in ar gwellan louzaou evit ma yac’haat, eme Anna, he c’halon leun a anaoudegez ; nan hallin biken ho trugarekat a-walc’h.
— N’hoc’h eus trugare da laret ’met d’an dimezel aman, rak he yalc’h a ra an dispigno.
— Ne ran ket ’met paean ma dle, ’me ar plac’h yaouank ; kenavo, itron, ha gwelloc’h yec’hed ; hep dale e teuin c’hoaz d’ho kwelet.
Pokat a rejont d’an tri vugel hag ec’h ejont ermaez. N’ho devoa gret ’met serri an nor, p’en em gavas dirake eun den berr war e alan hag e zello spontet ; souzan a rejont ouz e welet.
— Choui ’zo o tont eus ti an otro Marrek ? emean.
— Ya, emê.
— Me zo o vont da laret d’e bried ec’h e koueet breman zouden en porz an ijinerez hag ec’h e kaset d’an hospital.
— Izelaet ho mouez, en han’ Doue ! ’me ar seurez ; n’e ket maro ?
— Na oa ket maro war an taol, mes ’benn breman ec’h e, michans, rak ne oa ket nemeur gwelloc’h.
— Dizroet ha ne laret gir d’ei fenoz ; klanv e, hag an taol-ze e c’hallfe lazan anei ive ; warc’hoaz
e vo gwelet petra vo d’ober.
Pa goueas Fanch en porz an ijinerez, ar re a oa wardro en em lakas da c’hoarzin da gentan : sonjal a rent e oa an evach an evoa gret d’ean helpen. Pa welchont ne finve ket, e tostachont koulskoude. Daou pe dri a grogas ennan hag a c’hoantaas lakat anean war e dreid :
— Allo ! hop ! eme ; ne zonjez ket, michans, e chomfomp aze da sintan ac’hanout e-pad ter eur ?
Mes Fanch n’an evoa dalc’h ebet ; evel maro e oa. En eur gouean en evoa stoket e benn en eur men, hag ar gwad a rede stank war ar porz. O welet ze, e teuchont da vean nec’het. Ar c’hontervestr a reas mont da glask eur wetur ha lakat anean e-barz da vont d’an hospital.
— Gret an hent priman m’hallfet, a laras, betek gout e vefe maro arôk arruout ; pa vo du-ze, ni a vo dizam.
Ar c’helo a yeas prim dre an ijinerez. Bean ’oa hag a lare e oa maro ; re-all, ne vije ket en bue betek an hospital. Unan a yeas evit kas ar c’helo d’e bried ; dre chans e oe diarbennet gant ar seurez, rak da c’houzout e oa petra a vije c’hoarveet ma vije diskleriet d’ei re brim ar c’helo trist-ze.
Pa deuas Fanch d’ean e-unan, ne oa ket evit gouzout pelec’h e oa ; c’hoantaat a reas sevel en e goaze da zellet endro d’ean, mes ken zempl e oa ken n’halle ket finval. Kas a reas e zorn d’e benn a re poan d’ean, hag e santas e oa paket gant lieno. Ankeniet, e sonje :
— Daoust pelec’h on aman, ha petra ’zo c’hoarveet ganin ?
Esat a re klask, mes ken bras e oa e fallente ken ne oa ket evit kaout penn da vann na lakat daou zonj an eil warlerc’h egile. Gwelet a re e oa noz dre eur prenestr ledan hag uhel a oa dirakan. En eur zal vras sklerijennet trist e seblante d’ean bean, mes pelec’h ? ha dre bennoz e oa deut eno ? Ne oa ket evit gouzout. Esaat a reas finval c’hoaz ha ze a reas d’ean loskat eur glemmaden. Eur vouez a zavas neuze a goste d’ean :
— Sel, eme, nan e ket maro.
— Piou eme eun all.
— Ar Breton ’ta.
— O ! ar re-ze o deus kroc’hen kalet.
Eur c’hoarzaden a respontas. Mes en tu-all d’ean, petra a glev ? Eur glemmaden a zav, spontus ’barz zioulder an noz, klemmaden leun a anken, a spont, a baouez a vareo evit hadkrigi adarre.
— An numero seitek, ’me ar vouez adarre, a zo arru izel.
— Ya, ’me eben, nan ay ken pell.
Ar c’homzo-ze a digasas ar sklerijen en spered Fanch : en hospital e oa. E-wad a sklasas en e wazio o sonjal ze. Koueet e oa eta en ijinerez pa oa roet e gont d’ean hag e oe digaset eno ! Dre be sort chans na oe ket maro ?… Ma vije et dirak Doue er stad ma oa !… Mes e stad nan e ket nemeur gwelloc’h !… Piou a lar ne vo ket maro ’benn varc’hoaz d’ar beure, hep beleg, hep zikour ebet, hep komz dous da gennerzan anean ! Mervel ! evel eur c’hi !… Evel an hini a zo aze stok d’ean, hag a c’halv ar vue gant an holl nerz a lak ar spont hag ar c’hoant da vevan en e gorf uzet !… Ar paour kez ! ’N em ankouat a ra Fanch evit sonjal ennan ! Karout a raje gallout sevel evit laret eur gomz vat bennak d’ean ha glebian e vuzello entanet ; evit ma welche daoulagad eur mignon o paran warnean en eur diwean.
