An Amourousted hag an Amzer

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Société de la Presse catholique, 1900  (p. 81-83)



AN AMOUROUSDED HAG AN AMZER


————



{
    \clef treble
    \key c\major
    \tempo \markup {\caps All° \caps Moderato}
    \autoBeamOff
    \override Rest #'style = #'classical
    \time 2/4
 r8  c''8 b'8 c''8 | d''8 c''8 b'8 c''8 | a'8 c''8 b'8 a'8 | \break
 c''8 c''8 b'4 | a'8\fermata  c''8 b'8 c''8 | d''8 c''8 b'8 c''8 | \break
 a'8 c''8 b'8 a'8 | c''8 c''8 b'4 | a'8\fermata  c''8 b'8 c''8 | \break
 d''8 c''8 b'8 c''8 | b'8 d''8 c''8 b'8 | a'8 b'8 c''4 | \break
 b'8\fermata  c''8 b'8 c''8 | d''8 c''8 b'8 c''8 | a'8 c''8 b'8 a'8 | \break
 c''8 c''8 b'4 | a'4\fermata  r4  \bar "|."
}
\addlyrics {
Eun den koz, han -- vet an am -- zer, 
Ha be -- pred ho ve -- a -- chi, 
Di -- gue -- zet var bor -- dig eur ster, 
A goum -- manz d’hu -- a -- na -- di_: 
Hag a -- ma ’_ve -- zin -- me le -- zet 
Hep tru -- ez ouz va mi -- zer, 
Ha c’houi c’hel -- fe, va mi -- gnou -- ned 
Chom hep tre -- men an am -- zer.
}

I


Eun den koz, hanvet an amzer,
Ha bepred ho veachi,
Digouezet var bordik eur ster,
En em laka d’huanadi :
« Hag ama ’ vezin lezet
» Hep truez ouz va mizer,
» Ha c’houi c’helfe, va mignouned
» Chom hep tremen an amzer ?


II


E’n tu all, eur bodad merc’hed,
A lavar an eil d’heben :
« E bagik an amourousded,
» Deomp-ni, deomp d’hen didremen
Unan a respount gant furnez :
« Petra ’ zeomp-ni da ober ?
» En em goll a rear aliez
» Ho klask tremen an amzer. »


III


An amourousded p’ho c’hlevaz,
Ho fignaz e’n he vagik :
Daou roenvik flour a gemeraz
Evit sturia e lestrik ;
Heana ’ra, gueachouigou
E’n eur gana dibreder :
« Ganhen-me, va merc’hedigou
» Eo e tremen an amzer.


IV


Pa voa guir well’ ar blijadur
An amourousded, treitour,
A daol ar roenv a lez ar stur,
Ar vag a ia gant an dour,
Neuze an amzer ho roenvad
A gân : « An amourousded
» Ganhen da m’ zro, c’hui ’vel ervad
» A dremen, eta, merc’hed. »


————