An emc’hallekaat gant ar renkadou-renerien en Alamagn hag e Rusia eus ar XVIvet kantved d’an XVIIIvet
GANT AR RENKADOU-RENERIEN,
EN ALAMAGN HAG E RUSIA,
EUS AR XVIvet KANTVED D’AN XVIIIvet
Kerkent hag an XIIvet kantved, e oa bet levezoniet yez Alamagniz gant ar galleg. Gladdalc’herien Vro-C’hall a zo kemeret neuze da skouer e pep tra gant aotrounez an Alamagn. O gwiskamant, o armou, o doareou brezeli hag ebatal a zo degemeret ganto. Klask a reont dreveza ar giziou kourtez e bri gant marc’hegouriez Vro-C’hall, ha, da dizout gwelloc’h ar pal-se, e kasont alïes o mibien da gelenna pe da beurgelenna e Bro-C’hall pe, da vihana, evit nebeutaat d’ezo an divrôa, e kevrennou germanekaet pe zamc’hermanekaet Bro-Loren hag ar Flandrez (Hengo, Brabant, Haspengo) [1], a oa peurc’hounezet a-benn neuze d’ar c’hladdalc’helez [2]. Ampresta a reont digant ar galleg ar muia ma c’hellont a c’heriou hag a zoareou-lavar, dre ma oa gant ar re-mañ, d’o spered boemet ha touellet gant ar sevenadurez c’hallek, eur blaz hag eur sked na gavent ket e geriou hag e doareou-lavar an alamaneg. Diwar ar galleg, e teue an darn-vuia eus o geriou gant marc’hegourien an Alamagn, er marevez-se, pa gomzent eus traou ar brezel hag al lez. Intentet ha komzet zoken e tlee beza ar yez-se gant kalz anezo, da zezvarn diouz ar gwerzennou e galleg penn-da-benn m’edo peñseliet stank ganto oberennou barzed kourtez an Alamagn e-pad an XIIvet hag an XIIIvet kantved [3].
E-touez ar geriou amprestet, hiniennou, oc’h envel traou dianav d’an Alamaned, a denne da binvidikaat o yez, pe, da vihana, da stanka toullou enni. Nemet, evel ma c’hoarvez bepred pa vez eur vrôad-tud, pe eur renkad pe renkad anezi, dallet, touellet hag evel teoget gant sked ha levezon eur sevenadurez hag eur yez estren, ne voe ket muzul an amprestadennou diouz an ezommou, hag e trôas Alamaned an noblañs da gemer digant ar galleg eun niver geriou n’o doa ezomm ebet anezo, p’en em gave en o yez geriou alamanek rik da ober evito : massenîe « koskor eun aotrou », harnasch « houarn-gen, klaouier, harnez eur marc’hegour », lanz « goaf », gabilot « goaf-bann », aventiure « avantur », prîs « priz », poisun « kontamm », prisun « bac’h, karc’har », tchanzun « kanaouenn », tanz « koroll », tschoie « levenez », amis « mignon, keneil », bois « koad », manier « doare », prophezie « diougan », h. a. Kalz eus ar geriou-se, amprestet hep ezomm, goude beza bet e boaz e-pad an XIIvet hag an XIIIvet kantved, a yeas da get er XIVvet hag er XVvet kantved, bep ma koaze hoal ar varc’hegouriez, ma toc’horae an doare-kevredad kourtez, ha ma teue giziou nevez da ren [4].
Er XVIvet kantved, e trôas adarre ar renkadou uhela en Alamagn da wrac’haat gant sevenadurez ha vez ar C’hallaoued. Emañ neuze Fransez Ia o ren ha lez roue Bro-C’hall e barr he sked. Enebour Fransez Ia, Charlez-Pempvet, en deus bet en e yaouankiz, e Flandrez, eur gelennadurez hanter-c’hallek. Aet da impalaer, e laka alïes da skriva e galleg al lizerou a gas da briñsed an Alamagn. Diouz skouer an impalaer e ra noblañs ar vro-se. Kalz anezo, en o yaouankiz, a ya da Vro-C’hall evit beza desavet. Skignet e voe, a-hend-all, anaoudegez ha boaz ar galleg, er broiou etre Roen hag Oder, dre an annezidigez enno eus eun niver hugunoded argaset eus Bro-C’hall gant ar brezeliou-kredenn, e dibenn ar c’hantved-se [5].
