Mont d’an endalc’had

Ar Gêr Villiget/II

Eus Wikimammenn
Kroaz ar Vretoned, 1908  (p. 11/10/08-01/11/08)
◄  I. II. III.  ►




II


Tud yaouank ar mezio, laket en o spered gant ar gazetenno fall a gaver breman en kement toull bilajen a zo, ar c’hoant d’eur vue plijadureziou hag avanturio na gavont ket en sioulder o farrouz, a c’hoanta mont da Bariz.

Pariz a zo evite ar ger vinniget a lak an everusted en kalon kement-hini a deu daveti dal m’an neve stoket e droad d’he ruio. En Pariz e ve gouel bemde, (ha labouret d’ar zul, siouaz)… En Pariz e ve goneet arc’hant a vozado, en Pariz an holl a zo otrone.

Hag ar zonj-se ec’h a ’no fenn dre m’o deus gwelet tud o tont d’o bro gwisket evel otrone ar c’hastel pe bourc’hizien ker ; tud ha na zellent ket tost ouz eur pez ugent real. C’hoant a deu d’ê da gaout eul leviten ha da zouezi o c’henvroïz evelse ive.

Allaz ! mar gouvechent nag a boan he deus koustet al leviten-ze, nag a loustoni, a ampoezon an diabarz, a zo renket meskan evit gallout dont da zouezi an dud d’ar vro, ne c’hoantafent ket kement stad ar re ’zo tec’het.

N’e ket gant zonjo evelse e oa et Fanch da Bariz ; anaout a re bue ar vicherourien eno, o vean gret tri bloavez servich a goste d’ar ger vras ha pleustret meur a genvroad e-pad an tri bla-ze. Gouzout a re penaos, evit dastum eur gwenneg bennak en honeztiz, ec’h e ret poanial ha sellet ken tost eno hag en Breiz, rak mar goneer muioc’h a arc’hant, aezetoc’h e tispigner ive. Gwelet en evoa meur a Vreizad eun hanter tristoc’h o stad evit en o bro dre wall-chanz a-wechou, med re alies dre o faot, ive. Anaveet an evoa, hag e oa gwerzet gante o enor hag o ine evit kaout an arc’hant-se, re boanius da c’honid, pe kouet en dizurzo dre an dienez hag an dizesper.

Hen a oa onest ; hen na deue ket da Bariz da glask ar blijadur, med da c’honid tri pe bevar c’hant skoed, ha neuze ec’h aje da chom d’eun tammik mereri a oa du-hont kuzet ’skeud an derv koz en Kerdual. Bean ’nevoa evitan an nerz hag ar yec’hed, eur pried leun a garante d’e skoazelli ha fianz an evoa bean dizro d’ar vro a-benn daou pe dri bla.

Ar c’houec’h miz kentan an treo ac’h aes ervad. Labourat a re e fornio ’n eun ijinerez gaz ha gonid mad a re ; ne lake gwech troad en ti eur marc’hadour gwin hag ar pejo aour a groge da ’n em dastum en korn ar pres, rak bevan a rent gant nebeut, e bried hag hen.

D’ar mare-ze e c’hanas d’ê eur mab, kalz a frejo o devoe ha kement-se a raes d’ê sellet tostoc’h c’hoaz. En aer ampoezoned an ijinerez, hep ar bevanz mad he devoa ezom, he bried na bareas ket ervad. Ret e oe d’ei, eur pennad goude, mont da dremen tri miz d’ar ger gant he bugelig, dre urz ar medesin.

E-pad an amzer-ze, Fanch ac’h aes da zibri en ti ar marchadour gwin a oa tost d’ean o chom ha kement-se a raes e waleur. Da gentan e tizroe d’ar gêr ’dal m’en nije debret, med pegen trist e kave e gamprig neuze ! Pegen yen e vije pa digouee diwar e labour, skuiz goude eun devez pe eun nozvez poan !

Na wele ken mousc’hoarz dous e bried a gennerze anean ; na gleve ken he mouez karantezus ; ne vije ken oc’h evesaat war e gousk nag o tiarbenn e zonj evit rei d’ean kement en nije ezom da viret e nerz ha e yec’hed.

