Ar Bultur.

Eus Wikimammenn



FABL 55.


Ar Bultur


Ar vultur a re ar seblant
Evit disquel en devoa c’hoant
D’en em rejouissa gant æz
En de deus e c’hiniveles ;
Hac e pedas al lapoucet
Da zont davitan d’ar bancqet.
Ha qazi oll en em gavet,
Excelant e voent recevet.
Laouen ha zeder a vizach,
Gant eur joa ha vajeste vras ;
Mæs evel ma voaint antreet
E voent oll gantàn depechet.

Sans moral.


Qement hini a gauje brao
Nen deint qet mignon atao
Dar re ma tisquel ho c’halon :
Dindan ar mel e man’r poezon.


————