E derou ar XVIIvet kantved, goude galleg an dud a lez, e teu galleg an dud a vrezel da enlouc’ha en alamaneg. E-keit m’emañ Alamagniz o stourm an eil re ouz ar re-all e brezel an Tregont-Vloaz, e tegemeront en o yez ar pep brasa eus ar geriou gallek a vrezelerez e boaz d’ar mare-se : General, Kapitan, Leutnant, Offisier, Dragoner, Musketier, Artillerie, Infanterie, Regiment, Kompanie, Garnison, h. a. An uhelidi, diouz o zu, ha zoken ar vourc’hizien uhela ha pinvidika, a gemer digant ar galleg geriou a sevended, termeniou a gerentiez : Cavalier « denjentil, den-a-zoare », Dame « itron », Demoiselle « dimezell », Monsieur « aotrou », Papa « tadig », Mama « mammig », Onkel « eontr », Tante « moereb », Cousine « kenitervez », h. a. Laosket e vez d’ar bobl izel, d’an dud dizesk, ar ger alamanek-rik Ahn « tad-koz ». En e lec’h, diwar skouer ar galleg, e forch an dud desket Grossvater ha Grosspapa [6].
N’eo ket hepken evel brezelourien ampart ha tud-a-lez seven-meurbet edo brudet neuze ar C’hallaoued. Prizout a raed war re ar brôadou-all o zud a vicher, dreist-holl o saverien-dïez, o liorzerien, o c’hemenerien, o ferukennerien ha kempennerien-vleo-merc’hed, o c’heginerien. An Alamaned pinvidik a gemeras e gopr saverien-diez, liorzerien, kemenerien, perukennerien, keginerien a Vro-C’hall, ha, dre ar rummadou tud-se, en em silas en alamaneg eleiz a c’heriou gallek-all o tenna d’ar micheriou : fassad « talbenn », balkon « pondalez-prenestr », nische « kustod », allee « alez », bosket « bodad-gwez », spalier « spalier », kostum « gwiskamant », robe « sae », taille « dargreiz », peruke « maoutenn », omelette « alumenn », frikassee « fritadenn », bouillon « bouilhons », h. a. Ker boemet edo Alamaned ar renkadou uhel gant traou Bro-C’hall ma kemerjont ar pleg da gomz bepred e galleg, p’edont kenetrezo. Trei war an alamaneg a raent hepken p’o doa da ober ouz ar vourc’hizien izel hag ouz an dud a netra. Ar gallega a oa deuet da veza en o zouez eur merk anat a sevended-dreist [7].
Rôet o deus eun ano en o yez d’ar marevez-se eus o istor m’edont o varmouza, gwasa ma c’hellent, ar C’hallaoued. Die alamodische Zeit « ar marevez alamodek » a reont anezañ, da lavarout eo ar marevez à la mode de France « diouz giz Vro-C’hall » [8].
Pell a-walc’h e padas an ober diouz ar c’hiz-se. C’hoaz e-kreiz an XVIIIvet kantved, brasa ha brudeta roue he deus bet ar Brus, Frederik Dieil [9], a skrive e galleg e holl oberennou, ken barzoniez, ken komz plaen, zoken e lizerou d’e gerent [10]. En e levraoueg, n’oa nemet levriou gallek. Levr alamanek ebet. Nebeut a stad a rae eus an alamaneg, dre ma kave e oa siou ennañ [11].
