Cridi a ràn
Quement a ordren din an Ilis, Cridi a ràn ;
Rac ar virionez he-unan,
Un Doue guirion a revel dizi,
Quement a ordren dìn da gridi, Cridi a ràn.
Act a Esperanç.
Me a esper,
Va Doue, ho craç, hoc’h eürusdet, Me a esper,
Rac ne deot qet enep ho quer ;
Pa oc’h eus hi bet dìn prometet,
Pa zint gant Jesus dìn meritet, Me a esper.
Act a Garantez.
Ah ! me ho car
Dreist qement so tout, ô va Doue ! Ah ! me ho car,
Dre ma zouc’h mad ha leun a c’hloar ;
Caret a ràn va nessa ive
Abalamour deoc’h, ô va Doue ! Ah ! me ho car.