An ti satanazet/1

Eus Wikimammenn
◄   II   ►



PENNAD KENTAN
Raklavar


— « Piv an desketañ en ti ? »

— « Me, a respontas ar c’hi. »

Rak, gouzout a rit, va lennerion, gwechall-gozh al loened mut a gomze kerkoulz hag an dud, ha c’hoant bras am eus da lavarout : gwelloc’h.

Alanig al Louarn n’en doa ket e bar da livañ gevier fin, ha Job ar Bleiz da zisplantañ gevier gros. Mes an amzer-se a zo tremenet, siwazh ! hag al loened o deus moarvat dizesket meur a dra.

Piv ha petra a zo kaoz ?

Nec’het a-walc’h e choman va-unan. Evit kavout d’am goulenn ur respont dereat e vefe ret bezañ gouiziek e kement gouiziegezh, hag a-boan ma ’m eus-me uzet foñs ur bragoù war skiñvier ar skolioù.

N’ouzon nemet un dra : en amzer hiziv al loened a harzh, a c’hwitell, a vlej, a wic’h, a viaou, a hinno, a yud, a hud, a voud, a chilp, a glip, a goag, a c’hroag, a gan, a richan, a grougous, a roc’h, a doc’h, a soroc’h, a c’harm, a ragach, a c’hregach, a gloc’h, a youc’h, a razailh, a rizink, pep hini en e vod hag hervez e ouenn.

Eo, ar c’hegined, pa vezont distagellet mat, a zeu a-benn da zrailhañ meur a gomz, ha klevet em eus unan anezho en un ostaleri a Vro-Leon o lavarout da gement den a zeue en ti : « mezvier brein ! mezvier brein ! »

Paour kaezh kegin ! N’he deus ket bet a chañs, rak ur martolod yaouank (mezv-dall e gwirionez) ouzh he c’hlevout o hopal dezhañ : « mezvier brein ! mezvier brein ! » a yeas droug ennañ, a daolas e grabanoù war al labous paour, a blantas tro en e c’houzoug, hag a droc’has dezhañ e ganaouenn e ker berr amzer ha lavarout : ouf !

Nann, siwazh ! al loened ne gomzont mui evel diagent. Kollet eo ganto, e feson, o holl zeskadurezh. Ne chom ganto nemet un tamm skiant-prenet… ha prenet alies diwar o c’houst ha diwar o brasañ damant. Bremañ emañ amzer ar moto, an oto, ar vilo, ar c’harr-nij, ar marc’h-du, ar marc’h-dre-dan. Evit ar marc’h pevarzroadek, ’m eus aon ne vo mui kavet implij dezhañ bremaik nag ouzh karr nag ouzh alar ; implij e ti er c’higer, ne lavaran ket.

Ma c’houlennan eta diganeoc’h piv eo an desketañ en ti, ne vezin respontet na gant ki na gant kazh, evel en amzer gozh. Ar c’hi a zo o redek louarn pe o redek gad, hag ar c’hazh o logota.

Lezomp, avat, a gostez loened hag anevaled, pa n’eus hini ebet anezho em istor, ha gwelomp pelec’h omp degouezhet pelloc’h.

Me a c’houlenne eta diganeoc’h, va lennerion a Vro-Leon hag a Vro-Gernev : « Piv an desketañ en ti ? »

Na respontit ket holl asambles, na, kennebeut, diouzhtu, nemet goude bezañ taolet evezh bras er pezh a vezo bet goulennet diganeoc’h. An neb a ya re vuhan e deod en dro, a lavaro, mod pe vod, sotonioù. Rak an den a wir furnez, ne gomz morse dre bres.

Gouzout a ran, meur a zen n’anavez ket Lotei gwelloc’h eget ar C’hamtchatka pe ar Beloutchistan, ha, koulskoude, Lotei a zo ur barrezig vihan vrav a Vro-Gernev. Er gwasked emañ war ribl ar stêr Aon a red he dour goustadik, evel gant keuz, war-du Kastellin. Lotei n’eo ket anavezet, Lotei n’eo ket darempredet, ha, ma hoc’h eus c’hoant da vont di, ur wech bennak, taolit evezh mat gant aon da vont e-biou. Lotei n’emañ ket he anv nag er c’hroazhent na war ar mein-born. An hent bras a ya di n’en deus nemet dek rahouenn a ledander, ha c’hoazh an hanter anezho a zo goloet gant letonenn ar c’hostezioù. It e peoc’h gant an hent-bras-se hep aon da vezañ gwintet er foz gant ur c’harr-dre-dan bennak ! Ar c’hirri-dre-dan pa zegouezh dezho dont betek amañ a zo risklus dezho redek buanoc’h eget an dud ; setu perak ne vez ket gwelet al liv anezho gwall alies : d’an deiz kentañ eus ar bloaz, da sul Fask ha d’ar sulvezh diwezhañ a viz gwengolo, deiz ar pardon bras.

Na gredit ket emaon oc’h ober fae war va bro ; pell ac’hano. Lotei a zo ur vro ker kaer ! ker sioul ! ker peoc’hus ! Ar stêr en un tu, ar menez en tu all. Lotei a zo ur vro c’hlas, ur vro dudius, hag e vefe brav bevañ enni.

Evit da Lotei bezañ ur baradozig war an douar, ur baradozig didrouz e-lec’h ne glever nemet al laboused o kanañ er girzhier, rodoù ar c’hirri o strakal war an hent, pe skluz ar stêr vras o voudal en draonienn, Lotei he deus ivez hec’h istor hag istorioù a sac’hadoù.

Etre bourk Lotei-Landremel hag hini Sant-Kouli, uhel, uhel war an duchenn, dirak an hent bras, emañ Karreg-al-Louarn.

Ur gêr vihan e gwirionez ha ne deus enni nemet un ti hag ur c’hraou. Mat, an ti-se a zo bet satanazet ha marteze zoken, ar re gozh o deus dalc’het soñj : hanter-kant vloaz ’zo e teuas Satanaz e-unan da chom e-barzh an ti.

Gwelomp penaos.