Eur skouer ker brudet-all eo hini an impalaerez Katell Rusia [12]. Merc’h e oa da zug Anhalt-Zerbst, unan eus ar broiou o doa an Alamaned diframmet digant ar Slaved en XIIvet-XIIIvet kantved ha dislavekaet tamm-ha-tamm abaoe [13]. Daoust d’he c’herent beza e-touez paoura priñsed an Alamagn, e c’hoprjont, evit deski d’ezi yez C’hall betek tri den eus ar vro-se : eur c’houarnerez, eur prezeger hag eur mestr-skritur. Ma oa deuet ar briñsez yaouank hag e ouie ar galleg gwell eget an alamaneg. Galvet da Sant-Petersburg e 1744, evit dimezi gant an arc’hdug-her, ez eas di e ser gant he mamm, hag ac’hano e skrivas an diou vaouez-se d’ar gêr lizerou a ziskouez en eun doare anat pegen gwall-beñseliet a c’heriou gallek e oa aet yez ar renkadou renerien en Alamagn. Degemeret ez int bet en doare tenera (aufs tendreste), ha graet eo bet en o enor lidou ha goueliou, ken m’en em gavas ar briñsez yaouank, gouez d’ezi, mit vieler Grandeur und Honneur bei allem Fracas environirt. He mamm, diouz he zu, a skrive d’he fried, diwar-benn o merc’h : Sie soutenirt die Fatigue besser als ich « Padout a ra ouz ar skuizder gwell egedoun » [14].
En em gavout a reas abred a-walc’h, er renkadou-etre, Alamagniz desket evit sevel o mouez ouz ar gallekaat an alamaneg. Harp a zeuas d’ezo a-berz eun nebeut noblañsou. Savet e voe, eun tammig dre-holl, diwar skouer an Academia della Crusca e Firenze, kevredadou glanyezerien : ar Fruchbrigende Gesellschaft e 1617, e Koethen (goude-se e Weimar, ha, diwezatoc’h, e Halle) ; an Deutsche-gesinnte Gesellschaft e 1643, e Hamburg ; Urz ar Pegnitzschajer e 1644, e Nuremberg, h. a. Ar c’hevredadou-se a genvode barzed, skrivagnerien, grammadegourien, h. a. O fal e oa argas ar geriou estrenyezek diouz an alamaneg, a oa disleberet ha distreset-holl ganto, stabilaat ar reizskriva, ar reizdistaga, hag ar reizranna anezañ, unvanaat ha pinvidikaat ar yez skrivet, yez al levriou, d’he lakaat e-tailh da geveza gant ar galleg hag al latin [15].
Hiniennou eus ar geriou savet gant ar c’hlanyezerien
evit pinvidikaat ha diestrenc’heriekaat an alamaneg
n’o deus graet berz ebet hag o deus tennet
warno goapadennou, Zeugemutter (Kenluzvamm)
n’eo ket bet evit distroada Natur, ha Tageleuchter
(deizgoulaouer) evit argas Fenster « prenestr ». Hogen,
kalz a re-all a zo bet degemeret, evel Augenblick
e-lec’h Moment, Gesichtskreis e-lec’h Horizont,
Jahrbücher (bloazlevriou) e-lec’h Annalen,
Bleistift (plommvazig) e-lec’h Crayon, Briefwechsel
e-lec’h Korrespondenzt, Sinngedicht e-lec’h Epigramm,
Bücherei e-lec’h Bibliothek, h. a. N’eo
ket deuet atao ar geriou alamanek-rik nevez-savet a-benn
da beurgas ar geriou estren : kevezata outo a
reont avat, o pourchas d’an dud a skriv hag a gomz
ar c’henalamaneg, pe alamaneg unvan, eun niver
bras a-walc’h a heñvelsteriadou talvoudus [16].
Labour glanyezerien ar XVIIvet kantved a voe klokaet, e derou ar c’hantved war-lerc’h, gant ar prederour Kristian Wolff. Ober a reas hemañ, evit anoiou traou-diverz ar brederouriez ar pez o doa graet ar c’hlanyezerien en e raog evit an anoiou traou-merzek. Da ober evit ar geriou estren, e savas diwar elfennadou alamanek, geriou diougevrennek pe lieskevrennek. D’ezañ e tle ar yez uhel geriou evel Bewusstsein (emskiant) n’oufe bremañ prederour ebet tremen heptañ. Ha da Wolff beza eur poellvestroniour touet, ne gilas ket koulskoude, evit pinvidikaat e yez, rak trei ouz ar geriadur e boaz gant Kevrinidi an Alamagn : ampresta digantañ a reas termeniou evel Beschaulichkeit (gourarvestad) hag Erbauung (ar skouervada). Evel ar brederourien hag ar ouizieien-all o veva en e amzer, en doa Kristian Wolff deraouet da skriva e oberou e latin. Nemet dindan levezon ar menoziou nevez, e tilezas al latin evit kemer an alamaneg. Eur spered spis ha splann a oa anezañ, ha santout a rae ervat e oa eun teñzor a binvidigeziou a-guz en alamaneg. Ar brederourien hag ar ouizieien, oc’h ober diouz e skouer, a zegemeras a-c’hrad-vat an doare yez-plaen ijinet gantañ. Diaesoc’h e teuas an emgleo da ren e-touez ar skrivagnerien-all ; barzed, saverien peziou-c’hoari, romanterien, lennvarnerien. Rendaeladegou eus ar c’houerva a savas en o zouez hag a badas betek kreiz an XVIIIvet kantved, pep skrivagner o kredi start n’oa nemetañ a gement en doa segred ar gwir alamaneg [17].