Allaz ! nan hall ket finval, hag e dro a deuio hep dale ive marteze ; e spered ac’h a neuze war-zu e bried hag e vugale. Penaos e vo o c’hont, mar digoue d’ean mervel ? Nebeut a zikour o devoa gantan, eur pennad ’zo, mes petra deufont da vean pa n’o devo tam ebet ken !… Re boanius ’oa an holl zonjo-ze evitan, hag e kollas noten a bep tra.
An de warlerc’h d’ar beure, pa deuas d’ean e-unan, ar sklerijen a leunie ar zal. Seblantout a re d’ean e tigase ar sklerijen-ze ar vue ennan goude holl ankeniou an noz. ’N em zantout a re krenvoc’h eun tam, hag e benn a re nebeutoc’h a boan d’ean. Gallout a reas trei e benn eun tammig da daol eur zell ouz gwele e amezeg a glemme kement an nozvez-ze ; ne oa gir ken ; eul linsel a c’holoe ar gwele penn da benn… ; maro oa. O welet ze, e galon a zerras. Klevet a ra komz en tu-all d’ean hag e chilaou.
— « Dihun eo « ar c’houezek », ’me unan ; arru oan da zonjal e oa chomet kousket da vad. »
— « Ne oa ket a riskl, ’me eun all ; hag « ar seitek », maro e ? »
— « Ya, ’mes poan an eus bet o tremen ; (en eur izelaat e vouez) red ’zo bet rei souben unnek eur hanter d’ean erfin ; anez ze, an ije delc’het da grial e-pad an noz. »
— « Souben unnek eur hanter ! penaos ? »
— « Penaos ? nan e ket start : unan a zigor e c’heno d’ar c’hlanvour hag eun all a diskarg al louzou e-barz ; ze ra d’ean tevel ha mervel hep zantout poan ebet. Ha ! ha ! n’ouzout ket ze c’hoaz ! me ’zo aman eur pennad ’zo hag em eus gwelet bep sort. Mes peoc’h ! arru e ar medesin. »
Fanch a chilaoue ar c’homzo-ze, spouronnet. N’an evoa ket amzer da bouezan kalz warnê, rak ar medesin a digouee ouz koste e wele ha tri den yaouank o heuilh anean. Ober a reas eur zell mad outan, ha, goude bean tastonet e vruched, e laras :
— « Chans an eus bet o vean diwadet evelse ; anez ze, e vije maro war an taol ; eur c’houfr mat an eus c’hoaz, en despet d’eur vue dizurz ha poanius. Gant evez e kredan e vo pare ’ben ter zun pe eur miz, ’mes da diwall an nevo : mar ’n em lak c’hoaz d’evan, an eil gouad na vo ket pell diouz an hini gentan, ha da c’houzout eo hag-en e tremeno memez tra. »
Rei a reas urzo, a skrivas unan eus an dud yaouank war eur c’haier, ha neuze ec’h ejont pelloc’h. Fanch an evoa evet komzo an doktor, hag an daero a deuas en e zaoulagad ouz e glevet. Gallout a rafe c’hoaz eta dizrei d’ar vue ! N’en em zante ket din eus ar c’hras-ze goude e holl dizurzo ; trugarekaat a re Doue da vean kemeret true outan, ouz e bried hag e vugale. Mar ’nije gallet, da vihanan, kas ar c’helo mat-ze d’ê ! Allaz ! n’anavee den en hospital.
Pa oa er zonjou-ze, unan eus an dud yaouank a oa oc’h heuilh ar medesin a dizroas ouz koste e wele.
— « C’hanta ! ma mignon, emean, ’n em denn a refet ar wech-man, herve ’n eus laret an doktor ; da diwall a zo c’hoaz, avad. N’esaet ket komz, ze a skwizo ac’hanoc’h re ; chilaouet ar pez a larin d’ac’h ; gant eur zin eus ho taoulagad me a intento ho respont. Nan oc’h ket mab da Yan Marrek a oa gwechal merer en Kerverek, hag eman breman e vab henan en e lec’h ?
— Eo, eme Fanch, en eur zerri e zaoulagad hag o tigeri ane raktal.
