Mont d’an endalc’had

Ar Baganiz

Eus Wikimammenn
Gwalarn, 1931



GWALARN




TANGUY MALEMANCHE


AR


BAGANIZ




34-35
GWENGOLO-HERE 1931




TANGUY MALEMANCHE


AR


BAGANIZ


C’HOARIERIEN


SEZNI FALC’HAN

BENONI VRAN

GOULC’HEN MAB BENONI

LAN, martolod saoz

 TOMAZ
 TEPOD
 TANGOU
kouerien

AN TAVARNOUR

AN EMBANNER

AR MARC’HADOUR SPILHOU

AR GEDER-MOR

AN OFISER

AR SERJANT

AR BIZITER


DEL, merc’h Sezni

FANT AR FOLLEZ

MON, matez e ti Sezni

AR VARC’HADOUREZ FROUEZ

AR VARC’HADOUREZ KOUIGNOU


An dra a c’hoarvez er bloaz 1681, e miz Eost.

AVERST I


Ar blasenn en eur vourc’hig. E goueled ar c’hoarilec’h, moger ar vered, en he c'hreiz ar groaz.

En tu kleiz eun davarn, he barr « POL ROUÉ VEND A BOIRE », dirazi eun daol, skabellou en he zro.

En iliz tost (n’he gweler ket) e vez klevet kantikou, ha goude se kloc’hig ar gorreou.

Pa sav ar ouel, emañ an diou Varc’hadourez azezet a bep tu d’ar groaz, о staliou dirazo ; ar Marc’hadour spilhou о vont du-mañ du-hont a-dreuz al leur hag an Tavarnour oc’h aoza gwer ha skudellou

war an daol.


AR VARC’HADOUREZ FROUEZ
Setu ar gorreou.

AR VARC’HADOUREZ KOUIGNOU
Bremaik ’vo ar fin
gant an ofern.

AN TAVARNOUR, o krial war-du an diabarz.
Hast afo da zegas ar gwin.

AR MARC’HADOUR SPILHOU
Prez eo d’in krial va marc’hadourez.

AR VARC’HADOUREZ FROUEZ
’Vit ar wech kenta out deuet er barrez ?

AR MARC’HADOUR
Ya. Kent evit ober, pell em eus marc’hatet ;
rak d’ar-benn tud ar vro eur fall a vrud a red

AR VARC’HADOUREZ KOUIGNOU
Lez ar vrud da redek ; te, chom ez plas atao,
ha diwall ouz daouarn ar re a zeu war-dro.

AR MARC’HADOUR, kuzulik.
Laza ’reont, a lerer, hep aon rak ar pec’hed.

AR VARC’HADOUREZ FROUEZ
Gwell eo beza mut eget dall.
Taol evez ouz an arc’hant fall.
Tomaz ha Tepod a zeu tre, ganto eur pikol pez koad a glaskont sacha anezañ an eil diouz egile.


TOMAZ
M’eus gwir warnañ ; m’eus gwelet ar c’henta.

TEPOD
Ha me ’m eus e grafet. M’eus gwir warnañ.

TOMAZ
Ma ’c’h eus gwir war hemañ, ne laran ar c’hontrol ;
me avat ’m eus ezomm evit ober eun daol.

TEPOD
Ma ’c’h eus gwir war hennez sur me ne laran ken ;
mes me ’fell d’in e gaout ’vit arañji va zoenn.

AN TAVARNOUR
A’ta, Tomaz, a’ta, Tepod,
Petra ’zo ganeoc’h ? eur riot ?

TOMAZ
D’ar-benn ar blanken-mañ n’omp ket akord,
hon eus tennet asambles eus ar mor.
Ma ’z eo d’imp-ni hon-daou, war se n’eus striv ebet ;
mes d’ar-benn he ranna, aze ’man ar sujed.

AN TAVARNOUR
E ! trouc’hit-hi dre an hanter,
hag e vo reizet an afer.

TOMAZ
Ya da ; mes mar trouc’hez, penaos ober eun daol ?

TEPOD
Ya sur, gant an hanter, penaos ober eur sol ?


TOMAZ
Petra ’ri-te ganti ? Eur sparl evit ar saoud !

TEPOD
Ha memes netra ’bet, mab gast dogan ma ’z out !

AN TAVARNOUR
Ranna hep ober daou hanter
’zo eun dra hag a dalv preder.
Mes gortozit goude an ofern-bred :
d’ar Falc’han eus Pentrez e kontot ho sujed.
Hennez hep douetañs ho lako akord,
rak ma oar mat Lezenn ar Mor.

TEPOD
Brao evel-se.

TOMAZ
Barna ’ray ar Falc’han.
Hag ez azezont dirak an davarn.
 
AN TAVARNOUR
Eur banne ’po ?

TOMAZ
Ket.

TEPOD
Pa vimp a-unan.
Fant a zeu tre, ganti eur sac’h war he c’hein.


FANT
Gelegan, gangan, gelegan.
Yec’hedou d’eoc’h, tri Bagan.
D’an Tavarnour.

Mar plij, diskarg d’in eur banne,
kent ma ’z in em hent da vale.

AN TAVARNOUR
Da genta diskouez da wenneg ;
neuze ez po evit da veg.

FANT
Gwenneien, o, mar em befe,
eun arched koad me a brenfe ;
eun arched d’am muia-karet
’zo bet plantet er-maez eus ar vered !
Mont a ra kuit en eur huanada.

AN TAVARNOUR, diaezet.
M’em bije laosket banne da hounnez ;
arabat beza didruez,
mes hi n’eo ket eus ar barrez.

TOMAZ, rust.
En douar binniget ne vo laket morse
’n hini ’zo deuet gant ar mor e peñse ;
rak hennez ’zo eun den estren
n’en deus gantañ ano kristen.

AN TAVARNOUR
Hogen he gwaz, ’mezi, a oa bet kristenet
en eur barrez pell-pell, en tu all da Wened.


TEPOD
Ne deus kas. Hennez ’zo maro
hep kroaz-nouenn nag oleo.
Arabat ez ay en hevelep plas
gant ar re ’zo marvet e stad a c’hras.

TOMAZ, en eur ziskouez ar vered.
Hennez ’zo douar hor re goz ;
mar da tud all sur e vo kroz.

AN TAVARNOUR
Anaon an dud a beñse
’zo ’n he sac’h, emezi. Ha c’houi ’gred kement-se ?

TOMAZ
Em feiz me ne gredan ket re.
N’eus ’met bili hervez doare.

AN TAVARNOUR
Eo sur. Bili n’int ken. (D’an Tepod) Te, petra ’gav d’it-te ?

TEPOD
Bili sur, netra all. Me ’gav d’in ’elato,
ar seurt traou-se eo gwell chom hep komz anezo.

AR SERJANT, a gri eus an diavaez.
Hola, tavarner !

AN TAVARNOUR
Setu, aotrou Serjant,
en ho servij amañ prezant.
Eur werennad win ho po-hu ?


AR SERJANT
Foeltr gant da louzou tu-pe-du !
Lar : an embanner n’emañ ket ganeoc’h ?

AN TAVARNOUR
Bez’ edo hizio da vintin.
Bremañ ’man en iliz, о kana el letrin.
Neuze ez ay da lakat brall ar c’hloc’h,
hag e teuio goude da lonka eur podad.
Ne ve gleb e c’houzoug, n’oufe prezeg ervat.

AR SERJANT
Neuze pa zeuio, lar d’ar gwaz
mont d’am c’haout e-tal ar groaz.
E glevout a reer о vont kuit.

TOMAZ, garo.
C’hoaz tailhou nevez pe gabel ;
eun dro bennak da skuba hor godell.

TEPOD
Gwiriou nevez ’z eus bep sizun :
war ar sukr ha war ar butun,
war an ed gwenn hag an ed du ;
war an ed mor ez aint dioustu.

TOMAZ
Mar gwerzez da vezin re ger,
te ’n em gavo Yann-e-fri-berr ;
penaos ’oufed touza deñved
pa vez ganto kleñved ?


TEPOD
Ar roue ’n deus savet ti nevez,
ennañ pevar devez-arat, hervez,
eun ti maen-benerez, ennañ kambr en estaj,
ha toenn vaen-glas war graou ar marc’h…
Kement-se a goust d’imp arc’hant.

AN TAVARNOUR
Pe zeu ucher pe serjant,
eo sur ez eus cheñchamant.
Ar chloc’h a son, an dud a zered er-maez eus an iliz.

AR MARC’HADOUR SPILHOU
Spilhou, spilhou !
Spilhou alaouret, spilhou a bep liou !
Chapeledou gwer marellet
’vel ’z eus gant an dimezelled !

AR VARC’HADOUREZ FROUEZ
Deut amañ ’ta, paotredigou !
Ha c’houi ’po per hag avalou,
prunez, rezin, drajez sukret ?

AR VARC’HADOUREZ KOUIGNOU
Bara gwiniz ! Gwestell laez diennek !
Kouignou Kastell, daouzek ’vit eur gwenneg !

AR MARC’HADOUR, a zeu d’ar red en eur grial.
Forz, forz ! Harz al laer ! Au voleur !
Amañ ’z eus c’hoarvezet gwalleur !
D’ar Gouerien.

Me ’oa ’n em dennet a-gostez,
’b’lamour em boa nesesite,
ha setu ’z eus deuet eun den fall,
’n deus touzet krenn diwar va stal
just va diou spilhenn ar c’haera
’m be gwerzet eur skoed d’ihana.
Eun hanter bistol hag ouspenn
’zo laeret en eun taol souden !
A mab gast filouter treitour,
p’lec’h out-te, fosaer, achantour ?
Redek a ra pennfollet du-mañ du-hont.

AR VARC’HADOUREZ KOUIGNOU
Penaos ’oufes-te, inosant,
anaout eul laer etre kant ?

AR VARC’HADOUREZ FROUEZ
Mar bezez ken genaouek-se,
’vo krafet betek da vragez ;
nemet eur c’hi mat az pefe
d’harzal ouz da varc’hadourez.

AR MARC’HADOUR
Eur c’hi a lerez, n’eo ket ’ta ?
Me ’m boa bet soñj a se dija.
D’ar Gouerien.
Ha c’houi ’oar eur c’hi da werza ?
Eur c’hi mastin pe otramant :
me ’zo kontant prena ’nezañ
pa ’m eus arc’hant.
Ar Gouerien a chom dilavar.


AN TAVARNOUR, goude eur wilc’hadenn d’ar Gouerien.
A dra sur, me a oar unan :
bez’ ez eus e gi d’ar Falc’han.

AR MARC’HADOUR
Hennez ’zo eur c’hi mat ?

AN TAVARNOUR
Nebaon.
Hep flach tamm e pak ar gedon.
Eva ’fell d’ezañ ; netra da zebri.
Hennez sur ’zo eur mat a gi.

AR MARC’HADOUR
Brao. Me ’garfe gouzout ivez
ha du eo e staon da hennez ?

AN TAVARNOUR
E-keñver-se, va mignon koant,
n’oufen respont hervez ho c’hoant.
Neb a glask sellout a-dostik,
gwak pe galet e krog ’n e gig.

AR MARC’HADOUR
Koz eo moarvat ?

AN TAVARNOUR
Hennez ’zo bet ganet
kempred gant an heol hag al loar.
Pa ’z ay kuit ar mor diwar an douar,
neuze e krevo Ki ar Falc’haned.
Sezni Falc’han a zeu tre.
Setu just e vestr о tont en e hent.


AR MARC’HADOUR, da Sezni.
Den koz, ar vrud ’zo gant hemañ
m’hoc’h eus eur c’hi mat da werza.
Lar d’in pegement.
Mar be ar c’hi-se diouz va c’hoant
e viot sur a baeamant.

SEZNI
Eur c’hi dispar evel hennez,
n’e rofen evit dek mil skoed, e gwirionez.
Mes evit diskouez d’it e c’hall
eur Pagan ’n em glevout gant eun den a vro all,
m’e laosko d’it evit netra, va C’hi,
gant ma kasi-heñ er-maez eus va zi.
An holl a ziroll da c’hoarzin.

AR MARC’HADOUR
Malloz Doue d’ar bonedou ourlet,
a c’hoarz goap eus ar re о deus tromplet.
Da ziwall diouz ar Baganiz
’oan bet aliet e pep giz.
N’em eus ket graet, gwaz a se d’in ;
evit eur wech all e ouezin.
Hag ez a kuit fuloret-bras.

AN EMBANNER, war diri ar groaz.
Selaouit holl, taolit evez.
A-berz ar Roue ’z eus ordrenañs nevez.

SEZNI, damgomzet.
Roue Frans ’vit sur ’zo eur roue mat :
Bep sul e kas d’imp kalannad.


AN EMBANNER, a lenn war eur roll paper.

Loeiz gant gras Doue roue Frañs ha Navar d’an holl brezant ha da zont salud.

Goude an ordrenañsou a bep seurt hon eus savet evit reiza administrasion hor Justiz hag hor finañsou ni ’zo bet kavet d’imp da beurechui eürusted hor sujidi ne chome ken tra d’ober nemet prokuri d’ezo an aboñdañs dre fasilite hag ogmantasion ar c’homerz hag ispisialamant an hini a vez graet dre vor hag a zo ar pinvidika hag ar c’honsiderapla.

TOMAZ
Ar roue ’n deus bet kelou bennak
ma vev ar Baganiz diwar gomerz dre vag.

AN EMBANNER

D’ar c’haoziou-se ’ordrenomp hag a blij d’imp pez a ansui :

Deklaromp ma lakomp dindan hor proteksion al listri-mor, o ekipajou ha kargamañchou taolet gant an dampest war aochou hor rouantelez. Anjouagnomp d’hor sujidi ober holl dever da sikour an dud e dañjer a nofraj.

TEPOD
Setu d’ihana eur vat a lezenn.

SEZNI
Gortoz eun tamm, Yann Banezenn,
da welout hag e tremeno
lost al leue dre da c’henou.


AN EMBANNER

Defañs a reomp kas nep lodenn eus ar madou ha marc’hadourez eus al listri echouet, kennebeut eus o c’hordajou ha paramañchou, dindan boan a restitusion ar c’hadrupl hag a bunision korporel.

An holl a chom sebezet.

Ar re o devo atantet ouz buhez ha madou an dud nofrajet a vo puniset a varo, hep na c’hallo beza akordet d’ezo gras ebet.

An holl a chom mantret.

Ar re a alumo en noz taniou tromplus war aochou ar mor evit sacha hag ober koll al listri a vo puniset a varo hag o c’horfou staget ouz eur wern plantet el lec’h m’o devo graet an taniou ennañ.

An holl a chom mut-maro, en eur sellout a-gorn ouz Sezni Falc’han. An Embanner a ya kuit.

SEZNI, o tisnevel an Embanner.
Efidandoue, efidandomen.
Dominus vobiscum, amen.
Damgomzet, d’ezañ e-unan.
Grit, aotrounez, ho polontez,
ha me ’ray va hini goude.

TOMAZ, d’an Tepod.
Ar peñseou ’zo hon danvez ;
ar pez a ra ’r roue-se laerez.


TEPOD
Ar roue ’n deus kemeret a-walc’h :
hol labour kerkoulz hag hor yalc’h ;
d’ezañ rei d’imp pep a leve,
mar kemer ed ar mor ivez.
An daou a ya da gaout Sezni Falc’han, o fez koad ganto.

TOMAZ
Disput ’zo etrezomp, Sezni. Bez ar barner,
Lezenn ar Mor pa ouzout sklaer.

SEZNI
Peseurt eo ar sujed ?

TOMAZ
Eur blanken goad dero
’zo bet kaset d’ar sec’h gant al lano.

TEPOD
Asambles hon eus he c’havet.

SEZNI
Pelec’h ?

TOMAZ
War an traez, just e-tal ar Vuoc’h.

SEZNI
Mat. N’eus arvar. Hounnez ’zo d’eoc’h.

TOMAZ
Hounnez ’zo d’imp hon-daou, ni ’zo akord a-grenn.
Mes d’ar-benn he ranna, n’en em glevomp ket ken.


TEPOD
Eur pez koad dero c’houec’h troatad ennañ.
D’ober eun doenn graou a ve mat-kenañ.
Mes d’ar-benn e ranna, aze ’stag an afer :
mar be trouc’het e daou n’hellfen ket ken ober.

