An ti satanazet/17

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   XVI XVIII   ►


SEITEKVET PENNAD
Daou besketaer eus an dibab


Job ha Lom a yeas eta betek bag ar Giouidig, staget gant ur gordenn ouzh ribl ar stêr Aon. Diskoulmañ a rejont ar gordenn ; mestr ar vag a zegouezhe war o lerc’h, ur c’hrap gantañ war e skoaz.

— « Dal ! » emezañ, en ur reiñ ar c’hrap da Job ; « chañs vat deoc’h ho-taou ! »

Job ha Lom en em gave eta war bord ar stêr, kordenn ar vag etre o daouarn. Petra ober gant ar gordenn ha da belec’h mont gant ar vag ? Job ne ouie ket gwall vat, ha Lom ne ouie ket gwelloc’h.

A-benn ar fin, Job a lavaras :

— « N’omp ket evit chom amañ evel daou azen ; ret eo deomp mont war-du ur penn bennak, d’al laez pe d’an traoñ, da labourat start… Soñjit ! Lom… hanter-kant lur eo koustet deomp evit tri devezh, ha n’em eus ket c’hoant da reiñ hanter-kant lur all a-benn fin ar sizhun. Pe, ma rankomp reiñ, c’hwi a vezo deuet ho tro. »

— « Che ! paour kaezh Job, me a zo ken paour !… »

— « Ya ! ya ! paour oc’h, paour evel Job. Mat, me eo Job, an taol-mañ, ha me a zo paour evel Lom. An hanter-kant lur am eus roet da Yann bremaik ne oant ket din, kredit hardi, nemet arc’hant prestet din, netra ken. C’hwi a raio evel em eus graet : c’hwi a bresto. »

— « Mat, me ’bresto… ma kavan d’ober. »

— « Ha bremañ, labouromp, Lom ! Sachit ’ta war ar gordenn. »

— « Da belec’h emaomp o vont ? »

— « D’al laez… d’al laez, betek ar skluz m’eo bet gwelet Herri Karreg-al-Louarn o vont dreist, disul diwezhañ. Ni a grogo eno gant hol labour, ha ni a ziskenno bep un tammig, bep un tammig, en ur furchal ar stêr. Hep urzh ne reer ket labour vat. »

Ar baotred a lakaas ar gordenn war o skoaz hag int sachañ ha sachañ start, rak ar vag a oa pounner-kenañ. Mont a reas mat an traou e-pad un abadennig. Mes ar vag, e-lec’h pignat reizh penn-da-benn d’ar stêr, a yae, he fri a-raok, da skeiñ ouzh ar ribl. Ha netra d’ober evit lakaat anezhi da sentiñ ouzh ar gordenn, evel m’o doa c’hoant an daou varc’h kolier.

— « Lom, » eme Job, « n’omp ket evit kenderc’hel da vont a-raok, en doare-se, pe ne zegouezhimp ket betek Penn-ar-Pont a-raok ar c’huzh-heol. It e-barzh ar vag, ha me a sacho ! »

— « Ha petra ’rin e-barzh ar vag ? »

— « C’hwi a gemero ar roeñv, ha, gant ar roeñv, c’hwi a viro ouzh ar vag da skeiñ he fri ouzh ar ribl. Kompren a rit ? »

— « Kompren a ran, mes… mont e-barzh ar vag ?… heu !… »

— « Aon hoc’h eus mont e-barzh ? Mar karit ez in, Lom, ha c’hwi a sacho hoc’h-unan, neuze… »

— « O ! nann Job, c’hwi a sacho… »

Ha Lom er vag.

Ha Job o sachañ.

Job a reutae e zivesker, me hel lavar deoc’h ; rak ma oa pounner ar vag da nerzh daou zen, pounneroc’h e oa c’hoazh da nerzh unan hepken, dreist-holl p’en doa lakaet Lom e gorf hir e-barzh.

Mont a reas ar vag pounneroc’h-pounnerañ, pe, da vihanañ Job a grede se. Gwiroc’h e vefe lavarout e oa aet skuizh an tamm anezhañ. Kavout a rae dezhañ e oa ur rejimant a-bezh er vag. Siwazh dezhañ ! ne oa ket evit ober un disterañ diskuizh, rak an dour a oa bras hag an tizh a vounte dalc’hmat ar vag war an tu enep. Job a oa troc’het e skoazh.

— « Lom, heñchit reizh ar vag ’ta ! »

— « Heñchañ mat a ran anezhi, Job. »

— « Ne rit ket. Mont a ra he fri da skeiñ ouzh ar ribl ! »

— « Ne da ket, Job. »

— « Mont a ra, pa lavaran deoc’h. »

— « Pa lavaran-me, ne da ket… Oc’ho ! oc’ho !… »

Job a gouezhas war e fri ; Lom a hope evel ul leue o vont da veuziñ. Petra ’oa c’hoarvezet ? — Ar gordenn ya ! kordenn ar vag a oa torret ! A ! pebezh abadenn an diaoul neuze, d’an eur-se eus an deiz, war vord ar stêr ! Satanaz e-unan o vlejal e-leizh an ifern n’en dije ket graet muioc’h a drouz eget Lom o hopal er vag :

— « Sikour ! Sikour ! Sikour din ! Beuzet e vin. O ! o ! »

Job a redas war-lerc’h ar vag evit klask pakañ ur penn eus ar gordenn dorret. Allas ! allas ! ar vag a rede buan d’an traoñ, ha, gwashoc’h c’hoazh, aet e oa da greiz ar stêr.

