An daou Vignon hac an Ours.

Eus Wikimammenn
◄   Ar C’hanval. An daou Vignon hac an Ours. An daou Bod.   ►



FABL 92.


An daou Vignon hac an Ours.


Daou zen a voa mignonet bras
Eun ours en ent a rancontras :
O vont evel-ze assambles
Ne zonjent en netra dies.
Unan a bign en eur voeen
Evit deus danjer en em denn,
Hac egile en em daulas
Var an douar, gant eun hast vras :
Ne voele qet esperanç vad
Da alloud en em zauvetâd.
An ours ractal, en eun istant,
A aru tost incontinant
Hac a c’hoeza partout en dro,
Qen couls e fri hac e c’heno.
En da ampech a lecqe poan
Da dremen ep tenna allan,
Hac ep nep zort finvadenno
An ours a zonch e voa maro ;
Rac laret a rer ne zeb qet
James demeus a charoignet.
Ma c’hez quit ac’hane buan,
Hep ober an disterra poan.
Goude ma voa bed disqennet,
An hini voa er voeen pignet,

O clascq farsal e gompagnon,
A c’houlenne en pe fesson
Na petra an ours a lare
D’e scouarn, pa guzuillicqe.
P’en deus an ours ma c’honseillet,
Evellen en deus lavaret :
En ent n’en dy biqen james
Gant eur mignon evel ennez.

Sans moral.


Ar fe, an adversiteo,
An danjer hac ar pirillo
A zisqueo hep mancq ebet
Pere eo ar guir vignonet.


————