— Douetans am oa, a-dal am oa gwelet ho hano war leorio an hospital. Eurus on da vean kavet ac’hanoc’h, rak me ’zo mab d’an otro Caradec, perc’hen ar vereri, hag a zo aman oc’h ober ma studi evit bean medesin. Ober a rin eus ma gwellan evit ma vefet ervad keit ha ma vefet aman, ha mac’h efet er-maez prim ha prim.
Sello Fanch a laras d’ean pegement a anaoudegez a oa en e galon o klevet e gomzo ; koulskoude, eun nec’hamant a chome en e zaoulagad hag an den yaouank a daolas ple da ze.
— « Eun dra bennak hoc’h eus da c’houlen ouzin ? » emean.
— « Ya, eme Fanch. »
— « Laret d’in petra eo, ha mar gallan ober plijadur dac’h, me her graio, a dra zur. »
— « Rei kelou diouzin d’am fried, emean, gant eur vouez zempl. »
— « Pelec’h eman o chom ? »
— « Ru ar gar, N° 18. »
— « Raktal ec’h an d’he gwelet ; kemeret kalon ; laret d’ac’h hoc’h-unan ec’h e ret yac’haat, ha gret, hep stourm, kement a vo laret d’ac’h : primoc’h a ze ec’h efet ac’han. Kenavo. »
Hag hen o tec’hel hep rei amzer da Fanch da drugarekat anean. Diwar neuze, heman a c’houzanvas e boan gant muioc’h a basianted ; ar peoc’h a deuas en e galon. N’en em zante ken kement e-unan, hag eur beden a drugare a zavas diwar e vuzello betek an Env.
Ervoan Karadek a oa oc’h ober e studi en Pariz tri bla ’oa. N’an evoa ket gret evel kalz a dud yaouank, a studi eun tam bennak evit tromplan o zud hag a dremen al loden vras eus o amzer er c’hoario hag ar plijadurio. An deio kentan ma tigoueas e oe jachet gant mignoned d’o heuilh, med ne oe ket pell evit gwelet pegen goulou e oa o bue.
Eur spered eün an evoa ha douget d’al labour. Santout a reas e tremenche e amzer o ren eur vue evelse, hep dougen freuz ebet, hag e kwitaas hepdale ar gompagnunez-ze. Laret e oe anezan e oa eun ourz, eur soured ha me ’oar petra c’hoaz ! med ze na re man d’ean : kaout a re frealzidigez e spered er studi ; e gonsianz na rebeche ket anean : n’an evoa ket ezom ouspen. Pa dremene avelio fall war e galon o lakat an dizurz enni ec’h e betek an iliz hag eno e kave ar peoc’h. Ne oa ket eus ar re-ze a lar :
« Me a chomo honest ha n’am mo ezom sikour ebet evit-se », (dirak ar bed skeul an honestiz he deus lies a bazen ha pep-hini a vir anei gantan war e hini) ; hen a oa bet desket d’ean abred ez eo red evit miret ar gwir honestiz en pep kiz, kaout sikour Doue ha goulen a re anean.
C’hoantaet an evoa bean medesin evit gallout ober vad e-lec’h ma tremenche ; fellout a re d’ean anaout e vicher ervad ha bean oa unan eus ar gwellan studierien.
E vistri a daolas ple da ze hag a gennerze anean. Unan anê dreist-oll an evoa kalz a garante evitan hag a c’halvas anean da beurachui e studi gantan en hospital elec’h ma kavomp anean. Meur a wech en evoa laret d’ean, ma karche chom en Pariz, e teuche hep dale da vean pinvik hag anaveet, med hen n’entente ket ze.
— Nag e vefen paour ha dizanve em bro, a lare, di e fell din em denn ; he c’harante a zo re dôn em c’halon evit ma tilezfen anei ha gwell eo ganin louzaoui tud ar mezio ma c’henvroïz evit otrone hag itronezed Pariz.
E vestr a c’hoantae dizrei anean diouz ar zonj-ze, med koll a re e amzer. Kouskoude e telc’he d’ean kalz, rak hini na gemere muioc’h a boan evitan gant ar glanvourien, paour kez micherourien an darnvuian anê. Hini na oa dousoc’h evite ha na frealze anê gwelloc’h gant komzo kalonek. Ouspen-ze pa c’halle e rente zervicho-all d’ê c’hoaz, dreist-oll pa vijent Bretoned. Aezet eo gouzout eta pebez levenez a zantas o kaout war e hent eun den an evoa anaveet en e yaouankiz hag a oa mab da wellan merer e dad gwechal.
Kemer a reas e dok dal m’an evoa kwitaet Fanch ha mont ermaez eus an hospital. Pa ’n em gavas er ru an aer fresk a skoas e vizach hag a reas vad d’ean. Sellet a reas e vontr.
— Eiz eur, emean, poent e d’in hastan founus evit tapout an oferen-bred goude ma zro.
An hospital a oa en eun tu d’ar gêr ha ru ar Gar en tu-all. Eur c’hard leo frank an evoa d’ober a dreuz da ruio bihan ha louz.
