Mont d’an endalc’had

An Azen hac ar C’hy.

Eus Wikimammenn
◄   Al Leön, an Oc’h hac ar C’hole. An Azen hac ar C’hy. Al Leön hac ar Raz.   ►



FABL 15.


An Azen hac ar C’hy.


D’e vest e re cherio ar c’hy
Ha qencouls da oll dud an ty,
Ha tout e rent ive dezàn
Eur vignoniach ar gaëra.
An azen, pa voel qement-ze,
Gant anvoas e c’huanade ;
Ma commanças neuse timat
Da vlam e etat miserabl.
Ne gave qet tra resonabl
E vije eur c’hy agreabl,
Da vea mignon tud an ty
Ha divar daul ar mest dibri,
Pa ne re evit qement ze
Nemet c’hoari e zidalve.
En a renqe dougen ar bas,
Lies ar foet en e zisc’hras,
Na n’en devoa qet an amzer
Da chom eur moumet dibreder ;
Hac en obstant da gement-ze
Da hini anê ne blije.

Ya, emezàn, gant rezon
Eo poent chanch a gondition :
Poent bras eo din ober etat
A eur vicher qen profitabl.
Abars eur pennat goude ze,
Pa voelas e vest o vale,
E teu da zonjal ê affer
Da gommanç esse e vicher.
Ober a ra an dro dezàn,
Sevel ha disqen ha quea ;
Mont a ra adarre en dro ;
Ober a ra ar pichero.
Mæs pa ra chiboudic a za,
E tol e dreid dreist e ziou-scoaz.
Ar mest a gommamç da grial
Hac ar voerset a deu ractal,
Ma voe al lourdot frotet mad
Da zisqi pe vlas e voa ar c’hoad.

Sans moral.


Qement a so ebars er bed
Ne eller james da gavet :
Pep-hini en deus e banchant,
Natur, vertu ha disqamant,
Hac ar pes ne ellomp-nìn qet
Cals a re-all o grai ezet.
Evidoc’h da vea den fur,
Mar ded a eneb an natur,
Ne reet na ne leverret
Netra hac a ve talvoudec.