— « Lom, Lom, kemerit ar roeñv ! Roeñvit ’ta ! Na hopit ket, mil tanfoeltr ! »

Lom, avat, ne gleve ket.

Mes tud a glevas er parkeier tro-war-dro, hag unan anezho a oa Yann ar Giouidig. Buan, buan e redas betek ar stêr.

— « Chesus ! emezañ, ur gwalleur a zo c’hoarvezet ! Lom a zo o veuziñ !… »

Displegañ deoc’h ar gounnar a yeas ennañ, pa welas e vag o vont buan d’an traoñ, gant tizh an dour, a vefe un dra diaes din. Fuloret, satanazet e oa. Hopal a rae :

— « Va bag ! va bag ! A ! va bag !… »

Ha Lom a hope diouzh e du :

— « Sikour ! sikour !… »

— « Stankit ho kenoù ! Lom, pa ne vefe nemet gant ar vezh, » a lavare Job.

« Bremaik parrez Lotei a glevo hon istor, » a soñje-eñ.

Yann a rede a-hed ar stêr war-lerc’h e vag ; Job war-lerc’h Lom ha Lom ne ouie mui na pelec’h e oa na war-du pelec’h edo o vont.

— « Va bag ! va bag ! » a rae Yann.

— « Peoc’h deomp ! ’benn ar fin, » eme Job. « Setu aze ur ganaouenn : va bag ! va bag ! N’eo ket deoc’h da soursial outi hiziv peogwir eo bet paeet deoc’h… »

— « Paeet ! Paeet ?… »

— « Ya, hanter-kant lur am eus roet deoc’h bremaik. »

— « Mes, paotrig, va bag a dalvez tri c’hant lur. »

— « Tri c’hant ar vag hag hoc’h eus bet ar front da c’houlenn hanter-kant diganeomp evit un devezh labour pe zaou ? Sell ! me ’garfe ez afe dreist skluz ar Prad-Hir, ha goude, da foñs ar stêr. Laer brein ! »

— « Laer ! me ? »

— « Ya, c’hwi, c’hwi ; laer oc’h sur, rak n’eus nemet al laeron hag a zeu pinvidik. »

— « O ! o ! » a reas Yann.

Edo o vont da reiñ ur predad da Job, pe, d’an nebeutañ, da glask ober, pa welas Lom o lammat er stêr pa oa tostaet ar vag ouzh ar ribl. Eürusamant evitañ — rak Lom ne ouie ket neuiñ mat — e kavas ur garreg dindañ e dreid ha geot hir e-kichen da gemer peg enno. Ha setu savetaet Lom.

Yann ar Giouidig, avat, a oa aet klañv :

— « Ha va bag ? ha va bag ? »

— « Ho pag », eme Lom, kounnaret ivez, « a zo mat e-lec’h m’emañ. »

— « C’hwi a baeo anezhi. Tri c’hant lur eo koustet. »

— « Ne roin ket deoc’h ul liard toull zoken. Me eo a c’houlenno diganeoc’h… tri c’hant lur. »

— « Koll va bag ha reiñ arc’hant deoc’h c’hoazh ? ’M eus aon emaoc’h oc’h ober goap ouzhin. »

— « Priz ar vag a c’houlennan diganeoc’h evit priz va buhez… Ken buan e vijen bet beuzet abalamour d’ho kordenn flaerius. Ni hon eus feurmet ker, ha n’eo ket traoù kozh a oa da vezañ prestet deomp. Ho kordenn gozh a gousto ker deoc’h, paotr ! »

— « O ! kement-se, Lom. »

— « Ya, dirak an tribunal. »

— « Gwelloc’h eo deomp, Lom, lezel an afer-se a-gostez. Va bag a zo kollet marteze, ha c’hwi a zo saveteet. Na chikanomp ket war gement-se. »

Ha Yann d’ar red da skluz ar Prad-Hir da gemer ar vag all evit herzel ouzh e hini da vont dreist.

— « Ur gordenn nevez ! ur gordenn nevez ! » a soñje Yann, en ur vont. « Ya ! ur gordenn ganab d’o stagañ ouzh ar groug… »

Lom, eñ, gleb evel ma ouzoc’h, a gemeras hent Lanurgad, a-dreuz ar parkeier. Job a gerzhas war-du Landremel ; ur penn teñval a oa staget outañ. Soñjit ! edo o vont da lavarout lakaat ar sukr, ar c’hafe, ar chikore war goch ar butun !… N’en doa ket bet a chañs.