Mont d’an endalc’had

An emzivadez (Ar C’hamm)

Eus Wikimammenn
Kroaz ar Vretoned, 1901



AN EMZIVADEZ
————

Anken bonner zo war ma hun,
Anken warnon pa’z on dihun,
Pa’z on dihun, pa’z on kousket ;
Ma flaneden a zo kalet.

Ma zerran lagad ’pad an noz
Ziouaz ! n’e ket evit repoz,
Gant hunvreou kri stravillet :
Ma flaneden a zo kalet.

Da c’houlou-de al lapousik
Drant ha zeder gan e zonik !
Ma c’halon-me zo glac’haret :
Ma flaneden a zo kalet.

Eur vam dener, eur vammik dous,
A brienta boed d’al lapous ;
Me ziouaz ! ’meuz mammik ebed ;
Ma fleneden a zo kalet.

An eon bihan, war e vodik,
Zo luskellet en e neizik
Ha me n’am euz kavel ebed :
Ma flaneden a zo kalet.

’Meuz mad ebed war an douar,
Netra, med anken ha glac’har,
Na tad, na mam, na kar ebed :
Ma flaneden a zo kalet.

Tud estren o deuz laret d’in
Ez on bet kavet war eur min
War dreuzou ’n iliz dilezet :
Ma flaneden a zo kalet.

Ar re vihan-all, tost d’o zi,
’N eil gant egile a c’hoari ;
Evidon plijadur ebed !
Ma flaneden a zo kalet.

Evite holl on dishane
Ha, pa dremenan tost d’eze,
E sellond ouzin zouezet :
Ma flaneden a zo kalet.

Ar vugale-all, ar paouran,
’Neuz tân da dommo ’pad ar goan
Ha me gren gant an anouet :
Ma flaneden a zo kalet.

Nemed er chapelik distro
Da rei d’in gwasked ha disc’hlo,
An noriou-all zo holl zerret :
Ma flaneden a zo kalet.

Daoust hag ar min ’lec’h oan lezet
Gant daërou ma mam oe glebiet ?
Kaër ’meus zellet piz, roud ebed !
Ma flaneden a zo kalet.

Daoust hag hen en-touez ar vein-be
E kavin roud a garante ?
Ziouaz ! ma c’halon chom sklaset :
Ma flaneden a zo kalet.

Na gavan na be na maro
Lakfe ma c’halon da dommo ;
Ma Doue, ganac’h ma c’haset :
Ma flaneden a zo kalet.

Antronoz daou El, daou Elik
’Nijaz gant korf gwenn o c’hoarik
D’ar baradoz gante kevred
’Lec’h n’euz ken planeden galet

An eün.


Trugare d’an eün (disanve, siouaz ! evel e « Emzivadez ») an neuz teurvezet kânan d’imp ar ganouen-man ken brao ! Deuet mad e vije, ma teufe, gwech ha gwech-all, da c’houlen digemer aman er C’hroaz ar Vretoned. Ouspen, perag na gas ket eun dra bennag evit hon c’henstrivadek Kevredigez-Vreiz ? Dorniet mad a-walc’h eo da zevel eur pez-labour.