SEZNI
Pa ’z oc’h akord d’ar-benn ranna,
ha n’oc’h ket d’ar-benn hantera,
aviz oun ranna hep trouc’ha.

TOMAZ
Gwir eo em feiz ! Setu, kavet an dra…

TEPOD
Ya… Koulskoude, unan n’en devo tra ?

SEZNI
’N hini en deus ezomm ’vo d’ezañ ar pez holl,
egile en devo digantañ da zigoll
eun dra bennak war-dro, pe arc’hant en distaol.

TOMAZ
Mat, me ’gemer an treust, ha me ’roy d’an Tepod
pevar real, pe eur c’harrad fagod.

TEPOD
Nann, me eo a gemer evit pevar real,
pe, mar kar gwell Tomaz, diou boezellad segal.

SEZNI
Pa ’z eo evel-se an traou, paeit pep a vanne,
hag an treust, d’an diñsou e c’hoariot ane’.
Hag e c’halv an Tavarnour.


TEPOD, diaezet.
Dal, pa soñjan mat, me n’e gemerin,
’met daou varr gwiniz Tomaz a roy d’in.

TOMAZ, hevelep tra.
Em feiz, pa bouezan tout, d’an Tepod e lezan
gant ma roy daou garrad fagod e-lec’h unan.

SEZNI
Sa, paeit boutailhad, ha pa hor bo trinket,
c’houi ’denno d’ar blouzenn ’n hini n’en devo ket.
An Tavarnour a zegas eur voutailh.

TOMAZ, abaf.
Feiz, Sezni, ne dalv ket ar boan :
gant va hanter me ’ray eur bank.

TEPOD
Ya Tomaz, trouc’homp anezañ ;
Me gant va hanter a ray tan.

TOMAZ, en eur vont kuit.
Kenavo Sezni ; bremañ ’z omp akord.

TEPOD, da Sezni.
Dre ma ouzout Lezenn ar Mor.

SEZNI, e-unan, en eur vousc’hoarzin.
Gant lezenn ar roue ne sav ’met disput ;
gant Lezenn ar Mor ’vez unvan an dud.
Tangou a dremen.
A ’ta Tangou !


TANGOU
A ’ta Sezni !
 
SEZNI
Warc’hoaz vintin,
m’em eus soñj ac’h eus kontet d’in
daou wenneg re ’vit eur c’harrad bezin.
Setu int amañ. Dal.

TANGOU
Den onest oc’h, Sezni.
A-enep an dud ne garit pec’hi,
’vel ar person ’n deus prezeget.
Klevet ’c’h eus ar sarmon ?

SEZNI
Da gomz gwir n’em eus ket.
Rak seul ma teuan kosoc’h-koz
etretant e tapan repoz.
Eun dra vat eo sertenamant
d’ar merc’hed ha d’an dud yaouank.
Peseurt ’oa ar sujed ?

TANGOU
Arabat ober gaou
ouz an nesa, dre gomzou na dre oberiou.

SEZNI
En-tailh setu eur sujed mat.
Ouz an nesa eo ret beza onest.
N’eo ket a-walc’h eo rei d’ar gest…
Me ’oar meur a hini о deus laosket er plad…
Hag e c’hoarz gant eun aer fin.


TANGOU, izeloc’h e vouez.
Sezni, eun dra ’zo hag am rent nec’het :
aon am eus n’em befe pec’hed.
Azeza a ra e-kichen Sezni.
Te ’c’h eus soñj, da c’houel Nedeleg,
al lestr ’zo deuet war ar c’herreg…
Eun den eus ar mor ’m eus sachet.

SEZNI
Pelec’h ?

TANGOU
War an traez e-tal ar Gazeg.

SEZNI
An den ’oa d’it.

TANGOU
D’in ’oa an den,
n’eo ket gwir ?

SEZNI
Se ’zo al Lezenn.

TANGOU
Outañ em eus, evel rezon,
goulennet paea e ranson.

SEZNI
Arc’hant en doa ?

TANGOU
Ya. Da larout eo, eur gwennegig bennak…
Ha refuzet en deus.


SEZNI
Pe ’vit tra ?

TANGOU
N’ou’n perak.
Neuze, gantañ ’m eus darc’haouet…
Me ’oa droug ennoun, me ’m eus skoet…
N’em eus ket skoet start ’elato,
ma ’z eo bet ’n em gavet maro.

SEZNI
Kalz en em gav en doare-se
antronoz goude eur peñse…

TANGOU
Ar gwir ’oa ganin sur… Nemet
ouz va nesa, gaou am eus graet !

SEZNI
Da nesa ne deo ket, ’n hini deuet a bell vro !

TANGOU
’Gav d’it ? Me n’oun ket dinec’h ’elato.
Sellet em eus ouz an Daolenn :
spontusa poan ’zo evel-hen :
eur rod vras warni koñtellou
da zisparfoeltra ’r bouzellou…
Kement-se, Sezni, a ra d’in tourmant.
Da vont da gofez ’m eus eur bras a c’hoant.

SEZNI
Chom ’ta. ’Vit ar pez a lerez,
nep hini ne da da gofez.


TANGOU
Koulskoude, Sezni, me ’m eus keuz…
Ya teruplamant aon am eus
na vervo an nouenn em penn
ma ’z in diremed d’an Ifern.
Rak pa soñjan, ’n aotrou person
’zo desket mat e pep feson.

SEZNI
Ar person ? Re yaouank eo c’hoaz,
pa n’eo memes hanter-kant vloaz !
N’eo ket eus ar barrez ouspenn…
Ne oar banne eus al Lezenn…
’n aotrou person a-raok, nebaon,
n’en dije graet ar seurt sarmon.

TANGOU
Te ’gred en dije laret er gador
e ve brao senti ouz Lezenn ar Mor ?

SEZNI
’Ket avat ! Mes eus an traou-se
Hennez d’ihana nep tro ne gomze !

TANGOU
Ar person nevez ’oar tout a zoare…
Lenn a rae war an Aviel
ma ’z eo merket ennañ an traou selestiel…
Hon oberiou, ’mezan, ’vo pouezet gant Doue,
ar re vat da genta, ar re fall da c’houde ;
n’eo ket gant eur c’hrog-pouez, kompren,
gant eur valañs avat, eur valañs diou bladenn
’vel ’z eus gant ar varc’hadourien.


SEZNI
Eun ober mat bennak ac’h eus graet ez puhez ?

TANGOU
Heu… me ’lar va fedenn bemdez…
ha bep sul ez an d’ar barrez…

SEZNI
D’eur c’hristen se ’zo e zever anat.
Ober vad n’eo ket holl ; ret eo ober ar mad.

TANGOU
Me ’ro da gest ar veleien ;
me ’laosk bara d’ar beorien…

SEZNI
Abalamour ma ’z eo ar c’hiz
da veva an dud a iliz ;
ha pa laoskez eur c’hoz gwenneg,
e kav d’it ec’h eus laosket dek !
Panevet al lorc’h hag ar boaz,
peorien ha kloer ’yafe sur en noaz !

TANGOU, en eur c’hoarzin.
Gwir eo… Ma ne vemp endalc’het…
Mantret.
Ha n’em eus kempouez d’am pec’hed !

SEZNI, goude beza soñjet piz ha pell.
An den a lerez… Te ’poa roet sikour
d’ezañ da vont ’maez eus an dour ?

TANGOU
Ya sur. Doun eo ar mor aze.
Panevedoun en em veuze.


SEZNI
Brao. Ar seurt ober hep douetañs
a gempoueze just er valañs.
Droug ha mad e pep a bladenn,
hag e chomo sounn ar walenn.

TANGOU, laouen.
Droug en tu-mañ, mad en tu-se,
hag ar walenn a chomo sounn…
Sezni Falc’han, m’hen tou Doue,
finoc’h out eget ar person !

SEZNI, o prezeg distag.
Pec’hed ne c’hall beza, na dizenor
gant ar re a sent ouz Lezenn ar Mor.
Rak al lezenn-se ’zo eul lezenn vat,
diktet da Voiz gant Doue an Tad.
N’eus ket a berson ha n’eus ket a roue
a c’hallfe herzel ouz al lezenn-se.
Tangou en em denn. An Tavernour a zeu war-dro.
Arabat meska e nep giz
traou ar mor ha traou an iliz.
Benoni Vran a zeu tre.
 
BENONI
Demat d’it, Sezni.

SEZNI
Ha d’it Benoni.
Ober a ra d’ezañ azeza en e gichen.
Lar d’in ’ta, koz vran dibluet :
peseurt krim euzus ac’h eus graet
ma ’c’h eus laosket er plad eur skoed ?


BENONI
E, n’ouzout ket ar c’hrennlavar :
Prof stank d’an Aotrou Sant Alar
a dalv teilaj war an douar !
Ar bezin a zeu keroc’h-ker ;
N’eo ket fall ganin an afer !

SEZNI
Setu-te ’ta. Pagan divez,
a skrab ar pri e-lec’h an traez ;
’n hini n’oar ket an tu mat da
vedi an ed hep e hada !

BENONI
Setu-te ’ta, Pagan aotrou,
a c’hounez diboan ar skoedou ;
’n hini a labour e zouar
gant eur c’hrog e-lec’h eun arar !
Hag e tirollont o-daou da c’hoarzin.

SEZNI
Mar be va merc’h da zimezi,
gwell ’ve d’in sur rei anezi.
Ya, me ’rofe va Del kentoc’h
d’ar spazer pe d’ar seller-moc’h !

BENONI
Mar be en oad va mab Goulc’hen,
Gwell’ve d’in sur mont da c’houlenn…
Ya sur, me ’c’houlennfe, nebaon,
eur plac’h… er-maez eus ar c’hanton !
Hag e c’hoarzont adarre kenañ.


SEZNI
Neuze, petra nevez ganez ?
Ha dont a ra brao ar panez ?

BENONI
En ho servij me ha va re.
Goude eur pennad amzer.
’Vel-se ’ta, setu an doare :
d’am mab Mikael ar c’houmanant,
d’am mab Goulc’hen eur som arc’hant.

SEZNI
Ganin avat setu an dro :
mar deu unan hag a blijo,
va C’hi da griba en devo.
E gas gantañ ma ne c’hall ket,
ganimp e chomo da gousket,
ha d’am merc’h Del e vo pried.

BENONI
Orsa selaou, Sezni va den.
Sal’ da aotre, va mab Goulc’hen
a yelo du-se da bourmen.

SEZNI
Merc’h ar Falc’han da vab ar Vran ?
Goustad ! Efrontet ez kavan !
Va zad ’yae da chase war varc’h
gant an aotrou kont a Benmarc’h ;
mar be deuet eun tenner panez
da gregi en e falc’hanez,
diwarnañ en dije distaget, hep douetañs,
eur veudadenn gig evit an ofañs.


BENONI
Va zad-me, vitan n’oa ket nobl,
koulskoude ’rene micher bropr.
E garg ’oa mont, goude peñse,
d’ober en aod eun dro vale.
Kement den a gave, ac’han betek Pempoul,
e plante ane’ koantik en eun toull.
Evel-se, ouspenn o dilhad,
a oa d’ezañ hervez ar c’hiz,
o bleo en doa dreist ar marc’had,
— prenet e kêr eur mat a briz, —
ha c’hoaz ouspenn se traouigou
bet dilezet kalz a wechou…
Mousc’hoarzin a ra. Neuze, gant eun aer serius-tre.
Pevar kant skoed, setu an dra.

SEZNI
O o. Dioustu ?

BENONI
Dioustu.

SEZNI
A a.

BENONI
Ha nompas skoedou miliner ;
Skoedou nevez, sklaer ha pounner,
skoedou mat kontet ha renket
war an daol a-raok ar banked.


SEZNI
Da welout eo. Ne laran ket…
Mes da vab ’zo eun imbesil ?

BENONI
O ket ! Hennez ’zo eun ibil.

SEZNI
Daoust hag heñ ’zo e dreid krogek
’vit galoupat war ar c’herreg ?

BENONI
Bez’ int sur… Ivez e zaouarn
’c’hellez kredi. Krogou houarn.

SEZNI, gant eur wilc’hadenn.
Ha gant e zaouarn, va c’homper,
lar d’in ar pez a oar ober ?

BENONI
Bez’ e oar ober sin ar groaz,
gwiska ’r roched war e ziskoaz,
trouc’ha ’r bara gant e goñtell,
trouc’ha ’r buzug gant e rastell,
ober sin ar groaz adarre,
ha mont da gousket ’n e wele.

SEZNI
Ya. Hennez n’eo ’met eul leue.

BENONI
Me ’lar d’it ez eo eur paotr fin.
Kuzulik.
Eur wareg ’n deus graet gant eur brank ivin

’vit mont d’an aod da ziskar laboused.
Pfuit, ar virig… ha plouf. Ne ra taol gwenn ebet.

SEZNI
Eur wareg ivin ? Ar seurt prenn
n’eo ket gwall stank war an tevenn…
N’oufe-heñ ober gant eur seurt danvez
aesoc’h da gavout war an traez ?

BENONI, goude beza sellet gant evez tro-war-dro, e skouarn Sezni.
Gant eur vilienn e oar ober ivez.

SEZNI
Brao. M’hen gwel, da vab ’zo eur maout.
Ouspenn se eo ret d’ezañ kaout
eun daoulagad evit gwelout
hag eun diskouarn evit klevout.

BENONI
Hennez a glev gant e lagad
hag a wel gant e skouarn ervat.
Pa ve eul laouenn o tozvi,
pe eur c’hloareg o ’n em vezvi.

SEZNI
Mat eo se, komper, mat-kenañ.
da vab ’zo eur gwir baotr vailhant.
Mes Lezenn ar Mor, n’he goar ket ?

BENONI
Desk d’ezañ hag e vo desket.
Ger evit ger ’vel e bedenn
e vo ifournet en e benn.


SEZNI
Em bolontez e ray pep tra ?

BENONI
N’ec’h eus ’met komandi d’ezañ.
Nebaon ! D’ar-benn kriba da gi
n’en devo nep damant d’e gig.

SEZNI
Hag ober a ray war va lerc’h ?

BENONI
Kenderc’hel a ray, bez dinec’h ;
ha war e lerc’h e vugale
mar deus gant bolontez Doue.

SEZNI, gant nerz, en eur starda e vrec’h da Venoni.
Brao eo se ! Brao eo se, breur koz.
Gwaz d’am merc’h ’vo da vab Goulc’hen.
Kompren : em bez n’em be repoz
mar goufen va C’hi diberc’henn !
Del a zeu tre, eul levr dindan he brec’h ganti.
Lar d’in ha te ’welas james
etre Goulven hag an Elez
Paganez ken flour ha ken koant,
ken brao kempennet ha ken drant ?

BENONI, goude beza sellet ouz Del evel ouz eur gazeg er foar.
Ya, hi ’zo stank he lostennou…
hag ivez he dent er genou.


DEL, en eur c’hoarzin.
M’hen kred sur ! Nep hini ne vank !

BENONI
Bez’ ez eus kalz a ziaezamant
pa vez he dent d’eur wreg re stank.
Va hini pa roas hec’h asant
’vel eur wiz koz a oa dizant.
Ma ’z oun bet bepred didrubuilh
d’ar-benn ar c’hig hag an anduilh.

DEL, chifet d’he zad.
Va zad, graet em eus va fedenn,
ha karget a zour ar grogen.
Setu-me prest da vont d’ar gêr
kent ha ma kavot mat ober.

SEZNI
Afer am eus amañ. Kae du-se d’am gortoz.
Da Venoni.
Deomp aze ’barz ar sal. Amañ ’z eus re a drouz.
Hag ez a en davarn a-gevret gant Benoni.
Del a ya d’azeza e traoñ ar groaz.

FANT, о tont goustadik dre ar vered.
Gelegan, gangan, gelegan.
Demat d’it-te, Katell Falc’han.
Fant a zo bet savet abred,
tamm bara ’vat n’he deus debret.

DEL,
Kaez ! Dal va bara binniget ;
debr anezañ parfed
en enor d’an Dreinded.

Hag emberr e teui d’hon ti
ma ’z po peadra da zebri.

