Mont d’an endalc’had

Ar C’hrac

Eus Wikimammenn
L. Prud’homme, 1817  (p. 120-121)



Ar Chraç.

Na ellomp netra a nez ar c’hraç a Zoue, peini a so ur faveur, un drugarez, ul liberalite, ur sicour a beurs Doue peini na dle netra dimp. Difficil eo rei un abrege eus ar c’hraç. Hon fe a disq dimp penaus na ellomp nemet an drouc anez ar sicour eus ar c’hraç. An Theologianet a disting cals a sort graço. Bezàn so graço accordet dimp evit on silvidiguez on unan, ha graço accordet dimp evit silvidiguez ar re-all : evel ma zeo an donæson eus ar miraclo, al langaich differant, ar prophecio, an talant eus ar brerdication, etc.

Beza so graç habituel ha graç actuel. Ar guenta a chom guenemp hac on groa santel, just hac ageabl da Zoue ; hanvet eo ar c’hraç sanctifiant. Ar c’hraç actuel a so ur sclærigen, ur sicour pe ur mouvamant roet dimp gant Doue evit evita an drouc hac ober ar mad. N’en deus cas pesort graç a recevomp, n’on deus hini nemet dre verito on Salver J. С., ha quement-se a so un articl a fe. An necessite eus ar c’hraç a disq dimp penaus e tepantomp a Zoue, ha penaus eo bet corrompet on natur dre ar pec’het. Non obstant ar sicour eus ar c’hraç e zomp libr, hac un experianç malhurus a ra dimp da anaout penaus e resistomp alies ous ar c’hraç. Eus al liberte-se e teu on merit pe on pec’het. Mar resistomp ous ar c’hraç, chetu nin o pec’hi ; mar heuillomp ar c’hraç, chetu nin o veritout : hac an usaich vad se eus ar c’hraç a ra ma recevomp graço all, hac a c’hraç da c’hraç e arruomp er gloar eternel. Ar pec’her er c’hontrel a goez eus un abym en eguile, ha dre an abus eus e liberte, er malheur eternel. Pa deu misericord an Autro Doue da reí dezàn ar c’hraç d’en em sevel, ne gaff ennàn nemet pec’het ha corruption. An Ilis e deus decidet penaus ar pec’her a deu da vezàn reconciliet gant Doue dre c’huec’h degre pere a so quen lies a c’hraç.

1°. Doue a ra d’ar pec’her digueri e zaoulagat, ha credi an oll guirioneo revelet.

2°. Doue a ra dezàn cavet aon rac e jugeamancho.

3°. Ober a ra dezàn esperout en poanio J. С.

4°. Inspiran a ra dezàn ur c’hommançamant eus e garantez evel ar sourcen eus an oll justiç.

5. Doue a inspir d’ar pec’her cassoni hac anquen evit ar pec’het.

6°. Anfin Doue a inspir dezàn ar resolution ferm da dostaat ha da receo ar sacramancho instituet evit remission ar pec’hejo, da gondui ur vuez nevez ha da observi ar gourc’hemeno. O dounder eus an tensor a fumez hac a squient un Doue ! Labouromp eta dre ar sicour eus ar ç’hraç, da sauvetaat on ine : den ne voar pe èn so en graç Doue, pe ne ma quet.