Al Leön hac ar C’haor.

Eus Wikimammenn
◄   Ar Bugel hac al Laër. Al Leön hac ar C’haor. Ar C’hornif.   ►



FABL 103.


Al Leön hac ar C’haor.


Eul leon eur c’haor a voelas,
Var eur roc’h huël pa zellas,
O crignat ar spern hac an drez.
E laras dezi : ma carfez
Caout ar sqient evit disqen
Aman da beuri er blassen,

Da vroutta’n tyn ; an alec glas,
O deveus cals muyoc’h a vlas.
Mæs hi ne c’hoante qet ober
Evit beza e gomso caer.
Fall, emei, e intantion
Ha carget deus a dromplezon.

Sans moral.


Ar sans demeus ar fabl a so
Da zivoal eus fals conseillo ;
Evel m’e devoa resistet
Ar c’haor, e diou scouarn zerret
Eus ar c’homso laret dezi
Gant al leön e c’hinimi,
Ha cousgoude en apparanç
E voaint mad bras a gonseqanç.


————