Saverien an alamaneg unvan o deus bet da stourm ouz diaesteriou hag harzou bras-meurbet hag a bep seurd, m’emañ tenn d’eomp bremañ imbrouda an niver hag an nerz anezo. D’ar mare ma tigor ar stourm, er XVIvet kantved, emañ c’hoaz al latin, en Alamagn evel er peb-all a Europa, yez an deskadurez uhel, yez ar skoliou-meur, ha padout a reas da ren, kuit a gevezerez, en holl gadoriou-kelenn an Alamagn betek etro dibenn ar XVIIvet kantved [18]. A-hend-all, n’he doa ket an Alamagn a gêr-benn, a greizenn-veur war ar stadrenerez hag ar c’helennerez, ma c’hellje ar c’hounidigez anezi sacha d’he heul gounidegez ar peb-all eus ar vro. Digreizennet e oa ar vro vras-se pez a c’halle beza, rannet m’edo etre eun niver bras-meurbet a vroiou hag a vroiouïgou, anezo kement a Stadou gant peb a renerez : priñselez, dugelez, kontelez, h. a. [19]. Er Stadou-se, n’anaveze ar bobl izel yez-all ebet nemet rannyez ar vro, ha kement a zisheñvelded a oa a-wechou etre ar rannyezou alamanek-se ma veze a-zoug-kaer da alamanegerien ar rannvro-mañ-rannvro ober eus eur rannyez alamanek-all auslandische Sprache « yez a vaez-bro, yez estren » [20]. An dud uhel, i, noblañs ha renerien-Stadou, a veze troetoc’h-troeta bemdeiz war ar galleg. N’eo ket c’houeza an traou lavarout e oa deuet ar galleg, e trowardroiou ar bloaz 1700, da veza yez holl leziou an Alamagn. Argaset diouto e oa bet an alamaneg gantañ. Trellet edo dre-holl ar renkadou-renerien gant sked lez Loeiz XIVvet. Evito, n’oa sevenadurez ebet er-maez da hini Vro-C’hall, hag, e pep tiegez, e vaged Gallaoued da gelennerien war o yez. Oc’h ober diouz skouer ar renerien vras eus an noblañs, edo o vralla war-du an emc’hallekaat ar pep pinvidika eus ar vourc’hizien [21].
Istor ar prederour hollvrudet Leibnitz a ziskouez anat pegen diaes e oa neuze d’an alamanegerien a gare o yez ober diouz o c’harantez. E 1680, ez embannas Leibnitz en alamaneg eul levrig anvet « Prederiadennou dilorc’h diwar-benn an ober gant ar vez alamanek hag ar gwellaat anezi ». Ali a rôe ennañ da Alamagniz striva da gomz ha skriva dre-holl eur vez reiz hag unvan. Nemet gant an dud uhel end-eeun ma skrive Leibnitz evito ha m’edo d’ezo evel eur c’helenner war ar reizpoella (rouanez ar Brus a oa en o fenn), gant an holl rummad-se a lennerien diouz an dibab edo intentet ar galleg kalz gwelloc’h eget an alamaneg. Gant-se e galleg eo e skrivas Leibnitz e Théodicée. Ha d’ar prederour-se beza bet eun den a spered bras hag a zeskadurez doun, n’oa tamm ebet ennañ danvez eun torrer-harzou. Bez ’ e oa eus gouenn ar re a zo gwell ganto mont gant red an dour eget striva evit mont a-enep. Gwell a se evit adsavidigez hag amzer-da-zont an alamaneg, al labour lezet divoulc’h gant Leibnitz — kroui eur yez a brederouriez hag a ouiziegez — a voe kroget ennañ ha kaset da vat gant Kristian Wolff [22].