Nan eus netra viloc’h na rukunusoc’h evit eur gêr d’ar beure ’rok ma ve netaet. Ar ruio-ze ma tremene enne ’vat na welent ket skubelen ar c’hantonier nemeur ; leun e oant a fank ; a lec’h da lec’h e oa bernio loustoni a bep sort restaolet gant an tier hag en em ganne bagado chas warne. Ha gozik ouz peb fenestr, war eur gorden stignet a dreuz, e oa lieno ha bep sort treo-all o sec’han. A-wecho ec’h en em ziskouee dirak al lieno-ze eur plac’h hanter wisket, he bleo difoupet ha liou an dienez war he fas. Nebeut a dud a dremene dre eno ; al lec’hio-ze o devoa brud fall ; ouspen-ze an den ’n e aez nag ar pinvik na blij ket d’ê peurvuian kaout taolen an dienez dirak o daoulagad.
Erwan a oa kustum outi ha ne oa ket evit ar wech kentan e tremene dre eno. Pep gwech avad e sante e galon o serri o sonjal pegement eus a genvroïz a oa deut da gouean eno. Pebez bue drist o deus kavet e lec’h an evrusted a hunvreent ! Nag a hini an eus faziet evelse, ha, pa daolent ple, en em zantent ziouaz, re diweat evit dizrei war o c’hiz ! Mar ne vije nemete da vihanan da c’houzanv ar bec’h eus o fazi, o bugale war o lerc’h a ve ive preiz ar gêr villiget.
Leun eus ar zonjo-ze Erwan a arruas en Ru ar Gar ; henvel a-walc’h e oa ouz ar re e oa o paouez tremen enne, nemed e oa eun tammig lousoc’h, rak an holl girri a ya da gar ar marc’hadourez a dremene dre eno ; evit ar gweturio hag ar veajourien e oa gret eur ru neve eun tammig pelloc’h.
Hep dale e kavas an n° 18. Goulen a reas digant ar borzierez, a oa o skubat toull he dor, hag-en eo eno oa an itron Marrek o chom.
— Ya emei ; er bempved, an nor en tu deo.
’N em lakaat a reas da bignat ar vinz tenval ha sonn. Dre ma save e sante eur c’houez pounner, c’houez al louedet o vont en e benn, hag eun alan fall a groge en e c’houg.
— Tier ar sort-man, a zonjas, a zo mad da gas tud yac’h ha krenv d’ar vered.
Digoueet e-krec’h, e skoas war eun nor. Digoret e oe d’ean raktal hag e welas dirakan eur plac’h yaouank na oa ket stum eur vicherourez warni. Chom a reas zouezet.
— Va digarezet dimezel, emean, e dok en e zorn, faziet em eus hep mar ; me a glaske an itron Marrek.
— Aman eman o chom, emei gant eur mousc’hoarz dous, o welet e souze a-dre, deut er gampr, otro.
Mont a reas e-barz hag ober eur zell en-dro d’ean. Gwelet a reas eur plac’h drouklivet astennet en eur gwele fall, eun all o kempenn eur plac’h vihan tost d’ar fenestr ha daou bôtrig o c’hoari e-kreiz ar gampr. An holl a droas o fenn outan.
— Setu aman an itron Marrek, ’me an dimezel ; klanv e eur pennad ’zo.
— Erwan a dostaas d’ar gwele.
— Evrus bras on da c’hallout ober hoc’h anaoudegez, emean d’Anna. Anaout a ran ho pried pell ’zo, rak me zo mab d’an otro Karadek, perc’hen mereri e dad gwechal.
— Ho trugarekaat a ran kalz da vean deut d’am gwelet ’me Anna gant eur vouez zempl ; allaz ! trubuilhet on ’vit ar beure, rak diou eur zo a tleche Fanch bean er ger ha nan e ket arru c’hoaz.
— Me zo deut da digas kelou anezan d’ac’h.
— Ma Doue, petra ’zo c’hoarveet gantan ?
— Nebeut a dra ; ’n em dapet an evoa dec’h war e labour hag ec’h e deut ’vit eun eiz de bennak d’an hospital.
— Mar na faziet ket ac’hanon ?
— Perak e fazife achanout ! ’me Soaz a dostaas, an hini vihan ganti war he brec’h ; n’houlfe biken hen ober ; n’a teus ket ezom da vean nec’het, rak me anav an otro-man.
— Na deuec’h ket eur miz-zo pe wardro, emei d’Erwan, da welet eun amezegez d’in ec’h e bet he fried tri miz en hospital gant eur c’har dorret ?
— Ze hallfe bezan, eme Erwan o ruian, med n’e ket a ze a fell d’imp komz breman ; gwelomp penaos eman ho kont, a laras d’Anna.
Hag a reas eur zell mad d’ei.