FANT, a dorr ar bara.
Me ’zebro an tamm-mañ gant da c’hrad vat,
pa ’m eus a naon eur gwir gofad ;
ha me a viro ar rest em askre
’vit an Anaon pa vo ar mare.

DEL
En ofern-bred ’oas ?

FANT
N’hellan ket siouaz !
’n aotrou person a gav iskis
pa ’z an gant va sac’h en iliz.
’b’lamour d’an Anaon, kompren a rez
’b’lamour n’int ket eus ar barrez.
Te ’gav d’it, Del, e ve laerez ?

DEL
D’ar-benn pedennou n’eus nep laeroñsi.
Nann, an Anaon n’o deus gwarizi.
Ne zere avat ez ajes
e-barz ti Doue, eur sac’had mein ganez.

FANT
Te ivez a gav d’it e ve mein ar re-se ?
Anaon int avat… Anaon. Te ’gred se ?

DEL
Mar hen kredez a wir galon,
ya, ar re-se ’zo anaon.


FANT
’Ket gwir ! Te a zo mat, Del gaez.
Mes fall eo ar re all, a nac’h
e ve amañ ganin em sac’h
eneou kavet war an traez.
Furchal a ra en he sac’h.
Ar c’henta ene ’m eus kavet
’oa hini va muia-karet.

DEL
Me ’oar…

FANT
Dont a rae eus an Inizi
ha ni ’oa war hon dimezi
Me ’oa deuet amañ eus va bro
’vit beza ’bretoc’h war e dro…

DEL
E lestr ’zo bet en em gollet…
E gorf ’zo bet d’an aod taolet…

FANT
E ene gantañ ’n e gichen.

DEL
Er vered n’eo ket bet laket…
Fant kaez, n’en em c’hlac’harez ket…
me ’oar an istor penn-da-benn.

FANT, kuzulik.
Eun dra ’ouzon, te n’hen gouzout :
d’am mignon int o deus graet droug.


DEL
Penaos ? War eur garreg eo bet faoutet e dal.
Setu ar wirionez. Netra mui, netra all.

FANT
Pe c’hiz eo maro, me ’oar an doare :
toullet o deus e benn ’vit tenna e ene.
Sacha a ra eur vilienn eus he sac’h.
Na piou ’gredfe larout bremañ
n’eo ket e wir ene hemañ
pa weler warnañ, — sell ervat, —
eur vlevenn peget gant e wad !

DEL
Kuz hennez, Fant. O, me ’m eus aon !

FANT, en eur floura ar vilienn.
Koant ez oa, te ’oar, va mignon !
Bleo melen d’ezañ eur pennad ;
liou an neñv en e zaoulagad…
Koant ez oa, va mignon, ya da,
eur pikol toull ruz ’kreiz e dal gantañ !
Gant keuz ez adlaka ar vilienn en he sac’h.
Me ’soñj d’in, te az po kent pell
eur mignon hag az flouro, Del.

DEL, teñval he fenn.
’M eus ket c’hoant da zimezi c’hoaz.

FANT
Koulskoude ’z out en oad, ha mui ’zo, pennhêrez.
A baotred koant n’eus defod er barrez.


DEL
Nikun eus ar barrez n’em bo da waz.
Hag e chom enkrezet.

FANT
Va lez da welout da euriou. O, bez dichal !
Sellout a rin e-barz, ha netra all.
Del a ziskouez he levr d’ezi.
Na pegen brao ez eo moulet ha skeudennet !
Amañ eul labous… Aze eur fleurenn…
E Lesneven sur ez eo bet prenet ?

DEL
’Ket. Heñ ’oa el lestr kollet warlene.
Digant va zad ’m eus bet ane’.

FANT
E bar ne deus er vro. ’Vit sur ez eo galleg ?

DEL
Galleg na latin. Kloareg na beleg,
hag an aotrou person heñ e-unan
n’int ket bet evit lenn ennañ.

FANT
Te avat ’c’hall ober ?

DEL
’Gav d’in

FANT, en eur ziskouez eur bajenn.
Petra ’z eus amañ ?

DEL
Pedenn ar mintin :
Pater noster.


FANT
Hag aze ?

DEL
Aze ’z eus eur c’hantig : an hini a ganer
da bardon an Itron Varia Folgoad.

FANT
Eur brao a gantig eo, sur mat.
Nag amañ c’hoaz ?

DEL
Amañ ?
Klask a ra eur pennadig ha neuze e kan :
Eul lestr a zo deuet war ar mor ;
emañ mab ar roue ouz e vord,
emañ kant lakez war e dro
dilhadou ruz ganto…

FANT
Mes hennez n’eo ket eur c’hantig ?

DEL
’Ket : eur chanson ;
ar gaera eus ar chansoniou :
’n hini ’gane va mamm. Doue ’bardon’.

FANT
Hi ’zo merket aze war da euriou ?

DEL
Hep mar ebet. Va levr pa ’z eo ar c’haera tout
rank ar gaera chanson en em gavout.


FANT, goude beza soñjet.
Kompren a ran : ennañ ez eus ar pedennou,
hag ivez traou da lenn er gêr, pa vez inou.
Mouskana a ra :
Emañ kant lakez war e dro
dilhadou ruz ganto…
Ha goude, petra ’z eus ?

DEL
Goude ? Me n’ouzon ket.

FANT
Fin ar chanson n’eo ket aze merket ?

DEL
Selaou, Fant kaez : fin ar chanson
evit komz gwir me n’he gouzon.

FANT
Evel-se n’ouzout ket perak
e teu mab ar roue gant e vag ?
Goude beza soñjet.
Moarvat e klask eur verc’h bennak.

DEL, en eur c’hoarzin.
Ne gav ket d’in ! Evit kemerout gwreg,
eur mab roue n’en deus da redek !

FANT
Da c’houzout eo. Petra ’glaskfe hennez
e bro ar Baganiz, nemet eur bennherez ?
Goude eur pennad soñj.
Mar deu, ganit ’vo e zibab.


DEL, gae.
Brao ! Setu-te oc’h ober goap !

FANT
Ya, te eo a choazo, pa ’z out ’n hini gaera.

DEL
Mab eur roue ne choazfe merc’h eus va stad.

FANT
Mab eur roue ’ra ’vel ma kav mat.
Dal. Unan ’oa em bro, touU he loerou,
hag he deus añjolet keginer an aotrou.
M’he deus bremañ chadenn aour ’n he c’herc’henn,
ha bemdez kig ha bara gwenn.

DEL
Me avat n’oun ket manantez !
Va zad koz a oa floc’h ; ni ’zo nobl a lignez.
’Vel-se ’ta, Fant, a gav d’it-te,
d’e vro gantañ heñ am c’hasfe ?

FANT
Evel just, war eun inkane.

DEL
Gwir, kaez, te ne glevez banne.
Dre vor pa ’z eo deuet eus e vro,
er memes giz ez aimp en-dro.

FANT, abafet.
Dre vor da b’lec’h e c’hallfec’h mont ?

DEL, en eur ziskouez ar mor.
D’e vro gaer du-hont, pell du-hont.


FANT
Mes, en tu all d’ar mor, n’eus ’met an Inizi ;
hag eno e chom diaoulou
hag a zebr ar vugaligou.

DEL
Eur vro all ’zo, na ouzout anezi…
Sell piz : ne welez tra, ’rez an dremmwel ?

FANT
Ne welan seurt, nemet brumenn vor o sevel ;
ha se n’eo ket eur seblant reiz,
brumenn vor da vare kreisteiz.

DEL
Me ’wel du-hont eun douar kaer
o luc’ha dindan an heol sklaer.
Me ’wel eun tevenn ken gwenn hag an erc’h ;
pelloc’h parkou ed ; ha koadou war-lerc’h.
Me ’wel eur vali hir, enni pikolou gwez ;
a-us d’ar porrastell ez eus eun ardamez.
Me ’wel eul liorz kaer, enni bleuniou e-leiz ;
eur c’hae beuz en he zro, eul leton en he c’hreiz.
Me ’wel eur maner bras kizellet e vuriou,
Mein-glas ’zo war an doenn ha gwer er prenestrou.

FANT
Nag a draou a welez, ha me ne welan tra !

DEL
Tav ’ta. Gortoz. Tud a welan bremañ.
Eun den yaouank ez eus e kambr an douribell
o kimiada e vamm kent evit mont da bell.

Setu ar prins war varc’h, о vont dre an hentou,
war e lerc’h kant lakez ruz-flamm о dilhadou.
Me ’wel eur fourgadenn he goueliou astennet ;
war ar c’hastell a-dreñv setu ar prins pignet.
Ouz son ar sutellou e saver an eor ;
deredek ’ra al lestr etre ’n neñv hag ar mor.

Hag e chom kollet en he gweledigez.
Goulc’hen a zeu goustadik dre ar vered ; gant an eil dourn e kuz he daoulagad da Zel ha gant egile e flemm d’ezi he biz gant eur spilhenn.

GOULC’HEN
Divun eun divunadenn :
ken moan hag elumetenn
hag alaouret penn-da-benn.

DEL, en eur en em zishuala.
Va laoskit kuit ! — O, Goulc’hen, te ’zo kriz !
Va gloazet ’c’h eus ! Ar gwad ruz ’zeu d’am biz.

GOULC’HEN
Sell an diou spilhenn goant.
Choaz unan diouz da c’hoant.

DEL
Mar choazan unan, da biou ’vo eben ?
Moarvat d’az koulmig wenn ?

GOULC’HEN
Kas a ran anezi d’ar foar.
Unan he freno hep arvar.


DEL
Neuze kas an diou war eun dro :
daougement a brofid az po.

GOULC’HEN
Va c’hado ’refuzez ?

DEL
Kado n’em bo ganez,
pa n’out d’in na breur na kar nes.

GOULC’HEN
’Vit sur n’oun ket breur d’it, na kar nes kennebeut ;
gwelloc’h avat e vin a-barz nemeur.

DEL
Petra ’lerez ?

GOULC’HEN
Gant hon tadou ez eus diviz
ma vimp dimezet a-benn miz.

DEL
N’eus bet kaoz a se gant va zad.

GOULC’HEN
Kaoz ’vo abred pe ziwezat.
Pe ’vern d’imp, han, Delig karet,
gant ma vo a-barz an eured ?
Penaos ? Setu-te glac’haret ?
Ne blijan ket d’it dre zegouez ?

DEL
O nann… Nemet evit bremañ,
n’em eus ket c’hoant da fortunia.


GOULC’HEN
’Elato te ’zo pennhêrez ;
ret eo d’it choazout er barrez.

DEL
Dimezi ha pa ve ret d’in,
n’eo ket er barrez e choazin.

GOULC’HEN
Ha te ’pe preferañs lec’h all ?

DEL
Ha pa ve se ?

GOULC’HEN
Se ’ray sur afer fall.
Amañ n’eus ezomm eus eun divroad.
Da dad n’e gemerfe, sur mat.

DEL
Perak ’ta ?

GOULC’HEN
Ne ve ket kontant da zeski
eun divroad da zic’houena e gi.
Del a dro he fenn.
Del, perak out-te ken garo ?
Gwelloc’h egedoun ne gavi er vro.
Kiev : me ’zo eun tamm mat a baotr,
eur paotr dioustu ha dichipot.
Te ’po an holl draou en da soued,
ar blijadur koulz hag ar boued.
Te ’po amann gant da vara bemdez,
ha war ar c’hig, da sul, ne vin ket piz.

Bez dinec’h d’ar-benn al labour :
N’i da vezina na da gerc’hat dour.
Va zad ’lar ne vo ezomm a blac’h-saoud ;
me avat ’gav d’in e ve gwell kaout :
n’hor befe hini e ve sur gwall vrud ;
arabat e vemp war deod an dud.
Ar gwella ’ve choazout unan
a vevañs hag a c’hopr bihan.
N’oan ket e poan da gaout fortun ;
mes te ’blij d’in evel nikun !
Kuzulik.
Me ’yel emberr gant va gwareg
da ziskar brini er c’herreg.
Ar gaera ’vo paket a vo evidout, Del.
Hag e ri eus he diouaskell
gant an eil hini eur palouer
ha gant eben eun aveler.

DEL
N’em eus ezomm a gement-se !

GOULC’HEN
Daoust ha te ’c’h eus kas ouzin-me ?

DEL
Kas am eus ouz an neb a laz laboused-mor,
rak er re-se ’z eus eneou toc’hor,
eneou glac’haret hag a ouel ha hirvoud,
hag o laza ’gas gwall zarvoud.

GOULC’HEN
Na te ’zo drol !
Kutuilh a ra eur vleunienn er vered.

Neuze kemer ar fleurenn-se.
Stag anezi ouz da gorf-sae,
ma chomimp-ni en amitie.

DEL
Da fleurenn ne gemerin ket.

GOULC’HEN, en eur c’hoarzin.
Enni ’elato n’eus ene ebet ?

FANT, a en em ziskouez eus a-ziadre ar groaz.
Gaou a lerez war se, Pagan.
eneou ’zo ivez er fleur ;
p’o diframmez gant da graban,
se ’zo eur seblant a walleur.

GOULC’HEN
Te eo, truantez ? Gortoz, gwrac’h,
me ’ya da ziveina da sac’h.

FANT
Lak’ evez ouz an Anaon !

GOULC’HEN
Anaon ? Ya, bili !

DEL
War se petra ’ouzout ?

GOULC’HEN
Penaos, Del, te ivez a gred se ? Hiniennou
a gav d’ezo ec’h eus ez penn balafennou…
Ar re-se anaon ? Sur evit hen kredi
en holl barrez ne ve kavet hini.


DEL
Petra ’ta ’oar an dud ?

GOULC’HEN
Selaou.
Pa ’n em gav gouel an Anaon,
an holl, se ’zo anat, ’n em zastum er volz-kañv.
Diaes-bras ’ve o c’honta, ar re ’zo bet marvet
’barz ar barrez, aba Grouidigez ar Bed.
Er bloaz-mañ dek, warlene pevarzek,
er bloaz a-raok, gant ma oufen, pemzek.
Ha c’hoaz a-raok. Erfin, n’hallfed o niveri.
Sell, er volz-kañv, eur c’harrad n’afe ket enni.
Penaos ’z afe an holl neuze, mar bent bili ?
Eun ene, a gav d’in ha d’an holl dud a oar,
’zo evel eur vi pig, pe c’hoaz eur preñv-douar.
Rust.
Diskouez d’in da levr ?

DEL
Laosk hemañ !
Peseurt ’c’h eus da welout ennañ ?

GOULC’HEN
Emañ ar c’hoeñv gant hon ounner.
’Vit he diavela, moarvat ’z eus eur ger ?

DEL
Em levr-me n’eus traou evel-se.

GOULC’HEN
Petra ’vat ’z eus ennañ neuze ?
Eur seurt levr, an Diaoul hen goar.

n’eus ’vit e lenn war an douar.
N’eo ket eun euriou eo tamm ’bet :
eun nekromant ne laran ket.

DEL
N’eo ket ! Binniget eo bet en iliz,
ma ’z oun bet lezet d’e gaout en ofis.

GOULC’HEN
En iliz ! Me ’oar pelec’h e lakfen.
Er solier evit sur, staget ouz eur chadenn,
hag Ofern ar Vaz d’ezañ e kanfen…
Pa ouezo anat eo kavet e vestr,
da larout traou sañset sur e vo prest.
Setu peseurt ’vo ganin an doare,
Delig, pa vimp-ni gwaz ha gwreg gant gras Doue.

DEL
Mes ni ne vimp biken ! Kae kuit !
Euz ’m eus ouzit, euz ’m eus ouzit !

FANT
Lak evez, den yaouank.

GOULC’HEN
Perak lakat evez ?

FANT
Arabat, gant ene ar plac’h, e c’hoarifes !
GOULC’HEN, en eur c’hoarzin.
Eun ene c’hoaz ? Mar deo eur maen bili,
n’eus tamm riskl evit e derri !


FANT
Ket ! Ene eur plac’h n’eo ket maen !
Mes, graet a baper fin eur c’haer a levr
a weler ennañ an neñv hag ar mor
ha kement labous ha kement fleurenn…
Outañ mar stokez tamm, setu an traou taolet…
Ne chom ennañ ’met eur sparfell,
eur pikol labous du o stlaka e eskell,
kollet, follet ha dirollet !

