An ti satanazet/12

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   XI XIII   ►


DAOUZEKVET PENNAD
An Anken e kalon ar baotred


Pelloc’h, e kouezhas an anken e kalon ar baotred, gourvezet er foz, dindan ar raden hir.

Lom a c’houlenne digant Job :

— « Ha krediñ a ra deoc’h, Job, e teuimp a-benn eus hon taol ? »

— « Ha ma kred din ? Ha ma kred din ! Sur e kredan hag e kredan start ! ha, c’hwi, ne gredit ket mui ? »

— « Eo, krediñ a ran, mes… »

— « Mes petra ? Gant ar mes, an arabat hag ar panevet, ne rafe ket unan tro ar bed, hag hini ebet ac’hanomp ne c’hounezo an teñzor. »

— « An teñzor, an teñzor ! »

— « O ! Lom penn peul, bremañ ne gredit mui en teñzor ?… »

— « Eo, e teñzor Kastell ar C’hraneg. »

— « Hag e hini ar voereb ? »

— « Nebeutoc’h, evel just, peogwir eo diwallet mat. »

— « Koulskoude hemañ a vo deomp hag hennezh all ne vo ket. »

— « Hemañ a vo deomp ! Hum ! Aze emañ an dalc’h. »

— « A ! Lom, c’hwi hoc’h eus huñvreet henozh e teñzorioù, e palezioù leun a aour, a berlez hag a vein prizius, hag, er mintin-mañ, en ur zihunañ hoc’h eus kavet blaz gwall-c’hwerv gant aer Lanurgad. Me n’on ket ker figus, hag e kavan, hiziv, blaz mat gant aer ar menez. Rak, me a lavar deoc’h un dra ; en armel ar voereb kozh ez eus ur bern aour, ur bern aour, a lavaran deoc’h ; klevout a rit ? Ur bern aour ! »

— « Sur oc’h ? »

— « Sur on. »

— « Touit ! »

— « Touiñ a ran. »

— « Neuze, » eme Lom, « emañ an traoù gwelloc’h eget ne soñje din, mes… »

— « Mes petra ?

— « N’eo ket un dra gristen ar pezh emaomp oc’h ober ; un dra spontus eo zoken hag a vezo tamallet deomp atav gant hor c’houstiañs ; klask lazhañ hor moereb ! ! »

— « Arsa, Lom, c’hwi a zo drol hiziv, ’vat ; gouzoul a rit eo klañv hor moereb, klañv gant ar c’hleñved ha gant ar gozhni ; gouzout a rit ivez eo frailhet he c’halon gant ar glac’har abaoe m’eo bet beuzet Herri ; ha kas anezhi d’ar bed all, da lavarout eo, disammañ anezhi eus he foanioù, ne vefe ket un dra ken digristen-se. »

— « Hum ! digristen e vefe, kazi sur. »

— « Mar deo un tammig digristen, ne dalvezo ket deomp tan an ifern. »

— « O ! fidandoustik ! arabat ! arabat e vefe ! »

— « Hor moereb a zo kozh, » a gendalc’he Job, « hag evit dezhi mervel hiziv pe warc’hoazh, an dra-se a zo ingal. Me ’zo sur ez eus mall warni mont ac’han. »

— « N’ouzon ket, o ! »

— « Mat, me ’oar, Lom, ha gouzout a ran ivez ez aio ar yalc’had gant ar merc’hed, ma ne daolomp ket evezh. N’eus ket bet lavaret deoc’h ouzhpenn ur wech ! « O ! c’hwi, Lom, a zo debret ganeoc’h ho fortun, mil bell ’zo ? » Debret gant evadeg, fumadeg, ha me oar ! O ! eus an dantelezh, ne vez ket komzet, na, kennebeut, eus ar perlez ! »

— « Nann ’vat, Job, morse ne vez komzet en ti, dirazon, eus dispignoù ar merc’hed. »

— « Feiz, n’eo ket souezhus ; n’eus gvazed nemedoc’h er gêr. »

— « Gwir eo. »

— « Mat, hiviziken, ni a lezo ar merc’hed da gontañ o istorioù… ha da ziskontañ eus o fortun heritaj ar voereb kozh rak hennezh a vo deomp, kousto pe gousto. Mari n’he deus mui nemet tri pe bevar devezh da vevañ ken ha, marteze, nebeutoc’h ; an dra-se a vo hervez… gouzout a rit petra. »

— « Ha c’hwi a zo sur, Job, he deus arboellet ar voereb kalz arc’hant ? »