— Ma mignonez ker, emean pa oa pare, kentan tra ’zo d’ober eo ho tennan eus an ti-man. An aer vad hag ar peoc’h a bareo ac’hanoc’h hep dale. Med, dal ma vefet war droad hag ho pried memez tra, em be eun ali da rei d’ac’h : dizroet d’ho pro, rak homan na dalv man evit an eil nag evit egile. Da c’hortoz me ya da glask lojeiz-all evidoc’h.
Anna a laras gant eur vouez trist :
« Alio mad a roet d’in, otro, med penaos o heuilh pe n’em eus gwenneg ebet ken ha ma fried en hospital !
— Bezet dinec’h, emean, ze a zell ac’hanon.
An dimezel, a oa chomet a-dre betek neuze, a dostaas.
— Mar na displij ket ze d’ac’h, otro, emei, e c’hallfe dont d’eun ti bihan an eus ma zad difeurm war bouez eul leo vihan diouz ker ; eno ’vo avad gant he bugale da c’hortoz ma vo pare he fried.
Erwan na zonje ken enni hag a dizroas. Evel en toull an nor, ar memez mousc’hoarz dous, eun tammig trist a oa war he muzello, he daoulagad glas a oa skler ha seder evel oabl eun devez hanv, santout a reas e galon o tomman hag e sonjas :
— Homan, a zo unan eus ar bleun dudius ze a lak Doue war an douar, n’e ket evit plijadur daoulagad ar pinvik, mes evit seveni ti ar paour. O ! nag eo evrus nep an eus unan evelse en e di !
Tennet e oe eus e zonjo gant Anna a responte :
— Me n’em eus man ha ne dalvean man ken ; n’hallan eta nemert ho trugarekat a greiz ma c’halon hag ober ar pez a laret d’in.
— Kemeret kalon, ’me Erwan, ha hep dale e vefet war droad ken krenv ha biskoaz ; kenavo ; me ya d’ober digas louzeier d’ac’h ha varc’hoaz ec’h efet d’an ti an eus an dimezel ar vadelez da ginnig d’ac’h. Na vet ket nec’het gant man, me en em garg a bep tra ; emberr e welin ho pried hag e larin d’ean em eus ho kwelet hag ec’h et gwelloc’h.
— Laret d’ean ive e vin nec’het ken na vo dizro ha n’ankouaan ket anean nag e vugale kennebeut.
— Pelec’h eman tata ? a c’houlennas an hini henan.
— Chomet eo da labourat ’me ar plac’h yaouank, a gemeras anean etre he divrec’h ; warc’hoaz marteze e teuio d’ar ger ; an otro a ya da welet anean ; petra laro d’ean eus da beurz ?
— Laret d’ean dont d’ar ger, ’me ar pôtrig.
— Me her graio, eme an den yaouank ; kenavo, dimezel, rak ret e d’in tec’hel.
— Kenavo otro.
— Evrus bras e vin, emean ouz toull an nor, mar me ar blijadur d’ho kwelet c’hoaz eur wech bennak.
— Ze ’vo ’vel ma plijo gant Doue, emei, ’n eur zevel he daoulagad glas warnean.
Tec’hel a reas Erwan ; poent e oa d’ean hastan rak eur an oferen a dostae. Perak o tisken ac’hane
ne gave ken ar ru ken trist nag an treo ken hudur ? Perak, pa chome en e zonj, e wele hed an de daoulagad glas troet outan hag e kroge raktal e galon da lampad ? Ne c’hoantae ket gouzout, med
karout a raje bean c’hoaz en ti Fanch ar Marrek.
An de warlerc’h abred daou zen a deue gant eur c’harr da gerc’hat holl dreo Anna. Ne badchont ket pell da gargan, ken neubeut a oa anê ! Pa oant o vont da dec’hel, Erwan a arruas ive gant eur wetur c’holoet hag e reas d’Anna ha d’he bugale mont gantan e-barz.
— « Gwelet em eus Fanch ’vit ar beure, a laras d’ei ha mont mat a ra ; laret an eus d’in e poke d’ac’h oll hag ec’h espere dizrei davedoc’h hep dale. »
— « Trugare evit ar c’helo mat-se, ’me Anna ; bet on nec’het hed an noz med fianz am eus ennoc’h ; gwelet a ran an eus kemeret Doue true ouzimp ha trugarekaat a ran Anean da vean digaset ac’hanoc’h war hon hent. »
Hep dale e oant ermaez a ger ; heuilh a rent eun hent e-kreiz eur blenen dizolo, hep na bod na skod ; betek lec’h ma tize an daoulagad ne weled nemet chiminalo ijinerezed a lec’h da lec’h o tivogedi hag, er pellder, eun torkad gwe bennak. An erc’h, na oa fontet med a lec’hiou, a re tarchadenno gwen war an douar noaz. Den war dro ; trouz ebet ; evel dilezet e oa ar parko-ze. Hag Erwan a zonje en e vro e lec’h ma oa an dud o lakat an ed er mare-ze ha ma klevet a bep tu strak ar skourje ha hopadeg al labourerien, evrus o kinnig d’an douar an haden a ray o finvidigez ar bla warlerc’h.