Eun taol disleal e vefe amañ — kent dizouc’ha diouz an alamaneg — tremen hep ober meneg eus an harp a gavas saverien an alamaneg unvan en droïdigez eus ar Vibl graet gant Luther hag embannet gantañ e 1522 evit ar wech kenta, e 1545 evit ar wech diweza. An droïdigez-se a oa skignet dre-holl. en Alamagn, diskleriet pep sul gant miliadou a brezegerien a gemere an aroud-mañ-aroud anezi da destenn o c’helennou, lennet ha studiet bemdeiz hag invoret da bep eur eus an deiz (koulz lavarout) gant milmiliadou a dud-all eus holl renkadou ar Gevredigez, hogen, dreist-holl, eus ar renkadou-etre, bourc’hizien, pennvicherourien, koueriaded pinvidik, An holl lennerien-se, an holl bleustrerien-se eus al Levr santel, a oa deuet da azaouezi ar furm kerkoulz hag ar fonz anezañ. Alamaneg Luther (Lutherdeutsch) a zo bet, da garourien ha da zifennourien an alamaneg, eun diazez start evit sevel warnañ ar yez unvan [23].
A-drugarez d’ar skridou stank hag a lïes seurd deuet d’eomp diwar ar XVIvet, ar XVIIvet hag an XVIIIvet kantved, ez anavezomp mat an holl blegennou war hent an emc’hallekaat gant ar renkadou renerien en Alamagn e-pad ar c’hantvedou-se. An anaoudegez-se hon laka da veiza spisoc’h an troka-yez, e mareadou peuz-diskrid an Hen-amzer, gant broiou bras tudet a vilmiliadou tud evel m’edo Galia. Da gredi eo, ma vije bet Alamagn ar XVIvet-XVIIIvet kantved heñvel ouz Galia, da lavarout eo enni nemet eun noblañs a berc’henned vras ha dindano, bodet er c’hêriou, micherourien e gopr ganto, ha, war ar maez, eur werin a goueriaded dizesk ha dic’halloud o labourat evito, da gredi eo e vije bet an Alamagn-se gallekaet en holl-d’an-holl, o veza m’edo youl an noblañs a-bez e vije evel-se [24]. A- douez ar renkadou-etre eo ez eus savet difennerien an alamaneg, ha niverus ez int bet dre m’he doa ar sevenadurez, seul ma kreske, lakaet da greski ivez ar renkadou-se [25].
Muioc’h a zeskadurez a oa ouspenn, a-drugarez d’an Adganedigez, ha, da heul, dihunoc’h ha digoretoc’h e oa ar speredou. Ar c’havadennou nevez, an nevezintiou a bep seurd, evel ar moulerez hag ar c’helaouennerez, ma aesaent skei taoliou ouz yez ar vro, a aesae ivez an difenn anezi. Galianed marteze, er Ia, en IIvet, en IIIvet kantved goude H. S., o deus c’hoantaet mirout o yez ha huñvreet hec’h adsevel en he sked hag en he nerz a wechall. Dioueri a raent avat ar binviou a aesa al labour-se d’ar poblou bremañ. Ouspenn-se, e c’houitas an amzer ganto. Diwar an IIIvet kantved e vez reuziet o bro gant an argadadegou, an enbrôadegou-Barbared, an emsavadegou-koueriaded, hag ar rivinadegou. Emañ an Oadveziou Teñval o tigeri evito [26]. An Alamaned, i, o deus bet an amzer d’en em zibab, da studia ha da labourat e peoc’h.
