Mont d’an endalc’had

Ann Aer hag ann tamm dir

Eus Wikimammenn


ANN AER HAG ANN TAMM DIR


Gwechall e voa eunn aer o choum tost d’eur c’hofel.
(Koulz amezek hag hen a vije bet kavet)
Eunn dervez m’en doa naoun, o furcha ken a c’hell
Da glask eunn dra bennag dre ann hernach kalet,
E kavaz eunn tamm dir ne voa bouk da zuna.
Ann aer a stag gant-han o kredi he grignat.

Ann tamm dir a lavar, hep kaout aoun na krena :
— « Labour as peuz kavet ; kaer as po rigouignat
» Ha gwaska gant da zent, zo lemm a lavarer,
» A-raok ma tistago diouz-in-me eur begad,
        » Nag ann distera tamm,
        » Koz tamm aerik flemmer,
» Vezint, evel bruzun, torret enn da garvan.
» Me n’am beuz aoun e-bed nemet rak ann amzer.»

Evel ar c’hoz aer-man, sperejou zo forc’hek
Ha n’int mad da netra nemet da glask flemma.
Flipata kre a reont ha c’hoari gant ho bek
Oc’h kement a zo mad evit ho diframma.
Ha pa ve, evel dir, kalet ho zouchennou,
Ar pez zo gwir ha mad ne vezo fall na gaou.