Melkoniet, e laras d’Anna :
— « En hon bro ar mezio o deus o gened kenkoulz er goanv hag en hanv ; aman ec’h int hudur, na gavet ket, Anna ? »
— « Eo, ma Doue ! emei. Ranna a ra ma c’halon pa zellan en dro d’in ; pegement e kaeroc’h hon farko gant o gwe avalo hag ar gwe derv a ra an dro d’ê evit ar re-man. »
Trei a rejont en eun hent-all hag eur pennad goude en em gavchont dirak toull-dor eun ijinerez vras. Ar wetur a baozas.
— « Petra ’zo ? eme Erwan, o lakat e benn ermaez. »
Gwelet a reas eur wetur dre dân etal an nor hag an dimezell a roe an ti d’Anna a diskennas anezi.
— Demad, otro, emei d’Erwan a oa diskennet ive hag a zalude ’nei ; e oan o c’hortoz ac’hanoc’h.
Hag ec’h astennas he dorn d’ean. Mont a reas d’ar wetur o welet ec’h e Anna da zisken hag e reas d’ei chom e-barz.
— « Na diskennet ket, me ho ped, emei ; an amzer a zo re yen. N’hallan ket mont ganac’h ’vit ar beure med kaout a refet an ti prest d’ho tigemer ha, warc’hoaz d’abarde ec’h in da welet hag-en e vefet erfad e-barz. »
— « Ma Doue, eme Anna, penaos e c’hallin-me biken ho paean eus hoc’h oll vadelezo ? »
— « En eur bedi evidon hag evit ma zad, eme ar plac’h yaouank goustad. »
— « Hen ober a rin bemde, a laras ar wreg paour ha ma bugale ive. »
— « D’am zro e vo d’ho trugarekat neuze ; penaos eman kont he fried, emei, ’n eur dizrei war-zu Erwan a oa tostaet. »
— « Mar dalc’h da wellaat evel an deio kentan-man e vo pare hep dale nemeur, emean ; eun nozvez vad an eus tremenet ha krenv en em gave ’vit ar beure. »
— « Gwell a ze, emei ; hastet fonnus en em barean, a laras d’Anna ha, ’benn pemzek de, kement a zo tremenet a vo evel eun hunvre fall evidoc’h. Kenavo warc’hoaz. »
— « Kenavo, dimezel, ha mil gwech trugare, eme Anna. »
— « Kenavo, eme an daou bôtrig, an evoa gret anaoudegez ganti hag e heje o daouarn.
— « Kenavo, dimezel, eme Erwan a yeas ganti betek he gwetur, diaes e ve d’in laret d’ac’h ma holl anaoudegez evit ar vadelez a ziskouezet d’am c’henvroïz. »
— « C’houi ’ra vad d’am re ive, emei ’n eur vousc’hoarzin ha n’em eus ket ho trugarekaet c’hoaz ; hen ober a ran breman hag evelse e vefomp kitez. Kenavo ! »
Hag e tec’has. Erwan a chomas en e zav o sellet ar wetur o pellaat ha neuze ec’h aes en e hini.
Drouk en nevoa outan e-unan. « Perak en em zante ken sod dirak an dimezel-ze ? Eur plac’h yaouank n’anavee ket ec’h e d’ober d’ean koll e benn breman ! Trist a-walc’h e oa ze d’an oad ma oa arru ; na gomzche ken outi, na klask he gwelet ken nebeut ken na vije et kwit an holl zonjo diod a zante o sevel en e benn hag a re d’e galon lampat pa ’n em gave diraki ; rak gwelet an evoa anei c’hoaz eur wech bennak en iliz ha bep gwech he daoulagad glas o devoa laket sonjo a evrusted, a garante en e galon. « Mar dimezan eur wech bennak, a sonje, e d’eur Vretonez, unan eus va gouen e tlean hen ober, ne fell ket d’in eta lezel ma spered da heuilh e fantazi. »
Distaget e oe diouz e zonjo gant Anna a c’houlenne digantan :
— « Anaout a ret an dimezel aze ? »
Ar goulen-ze a reas plijadur d’ean, rak pistiget e oa gant ar c’hoant d’anaout doare ar plac’h yaouank hep n’anzave outan e-unan. Laret a reas eta :
— « Gwelet em eus anei eur wech bennak c’hoaz med setu aze an holl anaoudegez am eus bet ganti. »
— « Klevet ec’h eus komz eus an otro Solier ? »
— « Ya, emean, meur a wech ; perc’hen eun ijinerez vras, neket ’ta ? »
— « Eo, emei, ha homan eo e verc’h ; he hano eo Mari Solier. »
O klevet ze Erwan a chomas souezet : ar plac’h yaouank ze eta ’oa an dimezel Solier a lared he devoa gret d’he zad helpen al labour ’n e ijinerez ha gwellaat stad e vicherourien en eur c’hiz ma n’halle ken ar sosialisted kaout krog ebet warnê ! Eun dra bennak a oa enni hag a diskouee ervat na oa ket henvel ouz an holl verc’hed-all. Laouen e oa o vean klevet he doare.
