Selaouet eur zôn ’so savet
A nevez, vit besa kanet ;
Alanik tra la la la,
Alanik tra la la !
Wit besa kânet dre ar vrô,
En kear ha war ar maès tro-drô ;
Alanik tra la la la,
Alanik tra la la !
D’eûnn den fur ha santel è gret,
Hag ouspenn den gwisiek meurbet ;
Alanik tra la la la,
Alanik tra la la !
An den-ma ’so a voad huël,
Goad an duket côz Breiz-Izell ;
Alanik tra la la la,
Alanik tra la la !
Ha brema c’hoas n’eûs ket e Breiz,
Da dalvoud hi re, war ma feiz !
Alanik tra la la la,
Alanik tra la la !
Vel na n’eûs den da dostad d’è,
Nag en furnez nag en ligne ;
Alanik tra la la la,
Alanik tra la la !
’N ho zi atao ’ve drouk-komzet,
Hag au nèsa ve diframet ;
Alanik tra la la la,
Alanik tra la la !
Beb-deiz da lein ’teber unan,
Hag eun dao pe dri-all da goan.
Alanik tra la la la,
Alanik tra la la !
II.
Alan ez hi c’hâno bâde,
Eghile dawin koulsgoude ;
Eûnn taolik pao d’an den-ma,
Eûnn taolik c’hoas desa !
En eur c’hôradenn è gânet
Ne oa en-hi nemet aëred ;
Eûnn taolik pao d’an den-ma,
Eûnn taolik c’hoas desa !
Jakès oa ër, Iouenn oa aër,
Fant ha Godik aëred c’huiber ;
Eunn taolik pao d’an den-ma,
Eunn taolik c’hoas desa !
Med tud santel vad ez oaint holl,
Doue n’ c’houlenno ket ho c’holl ;
Eunn taolik pao d’an den-ma,
Eunn taolik c’hoas desa !
Alanik zo den a Iliz,
Koanta belegik a welis ;
Eûnn taolik pao d’an den-ma,
Eûnn taolik c’hoas desa !
Ia, Alanik ’zo eur paotr koant,
An holl verc’hed d’eûs desa c’hoant ;
Eunn taolik pao d’an den-ma,
Eunn taolik c’hoas desa.
Dû eo hi benn, dû hi zellet,
Dû hi galon, dû hi speret ;
Eûnn taolik pao d’an den-ma,
Eûnn taolik c’hoas desa.
Hi c’heno ’so toul an ifern,
A zislong diaoulou a vern ;
Eûnn taolik pao d’an den-ma,
Eunn taolik c’hoas desa !
Hi c’heno ’so eur guillotin,
A drôc’h ar pennou, noz-vintin ;
Eûnn taolik pao d’an den-ma,
Eûnn taolik c’hoas desa !
Leûn eo hi galon a aëred,
A sourded hag a douseghed ;
Eûnn taolik pao d’an den-ma,
Eûnn taolik c’hoas desa !
Pa n’em gannoint, pa n’em flemmoint,
Hag ho belum pa ziscargoint ;
Eûnn taolik pao d’an den-ma,
Eûnn taolik c’hoas desa !
Alan baour ’ia gant ar goûnar,
Ma flem diremed ha digar ;
Eûnn taolik pao d’an den-ma,
Eûnn taolik c’hoas desa !
C’hui, tud vrao[1] ha tud a vrud-vad,
Digant-han ’beso kalounad ;
Eûnn taolik pao d’an den-ma,
Eûnn taolik c’hoas desa !
Gwell ’ve ganin tremen dre ’n tân,
Wit kaout eûnn teodad digant-han ;
Eûnn taolik pao d’an den-ma,
Eûnn taolik c’hoas desa !
Ouz belum an aër ’so louzou,
N’en euz ket ous hi deodadou ;
Eûnn taolik pao d’an den-ma,
Eûnn taolik c’hoas desa !
Diwallet mad ous hi sellou,
Gwaz int kals ’wit re an Ankou ;
Eûnn taolik pao d’an den-ma,
Eûnn taolik c’hoas desa !
An Ankou n’ ra med lâza tud,
Med Alanik ’lâz c’hoas ho brud.
Eûnn taolik pao dan den-ma,
Eûnn taolik c’hoas desa !
III.