GOULC’HEN, en eur c’hoarzin forz.
Ac’hanta kenavo, diou vamm an Anaon.
Me ’ya bremañ d’ar gêr, rak me ’m eus naon.
Mont a ra kuit.

FANT
Fall eo-heñ. Fall int holl… Ya drouk !
O Del, me ’garfe ’teufes d’am ambroug
pell diouz an dud, pell diouz ar bourk !
Kuzulik.
War an traez du-hont ez eus eun iliz
ma ’z an enni da larout va fedenn bemdez,
eun iliz vras ma pedan enni dibreder,
hep aon rak ar sakrist hag an archer.
Eno bep mintin ’vez kanet
eun ofern evit ar Re Dremenet.
Ne weler nep beleg ; nemet an ostañsor
o sevel lugernus war eun aoter er mor.
Hennez ’zo eun ofis, kompren,
’vit an dud a beñse hepken.
Bez’ int holl aze war an aod,
daoulinet, ’n eur bedi devot…

Va hini-me er c’henta plas,
beziet dirak an aoter vras…
Daoulina a ra, stouet he fenn evel ma vefe war eur bez.

DEL, en eur lakaat he dourn war he fenn da Fant.
Paourez kaez !

FANT
Kaout a ra d’an dud ez oun foll,
ma ’z oun gwallgaset gant an holl,
ha va feadra refuzet
dre ma welan an traou kuzet.
Mes te ivez a wel, ha n’int ket traou garo
’vel ez eus pa vezer maro…
Da re-te ’zo kaer, kaer-kenañ !
Lar, Del : mont a raimp war eun dro
da glask kement tra kuzet ’zo er vro.
Ha te ’sikouro dougen va sac’h, n’eo ket ’ta,
’zo pounner war va c’hein, ken e varvan gantañ !
Dont a ri ?

DEL
Mont a rin.

FANT
Peur e teui ?

DEL
Warc’hoaz.

FANT, trist.
Bep gwech te a lar se, ha ne zeuez biskoaz.


DEL, en eur sevel buan.
Setu va zad. Kenavo ’ta emberr.
Da vare ar goan deus d’ar gêr.
Sezni ha Benoni a zeu er-maez eus an davarn.

BENONI
Graet ar stal. ’N embannou dioustu goude an eost,
hag a-benn gwengolo ni ’zebro ar c’hig rost.

SEZNI, о selaou war-du ar mor.
Te ’glev, du-hont… ?

BENONI
Petra ?

SEZNI
Kana ’ra an Elez.
Warc’hoaz, ar Pagan a ray e zevez.


DIWEZ AN ARVEST KENTA


AVERST II


Kambr an annez e ti ar Falc’han. En tu kleiz eur siminal, war he maen-tal eun ardamez hanter rivinet.

En hevelep tu eul listrier, en e c’houde eur skalier.

E goueled ar c’hoarilec’h eur prenestrig war gleiz, hag an nor-di war zehou.

En tu dehou, daou wele-kloz lakaet a-dreuz an eil war-lerc’h egile, bankou dirazo. En hevelep tu war an diaraog eun nor war eur gambr e-kichen.

Dirak ar siminal eun daol vras.

Pa zeraou ar c’hoari, emañ Del azezet ouz taol o lenn en he levr ; Mon war ar bank-oaled o lavarout he fateriou, ha Sezni Falc’han en e wele (an hini pella).

Noz eo anezi. Ar c’hoarilec’h a zo sklaeriet gant eur c’houlaouenn-soav war an daol, hag ivez gant tan an oaled.

Er-maez e klever trouz eur gorventenn.

DEL
Gwall ziwezat eo, Mon. Kae da gousket ;
me a veilho.

MON
Me ne din ket.

SEZNI, en e wele, o hopal.
Mon !

MON, o vont war-du Sezni,
Petra ’fell d’eoc’h, va mestr ?

SEZNI
Kae da welout petra ’c’hoarvez gant an dampest.
Mont a ya kuit.

DEL
Perak en em chala, va zad ?
An traou er-maez ’zo renket mat.
Pa ’z oc’h klañv chomit er gwele,
ha me ’bedo ’n Aotrou Doue
ma lako ac’hanoc’h pare.

MON, a zeu en-dro da gaout Sezni.
Eus an Elez ’z eus trouz-mor o sevel,
hag ivez ’z eus barrad-avel,
ma ’z eo aet va c’hoef kuit diouzin.
Brava amzer, Sezni, ’vit ar bezin.

SEZNI, a vouez izeloc’h.
War ar mor bras ’c’h eus-te sellet ?


MON
War ar mor n’em eus tra gwelet.
Hogen ken teñval eo an noz,
na weler mui eget eur c’hoz.

SEZNI
Dare eo tout ?

MON
Ya, evel boaz.
Hag ez a d’he flas en oaled.

DEL
Te ’rank sevel abred warc’hoaz
’vit cheñch о gouzer d’al loened.
Kae d’ar gwele.

MON
Me ne din ket.
Ar Geder-Mor a zeu tre, gantañ eur mousked.

AR GEDER, bec’h d’ezañ serri an nor.
Gant an Diaoul !
Dont a ra e-barz.
Noz vat d’eoc’h, ar merc’hed.
’N Aotrou Doue d’ho terc’hel e yec’hed.
’N hini koz n’emañ ket ?

SEZNI, gant eur vouez klemmus.
Piou ’zo aze ?


AR GEDER
Petra ’ta ! Er gwele ?
 
SEZNI
Te eo, Maze ? Ahou !

AR GEDER
Penaos ? Klañv out ?

SEZNI
I… a… gant an urlou.
Just goude koan oun bet paket. Ahou !
Brec’h na gar n’hellan sevel tamm.

AR GEDER
An amzer ’zo kaoz p’he deus graet al lamm.
Warc’hoaz e kasin d’it Fanch ar spazer :
enep an urlou hennez ’oar eur ger.

SEZNI
’Dalv ket ar boan ! Warc’hoaz e vin pare…
pa vo ’n amzer brao adarre.

AR GEDER
’Vel-se fenoz, n’i ket da vezina ?
Te ’oar, difennet eo bremañ ?

SEZNI
M’hen goar. Dioustu e vo difennet mont er-maez.
Neuze, ged-mor a zo henoz ?

AR GEDER
’Vel e welez.
Gant ar sindig omp bet galvet souden ;

n’eus ket bet amzer da zebri soubenn.
Pep a vousked ganimp. Kement hini ’yafe
da furchal war-dro ar peñse,
gourc’hemenn d’e laza, pa ve va breur e ve.
Ha setu ar roll cheñchet tout :
Stefan ’ya d’ar Gazeg, ha Jafrez d’ar Maout.

SEZNI
Ha te ?

AR GEDER
En tu-mañ, hen gwelout a rez.

SEZNI
Pelec’h ’ta ?

AR GEDER
Da Bentrez.

SEZNI
Da Bentrez ?

AR GEDER
Ya, da ziwall da Gi. Mes nebaon !
N’in ket re dost, ’vit ma krogfe ennon.
Lar : me ’oa deuet da c’houlenn diganez
eun tamm butun mar be da vadelez.
’N hini ar peñse diweza
’zo echu tout. Ha piou ’c’hallfe prena
gant ar gwiriou a ya warnañ ?

SEZNI
Hag ez po. Del, kae ’ta, va merc’h,
da gerc’hat ar butun, en arc’h dindan ar c’herc’h.
Del a ya war-laez.
Eul lestr a zo ?


AR GEDER
Ya, er mor bras, c’hoaz pell…
Hogen gant lano hag avel
hag heñ serret e oueliou holl,
goustadik ez a d’en em goll.

SEZNI
Moarvat hennez ’zo eul lestr saoz ?

AR GEDER
N’ou’n dare. Re zu eo an noz.
M’eus gwelet ’pad eul luc’hedenn.
Mes eur pikol lestr eo ; a vord uhel serten.
Ar sindig ’gav d’ezañ ec’h erruo nofraj ;
d’an amiral e Rrest en deus kaset mesaj.

SEZNI
Ar sindig-se, ar vrec’h ra ’z ay gantañ !
Evit eun netraig emañ o pennsaouta !
Del a zeu en-dro, eur voest ganti.
Kemer da walc’h, me ’m eus eur voestad all,
’vit ober betek gouel Mikael.
Eur banne gwin az po, Maze ?

AR GEDER
Memes tra ! Gant ar gorventenn
sec’h-forn eo d’in va gargadenn.
Del a ziskarg d’ezañ eur skudellad win
Sa, yec’hed mat d’it, Sezni gaez.
Eva a ra.
O o, hennez ’zo divadez !
Dous evel laez, tomm evel tan,
en davarn n’eus ket eveltañ.


SEZNI
M’eus prenet nao bloaz ’zo pe zek
gant ar marc’hadour bigofek
a oa deuet e tro Nedeleg…
Evel ma werze marc’had-mat,
’m eus prenet eur varrikennad.

AR GEDER
Ya, me ’m eus soñj bremañ, daonet !
Unan ivez am boa prenet :
Mes keroc’h ’talve va hini,
pa ’n em gave holen enni !
Hag e tiroll da c’hoarzin.

SEZNI
Mar kavez mat hemañ, kas ar voutailh ganez.

AR GEDER, sebezet.
Ar voutailh… hag ar gwin ? Ar voutailhad ’n he fez ?

SEZNI
Kemer ’ta ! Trawalc’h a chom d’in.
Ar verc’h n’eo ket techet d’ar gwin…

AR GEDER
Neuze kenavo ; bremañ ez an kuit.
Pa ’z out klañv, ’gav d’in, se ’zo gwelloc’h d’it.
Trubard evel tout eo eun taol mousked ;
kerkent laosket, kerkent paket,
pa ve va breur e vez…
Floura a ra e voutailh.

Ya gast, mat eo hennez !
C’hoaz bennoz Doue d’it, Sezni.
Kregi a ra en e vousked.
Hopla. Bremañ n’eo ket c’hoari.
Kuzulik.
Da gi, sell, ’zo eur brao a gi ;
koulskoude ne ve ket kempenn,
sounnet e lost e-kreiz e benn !
Hag ez a kuit.

SEZNI, da Zel.
Merc’hig, kas ar butun en-dro.
Kentoc’h, kuz anezañ dindan ar bern kolo.
C’houez a valtouterien ’zo tro-war-dro.
Del a gas ar butun war-laez.
Mon, poent eo.

MON, en eur sevel.
Mont a ran.
Goude beza kroget en eul letern ez a da vont kuit.

SEZNI
Gortoz.
Kalz a evez ’z eus da lakat henoz,
pa ’z eus, a-berz ar roue, eur stard a c’hourc’hemenn.

MON
A-berz ar Roue a zalc’h dibid war ar blasenn ?

SEZNI
Nann. A-berz ar roue bras, ’zo о chom e Paris,
Hag a zo mestr war an holl Baganiz.


MON
N’anavezan ket ar mestr-se.
Va mestr, c’houi eo, Sezni, a roy d’in-me
boued da zebri endra vevin,
hag eun arched koad pa varvin.

SEZNI
N’eus forz, evez ’z eus da lakaat.
Dalc’h al letern goloet-mat,
ha du-hont pa vo enaouet,
an tan bepred d’ar mor troet.

MON
N’ho pet aon, me ’oar a bell ’zo.
Ho tad, — Doue ’bardon’ — en deus va c’helennet,
abaoe se n’em eus manket nep tro.

SEZNI
Koulskoude mar bes sourprenet ?
Peseurt larfes-te ?

MON
Netra ’bet.

SEZNI
Ket ! Te ’laro ez out o klask krabed.
Ha mar be graet goulenn d’ar-benn da vestr,
te ’laro n’eo ket bet er-maez.
Komprenet ’c’h eus ?

MON
Ya penn-da-benn.

SEZNI
’Vel-se petra ’liri, mar be graet d’it goulenn ?


MON
Me ’laro : va mestr-me n’eo ket bet eus ar gêr.

SEZNI
Mat. Kae bremañ, pa ’z eo amzer.

MON
Ha gwall bell e chomin er-maez ?

SEZNI
N’ou’n dare. Mes ne ve ket souez.

MON
Neuze me ’gas va fateriou
ma vo d’in berroc’h an inou.
Kregi a ra en he chapeled war an daol hag ez a kuit.

DEL, a zeu tre.
Kuzet eo tout. N’ho pet aon, va zad ker.
Ar valtouterien o devo c’hoari kaer.
Ha c’houi ’po, a-barz ma kouskot,
eur skudellad a laez ribod ?

SEZNI, gant eur vouez kreñv.
Laez n’em bo. Gwin ne laran ket.

DEL
Penaos, va zad ? Ar gwin ’dorr ar c’housked.

SEZNI, en eur vousc’hoarzin a-zindan.
Nebeut a zalc’h dihun ; kalz a laka mezo.
Eun nebeut gwin, va merc’h, eo am bezo.
Ha c’hoaz a vara eun tammig,
hag ivez eur pez mat a gig.


DEL
Kig ha bara, daoust ha c’houi klañv, va zad !
debri ’vag an derzienn, soñjit ervat.

SEZNI
Debri ’vag an derzienn, mes ’vag ivez an den ;
hag an den a vez kreñv a zo trec’h d’an derzienn.
Kas d’in, va merc’h, evaj ha boued.

DEL
Hag ho po, va zad, en ho soued.
Hopal a ra.
Mon !

SEZNI
Ne dalv gervel ’n hini n’emañ en ti.

DEL, gant anken.
Va zad, va zad, p’iec’h emañ-hi ?

SEZNI
El lec’h m’en deus gourc’hemennet he mestr.

DEL
Du-hont amañ. O, ganeoc’h ’m eus enkrez !
C’houi ’oar an ordrenañs nevez
hag ar sarmon hoc’h eus klevet hirie…
Aon am eus, va zad evit hoc’h ene.

SEZNI
Komzou tud ar re-se, hag a yel da voged !
Komzou Doue avat ne dremenint nepred.
Graet eo Lezenn ar Mor gant Doue e-unan :

da bep hini er bed en deus merket e rann,
ha me a labouro va rann, ya, pa ’m eus aon
na zeufe d’azeza, ouz taol ganimp, an naon.

DEL
Sur, deuet mat eo Ed ar Mor
kaset gant Doue d’ar re baour ;
mes neb a ra droug d’e nesa
evit e vedi, gwa d’ezañ.
Rak se, poan vras am eus hag anken griz ;
ha gwaz n’em bo biken, hag a ray en ho kiz.

SEZNI
’N hini ’m eus choazet evidout
’zo eur paotr kalonek ha kreñv,
hag a labouro em goude
’vel em raok va holl c’hourdadou,
ha war e lerc’h ho pugale,
mar ’c’h eus gant bolontez Doue.

DEL
Ne din ket enep d’ho tiviz,
’vit gouarn ho tra choazit diouz ho kiz ;
mes soufrit ma ’z ay ho merc’h da seurez
’vit ober ho silvidigez.

SEZNI
N’eo ket ar c’hiz asuramant,
eur bennhêrez mont d’ar gouent
Ar verc’h ’dle senti ouz he zad.
Choazet eo da waz, choazet mat.

DEL
En ho kourc’hemenn oun bremañ
evel ma vezan e pep tra.

Hastit ’ta da lakat an embannou
ha d’ober ar gweladennou,
peogwir a-barz nemeur ho merc’h a vo klañv-bras;
ya, diwadit ar moc’h ha lazit an taro,
likit ar c’hloc’h da son, an eured pe ar glaz,
rak a-benn fin an hañv, ho merc’h a vo maro !
Hag e kouez war an daoulin en eur ouela.

SEZNI
D’an hini a c’halv ar gwalleur
e tegouez droug a-barz nemeur.
Ouz da glevout, va merc’h, eo rannet va c’halon.
Biskoaz va gwreg, — Doue ’bardon’ —
en ti-mañ ne skuilhas daelou…
Va merc’h kennebeut em zi ne ouelo.
Del, sec’h da zaoulagad, ha respont hep distro :
ha te ’c’h eus amitie gant unan eus ar vro ?