— « Kement-man a droc’h krenn da bep tra, a zonje ; ar plac’h yaouank-ze a zo pinvidik-mor ha me nan on med eur paour en he c’henver ; nan omp ket gret eta an eil evit egile. »
Santout a reas e spered skanvoc’h hag e galon dizam goude-ze hag en em lakas da c’hoari gant an daou bôtrig.
Ar wetur en em lakas da disken hag, eur pennadig goude en em gavchont war ribl ar Sên a ruilhe eno he dour ponner goude bean kwitaet Pariz. War hed pevar c’hant metr diouti e-touez ar gwe krenerez ha peupli a oa regennet tier bihan, eul lïorz dirak pep-hini anê.
— « An tier-ze, eme Anna an eus savet an otro Solier evit e vicherourien war ali e verc’h ; n’emaint ket pell diouz o labour hag aer vad o deus. »
Erwan a zelle hag a zonje :
— « Mar lakfe ar sosialisted an holl arc’hant a dispignont d’ober d’ar vicherourien sevel enep o fatroned da gempenn evite tier evelse e rafent gwelloc’h labour. »
Ar wetur a baozaz dirak unan eus an tier-ze. Eur plac’h oajet a oa war doull an nor d’o digemer.
— « De mad, otro, emei ; an dimezell he deus laret d’in dond da rei eun tam zikour da lakaat urz en pep tra dre mac’h e klanv an itron aze. »
— « Eur zonj mat he deus bet, eme Erwan, rak ma c’henvroadez n’e ket krenv. Fianz am eus e refet eus ar gwellan evit na vo ket waz eus an devez-man. »
— « Ya, ya, otro emei, bezet zur a ze. »
Kar an dilojerien a arruas ive. O welet ze Erwan a roas e c’hourc’hemeno d’Anna ha neuze e tec’has goude bean paeet an dilojerien ha poket d’an daou bôtrig a oa lampet tre e ziouhar da gimiadi dioutan. Poent e oa d’ean dizrei d’an hospital a-benn ma teuche ar medesin d’ober e dro.
Erwan a oa deut en eur wetur a c’hortoze anean tost eno ; ’n eur vont e-barz, e laras d’an den a oa ganti :
— « D’an hospital, ha prim : eur gwerz-butun mat a vo evidoc’h. »
War an hent, e kontas d’ei en berr gomzo petra oa c’hoarveet. Laret a reas d’ei an evoa kwitaet Fanch an hospital d’eun eur goude kreiste evit dizrei d’ar gêr. Seblantout a re bean krenv a-walc’h d’ar beure, ha sonjal a re Erwan e oa sioul mat gant e bried hag e vugale, pa oa deut eur pôtr harnez da gaout anean wardro peder eur hanter gant e garten o laret d’ean an evoa kavet war hent Stains eun den kouet klanv hag a oa ar garten-ze en e c’hodel. Sonjet an evoa raktal e oa eur gwaleur.
Diskennet e oa ha kavet Fanch astennet er c’har. O welet ne oa ket maro, an evoa gret dougen anean d’an hospital a oa tost, ha, goude bean laket anean etre daouarn eur c’henvreur ha gret mont da glask eur beleg, e oa deut da gerc’hat Anna.
Houman a c’houlennas, he mouez o krenan :
— « Petra nevoa gret d’ean koll e hent evelse ? »
— « Bezet dinec’h ’me Erwan, nan e ket ar pez a sonjet : me am oa aon a ze ive, mes n’an evoa evet taken ebet. ’N em dromplet an eus bet a hent, michans, ha, pe ’n eus bet taolet ple ha dizroet war e giz, ec’h e bet sourprenet gant an amzer fall hag ar skwizder ha bet eur falladen ; marteze nan e ket kollet pep tra c’hoaz. »
Kaer an evoa kaout c’hoant da frealzi eun tammig ar plac’h paour, ne oa ket evit lakat fianz en e gomzo.
