Ann hini oa et da welet he vestrez d’ann ifern

Eus Wikimammenn
Mont da : merdeiñ, klask

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout An hini oa aet da welet e vestrez d’an ifern.

Gwerziou Breiz-Izel. Chants populaires de Basse-Bretagne.
Édouard Corfmat, 1868  (Levrenn I, p. 44-46)
◄  Janet ar Wern Ann hini oa et da welet he vestrez d’ann ifern Janedik ar zorseres  ►



ANN HINI OA ET DA WELET
HE VESTREZ D’ANN IFERN.


————————


   Sklezrijenn euz ann ef breman a c’houlennan,
Euz ar Werc’hez-Vari, wit gallout esplikan

   Un exempl pitoïabl e-touez ann dut iaouank,
Da gement ’zo er bed ur mezelour patant.


———


   Em darempredi rent en ho bugaleaj,
Dre ma teuent en oad, a rent c’hoas davantaj,

   Em darempredi rent koulz en noz hag en de,
Hep diskouez nep doujanz euz a c’halloud Doue.

   Met un dra gri deuaz ewit ho separi ;
Ar plac’h deu da verwell, iaouank ha dizoursi.

   Pa well ann den iaouank marw he vestrez fidel,
E em strinkaz ’n ur gouent, e-touez ann dut zantel,

   Lec’h ma pede Doue, koulz en noz hag en de,
’N esper gwelt he vestrez, ’vel pa oa en buhe.

   Un de m’oa ar c’hloarek en pedenn en he gambr,
Ann Diaoul aparisaz en giz d’un den iaouank.

   — Pegement, eme-z-han, a roï-te d’in-me
Wit gwelet da vestrez, ’vel pa oa en buhe ? —

   — Me a zo ur paour keiz n’am euz ket a voïenn,
N’ ’m euz met ur blatinenn c’houezet en aour-melenn ;

   Nep raï d’in hi gwelet, hep kavet nep ofanz,
hen do ma flatinenn, o ia en asuranz. —

   Tapout ’ra krog en-han evel en ur bugel,
Nijell a ra gant-han dreist ann tier uhel.

   Arruout a rejont ’n un ale vraz meurbed,
Er penn-all ann-ez-hi un or vraz houarnet.

   P’arruaz ’tal ann or, d’ez-han eo digorret,
Dre m’oa euz ann ifern un diaoul inkarnet :

   Mont a eure gant-han en ur gambr a goste,
Lec’h m’ welaz he vestrez, vel pa oa en buhe ;

   Laket oe ar c’hloarek a goste en ur gambr,
Lec’h ma wel he vestrez en ur gador ardant.

   — Laret d’in, ma mestrez, ha c’hui ’c’h euz aze poan,
Seblantout a ra d’in ez oc’h en kreiz ann tan ? —


   — Oh ! ia sur, eme-z-hi, mad hallet kredi-ze,
Me n’am euz tam repoz nag en noz nag en de. —

   — Petra ann traou hudur ’zo ouz ho tiou-skouarn,
Iffom dac’h ho pisaj, ho treid hag ho taouarn ? —

   — Holl serpanted ’nn ifern am devor de-ha-noz,
N’am euz ket digant-he ur momet a repoz ;

   Ma zreid ha ma daouarn, ma izili ’samblez,
A zo ’vel un houarn o tont euz ar forniez ! —

   — Laret d’in, ma mestrez, na ve ket a voïenn
Da dont d’ho delivra a boaniou ann ifern,

   Gant iün hag orezon, pedennou mad laret,
Aluzon d’ar baourienn, oferniou selebret ? —

   — Iünou, orezonou, pedennou mad laret,
Na reont met kreski poan un ine daonet. —

   — Adieu ta, ma mestrez, pa ’z eo red partia,
C’hoant ’m euz d’ho ambrasi wit ar wes diweza ? —

   — Salv-ho-kraz, servijer, wit-ze na refet ket,
Rag gant tan ann ifern c’hui a ve sur dewet. —

   — Adieu ta, ma mestrez, pa eo red partia,
Me ’reï h’ gourc’hemenou d’ho c’hoarik bihanna. —

   — Oh ia, ma servijer, oh ! ia, na vanket ket,
Grit ma gourc’hemenou, ha deuz ma feurz laret,

   Na vo ket familier re gant ar galanted,
Gant aoun, siouas Maria, na ve iwe daonet ! —


Kanet gant Mari-Job KADO, paourez koz.
Kerarborn, 1844.


─────────