Dont a reas da vean tenval ; evit ankouaz e dristidigez e kustumas a dam da dam chom e ti an hostiz d’evan eur bannac’h da c’hortoz mont da gousket.

Daou zen yaouank, a laboure a-gevret gantan, a debre ive er memez ti. Ar re-ze a gemere o flijadur, ’vel eman ar c’hiz da laret pa ren an dud yaouank eur vue digabestr. An arc’hant a c’honeent a veze dispignet oc’h evan, o vont d’an teatro ha d’an danso noz. Tud joaus e oant ha konterien gaer. Fanch a deuas da gaout ber an amzer en o c’hompagnunez, rak gante e teue a-benn d’ankouaz e zrouk-hirnez evit eur pennadig.

Kustumi ’raes dibri ouz ar memez taol gante ; o vont d’o labour hag o tizrei diwarnean e vijent a-gevret ive, ha, hep dale Fanch a wele lies a hostiz a-rôk digoueout er ger.

Pa arrue eul lizer digant e bried, pe otramant pa diskenne ennan e-unan, e gonsianz a rebeche anean ; santout a re pegen risklus e oa ar pleg a gemere ; c’hoantaat a re stourm evit hadkouean adarre.

’Vit dizrei war e giz e vije bet ret d’ean laret ar wirione d’e bried ha gervel anei davetan : na c’houle ket hen ober dre lorc’h.

— « Petra ’sonjo diouzin mar laran ar wirione d’ei, a zonje, ret eo d’in ’n em distagan diouz ar vignoned-ze ma-unan. »

Pa douchas e bae an eil miz ma oa et Anna da Vreiz e oe spontet o welet ne chome hogozik gwennek ebet gantan goude bean paeet e skoden en ti an holl hostizien a dlee arc’hant d’eze. Kement-se a raes d’ean ober bep sort sonjo ha bean oa evit skrivan d’e bried : diaoul al lorc’h a harzas outan adarre, ha ret eo laret ive e oa krog an evach da deurel gwrienno en e galon.

Etretant e nerz a dec’he. Ze na oa ket souezus : eun den ha na ra dizurz ebet an neus a-walc’h d’ober da viret e yec’hed er vicher an nevoa ’n em laket ; nag en despet da ze mar, gra anei eun nebeut blavezio, ar c’hlenvejo a goueo warnean a bep tu. Ret eo bean gwelet bue ar fornierien ’n eun ijinerez gaz evit gouzout petra eo.

Noz de, hep diskwiz, eman an tân enni ; noz de ar moged a zav o terc’hel en dro d’ei eur vougen deo ; en pep amzer e kleved enni evel trouz tarzio kurun ha ruilhadeg ar c’hirri houarn leun a dân war ar porz, sklejet gant divrec’h nerzus ar vicherourien. Noz de ! En gwirione, sonjal a ret en poanio an dud daonet pa welet ’barz an devalijen an oabl o tigeri ’us d’al lec’h-se ha pa sko an drouz-ze ho tiouskouarn.

Aze nan eus diskrog ebet ! Aze, pa ’c’h a an heol da guz, pa deu an noz sioul d’asten he mantel war pep tra, o laret d’an dud ec’h e poent d’e mont da hadneveaat o nerz, an treo ac’h a bepred war-rok gwasoc’h-gwaz ! Aze ez eus tud a ra labour galeourien evit gonit eun arc’hant na dousao ket kosni an darnvuian anê. Aze e-leiz a vibien krenv d’an douar a deu a-greis o flijadur da devi, d’ampoezoni ar gwad rik o deus laket o zado en o gwazied.