— « Me ’garche ’vije gwir ze, otro, emei, mes allaz ! nan on ket evit kridi. Pardonet ac’hanon epred da vean sonjet fall diouzoc’h breman souden : ar glac’har an evoa troet ma spered d’in. Et a zo eur zam ponner diwar ma c’halon o c’houzout penaos, da vihanan, n’e ket an evach an eus diskaret anean ar wech-man, ha na varvo ket evel eur c’hi. »
Arruout a rejont. Fanch a oa astennet war eur gwele izel ’n eur zal vihan lec’h ma vije louzaouet ar glanvourien a deue bemde eus ker. Ar beleg ’oa o paouez kwitaat anean. Deut e oa d’ean e-unan, mes ne oa ken evit komz. Gwellabl mat e oa nan ije ken pell ; chom a rea skornet en despet d’an holl dreo tom a oa laket endro d’ean. E zaoulagad, tenvalaet gant ar maro a dostae, a oa troet war-zu toul an nor. Gwelet a reas Anna o tont er zal. Houman ac’h eas d’ar gwele hag en em lakas da bokat d’ean :
— « O ! Fanch, emei, evelse eta a tleemp ’n em welet evit ar wech diwean ! O gwaleurus mac’h omp ! »
An daero a c’hlebias ive daoulagad ar paour kez, mes n’o devoa ken an nerz da redek. Diou gomz he devoa poan oc’h entent a deuas war e vuzello.
— « Anna !… ma bugale ! » Eun alan a dremenas war e vizach ’n eur lemmel diwarnean pep merk a boan, hag e zaoulagad a deuas tenval. Anna spontet a loskas eur griaden en eur gouean war he daoulin ouz koste ar gwele. Tostaat a reas Erwan hag e welas e oa maro. Maro ’barz an hospital-ze an evoa kwitaet ken sart pemp eur arôk gant ar sonj ne dizroche ken ennan ; maro pell diouz bro e yaouankiz ’lec’h e sonje mont da dic’haouan e walleuriou. Ar ger villiget he devoa kroget ennan ha n’he devoa ket goulet diskrigi.
Tri de goude, d’eiz eur diouz an noz, an intanvez a gemere an hent-houarn gant he bugale, en ti-gar Montparnas, evit dizrei da Vreiz. Erwan hag an dimezel Solier o devoa reizet pep tra evit interamant Fanch ; hi n’he dije gallet ober man, rak evel baoutet e oa. Erwan a sonjas penaos kentan e vije en he bro vije ar gwellan, hag a reas d’ei kwitaat priman m’hallas.
Kemeret an evoa bilhejo eviti hag evit he bugale arok, ha karget eun den da ren anei betek an tren, dre n’halle ket mont e-unan.
Digoueet lein ar pazinier a zo hed da hed en diarok d’ar gar, Anna a dizroas da daol eur zell ar ar gêr vras e oa bet bruzunet he c’halon enni.
Pemp bla arôk e oa diskennet eno, harpet war brec’h eur pried a gare, ha dor ar vue digor frank diraki : hirie e tizro henvel ouz eul lapous tizet d’ar maro ha n’en em stlej ken met abalamour d’e lapousigou o deus ezom anezan evit bevan. « O ! panevet d’he bugale, pegen dous he dije kavet ’n em astenn ’barz ar be ouz koste he fried ! »
Ha, dreist d’an tier, dreist d’ar gêr vras a zo ledet diraki, he c’halon a gas anei betek ar c’horn distro er vered ’lec’h e kousk e hun diwean. Gant pebez levenez he dije kimiadet diouz Pariz, mar ne vije bet ar be-ze eno ! Gouzout a ra e teuio tud da laret eur beden warnean gwech an amzer mes hi n’hallo ket skuilh warnean he daero pa vo re boaniet, nag ober bleunian warnean bleuen ar sonj peurbadus.
An den a oa deut ganti hag a oa er gar gant ar vugale a deu d’he c’haout :
— « Itron, emean, an tren a zo prest da dec’hel. »
— « Ec’h an da vont, emei. »
Dizrei a ra c’hoaz eur wech. Trouz ponner ar ru a ruilh enni ar vue, noz de, evel penfollet, a sko he diouskouarn. Pegoulz e c’hallo bevan he glac’har en peoc’h e-kreiz sioulder ar maezio, hep klevet an trouz-ze a c’hlaz anei hag a digor hec’h oll gouliou ? O ! ra vo milliget ar ger-ze he deus laeret hec’h eurusted, he deus bruzunet he c’halon a bried ha lazet enni pep esperanz ! Ra vo milliget !
Hag he dorn serret a ’n em astenn war zu an tier uhel, ar palezio, ar ruio hag ar balio sklerijennet kaer.
Paour kez Bretonez ! Nag a hini a zo deut da Bariz eveldout, sachet gant sonj ar binvidigez hag a daol warnei o malloz en eur gwitaat anei, pa n’hen greont ket en eur vervel pell diouz o bro. Pariz a zo bepred ar memes hini, ha siouaz ! tud ar maezio a deu bepred, ken stank da ’n em daol en he laso.
- (Divez).
LAOUIK.