— « Pase sur on. An arc’hant, pe, kentoc’h, an aour a zo kuzhet e goueled an armel, dindan al liñserioù. »

— « Hag ez eus kalz anezhañ ? »

— « Ret eo bet lakaat ur planken derv nevez dindan an armel, evit herzel ouzh ar pouez. Me va-unan am eus gwelet Herri — Doue r’ e bardono ! — o stagañ ar planken-se, ha c’hoazh e oa bet gwall-nec’het, o welout ac’hanon o tont d’an ampoent e-barzh an ti. Soñjit ! kement taol a skoe evit poentennañ ar planken nevez, a lakae an aour da stirlinkat er goueled. Paket berr an tamm anezhañ, Herri a lavaras din : « Un tamm houarn kozh bennak a zo bet disoñjet e goueled an armel. » Houarn kozh, a lavaran-me ! Herri ne oa ket bet pell o lezel ar planken da stagañ hag o lavarout din : « Job, azez ma kemerimp bep a chopinad sistr ! » Ha, keit m’edomp oc’h evañ hag o kontañ, Herri a selle atav ouzh traoñ an armel hag a selaoue, aon gantañ, emichañs, klevout un draskadenn spontus bennak ha gwelout e aour o ruilhañ war al leur-di. Hein ! Lom, krediñ a rit bremañ ez eus aour en armel Mari Karreg-al-Louarn ? »

— « Bremañ eo ret din krediñ. »

— « E c’hellit krediñ start ha hardi ! Ha pa soñjan en doa c’hoant ar paour kaezh Herri reiñ din da grediñ e oa houarn kozh en e armel ! Soñjit : houarn kozh ! »

— « Ha ! ha ! ha ! »

— « Chut ! Lom, arabat c’hoarzhin kreñv ! Koulskoude, an istor a dalvez ar boan. Bremañ, eta, gant an heritaj a gavimp eno, ni a c’hello diverkañ kement tra hon eus lakaet war ar c’hoch en ostalerioù Landremel… »

— « Hag ar gerent all o welout goullo an armel ?… »

— « A yelo droug enno. N’eus forzh ! Herri a zo beuzet, ha Mari a vezo marv, ha ne vezo test ebet evit lavarout : ul laer bennak a zo tremenet dre an ti. »

— « Ni a vezo laeron, neuze ! »

— « An dra-se n’eo ket laerezh, an dra-se ’zo en em sikour. Ha ma hoc’h eus kement a geuz da zont ganin, me a gendalc’ho va-unan gant al labour, ha va-unan… »

— « O ! me a yelo ganeoc’h ha ni a lodo, hein ? »

— « Ya, hein ? Ha ! Lom baour, pec’hedoù brasoc’h eget ar re-se a vez graet bemdez. Kas a raimp da benn hon taol, ma ne da den ebet da welout ar voereb e Karreg-al-Louarn. Mari a gredo dezhi e vezo bet spontet an holl dud er c’hêriadennoù tro-war-dro, pa ne gredo hini ebet anezho tostaat. Sur e soñjo, neuze, eo satanazet an ti, ha, gant ar spont a gemero, ne bado ket daou zevezh. »

Chom a rejont dilavar ur pennad.

Stad a oa en daou abostol, m’hel lavar deoc’h.

— « Ha, dreist-holl, Lom, livirit emañ gwelloc’h ar voereb, ha ne fell ket dezhi gwelout den, na kar na par ! Rak, ma ’z a tud da welout anezhi, neuze e teuio tud da ziwall anezhi, e-pad an noz, ha kenavo an heritaj ! »

Job a savas e benn eus ar foz, a-douez ar raden hir hag a daolas ur sell er waremm. Ne zaleas ket da stouiñ e benn, rak bolodoù un tenn fuzuilh a c’hwitellas dreist ar c’hleuz, hag a nijas tost dezhañ. »

— « Manket ! » a lavaras un den.

Ur c’had a lammas er waremm hag, e tri pe bevar lamm he doa gounezet an tu all, an tan, ha neket ar plom, en he fenn a-dreñv. Pell, pell, war he lerc’h, ar c’hi a harzhe en ur waremm all.

— « Ar chase a zo digor, Job, abaoe disul ; gouzout a rit ? »

Job ha Lom a savas eus o foz dañjerus.

En hent, daou chaseour a dremenas. Unan a lavare :

— « Deomp evel ar re all, da Garreg-al-Louarn. M’emañ Paolig eno, e vezo cholori. »

Job ha Lom a chomas alvaonet. Soñjal a raent : Evel ar re all ? Marteze parrez Lotei a-bezh he doa kemeret hent Karreg-al-Louarn !