Dioc’h pep troad ne mad peb botez,
Na da bep goaz, mad pep maouez.
Ar c’hrek vad zo didroidel,
Hag he oaled divogidel.
Ma vije koanteri kar tost da vadelez,
Warc’hoaz kenta rafenn skoulm ar briedelez.
Hogen dre n’ema koant ha mad oc’h en em glask,
Em beuz aoun na ve d’in re lusiet va fennask.
Lavaret a vez great, ha n’eo ket heb abek,
E vez ar gaera merc’h aliez ar falla grek.
Kalz dimeziou a zo, nebeud gant tud a skiant.
Oc’h mil den a zimez, da vihana nao c’hant
Ne gemeront na skouer nag ali e nep lec’h,
Ha da noz ho eured ho devez keuz war lerc’h.
Enn ho zouez, da gentel, ez ann da gemeret
Eur goaz glac’haret holl da veza dimezet.
Nec’het, mar boe biskoaz, e kasaz da bourmen
He c’hrek, penn digabestr, pizen, berr a lostenn.
Ne gave netra vad, netra ’vel ma voa red ;
Gant ar ier e c’hludet, divezad e savet ;
Brema gwenn, goude du, kant ha kant tra ouc’h-penn ;
Ann dud ia enn egar, ann ozac’h a skanbenn.
— « Ar mestr a zo re vak, ar mevel didalvez,
» Ne rear nemet redek ha frita ann danvez ;
» Evel-hen eo he-man, egile evel-hont.
» Deuz ama, te koz paotr ! plac’h louz ; kea te du-hont !»
Setu aze, paotred, it ’ta da zimezi,
Evit klevet bemdez bourouel, cholori !
Eunn dervez abafet gant trouz ar zoroc’hel,
He ozac’h he c’has kuit da ober he zrabel,
Da ziouall war ar meaz kezek, ha saout, ha moc’h.
Nebeud amzer goude, o kredi voa furoc’h,
Ann ozac’h he galvaz. — « Petra reac’h-hu, ’me z-han,
» Epad ma voa hep d-hoc’h ken didrouz ann ti-man ?
» Da veza brema reiz ha deut oc’h, m’her goulenn ? »
— « Roit peoc’h d’in, eme z-hi, bemdez e kounnarenn,
» Pa welenn, ’vel ama, ann dud ken didalvez ;
» Kousket ha dibri boed, setu a reant bemdez.
» Kaer am boa-me prezeg, den ne rea van ebed,
» Hag e-leac’h trugarez dismeganz am beuz bet. »
— « Ken hegaz hag eur giez oc’h ann holl oc’h harzal,
» E kement leac’h ma’z it ne rit nemet krozal,
» Ha c’hoaz c’houi ho pe c’hoant da gaout digemer mad !
» Ma ne c’hell ho pried kaout ar peoc’h eur pennad,
» Petra raio neuze, lavarit, mevellou ?
» Da denna ho alan mar savont ho fennou,
» Em oc’h out-ho rak-tal o iudal a-boez-penn !
» Ha me ranko noz-deiz choum sioul enn ho kichen ?
» Kenavo evit mad ! Mar teu d’in biken c’hoant
» D’ho koulenn a-nevez, grek re fur ha re goant,
» Me fell d’in er bed-all, evit va fec’hejou,
» Kaout diou c’hrek evel d-hoc’h d’am brouda gant spillou. »