Displega bremañ an emc’hallekaat gant ar renkadou
renerien e Rusia, ne vefe nemet adlavarout
hogos an hevelep tra ha hiraat an danevell hep gounit
ebet d’al lenner. Ker klok pe dost eo bet an emc’hallekaat-se
e Rusia hag en Alamagn, nemet deraouet
diwezatoc’h, pelloc’h e padas ivez da ober e
reuz. C’hoaz en XIXvet kantved e kaved tiegeziou
Rusianed uhelouenn o komz dalc’hmat ar galleg
etrezo, hag o lakaat o bugale da zeski ar rusianeg
— ya, p’o lakaent ! — diwezat a-walc’h, evel ma
reer amañ evit deski d’ezo eur yez estren. Pa argadas
Napoleon Ia Rusia e 1812, edo en e greñva an
emc’hallekaat gant Rusianed an noblañs : « Ma kasent
o amzer o vallozi e galleg ar C’hallaoued, argaderien
o bro. Ne ouient ket rusianeg a-walc’h, en
uhel-renkadou ar Gevredigez, evit hen ober en o yez
o-unan. Betek 1830, e padas terzienn ar galleg. Ar
Rusianed speredek, hag i o c’houzout mat-tre ar
galleg hag ouz her skriva kerkouls, en em gave nec’het-maro
p’o devoa da skriva en o yez end-eeun.
Rusianega a raent ouz o served, hogen kenetrezo o
dije tremenet da zismegañs komz anezañ » [27].
E tiegeziou Rusianed-all an alamaneg eo a zo aet da wall-gevezer d’ar rusianeg. Kreñv ha dalc’hus eo bet levezon ar alamaneg dreist-holl ouz ar Rusianed a bleustre war ar skiantou. E 1841, edo Akademia Sant-Petersburg eur vreuriez alamanek e gwirionez dre ar yez a veze komzet gant an darñvuia eus hec’h izili [28].
An emc’hallekaat hag an emalamanekaat gant tiadou Rusianed-zo a laka anat pegen dall e c’hell beza an drokerien-o-yez ouz dellidou al lavar a zilezont. Ar galleg, an alamaneg zoken, a zo yezou paour, skort, diwevn, disleber, divalo ha diheson e-keñver ar rusianeg. Eus holl yezou Europa en hon Amzer, ar rusianeg (a-gevret gant al lituaneg) eo an hini a zo manet, dre klokded e stummadou, heson e zistagadur, aesded an divera hag ar c’henstrolla geriou ennañ, pinvidigez-dreist e c’heriadur ha gwevnded e frazennadur, an nesa hag an heñvela ouz ar yezou bras indezeuropek eus an Hen-amzer. Dellezout a ra penn-da-benn ar veuleudi a ra anezañ Lomonosov [29] :
« Dindani eun niver a vezou-all, e sav ar yez rusianek, n’eo ket hepken dre ec’honder he rouantelez, hogen ouspenn dre hec’h emastenn hec’h-unan ha dre he finvidigez, da yez-veur dirak holl yezou Europa. Dihegredus e vo kement-se d’eun diavaezour, pe c’hoaz d’eur Rusian bennak o devo lakaet brasoc’h evez da studia ar yezou estren eget o yez-i end-eeun. Hogen a-du ganen e ranko koueza an neb, pellaet gantañ pep ragvarn, a boanio d’he meiza ervat ha doun a-walc’h. Boas edo Charlez-Pempvet, impalaer ar Romaned [30], da lavarout e tlee an den spagnolega ouz Doue, gallega ouz e geneiled, alamanega ouz e enebourien, italianega gant ar merc’hed. Nemet, p’en dije anavezet ar yez rusianek, en dije lavaret ouspenn, hep mar ebet, e c’heller rusianega gant an holl, Rak enni en dije kavet meurdez ar spagnoleg, beoder ar galleg, nerz an alamaneg, tenerded an italianeg, hag, ouspenn, pinvidigez, ha troiou berr ha beo ar gresianeg hag al latin. Helavarded nerzus Kikero, parfetiz hoalus Virgilius, koantiz dudius Ovidius, ne gollont netra er yez rusianek. Tanava meizadou ar brederouriez, liesseurta doareou ha kemmadou ar Grouidigez, darvoudennou Bed-an-Ene a gav en hor yez geriou d’o arouezia » [31].
Netra wiroc’h ! Eun taol-brizerez, mar boe unan, e oa dilezel eur seurd yez evit an alamaneg, ha, dreist-holl, evit ar galleg. Nemet, kement a sotoniou a-berz tud ken dre hiniennou ken dre vodadou a gavomp kounaet en Istor an Denelez ma n’eus lec’h a souezi ouz tra ebet.
