Ar Gêr Villiget/Penn-skrid
Ar bevare warn-ugent a viz kerzu 19… daou zen yaouank a deue da gemer an hent-houarn en ti-gar Gwengamp, da seiz eur eus ar beure, evit mont da Bariz. Eur c’hanfard pemzek vla hag eur plac’h oajet a oa deut d’o ambrouk : ar vam, gant he mab yaouankan, deut da ren he mab-kaer hag he merc’h o kwitat o bro.
Abred e oant ha setu i da evan pep a vannac’h kafe ’n eun hostaleri tost d’an ti-gar evit ’n em domman, rak an amzer a oa yen. Ar mab-kaer a re ar gaoz e-unan, peurvuian, michans, evit kuzan e nec’hamant ; e bried a zec’he he daoulagad gwech an amzer, hag ar pôtr yaouank a droe e benn evit kuzan e zaero. An hini goz a oa gwir skeuden an dizesper, gant he bizach zec’h ha melen, he daoulagad dislivet gant ar gozni ha ruiet gant an daero, a zave war-zu he mab-kaer evel evit goulen true.
Eur plac’h hostaleri a deuas d’o zerviji, hanter-gousket c’hoaz. Raktal e tec’has hag en em gavchont o-unan barz ar zal drist gant he zaolio goulou regennet en-dro d’ar voger, hag a leze al lamp laket dirake en eun hanter devalijen.
Ar re yaouank a evas o c’hafe hag a debras peb a vegad bara, mes an hini goz na douche da vann.
— Perak na debret ket, mam ? ’me ar pôtr yaouank.
— N’em eus ket a naon, emei.
Dizrei a reas war-zu he mab-kaer, ha, gant eur vouez trist :
— Fanch, ’n han Doue, chom er gêr ! Nan e ket re diweat c’hoaz. Me ’zo zur penôs Ervoan an eus keun breman d’ar pez an eus laret d’it : evrus ’vo ouz da welet dizroet.
— O ya ! dizro ganimp d’ar gêr, ’me ar potr yaouank ive.
Ar mab-kaer na respontas gir.
— Ma mabig paour, eme an hini goz c’hoaz, en eur juntan he daouarn, mar nan eus mann a hend-all gouest d’ober d’it dizrei war da giz, da vihanan, kemer true ouzin. Gouzout a rez penôs hebon n’ez pije ket bet ma merc’h a garez kement ; mar ’teus eun tammig anaoudegez evidon eta, ne disparti ket ac’hanomp evelse. Chom ganimp ! Ar barrad arne-man a dremeno ha pep tra en em gavo par hep dale mar karez ma chilaou.
— Ma mam, emean erfin, keun bras am eus o laret kement-man d’ac’h, mes n’hallan ket chom : ma zad-kaer ha me nan halfomp biken ’n em glevet ; daou benn kaled ec’h omp hon daou. Ouspen ze, lec’h an evo d’ober gwap ouzin mar tizroan ganac’h. Anna a hall chom, ha me a yelo da c’honit eur gwenneg bennak evit gallout mont en eur vereri.
— Dever da bried a zo heuilh ac’hanout ; ho taou a fell d’ac’h chom ganimp.
— Laket an eus ac’hanon ermaez e di.
— Keun an eus breman ; dizro !
— N’hallan ket, emean.
— Ma ! emei, en eur zevel, kerz ! ’mes diwall eus da gont, mar ankouaez biken ar promesa az poa gret d’in pa ’m oa kinniget d’it ma merc’h, ma malloz a vo warnout !
— Bezet dinec’h, emean, hec’h evrusted e vo dalc’hmad kentan tra a glaskin.
Mont a rejont ermaez. Eno ar vam a stardas c’hoaz eur wech war he bruched he bugel a gwitae evit ar wech kentan, hag e laras d’ei :
« Bez war evez du-ze, ma merc’hig kez ; kement a dud en em goll en Pariz ! Taol ple d’ober dalc’hmad da zever en-kenver da bried ha chom start ’n ez fe. Ma bennoz a zo ganit. »
Mont a reas er wetur, ar pôtr yaouank a fouetas an aneval hag e tec’has hep trei he fenn. An daou bried a chomas da zellet outi ken na droas en penn ar ru ha neuze ec’h ejont d’an ti-gar ar maro en o c’halon.