Me zo eur paourkez emzivadez,
A c’hlac’har karget ma buegez,
Ma-unan e skuilhan daerou
Aliez…
Netra na skanva ma foanio
Garo !
Abred e kollis ma mam, ma zad,
N’am eus biskoaz oc’h anveet mad ;
Chom ma-unanig… O gwasan
Kalonad !
Tad ha mam ennoc’h e sonjan
Breman…
Kent mervel eur vam vadelezus
Deulas warnon eur zell truezus,
A laras gant eur vouez izel,
Ankenius :
— Petra ’ri hep mam, hep skoazel,
Bugel ?
Aboue dourek, dourek e ouelan,
Emzivadez kollet dre-aman,
Hep nerz, hep zikour, hep souten
A vevan…
N’am bo plijadur abed ken
Biken…
II
D’in-me ar vue a zo kaled,
Tolet, distolet on dre ar bed ;
C’hoaz ne gavan ket… Evidon
Poan-spered !
Karante dener eur galon
Wirion,…
M’am bije bet c’hoaz d’am frealzi,
Ha da gemer lod em foaniou kri,
Eun ine leun a drugare…
O dudi !
Siouaz, dilezet on bemde,
Bemde…
Ankouaet on gant ma c’henvroïz,
Gant ma dilez ez on arri skwiz ;
Ha c’hoaz e kresk ma zrubuilho
En peb giz,
Pegoulz e sec’ho ma daero
C’houero ?
Perak eo ar vue ken digar
Evit eur rum-tud war an douar ?
Pa vev eur rum-all evurus,
Hep glac’har,
Perak eo ma c’hlem hirvoudus
Padus ?
Pa hunvrean ’barz ma c’hambr dister,
Pa huanadan gwech hag amzer,
E teu neuze eul lapousig
Ken seder,
Da gana d’in eun tam zonig
Tener…
— Evnig Doue, kan eta da zôn,
Kan da vihana, kan d’in hep aon,
Te a zo d’an emzivadez
Eur mignon,
Hep-out n’he defe levenez,
Jamez !
Pa ven disprizet gant an estren.
Pa ve ma c’halon leun a anken,
E kasan d’ac’h, o ma Doue,
Eur beden…
Teurvezet kemer ouzin-me
True !
Eus ar bed n’hallan gortoz netra
Pegoulz achuo ar vue-ma ?
Ma c’hallo ma spered nijal
Ha kana,
Ha d’an Nenvou mont dishual.
Raktal !
III
Pa vo maro an emzivadez,
Piou a bedo evit ar plac’h kez ?
Piou a daoulino war he be
Gant evez ?
Piou a sonjo en hec’h ine
Neuze ?
Koulskoude, tudou, pa dremenfet,
E welfet war he men-be skrivet :
— « Aman e kousk eur galonig
Dilezet ! — »
Laret ganti eur pedennig
Sioulik…
|