Ia, Alanik ’so den gwiziek,
Me gred ’oar lenn beteg ar grek ;
Eûnn taolik dant d’an den-ma,
Eûnn taolik c’hoas desa !
Faez ’râ ous eul levr brezonnek,
Hag iwe ous eul levr gallek ;
Eûnn taolik dant d’an den-ma,
Eûnn taolik c’hoas desa !
Na lenn nemed levriou latin,
Roët desa gant eul lutin ;
Eûnn taolik dant d’an den-ma,
Eûnn taolik c’hoas desa !
Levriou sorceraj, m’hen goar fad…
Pa zonjan hen se skorn ma goad ;
Eûnn taolik dant d’an den-ma,
Eûnn taolik c’hoas desa !
— « It-c’hui d’ar skôl, holl doctored,
» Rag n’en d’eoc’h ’tra med asened ;
Eûnn taolik dant d’an den-ma,
Eûnn taolik c’hoas desa !
» Ha c’hui, kerkouls, holl vêleïenn,
» Serret ho peg, babouseïenn !
Eûnn taolik dant d’an den-ma !
Eûnn taolik c’hoas desa !
» Ho theologi a so fall,
» Kement-se holl oa mad gwech-all ;
Eûnn taolik dant d’an den-ma,
Eûnn taolik c’hoas desa !
» Deûd d’in, m’ho lakai war ho hent,
» Gwel ewit ar bibl, pe ar zennt ! »
Eûnn taolik dant d’an den ma !
Eûnn taolik c’hoas desa !
Ia, er ghîz-se ’komz Alanik :
Barnet oc’h holl, ha tawet mik !
Eûnn taolik dant d’an den-ma,
Eûnn taolik c’hoas desa !
N’ c’houlfen laret neb drouk out-han,
Rak eur paotrik è ar gwellan ;
Eûnn taolik dant d’an den-ma,
Eûnn taolik c’hoas desa !
Henès a so eûnn den santel,
’Bak eûnn oferen, n’ ve ket pell ;
Eûnn taolik dant d’an den-ma,
Eûnn taolik c’hoas desa !
A brezek ’vel gant eûnn teod aour,
Hag ho kwask ker brao, tudo baour !
Eûnn taolik dant d’an den-ma,
Eûnn taolik c’hoas desa !
Henès-vad ’oar kaout hennt ar ialc’h,
Gwell ’wit capusin na manac’h ;
Eûnn taolik dant d’an den-ma,
Eûnn taolik c’hoas desa !
Roït arc’hant, roït bepred,
Roït c’hoas, roït heb sellet ;
Eûnn taolik dant d’an den-ma,
Eûnn taolik c’hoas desa !
Evfit dour, debret bara-c’heï,
N’euz ket a forz, med rèd vò reï :
Eûnn taolik dant d’an den-ma,
Eûnn taolik c’hoas desa !
Roït holl, ha iaouank ha côz,
En trok c’hui ’po ar barados !
Eûnn taolik dant d’an den-ma,
Eûnn taolik c’hoas desa !
IV.
Ha me ? — Dindan hi c’hillotin,
Heb truez, tremen a rinkin :
Eûnn taolik falc’h d’an den-ma,
Troc’homp hi benn desa !
Allas ! hag he tròcho ma fenn,
Wit ma c’hass ac’hann da vikenn !
Eûnn taolik falc’h d’an den-ma,
Troc’homp hi benn desa !
Med ’wit-han d’am kass d’ar maro,
Me a c’hoërso hag a laro :
Eûnn taolik falc’h d’an den-ma,
Troc’homp hi benn desa !
» Ma mallos war ar gwall-deodou !
» Waz int er vrô ’wit an Ankou !
» An Ankou n’ râ med lâzan tud,
» Ar gwal-deod a lâz c’hoas ho brud ! »
Eûnn taolik falc’h d’an den-ma,
Trohomp hi benn desa !
————
Med setu aman eur gentell
Evit an holl goaperrien fall :
Kent ’wit divez[2] ma rismadell,
Eo rèd kâna war eun ton-all.
Goude c’hoersin ’ve kalounad,
Ha peurvuian e ve gouelet :
Setu ’r pez a glewan timad :
— « Alanik paour ’so tremened ! » [3]
Laromb oll, gant tristidigez :
— « Benoz Doue war he ine !
» Ma Jesus, selaouet hor mouez :
» Parce, parce o Domine ! »
|