Gwelet ar fornier gant e labour. Nan eus man warnean ’med eur goz roched digor frank war e vruched hag eur brago fall ; en e dreid ez eus chaousenno gant eur zaolen kerden : boteier ler a vefe devet hep dale ; tân a zo dindanan ha tân a bep tu, ar c’houezen a ziver war e vizach, war e gorf, a dastum ar boultren glaou douar a nij dre oll ; hep dale n’halfet ken e anaveout ; poan ez eus o kridi ’c’h e eun den a zo diragoc’h o vont hag o tont a-dreuz d’ar moged, o skarzan pe o kargan ar fornio ken gwenn gant an domder ken n’halfac’h ket paran ho taoulagad warne pe vent digoret. Nan ! nan oc’h ken war an douar ; sonjal a ret kentoc’h bean diskennet ’n eun hunvre ’barz al lec’hio spontus-ze a gomz ane an Dant.

Ha souezus e teufe ken lies a hini, en eur labour ken poanius gant an domder, da c’houlen gant an evach krenv pa zantont o c’halon o fallaat, an nerz o deus ezom evit peurachui o labour ! da diwalc’h o diabarz gant bep sert lonkaj o klask terri ar zec’hed a bistig anê dalc’hmad ! N’e ket, a dra zur !

Goude daouzek eurvez hirr tremenet evelse e tigoue ar fornier er ger, e gorf brevet, e vizach droukliv hag e galon rukunet.

Ezom an neus d’ober eur pred mad evit hadneveat e nerz med e galon na c’houl man ; ’n em daol ’rey war e wele hag eur c’housket ponner, troc’het gant hunvreo fall, a zerro e zaoulagad hag a bouezo war e izili.

Pa diskwizo en noz an treo ac’h ey mad a-walc’h c’hoaz, med en de pep tra en em glev evit distagan anean diouz e repoz : ar sklerijenn a furch kement korn a zo en e gamprig hag a disken he banno war e vizach ; an amezeien a ya hag a deu er skailhero, a sko hag a huch ’us d’e benn, ar bugelig a ouel en e gorn abalamour n’hall ket c’hoari hag ober trouz, betek mouez izel ar pried, skraf he chaousenno war ar gampr, trouz eur besel paozet goustadik war an daol, a skoo diouskouarn ar c’housker. Tremen a rey ter pe beder eur en e wele o trei hag o tizrei ha, pa zavo, e vo ken brevet hag arôk.

Ar vue-ze e oa hini Fanch ; aezet eo gouzout pe na oa ken reizet, pa gouee a dam da dam en eur sort dizurz aboue ’oa tec’het e bried, e kolche prim liou ar yec’hed.

Pa dizroas Anna e oe spontet o welet anean. Da gentan e sonjas e oa bet klanv ; med kaout a re anean ive dishenvel diouz ar pez e oa arôk. Nec’het e oa kas gouzout petra ’oa kiriek da ze. E-pad pemzek de e renkas chom gant he nec’hamant rak hen n’anzave mann outi ha nan e ken kement da heuilh e vignoned.

Eun nozvez e tigoueas er gêr diweatoc’h evit e gustumans ha dal ma tigoras an nor e welas ervad e oa meo.

— « Ma Doue, emei, pelec’h e oas manet ? Ha petra ’zo arru ganit ? »

— Eur vodadeg a oa fenoz gant ar syndikat, emean, ha ze ’n eus daleet ac’hanon. »

— « Penaos ! breman ’c’hout eus ar syndikat ? »

— « Ya, da zur, emean, petra a fall a zo eno ?

— « An holl a zo e-barz ar syndikat. »

— « Petra a fall, Fanch ? Ne lares ket c’hoaz breman ’zo tri miz ec’h eo tud ar syndikat a zo ’n ez ijinerez holl « sosialisted » digristen ha ne c’houlches biken o heuilh ? N’en em dromplen ket o sonjal ne oas ken ar memez hini, ma den paour. »

— « Nan on ken ar memez hini ? emean, e deod hanter-notet ; nan ejen ket er syndikat ? Biken n’em eus komzet d’it a dreo evelse. Ro peoc’h d’in gant da zorc’hennou ha ro d’in da zibri ; ze na zell ket ouz ar merc’hed. »

Ar c’homzo-ze, na oa ket bet kustumet da glevet ’boue oant dimezet, a raes d’Anna diroll da ouelan.