DEL
Gant eur Pagan ne zimezin nep tro.

SEZNI
Petra eo se ? Da ouenn a zisprizez ?
Malloz ! Eun divroad eo ec’h anavezez ?

DEL
Na gredit se. Da zen ebet, tad ker,
anez koñje ganeoc’h, ho merc’h ne roy he ger.

SEZNI
Brao. Rak eun divroad, mar be pried d’am merc’h,
an dizenor ’vit sur a zeufe war e lerc’h.


DEL
C’hoaz mui a zizenor a zeuio, me ’gav d’in,
war-lerc’h mab-bihan eun tenner irvin,
hag a chenche roched bep tro
m’en doa kignet eur c’horf maro !

SEZNI
Mar be gwaz gwelloc’h evidout,
te ’gred e c’hallfes e gavout ?

DEL
Pa ’n em gavan er pardoniou,
ouzin-me ’sell hiniennou,
hag a zo diouz doare gwisket
’vel ar beizanted n’int ket.

SEZNI
Sell ’ta ! Hep diskenn e c’hall pep unan
darempredi merc’h ar Falc’han.
Eun den a noblañs hep tamm mez
a c’hall dont e maner Pentrez.
Evit va C’hi, m’hen goar, unan ’zo er c’hanton
hag a rofe kontant e ano a varon.

GOULC’HEN, a zeu tre.
D’an holl en ti-mañ nozvez vat,
ha d’eoc’h, Sezni, digant va zad
partikuliaramant.
Argila a ra Del.
’Michañs ez eus derañjamant ?


SEZNI
Noz vat d’it, Goulc’hen. Dedosta.
Del a ya kuit.

GOULC’HEN
Hep tamm ofañs. Del, n’eo ket ’ta ?

DEL
N’eus ofañs evidoun, kennebeut evidout.
E ti va c’herent emaout.
Hag ez a kuit.

GOULC’HEN, da Sezni.
Petra ’zo ? N’eo ket c’hoaz kontant ?

SEZNI
Ket. Mes gortoz. Bez pasiant.
Barrad kazarc’h ha froudenn blac’h
a bad ’vel eun ofern vanac’h.

GOULC’HEN
Va zad a lar mar be refuz ganti
’ve gwell gouzout hep gortoz mui…
Kent pell ’teuio ar miziou du :
mar chomfen er gêr, sellit-hu,
o tebri boued hep labourat,
’vit sur en defe kalonad.
C’houi, Sezni, ’zo kontant dioustu ?

SEZNI
Va ger ’m eus laosket ; n’e dennin en-dro.
Enep he grad vat n’in ket ’elato,
gant aon na zeufen da gaout blam
eun deiz pe zeiz digant he mamm.


GOULC’HEN
Mar ben-me refuzet m’em bo kalz a c’hlac’har,
peogwir ’m eus eviti eun amitie dispar.

SEZNI
Fier eo ar verc’h… aonik…
D’it eo gounit he c’halonig.

GOULC’HEN
Kadoiou dija ’m eus ofret d’ezi ;
n’he deus degemeret hini.
Goude beza soñjet eur pennad.

Moarvat eur c’hado kaer… eur gwir brezant eured…

SEZNI
Moarvat… Gortoz ’zo ret, gortoz ’zo ret.
n’ez poa ken abeg da zont d’am gwelet ?

GOULC’HEN
Laret ho poa d’am zad hizio vintin
d’ar-benn Lezenn ar Mor e rofec’h kentel d’in.
Mes pa ’z oc’h er gwele…

SEZNI
N’eus forz. Pa ’z out aze fenoz,
te ’po kentel digant ar Falc’han goz.
Selaou ha kompren mar gellez.
Pa gan an Elez
Pagan ’n e wele.

GOULC’HEN
Penaos, c’houi ’zo klañv ?


SEZNI
N’eo ket se e laran ;
da gentel d’it eo e teskan :
Pa gan an Elez
Pagan ’n e wele.

GOULC’HEN, hep kompren, diot.
Pa gan an Elez
Pagan ’n e wele…
N’eus forz… Mar doc’h klañv, gwaz a se !
Eul lestr bras ’zo duhont, dare d’ober peñse !

SEZNI
Ha te ’oar pe du ?

EUR VOUEZ, er-maez.
Hast afo, Sezni !
Al lestr ’n deus stoket war ar C’hi !
Sezni a lamm er-maez eus e wele, ken skañv ha tra.
 
GOULC’HEN, abafet.
Penaos, Sezni, klañv n’oc’h ket ken ?

SEZNI, a bak e gilkrog, staget ouz ar voger.
Tav, imbesil, ha deus ganen.
Kent ma ’n em gavo ar mintin,
eus Lezenn ar Mor e ouezi ar fin !
Redek a ra er-maez, Goulc’hen ouz e heul.

DEL, a ziskenn gant an diri.
Setu-heñ aet kuit. Se ’zo souez :
eun trouz tud ’m eus klevet er-maez.
Mont a ra da wele Sezni.

Va zad, c’houi ’zo aze ? Va zad ? Va Doue, a,
ho pet truez outañ, pa na oar petra ’ra !
Koueza a ra daoulinet dirak ar bank-gwele, he fenn en he daouarn.

FANT, a zeu tre.
Me eo hepken, Del. N’az pez aon.
O gwelet ’m eus o vont d’an traoñ.
Penaos, gouela ’rez ? ’b’lamour d’egile ?
Gortoz. Warc’hoaz, ni ’yel asambles da vale.
Ober a ra da Zel sevel, hag e kas anezi war an diaraog.
Kuzulik.
Selaou. E welet ’m eus.

DEL
Piou ’ta ?

FANT
Lestr mab ar roue.

DEL
Malloz ! Eul lestr a zo aze ?

FANT
Eo, ’tal ar c’herreg, tost amañ.
Drol eo ; dec’h n’e welen, ha bremañ e welan
ken anat ha te da-unan.

DEL
Al lestr-se n’eo ket hini mab ar roue.

FANT
Eo. Paotred ruz ’oa leiz ar vatimant.


DEL
Paourez kaez !
 
FANT
Eur maread e oant :
eur c’hant bennak ha c’hoaz ouspenn
war ar vastingaj penn-da-benn.

DEL, sebezet.
Paotred ruz ? N’eo ket posupl eo !
Diwar neuze e chom prederiet, dievez.
Da zebri ez po adarre ?

FANT
Bennoz Doue. Leun eo va c’hof.
A gousked ’m eus ezomm kentoc’h.
Mar kerez, me ’yel er c’hraou gant ar vuoc’h.
Me ’zo aes gant ar vuoc’h, te ’oar.
Va lipat ’ra hounnez, gant soñj en he leue,
kaset er sizun ali d’ar foar ;
ha me ’zo aes-tre, pa gav d’in
e ve va mignon o pokat d’am min.

DEL, feuket.
O, Fant !

FANT
N’eo ket brao larout se ?

DEL
Eo, Fant ; dre ma ’z out hep pec’hed
ha binniget etre an holl verc’hed.


FANT
Ez an neuze da graou ar saoud.
Mar be kelou all deus d’am c’haout.
Mont a ra kuit.

DEL
A-barz an deiz ne vint er gêr.
Betek neuze petra ober ?
Kousket evit sur ne c’hallfen…
Pedi kennebeut ne oufen…
Petra neuze ? Gortoz, gortoz,
gant an anken a-hed an noz ?
Me ’ya da beurrenka war-laez ;
berroc’h e vo d’in an nozvez.
Mont a ra war-laez.

LAN, a zeu tre, roget e zilhad, glebiet.
Setu erfin eun ti kristen.
Serri a ra an nor gant evez, ha neuze e teu war-raok.
Me ’red abaoe eun eurvez.
Kloz eo an holl dier tro-dro.
Kousket eo an dud, pe er-maez,
hag ar chas a yud d’ar maro.
O, an den gwenn ! N’em be pluiet,
gant e grog e ven bet aozet !
Tec’het oun bet dre an tevenn…
Mes e penn an hent, setu ar paotr all
e bennbaz gantañ o c’hedal…
N’eo ket posupl… Eur wall huñvre n’eo ken…
Tostaat a ra d’an oaled.

A, me ’m eus riou. Tennet em eus va vest
’vit neui… Kollet eo va c’hoñtell hag ar rest…
N’eus den amañ ? setu an daol aozet
evel ma ven-me gortozet.
Merzout a ra eur plad war al listrier.
O o ! Hemañ n’eo ket houarn na staen…
gwir arc’hant eo, me ’zo serten.
Gantañ e kêr dost e c’hallin
debri kig-rost hag eva gwin.
Ar plad gantañ dindan e vrec’h e klask digeri an nor.
Potailh an Diaoul ! Paket oun.
Kregi a ra en eur goñtell war an daol.
Gwa da neb a grogo ennoun.

DEL, a ziskenn gant ar skalier.
Furoc’h ’ve d’in kuzat war-laez
ar pakad kerdin…
Gwelout a ra Lan.
Trugarez !
Nebeut-ha-nebeut e kompren petra eo an doare gant Lan hag e teu da veza trec’h d’he saouzan.
A-berz Doue ra vi deuet mat.
Gortoz, me ’ya d’ober tantad.
Lakaat a ra keuneud en tan, ha, war an daol, peadra da zebri ha da eva. Lan, etretant, mezek an tamm anezañ, a laosk ar plad hag ar goñtell war gorn an daol.

Setu amañ kig ha bara
d’en em gonforti mar ’c’h eus naon ;
ha setu eur gwin ar gwella
da denna ’r riou eus da galon.

LAN
Trugarez evit gwin ha kig,
a ray d’in vad pa ’z oun skuiz-mik ;
Ha c’hoaz evit ar c’homzou trugarez,
a ra vad d’ar galon ivez.

DEL
’Vel-se gwalleur ’zo bet ?

LAN
Siouaz !
Gwalleur ’zo bet, ha gwalleur bras.
Eus ar vatimant, m’em eus aon
ne chom den beo nemedoun.

DEL
En em dennet out bet ?

LAN
Gant gras Doue.
Er-maez e klever eun trouz bennak, Lan a sav, spontet.
Tud wenn ’anavezez-te dre aze ?

DEL, oc’h ober neuz da c’hoarzin.
Kalz a ouzon sur tro-war-dro,
pa ’z eo gwisket gwenn holl wazed ar vro.


LAN
Da-unanik e chomez amañ ?

DEL
Ket avat.
O chom ganin ez eus va zad,
a zo den ansien hag a zoujañs Doue ;
bez’ ez eus va zad, ar vatez ivez…

LAN
N’emaint ket er gêr ?

DEL
Ket ’vit c’hoaz,
pa ’z int aet da Lesneven, d’ar foar vras,
’n em gavo. ’vel ouzout, warc’hoaz…
da brena eur pemoc’h pe zaou
’vo laket da lartaat er c’hraou.
Lan a zo adarre evit mont kuit.
Mes arabat ’n em chala, den yaouank.
En ti-mañ, m’hen tou. n’ez po dismegañs.
Lan a azez adarre, hag a zebr e peoc’h.
A be barrez out-te ?

LAN
Eus a Sydney [1].

DEL
Eus a Sezni ? Farsal a rez. Sezni
eo ar barrez tost d’hon hini,
ha kement den a chom eno
m’o salud holl gant o ano.

Kae ’ta ! Me avat ’zo serten
ez out eus eur barrez pell ac’halen…
Eus a gostez Keraez, moarvat,
’z eus tud aze gwisket gant eur c’hroc’hen dañvad ;
pe c’hoaz eus a gêr Landreger,
a zeu diouti ar varc’hadourien wer.

LAN
Ne laran nep gaou koulskoude ;
Sydney ’zo va gwir barrez-me
ha va eskopti ’zo Kerne.

DEL
Kerne ! A Gerne ’m eus klevet ano ;
N’oun ket bet james ’elato.
Kalz pelloc’h eo ’get Landerne ?

LAN, en eur c’hoarzin.
Sur ! Kant devez pa valefes,
mont di gant da dreid ne oufes.
En tu all d’ar mor ’n em gav ar vro-se.

DEL, estlammet.
En tu all d’ar mor ! Evel-se
te ’zo genidik alese ?
Soñjal a ra eur pennadig amzer.
Diouz da c’hiz-parlant, m’em boa soñj e se.
Va hini eo hep tamm fazi,
koulskoude n’eo ket par d’ezi.
Klevout a ran hep kompren holl ;
ya sur da yez ’zo yez drol.

LAN
’Vel er gêr e komzan ouzit,
dre ma ’z out eur plac’h diorbid.

Mes ar seurt langaj a ve difeson
e-keñver ar belif pe ar person,
pe an itronezed a gêr.
God bless you, my lady, setu al langaj kaer.

DEL
Ar pez a lerez am eston.
Na fier eo tud da ganton !
Amañ ar person a brezeg
en iliz er yez vrezonek,
hag an aotrou kont a Benmarc’h,
pa vez o pourmen war e varc’h,
gantañ e zimezell,
a laosk demat d’imp er yez naturel.
Rak ni, an dud diwar ar maez,
eun ene hon eus ’vel an aotrounez.
Evit maga hor c’horf ni ’c’hounez ar bara
dre labour hon daouarn ;
evit maga ’n ene, ’reomp-ni ar memes tra
gant sikour hon diskouarn.
Mar grit fae eus ar yez a intent ar c’houer,
heñvel ouz ar chatal e teuy e berr amzer.
Pa barlantez ken brao galleg,
’giz eun aotrou pe eur beleg,
n’out ket sur a diegez munut ?

LAN
Va ziegez ? E-keñver ar vrud
eo-heñ er vro an diweza ;
mes e-keñver ma wel an dud,
’barz ar bourk heñ ’zo ar c’henta.


DEL
Ar c’henta ? Me hen gwel, te ’zo den a noblañs.
Ha, me ’zo sur, en eur maner,
pe war ar blasenn-vras e kêr,
en eun ti glas hoc’h eus ho temeurañs.
Pe ano ’c’h eus ?

LAN
Lan a vez graet ac’hanoun-me.
Mes ouz va envel er c’hiz-se,
n’int ket kalz, ’met va mamm e ve.
Yann-al-Laou am galv ar wazed,
ha Yann-ar-Pilhou ar merc’hed.
’Vel a welez, daou lesano d’in.

DEL
Setu lesanoiou iskis !
Mes, goude holl, kant bro, kant giz.
Me, ’vel ’ra da vamm ez anvin.
Eur vras a itron eo hounnez ?

LAN
Eun itron vras e gwirionez.
Ken bras evel ar c’honestabl,
ar vrasa tout eo-hi, kredapl.

DEL
Eus he mab, sur, he deus soursi ?

LAN
Heu… Aferiou all ’zo d’ezi.

DEL
Ya, kalz ez eus d’ober en ti ?


LAN
Pe en hon ti pe en ti tost,
diou vicher a ren-hi deiz-noz :
e-pad an deiz mezvierez,
hag e-pad an noz rederez.

DEL
Penaos? Ar c’homzou a lerez,
n’o c’homprenan ket en o fez.

LAN
Gwelloc’h eo ’vel-se, a dra sur.
Se n’eo ket sujed evit er plac’h fur.

DEL
’Vidoun-me n’intentan, a gav d’in koulskoude
n’eo ket brao ganit an doare.
Da vamm evelato ! Eur vamm ! A, va mamm-me,
anez m’eo aet, — klev ar wall dro, —
d’an Aotrou Doue daou vloaz ’zo ;
va mamm he bleo glas rodellek,
he daoulagad ken flour ha c’houek…
O, mar distrofe, dre vurzud,
beo-buhezek e-touez an dud ;
mar be aotreet d’in bremañ
em divrec’h laouen he starda,
ha pa ve-hi eur goz paourez,
pe an diweza pec’herez,
pegement he c’harfen !
pegement he doujfen !
Rak ar vamm ’zo eur vaouez, sell,
diouz ar merc’hed all disheñvel.
Dreist ar c’homzou ’rank-ni menel.

Ar ger a vamm pa zistager,
gant an ene ’vez ret ober.
Eur vamm erfin, — me n’ou’n dare,
ha n’eo ket va c’homz amzere, —
Eur vamm ’zo evel pa larfes
eun tamm eus Doue e korf eur vaouez.

