Aliou eur vamm d’he bugalez

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄  Bennoz d’hec’h, ma Doue ! Aliou eur vamm d’he bugalez Em c’hosni   ►



ALIOU EUR VAMM D’HE BUGALEZ.


————


War donn : Zantez Mari, Mam Doue…


————


1.

Klevit amann, bugalez,
Klevit eun ali mad :
Roit d’in ho karantez
Hen-nez eo ho tlead ;
Rak Doue a c’hourc’hemenn…
Na vezit ket digar…
Anez n’ho pezo biken
Eur-vad war ann douar !…

Diskan :

Mamm vad, zec’hit ho taelou
Ha bezit laouen c’hoaz,
Rag ho kwir vugaligou
Ho karaz a viskoaz !…

2.

Eur vamm a ro d’he bugel
Leaz he broun d’hen maga ;
Gwelloc’h ve gant-hi mervel
Ha dilezel pep tra
Kent evit gwelout he mab
Re bell enn dienez ;
Euz ann holl draou ann dibab
A vezo da hen-nez.


3.

Gant-han bepred trubuillet
Enn noz ma gousk taken ;
Kerkent ha m’he deuz klevet
Gant-han eur griaden,
E tilamp euz he gwele
Evit hen luskella,
Ha d’ezhan e ro goude
Eur banne da eva !…

4.

Ne-ket awalc’h en maga,
Deski komz a raio ;
Lavaret : Mamm ha tata ;
Breton mad e vezo ;
Galvet eo ar c’hemener
D’hen gwiska penn-da-benn :
Bragou braz, chupen vezer,
Eur pennad bleo melen !…

5.

Ha goude kemend a boan,
Breman, p’eo eunn den kaer,
Gand ar roue, a glevann,
D’ar brezel hen galver…
Torret en deuz kalz pennou,
Desket en deuz gallek…
Allaz ! Doue, ma Aotrou !
Ne oar mui brezonek !…

6.

Ma flaneden zo kalet ;
Setu petra c’hoarve :
Bugalez em euz ganet
Ha n’ounn ket evit-he ;

Breman e komzont gallek,
Eur iez ken dishano !…
Ha me a gomz brezonek…
Tud digar, it enn dro !…

7.

Me zo evel eur goz iar
O sevel houidi ;
Pa gerzont war ann douar :
Ez int ier emezhi ;
Hogen pa ’z eont enn dour
Ar vamm baour zo spontet ;
Kemerit da vezelour
Ar pez em euz laret.

8.

Karit ervad Breiz-Izel,
Hen-hez eo ma hano,
Ha mirit bete mervel
Iez koz Barzed ho pro,
Enorit neb ho magaz,
Ho mamm ez eo bepred ;
Doue hen gourc’hemennaz
Ha n’ho tilezo ket !…

Diskan diveza :

Mamm vad, zec’hit ho taelou,
Na vezit mui mezek ;
Breman ho pugaligou
A gomzo brezonek.

Gwengamp, Eost 1869.

I.-M. Ar Iann.