An Ouädes hac e Mestr.

Eus Wikimammenn
◄   Ar C’hole hac ar Raz. An Ouädes hac e Mestr. Ar Marmous hac e zaou Vugel.   ►



FABL 108.


An Ouädez hac e Mestr.


Eun ouädes voa a zeve
D’e mest eun oy a aour bemde ;
Ha cousgoude e voe qen foll,
Evit mont pinvic en eun toll,
E laza en deus comprenet,
O sonjal voa e c’hoff carget
Deus ar metal-ze pricius.
Pa voelas e voa malevrus,
E chommas eno estonet ;
Pa n’en devoa netra cavet.
En em ambandon d’ar regret
Ha da huanadi, tristêd,
Hac e rê neuse e glemmo,
O coll esperanç ha mado.

Sans moral.


An allegori-màn gleer
Da entent en daou sort manier.

O caout re a avaristet,
Hep moderation ebet
Pe heuil re bront ar volonte
Hep sellet petra deuï goude,
Na ne anveomp qet anat
Ne vemp atao re diveat.


————