LAN
Pa oan paotr bihan, soñj am eus,
eus he banne ’m boa da vlaza,
ha m’ez lez da gredi ar c’heuz
he doa gant diouer anezañ.
Ya, me ’gav d’in, laret gwir ’c’h eus.
A-wechou da noz, trist he fenn,
’pok-hi d’in en eun taol souden…
Va Lan, emezi, va Lanig,
’vel pa oan bihan-bihanik…
Damouela a ra.

DEL, d’ezi hec’h-unan.
Gwir eo ne ve ket an eurvad
eun danvez da gaout er marc’had…

Da Lan.
Ha Doue ’n deus miret da dad ?

LAN
Va mamm a lar ez eo maro ;
me avat a oar ez eo beo.

DEL
Penaos, beo eo da dad, ha n’e weli biken ?
Moarvat eo aet da bell, d’an Inizi zoken ?


LAN, gant kas.
N’en deus c’hoant ebet da ziblas ;
e-barz kêr emañ o chom c’hoaz.

DEL
Setu eun dra evit an taol,
dreist va skiant-vat en holl d’an holl.
Soñjal piz a ra ; ha goude se e lavar d’ezi hec’h-unan.
M’eus soñj ez eo bet d’in laret
na wel ar rouanez o bugale nepred,
nemet da zeiz o badeziant hag o eured…
Da Lan, gant anken.
Da dad, lar, eun aotrou bras eo ?

LAN, diwar c’hoap.
’C’hall beza.

DEL
Da dad ’zo ar roue !

LAN, en eur zirolla da c’hoarzin.
Ar roue ! A a ! Ar roue, e tailh !
Evel d’ezañ e-unan.
Tremen a reas eun deiz a voe
dirak hon ti, ar glaouer hep douetañs,
ar miliner ’z eus kalz a chañs,
hag ar roue en e gonvenañs.
Da di divez, dor dibotailh.
Da ziskulia ’r mister anat,
da c’houzout piou eo va gwir dad,
houc’h pe vleiz, mezvier pe laer,

n’oa ket kalz a dalvoudegez ;
d’ar-benn an heritaj james
ne vo savet kontesterez.
Mab ar roue avat, setu eun afer
heg a dalv ar boan da vont d’an noter.
Em feiz, pa sellan mat ouzin,
a enoriou me am c’hav din.
Bras oun va ment ha brao va min,
hag evel pep aotrou ’m eus-me,
ibil a-raok ha toull a-dre.
Graet ar stal ! Ar skrid ’zo timbret,
deiziet, sinet, añrejistret,
ha gant va daou veilh-dourn setu-heñ kontrolet !
A vouez uhel, en eur zistaga.
Me ’zo ar prins Alan, e vab d’ar roue Mizer.
Evel e wir bennhêr tro-war-dro em anver.
’N eur seni va zrompilh pa ’z an dre ar ruiou,
ar merc’hed a zered en eur grial « Pilhou ».
Va loen ’zo a ouenn vat ha n’en deus ket e bar,
e-barz an holl gontre, ken hir m’eo e ziskouarn.
Evel deiziou d’ar bloaz dilhadou a zo d’in ;
ken brao int-i avat, m’o gwiskan en tu gin.
Peziou arc’hant am eus, peziou aour d’ober teil,
mes eur c’hoz wenneg toull ’zo gwelloc’h em godell.
Pa vez naon ganin-me, n’em eus nemet paouez,
ha war eun doubier c’hlas e farder va banvez :
lostou kaol da frikod ha panez da gig rost,
hag ar c’hlered a verv e-barz ar feunteun dost.
Pa vo marvet va zad, ha d’am zro pa vin roue,
e-barz va Farlamant e rin al lezenn-se :
diwar goust e velif pep marc’hadour pilhou

a lonko leun e gof a gig hag a stripou.
Pa grevin, va gwele a ray d’in eun arched.
Va bez a vo kleuzet e penn all ar vered,
ma ’z in e-barz an toull, na mui na nebeutoc’h
eget an holl rouanez bet interet kentoc’h.
Me eo ar prins Alan, e vab d’ar roue Mizer…
Neb a lar ar c’hontrol, n’en deus nemet ober !

DEL, en eur valhouzat gant en estlamm hag ar strafuilh.
Aotrou mab ar roue, yec’hed hag eurvad
a souetan d’eoc’h digant Doue koulz ha d’ho tad…
Aotrou mab ar roue, en ho servij,
eumblamant emaoun-me, mar plij.

LAN
Doue, plac’h yaouank, da rei d’it ivez
eurvad ha yec’hed e-pad da vuhez ;
koulskoude, sell ’ta, koulskoude…
n’eo ket brao d’it ober goap ouzin-me !
Stoui a ra e benn ouz an daol en eur huanadi.

DEL, abaf.
Aotrou, m’hen gwel, sal’ ho resped,
eur mankig bennak am eus graet.
Mes me ’zo plac’h diwar ar maez,
diouiziek war c’hiziou al lez ;
hag abalamour da se,

aotrou, em iskuzi-te
’vit va frajilite.
Kerc’hat a ra eur voutailhad win hag eur werenn strink kaer.
Ha c’houi ’po, aotrou ker, a win eur werennad
da zougen e yec’hed d’hoc’h aotrou tad ?

LAN, gant desped.
Va zad c’hoaz ?
Sevel a ra e ziskoaz. Neuze dibreder.
N’eus forz. D’al lark ar chagrin !
Leun eo va gwerenn ha mat eo ar gwin.
Betek warc’hoaz d’am holl dadou
me ’larfe feiz o yec’hedou !
Gloar d’eoc’h eta, Mizer roue souveren !
en hoc’h enor, war an douar estren,
ho mab hena ’sav e werenn.
Lonka a ra e werennad en eun taol.
Mat eo ar gwin, feiz d’am Doue !
Astenn a ra e werenn.
Plac’h yaouank, mar kerez, karg houmañ adarre.
Del a ziskarg eur werennad all ; Lan a ev a daoligou.

DEL
War lestr ar roue out deuet evel-se ?

LAN
Ya, deuet oun war eul lestr d’ar roue.


DEL
Ganit kant lakez gwisket ruz penn-benn ?

LAN
Gwir eo… Kant soudard gwisket ruz ganen…
Kant ha me ’gav d’in c’hoaz ouspenn…

DEL, goude beza termet pell amzer.
D’ober petra out deuet er vro ?

LAN
En oad ’oan. Me ’zo bet gwasket,
ha war eul lestr-mor ambarket.
Ha pa ’z omp aet kuit eus ar porz,
eus va menoz ne voe graet forz.

DEL
Senti ’oa ret d’it. Ar rouanez,
am eus klevet, a zo tud diaes.
Lan, chifet da genta, a ra ya gant madelez.
Del a chom c’hoaz eur pennad mat a amzer o termal, hag erfin a lavar, mouget he mouez gant an anken.
Lakaomp e kavfes… dre chañs…
eur plac’h en he brud en da gonvenañs ?

LAN
Mar be-hi intentet ha fur,
ne ven ket enep evit sur,
hag e rafen a galon vat,
evel kement paotr pa vezont en oad.


DEL
Orsa, aotrou, me ’ve kontant
ma kavfes unan diouz da c’hoant ;
ha forz peseurt ’ve he lignez,
me ’garfe ez pe gant hounnez
 kement a eurvad
m’ez pe a joa eur galonad.

LAN
Tridal a ran ouz da glevet.
Na te ’zo jentil ha parfet !
Eveldout em buhez biskoaz
nep hini ouzin ne gomzas.
Goude eur sell hir ha tener.
Tostik d’hon ti, en eur chapel
a bell ’zo dilezet,
ez eus imaj livet eun dimezell,
ar gaera ’vo kavet.
An Itron Varia ’vez graet anezi.
A-wechou, pa zigor an noz,
e weler, e kuz, merc’hed koz
o kas o bugaligou di,
d’ober d’an Itron gweladenn,
da bokat d’he zal, da floura he fenn,
evit m’o devo bepred chañs,
hag e pep kleñved pareañs.
Ha bremañ, pa ’z oun gant da c’hras,
plac’h yaouank, tennet a dregas,
me ’garfe, o ya, me ’garfe,
— evel d’an dimezell,
ma ’z out outi heñvel, —

pokat d’az pizaj ha floura da vleo,
d’az trugarekaat
evit va savetaj ha va chañs vat.

DEL
Kalz a enor e ve d’in-me
mar am be pok gant mab ar roue.
Nemet eun hardison e vez,
pe zoken eun efronteri,
ober d’in-me, peizantez,
pez a reer d’ar Werc’hez Vari…
Hogen en traou-se me n’oun ket savant,
ha, mar plij ganeoc’h, me a zo kontant.

LAN, a gemer penn Del etre e zaouarn hag a bok d’ezi war he zal.
Da zaoulagad ’zo bras ’vel ar mor bras ;
da zaoulagad ’zo glas ’vel an neñv glas.
Paouezet eo ar barr-avel ;
enno ’man an heol о sevel.
Hag em dourn da vleo ’zo ken fin
hag al lin er stanka kribin.
Pa sellan ouzit, plac’h yaouank,
e gwirionez m’ez kav plezant.

DEL
Mar kavit ac’hanoun plezant,
servij erez oun en ho c’hoant ;
ha me ’ray pep tra en ho krad
En em zishuala a ra diouz divrec’h Lan.
anez, ’vel dereat,
Koñje digant va zad.


LAN, souezet.
Bez’ ez eus evel-se damant
d’ar gwalleürusa dindan ar firmamant ?
Uhel da Zel.
Na petra ’lerez-te ? Siouaz !
Den eus va stad n’ez peda waz !

DEL
Eus ho renk sur ne deus nikun ;
me avat ’zo nobl a lignez.
Floc’h gant ar c’hont ’oa va zad-kuñv ;
va zad ’zo fablig er barrez.
Me, da genta, ’zo pennhêrez,
ma ’z eus ouz va broz c’houec’h galoñs,
ar muia eus an holl ganton.
Eur boezellad skoedou ’zo d’in,
ivez eur c’houfrad lien fin,
nompas lien kanab mes lin.
Eun euriou ’m eus c’hoaz, kaer-kenañ,
lizerennou moulet ennañ.
Botou ’m eus c’hoaz, ler nompas koad,
evit mont da bardon Itron Varia Folgoad.
N’em eus ouspenn se
tra da ofr d’it-te,
nemet va c’halon ha va amitie.

LAN, d’ezañ e-unan.
Pa zeu ’n eurvad en eur c’hoarzin,
ha m’hen lezo mont e-biou d’in ?
Uhel da Zel.
Mes, daoust ha kontant ’vo da dad ?


DEL
Da genta e vo fachet-krenn,
pa na gar an estrañjourien.
Mes eus an dud vunut ne ra nep stad.
Te a laro d’az tad ober
eur goulenn skrivet war baper ;
ha va zad ’vo ennañ fouge
pa ’n devo lizer kachedet digant ar roue.

LAN, d’ezañ e-unan.
D’ar vro n’in ket ken, re fall eo an dud.
Mez ’ve d’am gwreg gant ar wall vrud.
D’an Inizi ez in evel meur a hini…
Divrec’h vat am eus da gregi enni…
Da Zel
Pa zeuio da dad, outañ e komzi.

DEL
D’ho heulia da bell ez oun prest.
Me ’vo da vatez ha c’houi ’vo va mestr.
M’ho servij o fidel bepred,
ha m’ez karo parfet.

LAN
Plac’h vadelezus, gwir ael a druez,
te ’vo an heol a-us d’am buhez.
O pegen start e labourin
diwar vremañ !
Ha bep noz, skuiz-bras pa zeuin,
va fenn harp ouzit e kouskin,
en doare-mañ…
Lakaat a ra e benn war askre Del.

Na pebez dudi eo kousket
war galon ar muia-karet !
Chom a ra evel-se eur pennad mat a amzer, ma teu a-benn an diwez da gousket evit mat.

FANT, a zeu tre goustadik.
Kousket a ra ?

DEL
Peoc’h. Kousket eo.
Lan eo e ano ; heñ ’zo mab ar roue.

FANT
M’hen gouie. Anat ne deo ket
evel ar re all. D’it en deus poket ?

DEL
Gwelet ’c’h eus… ?

FANT
Ya, dre ar prenestr du-hont.
Poket en deus d’it, aze, war da front.

DEL
Ni ’zimezo, gouzout a rez.

FANT
Va hini ’boke d’in ivez,
war va hoc’h ha war va lagad…

Ha me ’oa aes, ya, aes-meurbet,
’vel pa ven bet en eun arched.
Sellout a ra piz ouz Lan.
Kousket-mik eo. D’it ez eo bec’h.

DEL
Ket ! ’Elato, gourt eo va brec’h.

FANT
Hag heñ n’eo ket aes kennebeut.
Pa zihuno ’n em gavo reut.
Lec’h all e ve aesoc’h hep gaou.

DEL
P’iec’h e lakaat ?

FANT
Moarvat er c’hraou ?

DEL
O, evit eur mab roue, ne ve ket dereat.
Gwelloc’h ’vo, me ’gav d’in, war-laez er solier.

FANT
Penaos e sevel dre ar skalier ?

DEL
Brao ’ve sur e gwele va zad ;
mes pa zeuy d’ar gêr, ne gavo ket mat.


FANT
Daoust ha ne ve ket aes ez kwele-te ?
Se ’zo eur plas din evit eur mab roue.

DEL
Ya, eno e vo ar gwella.

FANT
Koant eo, da vignon.

DEL
O ya da !

FANT
Koant ’oa va hini-me ivez,
eur genou d’ezañ ruz-kerez…
Pegen koant ’oa-heñ, pegen koant,
eur pikol toull ruz ’kreiz e ziouabrant !


DIWEZ AN ARVEST II


AVERST III


Al lec’hlivadur a zo an hevelep hini ha d’an Arvest II.

Pa groger da c’hoari, emañ Del o voredi, he fenn harp ouz an daol.

Fant, e goueled ar c’hoarilec’h, a sell dre ar prenestr.

Noz eo anezi. Ar c’houlaouenn a zo maro. A-boan e weler dre ar prenestr skleur an deiz o tarza.


DEL, o tihuna.
O, moredet oun bet. Emañ an noz a-raok.

FANT, a sell dre ar prenestr.
Tavet eo an avel. An neñv ’zo digoumoul.

DEL, a ya da sellout en he gwele.
Kousket eo c’hoaz. Kousket-mik, kousket-klok.

FANT
Me wel goulou-deiz war gostez Pempoul.
Hep dale ’teuy da dad.

DEL
Hag heñ a zihuno.
Me ’gav d’in n’en devo ket soñj…
N’eus bet nemet eun huñvre ac’hanomp…
Ma ’z ay kuit hep sellout ouzin…
Pa zihuno, Fant, petra ’rin ?

FANT
Eur mab roue ’rank kaout pep tra en e soued.
’Vit sur en devo c’hoant da zebri eun tamm boued.

DEL
Gwir eo, n’em boa ket soñj… Moarvat e vo laouen
gant amann ha bara, hag eur banne laez dienn.

FANT
Nann, bara ’bet, pa ve bara gwiniz,
’zo boued d’eur peizant pe d’eur bourc’hiz ;
na kennebeut amann na laez,
’zo mat d’an dud diwar ar maez.


DEL
Peseurt neuze ?

FANT
Eul lost pemoc’h mar ’c’h eus ;
pe anduilh a dammou war eur gwele lard-teuz :
’vit eun aotrou, setu an dilikata meuz.

DEL, a zegas eur pez kig war an daol.
Blazet-mat sur e vo kavet
ar pez bevin-mañ war eur piad livet…
Nann, war ar piad arc’hant, gwelloc’h e vo,
p’en doa kroget ennañ, kement e gave brao.
Peuraoza a ra an traou.
Mat. Ha me ’laro, en eur ofr an traou :
Bennoz Doue ganeoc’h, aotrou.

FANT
Hag e ri soublig eumblamant,
evel da c’houel ar Sakramant.

DEL, oc’h esaea eur soubl.
Prezant en ho servij. — O, Fant !

FANT
Petra ?

DEL
E saludi n’hellan ober,
ganin koef-noz ha lostenn verr.
Eur baotrez-saoud am lakafe,
hag ouzin mez vras en defe.