— « Allaz ! emei, nec’het e oan ganit arôk, med gwasoc’h poaniet e vin c’hoaz breman, rak biken n’em ije sonjet e vijes koueet er poent-ze. Gouzout a ran breman perak ne skrives ket d’in alies erfin ha perak ne c’houles ket, an deio tremenet, laret d’in petra az poa gret gant hon arc’hant. Ra vo milliget an de mac’h is d’ar ger ; kant gwech gwelloc’h e vije bet d’in bean chomet aman, nag e vijen marvet ; da vihanan n’em mije ket bet ar glac’har am eus hirie. »

D’ar c’homzo-ze, Fanch na gavas gir da respont ; mont a raes er maez en eur c’hrosmolat etre e zent.

Diou eurvez hir e chomas ermaez. Laret poanio Anna e-keit-se e ve stard. « Daoust hag-en e ven barnet, a zonje, da gouean er rouden fankus ha mezus pleustret gant ken lies a hini en dro d’in ! Biken n’hallin bevan evelse ! O Fanch ! pegement e teus tromplet ac’hanon ! »

Ne zonje ket, ar plac’h paour, a belec’h e teue an droug ; ne sonje ket pebez tenvalijen a oa deut war e vue p’he devoa kwitaet anean ; pegement an evoa ezom eus he dousder, eus he c’harante, an den krenv ha ter ma oa. En gwirione, salv e vije d’ei bean chomet gantan, med pa zonje e dre m’an nevoa ankouaet anei e oa troet d’evan, e fazie, rak dre ma sonje re enni eo a oa.

Sevel a reas diou pe der gwech evit mont da glask anean med neuze e teue war he spered ar vicherourien he devoa gwelet o tremen meur a wech dre ar ru, i meo, stlejet gant o gwrage hag o stlejal anê a zeo hag a glei en eur youc’hal hag en eur ganan, eur bagad kanfarded o redek war o lerc’h ha sellou an holl paozet warne gant dispriz ha rukun. Sevel a re he c’halon o sonjal en se : « Arruo sort a garo, biken n’en em diskoueo evelse !… » hag e hadkouee war he c’hadoar.

Erfin Fanch a digoueas. Souezet e oe Anna o welet e oa kazi divevet ’med na laras gir d’ean. Serviji a raes e goan ’vel d’ar c’hustum ; ne debras gozik mann ; hi a zelle anean poaniet. Mont a rejont da gousket hep dale. An de warlerc’h pa zavchont Fanch a laras d’ei :

— « Anna, glac’haret on da vean gret kement a boan spered d’it dec’h da noz ; kement a teus zonjet diouzin a zo gwir, med ken hirr e kaven an amzer pa oas tec’het ! kustumet em oa chom e-traou ken na vije poent mont da gousket hag evelse e kustumis ive evan a dam da dam. Pardon ac’hanon ! Breman pac’h out aze d’am zikour me a dilezo ma gwall-gompagnunez hag an evach. Dec’h da noz az poa ma gwelet meo evit ar wech kentan boue ’c’homp dimezet, an hini diwean e vo ive.

O klevet anean Anna a oe teneraet he c’halon.

— « O Fanch, emei, ’boue pell ’zo ec’h out pardonet, med aon am eus rak ar vignoned a teus gret ; ar re-ze a rey o galloud evit ober d’it hadkouean. Me zonj e ve gwelloc’h d’it klask labour e-lec’h all nag e kollfemp eun dra bennak. »

— Bez dinec’h, emean, breman pac’h out aze, ne rin ken forz dioute hag eus o gwaperez. »

Re a fianz an evoa ennan e-unan ha gwelet hon deus breman zouden en pesort stad trist an nevoa ’n em laket erfin, hag ar pez a oa ar gwasan, e bried hag e vugale da heuilh : ar glac’har, an dienez hag ar c’hlenved a deu dalc’hmad warlerc’h al lonkerez, an evoa kemeret troad en e diegez ; da c’hoantaat e ve ec’h afent ermaez rok bean peur-dispennet anei.