- ↑ Hengo, anvet Hainaut gant ar c’hallegerien ; Haspengo, Hesbaye.
- ↑ Bez’ ez eus, en alamaneg an XIIvet kantved, geriou flamankek anat, bet amprestet digant noblañs Bro-Flandrez. Da skouer, wapen, a dalveze kement hag « armou (ardameziou) eur marc’hegour ». Furm ar ger-se, en uhel-alamaneg, e oa wajen. Dorpaere « koueriaded, bilened » (« kôriadenniz » diouz ster resis ar ger) a zo eur ger flamankek-all deuet da alamaneg an noblañs en XIIvet kantved. An uhel-alamanegerien a lavare dorfaere, E. Tonnelat, Histoire de la langue allemande, 1927, pp. 93-4.
- ↑ Skoueriou gant Tonnelat, op. cit. p. 97. Lenn ouspenn Chélard, La civilisation française dans le développement de l’Allemagne au Moyen-Age, 1900.
- ↑ Tonnelat, pp. 93-9.
- ↑ Id. pp. 149-50.
- ↑ Id. p. 150.
- ↑ Id. pp. 150-1.
- ↑ Id. p. 151.
- ↑ Frederik der Einziege, gouez d’an Alamaned. Ganet e 1712, aet da roue e 1740, marvet e 1786. Ar C’hallaoued a ra anezañ Frederik Veur.
- ↑ Unan eus al lizerou gallek-se skrivet gant Frederik Dieil a vo kavet e Souvenirs du Chevalier de Cussy (1795-1866), embannet gant ar c’hont Mark de Germiny, I, 1909, p. 90. Oberennou-skrid Frederik Dieil a zo bet moulet e Berlin e 1846 hag er bloaziou war-lerc’h.
- ↑ D. Thiébault, Souvenirs de vingt ans de séjour a Berlin, mouladur Barrière, 1891, I, pp. 44-5. Evitañ da veza boas-tre da gomz ha da lenn ar galleg, n’oa ket deuet a-benn ar roue Frederik da zeski ar reizskrivadur anezañ, na kennebeut d’en em zizober diouz doareou alamanek da gomz. Anaoudek e oa eus e si. Setu perak e roe alïes e skridou da reiza d’ar C’hallaoued desket en doa dedennet e Berlin, en o zouez da Zieudonné Thiébault (a voe tad d’ar jeneral baron Thiébault deuet da veza brudet e gre Napoleon Ia ha saver Eñvorennou-brezel talvoudus-meurbet). Dieudonné Thiébault a zalc’he ar gador a yezadurez-veur e Skol-vrezel Berlin. Anvet e voe diwezatoc’hik da ezel en Akademia ar gêr-se. Kevrenn al Liziri-kaer, D. Thiébault, op. cit. pp. 21-73 ; p. 93, n. I.
- ↑ Sofia-Aogusta-Frederika diouz he gwir ano. Ganet e 1729, aet da impalaerez Rusia e 1762, marvet e 1796. Bez’ e oa anezi eur vaouez speredet-dreist, ha lezanvet e voe gant he mignoned, ar brederourien a Vro-C’hall, Semiramis an Hanternoz. Eur wech e Rusia, e teskas yez ar vro en eun doare ker klok ma save e rusianeg peziou-c’hoari, ha, zoken pennadou-skrid evit ar c’helaouennou : Kazeten Sant-Petersburg ha Kelachou an Dervez.
- ↑ Zerbst eo eun alamanekadur diwar ar ger slavek Srbiste « Serbia » pe « Sorabia ». Stetin, kêr c’henidik ar brinsez Sofia-Aogusta-Frederika, a oa bet kêr-benn ar Slaved arvoriat (Po-more « a-hed ar mor », ac’hano Pomerania).
- ↑ L. Léger, Les premières années de Catherine II, war Russes et Slaves, II, 1896, pp. 71-92.