FANT
Ya sur, kement-se ’c’hall beza.

DEL
Ken e raio d’in chom em sav.
N’out ket aviz e ven kempenn,
ganin dilhad sul ha koef gwenn ?

FANT
Eur gwaz a dro ’vel eur wiblenn ;
biskoaz loudourenn ne zalc’h den.

DEL
Neuze pa soñjan, me ’gav gwell
e welfe ganin va sae c’houel,
’n hini a wiskin, plac’h nevez.
da bardon ar Folgoad ha da zeiz ar barrez.

FANT
’Vel-se sur e ouezo anat
ez out eur verc’h a diegez mat.
Ha pa ve eur roue anezañ,
eur gwaz ’zo mui a lorc’h ennañ
gant eur wreg hag he deus, eget pa n’he deus tra.

DEL
Nag a skiant-vat ac’h eus, Fant kaez !
Ar fura out e gwirionez.
Me ’ya bremañ d’en em gempenn
gant aon na zihunfe souden.
Mont a ra er gambr e-kichen evit en em wiska.


FANT, a ya da sellout dre ar prenestr.
Setu an deiz. Da dad a zeuy emberr.
Gwaz eo gantañ p’em c’hav er gêr.
Mont a ra kuit.

DEL, a vouskan.
Setu ar sae vezer ruz teo ,
tevoc’h ne ve kavet er vro ;
c’houec’h galoñs ’zo stag ouz he zro.
Evit va mamm-guñv e voe graet ;
va mamm he dougas d’hec’h eured ;
neuze en douar ez int aet.

Setu an anin dantelez,
n’eus kaeroc’h er barrez ;
graet e voe gant teir brouderez.
Hag ar gwiader en deus gweet,
hag ar merc’hed gwerc’h o deus broudet
en douar a zo aet.
Raktal e teu-hi war ar c’hoarilec’h, gwisket gant he hiviz hepken.
Ha va botou-ler, enno ne soñjen ?
Na koant eur bennhêrez, a zeufe diarc’hen
d’ober he c’hompliment d’he den !
Pignat a ra war ar bank dirak he gwele da gaout he botou-ler.

GOULC’HEN, a zeu tre.
Me eo, ar Goulc’hen. N’az pez aon.

DEL
Te amañ, d’an eur-mañ ? Petra ’fell d’it ganen ?


GOULC’HEN
O paouez kuitaat da dad emaoun.
Heñ ’zo kontant diwar hor penn.
Dimezet omp dirak ar bed ;
me ’gas d’it va frezant eured.
Teurel a ra war an daol eur gelc’hienn aour.
Sell, hounnez ’zo aour, hag a bouez eul lur.
N’eus he farez er vro, ’vit sur,
pa ve gant Itron Vorizur.

DEL
N’em bo tra diganit, adarre m’hen lar d’it.
Dastum da chadenn ha kae kuit.

GOULC’HEN
Komz er c’hiz-se, Del, ne c’hallfes bremañ,
pa ’z omp akordet dre wir bromesa.
Te eo am bo, harzo neb a garo ;
’n hini a ray m’e ziskaro.
Perak ’refuzez-te ? Me ’zegaso d’it, Del,
traou aour hag arc’hant d’ober teil.
Peogwir Lezenn ar Mor penn-da-benn hen gouzon.
Te ’vo ar brava eus an holl ganton.

DEL
Penaos da selaou, ’vel-se, hanter noaz ?
Kae kuit ac’halen, m’hen lar eur wech c’hoaz.

GOULC’HEN
Me ne din ket kuit ken na liri ya.


DEL
Izeloc’h, m’az ped, komz izeloc’h ’ta.

GOULC’HEN
Perak komz izel, pa ’n em gav er-maez
da dad hag ivez ar vatez ?
Unan bennak a zo amañ ?

Raktal e vount Del a-gostez hag e tenn stalaf ar gwele.
Malloz ! Kompren a ran bremañ.

LAN, a lamm er-maez eus ar gwele.
An den gwenn ! Sikour ! Se n’oa ket huñvre !
Da Zel.
Plac’h, malloz d’it, gwerzet oun-me !

DEL
N’ez po nep droug, bez dizoursi !
Em c’hichen arabat kaout aon.
N’eus tamm riskl evidout em zi…
Lan a sav e zourn en eur c’hourdrouz.
Mar n’em c’hredez, laz ac’hanoun.

GOULC’HEN
Fougeal a c’hall-hi hep mar,
’n hini a ya gant neb a gar !
Ya, koant eur varjolenn, hag a dremen an noz
o c’hoari ’n he gwele gant eur martolod saoz !

DEL
Arabat droukkomz, kalon fall ma ’z out !
Bez mat d’an hini ’zo deuet dre zarvoud.
Bez truez outañ, ha doujañs zoken,
pa ’z eo e wir vab d’eur gwir roue estren.


GOULC’HEN
Mibien roue ’vel hennez, meur a hini ’zo deut…
Ya, deut eo hiniennou, n’ouzon kalz pe nebeut,
a zo bet laket da gousket,
nompas ’n eur gwele pluñv, en traez ne laran ket ;
ha c’hoaz d’ar re-se ’vez poket,
nompas gant ar pennhêrezed,
ya gant al lern hag ar razed !

LAN
Setu, pa glevan, komzou dizoare.
Mes hennez ’zo ez ti, me ’gav d’in eus da re.
Plac’h yaouank, hep ken tra, lar d’in e gwirionez :
daoust hag heñ ’zo da vreur, pe da gar-nes ?

DEL
Nann, hennez n’eo ket breur d’in-me,
na kar pa ve a bell e ve.
Kaera kerentiez am befe,
gwir, gant an holl gourtizanted
o deus ouzin-me pretantet !

GOULC’HEN
Mar deo gwir ez eus bet er vro
meur a gourtizant war da dro,
unan ’n deus perz ennout, hag heñ ’zo an hini
a damall d’it da falloni.

LAN, trist, da Zel
Perak kuzat ouzin an traou ?
Mar deo hennez da zen, hen anzav hep ket gaou,
hag ez in hep mui a gomzou.


DEL
O Lan, kred ac’hanoun, hennez eo ar gaouiad.
Eun den am eus kepken, ha te eo heñ avat.
D’it-te, m’hen tou Jezuz dinamm,
oun bet en em roet a c’hrad vat ;
d’it kepken eo e vin, me beo, m’hen tou va mamm !

GOULC’HEN, o vont daveti.
A, louz !

LAN, o tont etrezo.
Goustad ! Diwall da lakaat dourn enni,
Etrezomp-ni hon-daou ’man bremañ ar c’hoari.

GOULC’HEN
Nebaon. Ouz hounnez ne stokin.
Da saotra va daouarn n’em eus ket hast.
Mont a ran kuit, ya da ! Mes d’an holl e lirin
n’eus anezi nemet eur c’hast !

LAN
Lonk da gomz en-dro, pe me ’dorr da benn !

GOULC’HEN
Deus ’ta mar kerez, amañ ’z eus eun den !

LAN
N’out ket eun den pa n’eus ennout
’lec’h ar galon nemet kaoc’h-saoud.
En em bilat a reont. Lan a gas Goulc’hen d’an traoñ.

Piou ’zo trec’h, te hen goar bremañ.
War-sao, va faotr, ha kerz ac’han.
Hag e taol Goulc’hen er-maez.
Goulc’hen kent ha tremenet an treuzou, a zastum eur vilienn hag a lamm war Lan.

GOULC’HEN, en eur skei en e benn da Lan.
Faez oun ; te avat, maro out !

LAN, a ya war e gil hag a gouez d’an douar dirak Del.
Bennoz Doue d’it, plac’h divlam,
ac’h eus va c’helennet, reuzeudik ac’hanoun,
da gaout resped d’in ha d’am mamm,
da ziskuiza va fenn war da galon,
ha c’hoaz da vervel, beuzet evit mat,
va ene en da zaoulagad.
Hag e kouez maro.
Del a chom dirak ar c’horf, azezet war ar bank-gwele, strafuilhet, abafet.
Goulc’hen a zo en tu all eus ar c’hoa­rilec’h.
Sezni a zeu tre. Mon ouz e heul.

SEZNI, da Von, en eur rei d’ezi eur gouriz ler.
Dal, Mon, kuz hemañ er bern raden sec’h.
Gwelout a ra Lan.

GOULC’HEN, en eur vont d’ezañ.
M’eus kavet hennez e gwele da verc’h.


SEZNI
Va Del, malloz ! — Te hepken ’c’h eus gwelet ?

GOULC’HEN
Ya, me ’zo sur.
Taoliou kreñv a skoer war an nor.

AN OFISER, er-maez.
A-berz ar Roue !
An Ofiser a zeu tre, war e lerc’h ar Serjant hag ar Biziter.
Furchit dre-holl. Kement tra ’vo kavet,
sujet d’ar gwiriou, dioustu ’vo krafet.
Evit an traou lestr, kordaj, gouel, fanal,
n’eus nep digarez, grit prosez-verbal.
Asoupa a ra war gorf Lan.
Petra eo se ?
Goude beza sellet.
O o, setu eur gavadenn !
Goulou amañ. Mirit na dec’hfe den.
Ar Biziter a zeu, gantañ eul letern. An Ofiser hag ar Serjant a ensell ar c’horf maro.
Sezni ha Goulc’hen a zo e penn all ar c’hoarilec’h.

SEZNI, da Goulc’hen.
Selaou, Goulc’hen. An den milliget-se,
me eo ’m eus e lazet. Intent mat a rez ? Me.


GOULC’HEN
Peseurt a lirit-hu ? Ha c’houi a lak evez
ez eot d’ar prizon, d’ar groug ne ve ket souez ?

SEZNI
Kerkoulz ha va enor, a zo d’in va buhez.

AN OFISER, d’ar Serjant.
Eur Saoz eo hennez.

AR SERJANT
Ya, eur martolod.
War e vounton ez eus arouez ar Flod.

GOULC’HEN, da Sezni.
Koulskoude mar larfen…

SEZNI
Na lar tra, gwell e vo.
D’ar re goz eo paea dleou o bugale ;
hag an doare-paea ’zo d’an hini a bae.

AN OFISER, d’ar Serjant.
Sellit, en e benn pebez taol !
Vel ma ve graet gant eur morzol.

AR SERJANT
Ar morzol-se, va letanant,
me ’anavez pertinamant,
an teuzer en deus e deuzet,
hag ar gof en deus e werzet.
Hennez ’zo eur vilienn, arm gwella d’ar Pagan,
pa ne ziskuilh e vestr goude ’n emgann.


SEZNI, da Choulc’hen.
Klevet eo ?

GOULC’HEN
Klevet eo.

SEZNI
Mes, mar ’c’h eus eur galon,
kent henoz, lak an embannou gant ar person.

AN OFISER, d’ar Serjant.
Tommik eo c’hoaz. Ar gwad n’eo ket sac’het.
Eun eur n’eo ket sur ma ’z eo bet lazet.
Dal, pluennou e-touez e vleo.

AR SERJANT, a ya da wele Del.
Sellit ’ta, tomm eo ar gwele.

AN OFISER
Ha remerket hoc’h eus ar gwiskad gant ar plac’h ?

AR SERJANT
Eun afer a familh ; me ’gompren a-walac’h.

AN OFISER, da Zel.
Piou eo an den-se ?
Del a chom evel pa n’he dije ket kdevet.
Sezni a zeu buan d’an Ofiser.

SEZNI, distag.
Me eo.

AN OFISER
Penaos te ?
Beo out, hag hennez ’zo maro, hervez doare.
N’eo ket ar memes tra, te c’hallfe hen gouzout

a-barz pell, me ’gred hen larout, diwar da goust.
En eur ziskouez ar c’horf maro d’e dud.
Kasit-heñ kuit.

SEZNI
Aotrou, c’houi ’c’h eus komprenet fall.
Me ’m eus lazet an den ; ne laran netra all.

AN OFISER
Brao eo se ! D’ihana, setu aze frankiz !
Kement muntrer a ve mar rafent en da c’hiz,
meur a alkovad e-barz kêr
’c’hallfe mont da galafater.
D’ar Serjant.
An den kaez-mañ, ha c’houi e anavez ?

AR SERJANT
Sezni Falc’han eo-heñ, fablig eus ar barrez,
ha, — war am eus klevet, — nobl a lignez.

AN OFISER, da Sezni.
Neuze displeg d’in, den koz, hep distro,
ar c’hrim emaout o paouez anzao.
Raktal e spurmant Goulc’hen.
Piou eo hennez ?

SEZNI
Goulc’hen Vran eus Neizvran,
akordet d’am merc’h dre wir bromesa.
Deuet eo amañ ’n ho raok eur munudig hepken.


AN OFISER, da C’houlc’hen.
’Vel-se n’ouzout netra ?

GOULC’HEN
Larout ger ne oufen.

SEZNI
N’oar netra, me ’lar d’eoc’h.

AN OFISER, da C’houlc’hen.
Neuze kae ac’halen.
Goulc’hen en em denn e goueled ar c’hoarilec’h.
Da Sezni.
D’imp-ni bremañ. Selaou a ran.

SEZNI
Setu.
Erru eo bet an den da vare an noz du.
Degemer en deus bet. Riou ha naon ’oa d’ezañ.
Bet en deus eus va zan, ivez eus va bara.
Eus va gwin, a zoare, — sellit, — en deus evet.
A-benn ar fin, e walc’h a bep tra pa ’n deus bet,
ha pa voe poent mont kuit, me, hervez al lezenn,
’m eus goulennet outañ paea ’vit e zaspren.

AN OFISER, gant eur gourlamm.
E zaspren ?

SEZNI
E zaspren… Peogwir eur martolod,
taolet gant an dampest eun tu bennak en aod,
a zo mestr warnezañ perc’henn an douar-se.

’N hini ’vez deuet e lestr war ar C’hi e peñse
’dle paea e zaspren. Se ’zo Lezenn ar Mor.

AN OFISER
N’eo ket hini ar Roue. Mes n’eus forz. Ha goude ?

SEZNI
Skoet em eus.

AN OFISER
Ha neuze ?

SEZNI
N’en deus finvet pelloc’h.

AN OFISER
Bo. — Me ’gav d’in ec’h eus klevet an ordrenañs,
embannet dec’h vintin. Formal eo an defañs
da c’houlenn nag arc’hant na tra digant nep den,
hag heñ eus ar vro-mañ, pe eus a vro estren.

SEZNI
Marteze ’m eus klevet ; ar soñj n’em eus ket ken.
Gant hoc’h ordrenañsou, na koant eur saladenn !
Ar pez laosket d’eur sul, d’ar sul all ’zo tennet ;
eun dra vrao er mintin, en noz ’zo difennet.
Ni avat etretant a rank da gaout hor boued,
pa ’z a, goude ’vel kent, daouzek real er skoed !

A, e-lec’h disfoeltra ’n amzer, noz evel deiz,
ken pell du-hont, en e vaner bras e Paris,
’kreiz e femelennou o c’hoari ar brelan,
e deurenn ouz an daol hag e gein ouz an tan,
ra zeuio ar roue bras, e tro ar goañv digor.

pa yud ar barr-avel ha pa c’hlaour ar mor,
ra zeuio d’hor gwelout, o firbouchal en traez,
e-pad ma ouel er gêr bugale ha gwragez…
Ra dañvo-heñ hor boued, hor c’hoz bara ludu,
poazet gant ar mannou dastumet a bep tu…
Ra welo-heñ ar re ’vez plantet er vered,
pa ne vez kavet koad ’vit ober eun arched…
D’ezañ dont da c’houzañv gant ar riou hag an naon,
ya, d’ezañ dont, d’ho roue, da larout e gwirion
penaos al lestr, taolet gant an dampest en aod,
penaos an estrañjour, penaos ar martolod,
ha pa ’n defe hennez trinket ganimp ouz taol,
d’ezañ larout penaos tud ha traou aet da goll
n’int ket en hor galloud hag en hor perc’henniaj :
d’ezañ dont ha, mar kred ober, d’ezañ hen nac’h !

