Al Leön, an Oc’h hac ar C’hole.

Eus Wikimammenn
◄   Ar Vran hac al louarn. Al Leön, an Oc’h hac ar C’hole. An Azen hac ar C’hy.   ►



FABL 14.


Al Leön, an Oc’h hac ar C’hole.


Eul leön en e yaouanqis
A voe eun neubeut diavis ;

Dre ar rezon m’en devoa gred
Eun nombr bras a inimiet,
O veza bet cruel ha cri
Voe punisset en e gosni.
Ar penn-moc’h gue vaillantamant
A lamme gantàn gant e zant ;
An taro ne re qet cals guel,
En broude stard gant e gerniel.
An azen, o c’hoantâd ive
Chanch e ano a zidalve,
A re goassa aille d’e dro,
A dollio treid hac a gomso.
Al leön o huanadi
E teuas da gonzideri :
D’ar re m’am boa noazet guech-all
En just a rent din bremàn fall ;
Mæs ar re m’am boa sicouret
O deveus ma abandonet.
En guirione sod bras oun bet
Caout qement a inimiet,
Ha sottoc’h c’hoas bea fiet
Er re a greden mignonet.

Sans moral.


Pa vezi en prosperite
Ne gemer qet a ourgouil re :
Mar deu ar fortun da chanch faç,
Digant an oll e po disc’hraç ;
Hac an hini a po blesset
A denno venjanç e henep.

Item.


Tol evez, mignonet pa ri,
Pe autramant en em drompli.

Eus an dol hac er blijadur,
Er brosperite, a dra sur,
E ve mignonet evel re,
Mæs hini en adversite.


————