- ↑ Eus gre Karolingiz d’an XIIIvet kantved, e oa manet al latin en Alamagn yez ar c’hansellerez, ar gannadouriez, ar wiraouriez hag ar stadrenerez. Betek dibenn ar XVIIvet kantved, e vanas yez ar c’helennerez hag an deskadurez. Er Skoliou-meur e veze displeget an holl genteliou e latin, ha moulet e veze muioc’h a levriou latin eget a levriou alamanek. E 1681, evit ar wech kenta, e voe embannet muioc’h a levriou alamanek eget a levriou latin. E 1687, e voe digoret, e Skol-veur Leipzig, ar genta steudad-kenteliou bet graet en alamaneg. Da wall-skouer e voe tremenet an nevezinti-se d’ar mare. Eun hanter-kantved diwezatoc’h, o devoa an darn-vuia eus mistri-gelennerien an Alamagn dilezet ad latin evit an alamaneg, Tonnelat, pp. 119, 147-9.
- ↑ Tonnelat, op. cit. pp. 151-3.
- ↑ Tonnelat, pp. 160-1.
- ↑ Etro kreiz an XVIIvet kantved, e kemeras an alamaneg lec’h al latin en darn-vuia eus kadoriou-kelenn an Alamagn.
- ↑ N’eus bet a beurgreizenna en Alamagn nemet er pred end-eeun ma vevomp, Ar Broiou m’edo rannet etrezo a zo bet kaset da get gant an hitleriadegez.
- ↑ Setu amañ eur skouer, da rei d’al lenner eun tañva eus an disheñvelderiou etre ar rannyezou alamanek : ar ger a vez skrivet ha distaget gross « bras » en alamaneg lennegel (pe alamaneg unvan) a wisk, diouz ar rannyez, ar stummou-mañ : gros, kroos, kroot, groet, graet, kraat, graut (Tonnelat, p. 155).
- ↑ Tonnelat, p. 157, L. Reynaud, Histoire générale de l’influence française en Allemagne, 1914.
- ↑ Tonnelat, pp. 157-61.
- ↑ Diwar-benn talvoudegez labour Luther e-keñver ar Yez, lenn ar pez a lavar Tonnelat, pp. 127-37.
- ↑ Diwar-benn ar vrientinien, ar vicherourien, ar goueriaded, hag ar c’hêriou gant ar C’halianed, lenn Herri de Fontenay, L’oppidum de Bibracte, guide au Mont Beuvray, Autun, 1876 ; Bulliot, Fouilles du Mont Beuvray, 2 levrenn, Autun, 1899 ; Déchelette, L’oppidum de Bibracte, Paris, 1903 ; Les Fouilles du Mont Beuvray de 1897 à 1904, Paris, 1904 ; E. Espérandieu, Les Fouilles d’Alésia, meur a levrig ; Pro Alesia, meur a levrig ; H. d’Arbois de Jubainville, La Civilisation des Celtes et celle de l’Epopée homérique, 1899, pp. 115-32 ; Kamilh Jullian, Histoire de la Gaule, 6 levrenn, 1910-1926, passim. H. a.
- ↑ A-zivout orin hag andon ar renkadou-etre er broiou germanek en tu kreisteiz d’ar mor Baltik ha da vor an Hanternoz : A. Schulte, Geschichte des mittelaiterlichen Handels und Verkehrs zwischen Westdeutschland und Italien, 2 levrenn, Leipzig, 1900 ; D. Schafer, Die Hanse, Bielefeld, 1903 ; Daenell, Die Blütezeit der deutschen Hanse, 2 levrenn, Berlin, 1906 ; Herri Pirenne, Les anciennes démocraties des Pays-Bas, pempvet miliad, 1922. II. a.
- ↑ Keñveria Ch. Oman, The Dark Ages (470-918), eil mouladur, London, 1908.
- ↑ L. Léger, Russes et Slaves, III, 1899, pp. 62-3.
- ↑ L. Léger. op. cit, II. 1896, p. 15. Akademia ar Skiantou, savet e Sant-Petersburg e 1725, n’oa enni da genta nemet alamanegerien, kouls lavarout.
- ↑ Ganet e 1711, marvet e 1765. Mab d’eur pesketaer eus Arc’hangelsk. War eun dro grammadegour, barz, strilhour, ha mestr-mozaïkenner.
- ↑ Roue ar Spagn e 1516. imipalaer an Alamagn e 1519.
- ↑ Kentskrid d’ar Yezadur rusianek gant Lomonosov, Moskou, 1775. Gant Fransez Vallee eo bet lakaet e brezoneg an dilinennad-se.