Doue, d’an eizvet deiz, pa grouas ar Pagan,
d’an abostol Moiz a ziktas al Lagan.
Hi ’zo Lezenn ar Mor, al lezenn veur a ra
d’ar Pagan e pep poent kavout e beadra.
Er parreziou tro-dro, er memes rouantelez,
ar re all o deus prad hag atil e-lec’h traez ;
aberiou mat o deus ’vit lakat e goudor
bageier ha rouedou pa vez diroll ar mor.
’N eur larout o Fater int o deus en o soued
kennend ’vit ober tan, gwiniz ’vit ober boued…
Ni avat, n’eus ganimp ’met kerreg ha tevenn,
bep abardaez e reomp, ni ivez, hor pedenn
’vit kaout digant Doue an aluzen gaera,
peziou koad d’ober tan, ed mor d’ober bara,
ha skoedou arc’hant sklaer a gaser d’ar veliaj

evit paea tailhou, gabelou ha fouaj…
Pe ’vern d’ar Roue, ket ’ta, mar deo ker ar panez !

Me n’em eus ’vit va rann ’met eur garreg en traez.
Hounnez a zo ar C’hi, va c’hi mat ha feal,
diwaller va ziegez, prest atao da harzal
ouz kement kantreer a red a-dreuz an dour,
ouz an trubard daonet, ouz al laer estrañjour.
Ar C’hi-se n’eo ket fall ; ne ra nep hegerez ;
mes pa vez hegaset, ouz den n’en deus truez ;
ha pa ’z eo desket-brao, bep taol ma pak eur c’had,
d’ezañ ez a ’n eskern, ha d’imp-ni ar c’hig mat.
A, grit ordrenañsou, kreskit ar gabelou,
diannezit an ti, skarzit hor godellou,
da gas va C’hi ganeoc’h biken ne viot gouest ;
me ’ray va bolontez, ha me ’chomo ar mestr !

AN OFISER
Brao-tre eo da ziskours, ’met ar groug a dalvez.
Lazet ec’h eus a-youl eur martolod, eur c’haez
n’en doa ’met e groc’hen evit e holl deñzor…

SEZNI
Se n’eo ket gwir, aotrou, rak hennez en doa aour,
Gouest e oa d’am paea.

AN OFISER
Hen proui a c’hallfes ?

SEZNI, a bak ar gouriz a-zindan ar c’heuneud.
Ar prou a zo amañ, en e c’houriz nevez.
Digant nep n’en deus tra, ’r Pagan ne c’houlenn ket ;

da baouroc’h egedoun, eus va zra ’m be laosket.
Ar falc’hun ’anavez ar glujar hag ar big ;
ne ray nep gaou biken ouz eul laouenanig.
Pinvidik eo an den ; al lezenn a zo striz.
Gant den ebet er vro n’em bo blam e nep giz.

AN OFISER
Eun onest a vuntrer a c’heller da envel ;
mes da gas a zo fall : diaes da benn me az kwel.

AR BIZITER
Aotrou, va iskuzit. Hennez a lar penaos
en em gave er gêr, e tro an hanternoz.
Mes me e anavez, koulz laret ’vel va breur ;
bemdez en em gavomp war an traez, da bep eur,
ha, me ’c’hall hen toui, m’eus gwelet anezañ,
du-hont, war aod ar mor, ’pad an noz diweza.

SEZNI
’N em fazia ’ra an den, p’otramant e lar gaou.

AN OFISER
Muioc’h-mui, a gav d’in, ez a luziet an traou.
Mont a ra da sellout ouz Sezni a-dost.
Rimia a ra e viz war e zilhad d’ezañ, ma tañv anezañ gant evez.
Lar ’ta, sall eo ar glao en ti-mañ, va den ker ?

SEZNI
Me n’oun ket bet er-maez, en noz-mañ, eus ar gêr.

AN OFISER
Neuze displeg perak e laosk da holl zilhad
eur c’houez ken trenk hag an hili a donnellad ?


SEZNI
Heu… Neizeur a-raok koan, bet oun da grabeta.
An dour-mor ne vez ket sec’h buan, n’eo ket ’ta ?

AN OFISER
Brao se. Bremañ lar d’in, pa garfen hen gouzout,
hag ar paotr, goude koan, n’en deus ket graet eur c’housk ?

SEZNI
Penaos, eur c’housk ?

AN OFISER
Ya da, eur c’housk klouar ha kuñv,
dindanañ eur c’holc’hed heg eur penn-wele pluñv,

SEZNI, divarc’het
Petra ’ta? Penn-da-benn ’m eus kontet an darvoud.

AN OFISER
Me a gav d’in avat n’ec’h eus ket kontet tout.
En eur ziskouez gwele Del.
Ar gwele-se, hini da verc’h eo, pe eun all ?

SEZNI
Hini va merc’h.

AN OFISER
Neuze an den, pe me ’zo dall,
’zo bet ennañ, pa ’z eus pluñv en e vleo mesket.


SEZNI
Me ’m eus soñj… War ar bank e krogas da gousket,
eun druez e welout. Ma teujomp da lakat
d’ezañ dindan e choug eur penn-wele pluñv mat.

AN OFISER
Bravoc’h-brao ! Setu eun istor eus an dibab !
N’eus tamm abeg enni… nemet n’eo ket kredapl.
Eun istor all avat hag a zo kalz bravoc’h
a c’hellan konta d’it.

SEZNI, gant anken.
Pe istor a ouzoc’h ?

AN OFISER
E gwir n’ouzon netra. Eur soñjezon n’eo ken.
P’iec’h ez oas en noz-mañ, pa erruas an den,
se ne sell ket ouzin. Ne weler, ne baker.
Ha goude se, pa ’z out bet distroet er gêr,
te ’c’h eus kavet an den e gwele da vugel.

SEZNI
Se ’zo faos.

AN OFISER
Se ’zo gwir, sklaer hag anat, evel
an heol o skedi du-hont a-us d’an aod.
Er gwele-mañ eo sur eo bet kousket ar paotr.
Da verc’h ivez ’oa er gwele, eun dra serten
diouz he gwiskad. Hogen ar gwele all ’zo yen.
E komzou all, an daou ’oa en eur gwelead.
Te ’zo bet droug ennout… N’eo ket se eo. den mat ?


SEZNI, gant kounnar.
Gaou a lirit, gaou a lirit e-kreiz ho fas !

AN OFISER, a lamm war-du Sezni ; hogen, degouezet dirazañ, sioulaat a ra ; ma lavar gant madelez.
M’hen anzav, paour kaez koz, an taol a zo divlaz.
Mes chom dichal. Ar Justiz, pe me ’zo mezo,
hep da zidamall krenn, sur az tigarezo.
N’eo ket eur muntrer eo ’n hini a laz ar paotr
a zegasas d’ezañ, hag en e di, ar saotr.
Evel-se ’man ’n afer penn-da-benn, n’eo ket ’ta ?
Lar eveldoun hepken ; me ’arañjo an dra.

SEZNI
Arañjet mat eo tout. C’hoaz ha c’hoaz e laran
n’oun ket bet eus ar gêr, abaoe dec’h da goan.

AN OFISER
Daoust ha te ’gredfe toui se dre da le ?
SEZNI, goude beza marc’hatet eur predig.
Memes tra.
D’ezañ e-unan.
Me ’zo mestr war repoz va ene.

AN OFISER, d’ar Serjant.
Aheurtet eo an den. Hon amzer a gollomp.
Interoji testou ’vo gwelloc’h, mar gellomp.
Ar seurt aferiou-se, nag ifernus eur bec’h !

AR SERJANT
Ha c’houi a blij ganeoc’h interoji ar verc’h ?


AN OFISER
Ar verc’h ? Bo.
Ar Serjant a ya war-du Del. An Ofiser e c’halv en-dro.
Petra ’dalv avat Sellit outi :
en em c’hraet int bet sur. Ha tud all ’zo en ti ?

AR SERJANT
He, aotrou letanant, bez’ ez eus ar vatez.

AN OFISER
Ar vatez ? Esaeomp,

AR BIZITER, da Von.
Dedosta, manantez.

AN OFISER, da Von.
Da vestr, lar : daoust hag heñ ’zo deuet d’ar ger abred
en noz-mañ ?

MON
Va mestr-me ?
Diskulia a ra ar spi.
N*eo ket aet kuit tamm ’bet.

AN OFISER, d’ar Serjant.
A-unan int, pardiach !

Da Von.
Selaou ervat, plac’h koz.
Mar lerez ez eo aet da vestr, e-pad an noz,

er-maez eus an ti-mañ, eur pennadig hepken,
hennez a vo laosket e librentez souden.
Mar kendalc’hez avat gant ar gaou, hep douetañs
e vo-heñ konduet hep dale d’ar botañs
lia krouget, selaou ’ta, eur gorden ouz e c’houg.

MON
Chomet eo bet va mestr er gêr, an nozvez tout.

AN OFISER, d’ar Serjant
Netra d’ober ! It ’ta !

AR SERJANT, da Von.
Lak evez mat, maouez.
Bremañ ’man ar c’hoari gant da silvidigez.
Poan ar C’haouiaded a ouzout, en Ifern ?
Laboused hirvegek a grigno da eskern,
ha gant o loaiou bras, an diaoulou gornek
a ziskargo eoul tomm ha ploum teuz en da veg.

AN OFISER
Te ’oar ar stal bremañ ? Ha c’hoaz e liri gaou ?

MON
Va mestr ’zo bet er gêr a-hed an noz, m’hen tou.

AN OFISER
Aet da foar an Diaoul !
Mon a ya d’he flas en oaled en-dro.
Mes setu tra nevez.
Piou eo ar femelenn, d’ezi giz eur baourez,
a remerkan eur pennad ’zo e-barz ar sal,
o sellout ouz al leur ha dre-holl o furchal.


AR SERJANT
Eur baourez kaez eo ar plac’h-se, va letanant,
na dennot tra diouti, pa ’z eo kollet he skiant.

AN OFISER
Interoji hounnez a fell d’in, war va feiz !
N’eus evel ar re foll evit larout traou reiz.

AR SERJANT, da Zel.
Dedosta da respont d’an aotrou ’n ofiser.

AN OFISER, da Fant.
N’az pez aon, paourez kaez, ha respont distag-kaer.
An den a oa aze, maro, te ’oar piou eo ?

FANT
Hen gouzout a ran sur.
Kuzulik.
Hennez ’zo mab ar roue.

AN OFISER
Mab ar roue ? Disteñget ! Lar eun nebeut bremañ :
pa ’z eo-heñ bet lazet, ha te ’oar pe ’vit tra ?

FANT
Evit kaout e ene sur о deus e lazet.
Mes c’houi n’ ho po ket, n’ho po ket,
peogwir em sac’h emañ kuzet.
Nann, te n’ez po ket, aotrou letanant,
en desped d’ar moustajou koant…
Hag ez a da floura e vourrou d’an Ofiser.


AN OFISER, en eur sevel raktal.
D’al lark !
Fant a ya da gaout Del, a grog en he dourn hag he c’has a-gevret ganti er gambr e-kichen.
An Ofiser a ya war-du ar goueled, hag a wel ar Geder-Mor war an treuzou.
Sa, te, paotr ar mousked. Te ’zo eus ar ged-mor ?

AR GEDER, dreo an tamm anezañ.
Ya da.

AN OFISER
Lagad lemm ’c’h eus, moarvat, ha skouarn digor ?

AR GEDER
’Vit sur.

AN OFISER
Mestr an ti-mañ, ha te e anavez
diouz e welout ?

AR GEDER
Sur mat.

AN OFISER
Hen anaout a rafes
e-kreiz an noz zoken ?

AR GEDER
’Rin sur, pe ma vin dall !


AN OFISER
Ha te ’c’h eus e welet e-pad an nozvez all ?

AR GEDER
Nann, n’em eus ket.

AN OFISER
Neuze, e abadenn ’vo fall.

AR GEDER
E abadenn ? Penaos ?

AN OFISER
Ya da, eun abadenn
ma ’z eus ganti, aon bras am eus, c’houez ar gorden.

AR GEDER
Aotrou, gortozit ’ta. Pa sellan klok ha kloz,
e teu d’in soñj ma ’z omp en em gavet henoz.

AN OFISER, kuzulik, d’ar Serjant
Mat, setu-ni ennañ. Aze emañ an dalc’h.
En taol-mañ, me ’gav d’in e vo konfus hor moualc’h.
D’ar Geder-Mor.

Geder, a-berz ar Roue eo d’it gourc’hemennet
laret p’iec’h ’oa hennez, ’pad an noz tremenet.

AR GEDER
Aotrou, m’hen tou Doue, edo e-barz an ti,
en e wele, klañv-bras, eur wir verzerinti.

AN OFISER
En e wele ? Na te da-unan, p’lec’h ’oas-te ?


AR GEDER, abafet.
Aotrou, me n’em eus soñj ebet a gement-se.
En em denna a ra buanik.

AN OFISER, d’ar Serjant.
Folla ’rin evit sur.

AR SERJANT
C’hoaz, hennez ’zo leal.
Mar respont er c’hiz-se, petra ’ray ar re all ?

AN OFISER
Va fosupl am eus graet ; ne dennimp ger dioutañ.
M’e lez e gi gantañ. Chas all ’m eus da foeta.
Pa ’n em anzav kablus, n’eo ket d’in, goude holl,
mirout da hennez e vuhez, mar kar he c’holl.
Da Sezni.
’Vit ar wech diweza, larout gwir ’zo ret d’it,
da zeklarasion pa vo laket dre skrid.
D’ar Serjant.
Ha c’houi ’zo prest, serjant ? Aozit ho pluennou.

AR SERJANT, goude beza aozet e skritell hag eur roll paper, da Sezni.
Pe ano ’c’h eus ?

SEZNI
Perak kement a c’houlennou ?
Laka penaos n’oun ket bet er-maez eus ar gêr,
ha, pa vo skrivet tout, me ’sino ar paper.


AN OFISER, en eur sevel raktal.
Bo. Krogit ennañ, ha, chadennet-mat,
d’an Almirote kasit-heñ timat.
Mont a ra kuit.
En hevelep poent, Del a zeu tre, ganti he dilhad gouel.

SEZNI, o vont da Zel.
Va merc’h, echu eo holl. Ganin eo graet ar stal.
N’en em welimp ket ken, nemet en eur bed all.
Te ’c’hallo mont er vro sounn da benn hag hep mez.
ha me ’vo enoret va ano em lignez.
Del a chom dilavar, stouet he fenn.
Sav da benn ’ta, bugel, ma vo d’in em prizon
da sellad diweza da souten va c’halon.
An dra graet a zo graet ; ennout n’eus nep abeg ;
n’omp nemet plouzennou gant Doue galloudek.
Ha mar am eus pec’hed en da andred, va Del,
me ’c’houlenn da bardon er vuhez eternel.

DEL, gant eur mousc’hoarz dous ha tener.
O pebez dudi eo kousket
war galon ar muia-karet…

SEZNI, goude beza argilet gant ar strafuilh.
Ar pez en deus laket, Doue ’c’hall e denna ;
Heñ a ra mat kement a ra.
En em blega a ra dirak Del en eur ober sin ar groaz. Neuze e komz ouz an dud bodet e goueled ar choarilec’h.

E-keñver ar re foll, c’houi a oar ho tever,
ha penaos eus o c’homz n’eus stad ebet d’ober.
Mont a ra d’en em lakaat etre daouarn an archerien ; ar re-mañ a gas anezañ kuit.
Ar gouerien a oa war ar c’hoarilec’h a ya kuit war e lerc’h.
Neuze e klever eur c’hloc’h o tiñsal an anjeluz.

DEL
C’houi ’glev ar c’hloc’h o son ?

MON, en eur zaoulina.
Kloc’h an Anjeluz eo.

DEL
Ket. Evit an eured e vez galvet du-se…

FANT, a zeu da gaout Del.
Ofis an Anaon a ziñser war an traez.
Deus, poent eo. Ha bez soñj da gas da levr ganez.

DEL, he levr ganti, a ya kuit a-gevret gant Fant en eur vouskana.
Eul lestr a zo deuet war ar mor,
emañ mab ar roue ouz e vord…


AR OUEL A ZISKENN GOUSTAD


DIWEZ


  1. Distaget e saozneg tost da vat "Sedni".